Me gred ferm hep douetanç ebet
E zan da receo en effet
Corf, goad hac ene va Salver
Er Sacramant eus an Auter.
Me gred e recevin ive
Assambles e Zivinite,
Evel eur boët spirituel
Evit ar vues eternel.
Me a gred ar viryonez-mâ,
Rac ma zeo desquet deomp gantâ ;
Dre’r voyen eus an Ebestel
Hac an Ilis hor Mam santel.
Rac-se, va Salver benniguet
Dindan ar speçou-ze cuzet ;
Me oc’h ador hac oc’h ene
Evit va C’hroüer,va Doue.
C’hoant am eus da Sacramanti
Evit ma tuïn d’ho contanti.
O renta gant humilite
Ar gloar zo dleet d’ho Majeste.
M’ho trugarecaïn, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad oberou,
Ha m’am bezo memor bepret
Eus ho Passion cris meurbet.
Me ya d’ho receo, va Jesus,
Evit dre ho coad precius
Ma vezo va ene goalc’het
Dious pep loustoni à bec’het.
Evit obteni ho craçou,
Da veza treac’h d’am oll viçou,
Ha da drec’hi gant feiz barfet
Ar bed, ar c’hic, an drouc-speret.
Evit ma vezin patiant
E pep poan ha diæzamant,
Ma sentin ous ho volontes
Bete’r maro, gant carantes.
C’hoas e ran va C’hommunion
E delivranç d’an anaon,
Ouspen evit quement hini
Ma zoun obliget da bidi.
Hoguen, allas ! piou e zoun-me
Da dostaat ouzoc’h va Doue ?
Ar Sent mêmès gant reveranç,
A grên bepret en ho presanç.
Petra rin me-ta, siouas din !
Pa zoun d’ho receo quen indin ?
Allas ! ne veritan netra
Nemet an tourmanchou brassa.
Mæs, pa fell deoc’h, Salver ar bed
E zan d’ho receo gant respet,
Ennoc’h emâ va oll fisianç,
Me a esper oc’h assistanç.
E creis va c’halon me ameus
Ur c’hlac’har, un hirvoud, ûr c’heus
D’ho peza, siouas ! offancet,
Va Doue quer mad em andret.
Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonit din va offançou ;
Pardoni a ran en effet
Ar re o deus va offancet.
Desir ameus e guiriones,
Da lacat urs vad em bues,
Hac e proposan d’a dec’het
Pell, gant ho craç, dious ar pec’het
Bremâ e teuan da gassaat oll
Quement zo caos din d’en em goll ;
Pel, diouzin-me traou terrien,
Jesus a garan, netra quen.
O pebez sec’het ameus-me
D’ho caout-hu, feunten a vuë !
N’en deus ar c’haro c’hoant quen bras
Da redec d’ar feunteunyou glas.
O Tad Eternel va C’hroüer !
Digacit prest din ho Map quer,
Evit ma pligin deoc’h dreizan,
O veza unisset gantan.
Guerc’hes Vari, Mam da Jesus,
Roït din ho Map trugaresus ;
Va sicourit, Mam à drues,
Da vont d’ar guir dour a vues.
O va Eal mad ! me ho suppli,
P’oc’h eus ac’hanon ar sourci,
Cacit diouzin an ærouant,
Na droublo quet va santimant.
Va faëron, va Maërones quer,
Pedit evidon va Salver,
Ma ellin d’am silvidigues
Dibri ar frouezen a vües.
Me ho ped, Sent ha Santeset ;
Ha c’hui oll Ælez henniguet,
Offrit da Zoue ho santeles,
Da fournissa d’am paourentes.
|