----
CANTIC VAR SANTIMANCHOU
Santez Theresa en quêver ar buez bresant hac an hini da zont, evit elumi en hor c’halon un desir bras da vont da velet Doue, diouz an exempl eus ar santes-ma. Var ton Guers ar Gananeen.
P’Eur, va Doue, vezo dilivret
Va ene diouz ar chadenou
Pere, siouaz, he dalc’h afflijet
Er c’horf-ma gant cals a boaniou ?
P’eur e teuin-me’ta da zilesel
Ur vuez leun a bep anquen
Evit mont d’ar vuez eternel
D’ho quelet-hu da virviquen ?
O buez hir, o buez poanius
Am eus et bed-ma da dremen !
Bannissamant meurbet anquenius,
P’eur e velin-me da dermen ?
P’eur e quelin-me o finissa ?
O beac’h enouus eus va buez !
Allas ne ran nemet languissa
En ur stad quen dîn a druez
Leun [eo] [1] ar bed a valinite,
|
Carguet eo [a] [2] fallagriez;
Ne deus enna nemet vanite,
Nemet poan ha trisridiguez; , .
Siouas, un danjer perpetuel
So enna da goll an ene,
Hac en ur bresel continuel
E ma un den ebarz ive.
O prison trist eus va c’horf-douar,
A zalc’h va ene chadenet,
Eleac’h ma edoun ato en glac’har,
Ato en aon, ato jeinet ;
P’eur e vezi-de’ta discaret,
Pe zigoret dre ar maro,
Evit ma ellin mont da garet
Ha da velet va Doue d’am bro ?
O va Jesus, leun a vadelez,
Plijet gueneoc’h clevet ouzin,
Oc’h ma zenna d’ho rouantelez,
|
Evit gueneoc’h’hu ma vezin ;
C’houi epquen eo a ell contanti
An oll desir eus va c’halon;
Ar bed ma nemet va zourmanti
Ne ra pelloc’h en peb fæçon.
N’em eus enna quen contantamant,
N’em eus quen satisfaction
Nemet o souffr peb diæsamant,
Peb poan ha peb affliction.
Evit plijout dec’h-hu, va Salver,
Ha disqouez deoc’h va c’harantez;
Pe vervel, pe fouffr da bep amser,
N’em eus ama quen volontez.
An horolaij o son pa glevan,
Ez oun consolet bras meurbet.
O sonjal eo ar vuez trist-man
Eus a guement-se diverret,
Hac e tinessa a[r] moment eürus
Ma esperan receo ar
|
c’hraç
Digant va Doue drugarezus
Da vont d’he velet faç-ouz-faç.
O barados ! demeuranç eürus
D’an ælez ha d’an dud fidel,
Gant hon Redamtor carantezus
Hac ar Verc’hes he Vam santel !
O pebes joa, pebes levenez
Eo epad an eternite
Beza en un seurt compagnunez !
N’em eus quen hast nemet da se.
Gant ar c’hoant, va Doue, d’ho quelet
En hoc’h eürusdet eternel ;
Ha gant an desir ma vec’h meulet,
E varvan en deffot mervel ;
Ma c’hassit gueneoc’h hivisiquen,
Evit ma c’hellin ho caret,
Hep aon ebet da veza biquen,
Va Doue, diouzoc’h separet.
Amen.
|