Seizved pennad — XVI

R. Prud’homme, 1903  (p. 219-223)


XVI


’Kichen Jetsemani : be ar Werc’hez. — Kann etre Armeniad ha Gresian.


Ugent munuten goude, e pozomp e-biou da Jetsemani, a zo ouz troad mene ar Gwe Oliv, ’læc’h e kroger da zevel pa deuer euz a Jeruzalem : ’stok da gær.

E-traou deuz ar oetur adarre, ’vit mont da welet al liorz en em dennaz Jezuz enni goude e goan divezan, ar gleuzen vein a zo bet test d’e agoni, ha be e Vamm Zantel.

Be ar Werc’hez en em gav tost d’ar Sedron, er penn-kroec’h euz traouien ar berejo, traouien Jozafat. Mervel a reaz, ’vel m’hon deuz gwelet, war ar mene Sion : mes aman e oa bet douaret he c’horf sakr. Eur gaer a iliz, savet ha had-savet meur a wech, a zo war he be, eur be goullou, ’vel hini hon Zalver. Rak, hen gout a ret, korf an Itron Varia na chomaz ket ennan da vreinan. Goude bean bet en douar epad tri de, e teuaz æled, a-beurz Doue, d’hen tennan ac’hane, ha d’hen sevel, leun a vue, d’ar baradoz. An Assomption a rer deuz ar myster-ze, hag an hano-ze a roer ive d’an iliz a zo bet savet ’vit delc’hel envor anean.

Tro war zro d’ei eo bet uhelaet an douar, en *hevelep doare ma zo kalz da zisken ’vit mont enni. Da gentan eur viñz ledan, a bep tu d’ei eur regennad tud laour o c’houlen an aluzen, a gas an nen betek ar porz-arauk. Goude e kaver c’hoaz hanter kant pazen adalek an nor-dal betek leur an iliz. Bet eo stoufel kement prenest a roe skierijen d’an diabarz : lampo e-leiz a zo e-pign ouz ar volz, mes *didan ec’h int holl, ha na welfemp taken e-bed panevert e teu ar zakrist armeniad, eur maout a zen, da sklerijenni anomp gant eur pennad golo.

Ya, eun den kaer eo hon ambrouger, hag eun den krenv ive, herve ’pez am euz klevet aboue. Ar 7et a viz ebrel 1902, de lun ar c’hazimodo, pa oad o paouez prennan an norjo da zerr-noz, e klefchet leuskel daou pe dri denn diabarz an iliz.

Raktal ec’h eaz eun den da c’helvel tud ar polis.

An Au. Pacha, heñ e-unan, rener Jeruzalem, a ziskennaz hag, arru ouz toull ’nor, a c’hourc’hemennaz d’an daou zakrist, hini an Armeniaded ha hini ar c’hresianed, dont da zigeri d’ean.

Kerkent e trouz an alc’houe er grogen, hag e tro an nor war he marc’h. « Hanta ! penauz eman ar bed aman ganac’h ? Petra ho peuz-hu da leuskel tenno er c’hiz-ze ? Pelæc’h ’man egile, ar zakrist gresian ? - Fe vad, Au. Pacha, ’me an Armeniad, deuet mar plich, dam heuilh, hag e welfet. »

Hag i war eun dro en traou gant ar viñz vein.

Pac’h int arru war leur an iliz, « Setu ’nean aze, « autro, » e laraz an Armeniad d’ar pacha ’n eur diskoel d’ean en eur c’horn teñval eun dra bennag hanval aoalc’h ouz eur bakaden ereet gant liammo, mes eun dra a glaske finval hag a hirvoude. « Arsa, ’me ar gouarner, me ’gred oc’h sod ! Liammi an den paour-ze en eun doare ken kri ! Hag en eul læc’h a zellet c’hwi ’vel eul læc’h santel ! — Fe, autro, paneved ec’h on deut a-benn d’hen pakan, e vijen bet me paket gantan, ha paket viloc’h : kavet ho pije anon astennet aman war al leur, ha me maro-mik. Lausket ’neuz warnon tri denn gant e revolver, mes c’houitet ’neuz ac’hanon. Me neuze ’zo æt eün d’ean, ha, tapet ganin ma c’hreñv warnon, am euz lemet digantan e arm ha staget d’ean e izili an eil ouz egile. — Mad, ma fautr : n’out ket eun hanter-goas. »

