Seizved pennad — XVII

R. Prud’homme, 1903  (p. 223-226)



XVII


Kleuzen an Agoni. — Petra a digoueaz enni hag en liorz Jetsemani.


Euz iliz an « Assomption » ec’h eomp eün da Gleuzen vein an Agoni, n’eman ket ouspenn kant kammad diouti. Eun tammik pelloc’h eman liorz Jetsemani, ’læc’h en em dennaz Jezuz goude e goan divezan gant e ebestel. Eno, dindan ar gwe oliv, e plije d’ean kauzeal ha pedi war dro gante.

Mes, noz ar Yaou Umblid, eo re sammet e galon. A-boan eo d’ean bean arruet el liorz, ma lavar d’e dud :

« Azeet aman c’hwi : me ’c’h a dont a-hont pelloc’h d’ober ma feden. »

Koulskoude e kasaz gantan tri euz e ebestel, Per, Jakez ha Yan, ar re a oa bet gantan e-kreiz ar gloar war ar mene Tabor. ’Benn eur pennadik, arru ’kichen eur roc’hel a c’heller c’hoaz gwelet ’nean hirie, e lavaraz d’ê o zri : « Anken ar maro a bouez war ma speret : gortozet anon aman, ha chomet dihun ganin. »

Neuze e pellaaz dioute eun tammik, ’hed eun taul men, hag ec’h eaz en eul læc’h didrouz, en eun toull a oa kleuzet ’barz eur pikol roc’hel. Eno en em strink war e zaoulin, pleget gantan e benn beteg an douar. Ha neuze : « Ma Zad, emean, pellaet diouzin ar c’hali-man : koulskoude ra vo græt ho polante-c’hwi, ha nan ma hini-me ! » Græt gantan ar beden-ze, ec’h a da gâd e dri abostol : kousket int, ’vit-se. « Per, emean, n’ho peuz ket gellet chom dihun ganin eun heur hepken ? »

Jezus a zistro neuze d’e gleuzen. Goude benn pedet ’vel ar wech kentan, e ra eun eil gweladen d’an ebestel : adarre kousket. Breman eun dried lajad pedi. Koulz eo laret : eun daerved kalonad. Rak peb gwech e save kalon Jezus gant *kertri, ar gertri da zougen holl bec’hejo ar bed a boueze warnan, ar gertri da c’houzanv evite poanio e basion. Mes peb gwech ive e lare d’e Dad : « Koulskoude ra vo græt ho polante-c’hwi ! »

An daerved gwech e santaz warnan ar muian a vec’h. Kouean ’reaz zoken en agoni : krenan ’ræ, ken tenn warnan, ken e tivere deuz e gorf eur c’houezen a oad.

Eun æl, ’vit-se, a ziskennas eus an eñv ’vit rei nerz d’e galon, Gellout a reaz neuze distrei da gâd e dri abostol : kousket e oant bepred. « Savet breman, emean ; arru eo ma heur ; an hini an euz gwerzet ac’hanon, n’eman ken pell ac’han. »

Amzer hepken an euz Jezus da vont daved an ebestel all a zo chomet el liorz ar Gwe Oliv, ha setu an treitour, setu Judaz oc’h arruout, gantan eur bagad soudarded. Kentan tra a ra eo tostât da Jezus ha rei d’ean eur pok. Rak laret en doa kent d’e dud : « An hini a bokin d’ean, hennez eo : kroget ennan. »

Jezus a lavaraz da Judaz : « Ma mignon kæz, d’ober petra hoc’h-hu deut aman ? »

Ha goude, o vean æt da gæ ar zoudarded : « Piou a glasket-hu ? — Jezus a Nazaret. — Me eo. »

Raktal e kouejont d’an douar, kazi ’vel brevet gant ar spouron. Mes Jezus a reaz d’ê sevel, hag a c’houlennaz digante c’hoaz eur wech : « Piou a glasket ? — Jezus a Nazaret. — Me eo, eme Jezus. Deut oc’h d’am c’hemer gant kleveo ha bijer, ’vel pa vijen eul laer. Daoust perak n’ho peuz ket kroget ennon kentoc’h, pan eo gwir e oan bemde en ho touez o prezek ’barz an Templ ? »

Neuze ec’h astennaz ar zoudarded o daouarn evit krigi ennan. Pa welaz sant Per kement-se, hag heñ o tennan e gleve, hag o troc’han gantan skouarn deo Malkus, unan euz mevelien ar belek braz.

Jezus, ’vit-se, a laraz d’ean. « Laket ho kleve ’n e blas, N’ouzoc’h-hu ket n’am euz nemet pedi ma Zad hag e tigaso d’in d’am difenn ’pez a garin a æle… Mes dleet eo d’in evan ar c’hali an euz roet ma Zad d’in da evan. »

Neuze e pareaz Jezus skouarn Malkus, ha dioustu goude en em lakaz etre daouarn ar zoudardet, a stlejaz ’nean da di Gaif war ar mene Sion.

An ebestel, int, ac’h eaz a-kwit euz liorz Jetsemani, bep-hini war e du.

Setu displeget berr ha berr ar pez a c’hoarveaz ouz troad mene ar Gwe Oliv en nozvez ar Yaou Umblid.

Mad e oa d’imp hen adenvori ’vit intent perak en em stag kement kalon ar belerined ouz liorz Jetsemani hag ouz kleuzen an Agoni.

Skwizan enne, n’hell ket an nen ober : komz a reont ken tener ouz an ene kristen !

Mes hirie, siouaz ! n’hellomp ober d’ê nemet eur zell : arru eo an abarde.


————