N’eo ket eta heb *abek e ræn bremazonn eur maout a zen eus ma Armeniad. Mes, ’michans, e sonj ma lennerien n’eo ket heb abek ive e savaz c’hoari gaer etrezan hag ar zakrist gresian. Oh ! nan, ha ’c’het da welet e oa peadra aman da lakat ar poultr da devi.

An de-’rauk, o defoa laket ar C’hresianed eur c’holoen lustrin neve war unan euz skabello an iliz, mes heb bean ’n em glevet gant an Armeniaded, a zo, kenkoulz hag i, perc’hen d’an iliz, Petra ’reaz neuze sakrist an Armeniaded al lun, pa oa alc’houeed an norjo war e gein ha war gein sakrist ar re all, nemet lakat eur gadren goat neve endro d’eun daulen a oa e-pign ouz be ar Werc’hez.

Na oa ket peurechu gantan e labour pa glevaz leuskel eun tenn war hed taul d’ean, hag eun all goude, hag eun all c’hoaz.

Goud a rer ’pez o c’hoarveaz goude : amzer aoalc’h am euz laket d’hen displegan, ha re amzer zoken : kazi drouk ’zo ennon breman o vean komzet d’am lennerien deuz an *hevelep skandal, goude ’oan krog da vont gante bete be hon Mamm Zantel. Koulskoude e kredan n’am euz ket kollet ’vit se o grad vad. Kement-man an euz roet da c’hout d’ê ec’h eo prest ar C’hresianed hag an Armeniaded, kristenien distag euz ar gwir Iliz, d’en em zibri etreze, ha ’vit an disteran tra.

Piou breman a vo souezet, mar gwel ’nê o klask dibri ar gatoliked ? Ar C’hresianed dreist-holl a zo en o c’henver evel chas klanv : heskignuz ho c’hoant d’ê da grigi. Gwelet hon deuz ’nê en Betleem hag en Jeruzalem o harzal ouz bugale zant Fransez, hag o krigi enne betek sunan o goad. N’euz forz : ar re-man a dalc’h mad memes tra : evit netra na lauskfont al lod o deuz en iliz ar Ginevelez, hag en iliz ar Be Santel. Santout a reont eman dorn Frans o harpan ’nê ha, dre-ze, ec’h int hep aon.

Breman ’zo kant hanter kant vla, siouaz ! na gavchont ket kement a skoazel euz he feurz, hag e renkchont tec’hel euz iliz an « Assomption », euz an iliz mac’h omp breman enni, hag a c’holo be ar Werc’hez vinniget.

Eman aboue etre daouarn ar C’hresianed hag an Armeniaded, a dalc’h enni bep a zakrist.

Pe ’c’h eo kaer iliz an « Assomption », pe na n’eo ket, n’on ket ’vit hen laret, pa n’am euz he gwelet nemet gant sklerijen eur gantoulik c’holo a douge ar zakrist armeniad. N’eo ket auterio a vank enni. Mes an hini ’zo ar bravan kempennet eo an hini o zo war be hon Mamm Zantel. Bean ’zo ’uz d’ean ’vel eun tok a bouez war bilhero moan hag a zo stignet war e du dindan eur gwiad gloan marigelled. Stoui ’reomp dirag ar be santel, ha, goude bean laret trugare da Zoue da vean miret euz ar breinadur korf dinam an Itron Varia, e c’houlennomp digantan, evidomp ha ’vit a re a garomp, ar c’hraz d’en em gavout da fin ar bed wardro ganti, korf hag ine, en gloar ar baradoz.

Eun induljans vras a dalv d’imp hon feden : mes gallout a reomp he gonid e-læc’h-all : bet eo staget gant ar pap Leon XIII ouz iliz Itron-Varia-Franz, o vean n’eman ket iliz an « Assomption » etre daouarn ar Gatoliked.


————