Simon a Vontroulez/Chabistr XV
A. Ledan, 1834 (p. 64-71)
Simon a Vontroulez a ra meur a rancontr var an hent bras, ha conseillou mad pere a ro var meur a sujet.
Ancounac’hat a ràn atao, va mignon lenner da gomz dêc’h eus a afferaou va c’hompagnun a veach. Mes sonjal a ran e tleont hoc’h interessi nebeutoc’h eguet e ziscoursiou. E general e afferaou a ya prest en dro : guerza ha prena a ra, herves an occasion, hac e varc’hajou so achuet hep conta calz a gaujou inutil. Neuze eo memes e comz an nebeuta tout, rac beza en deus evit princip, en afferaou, penaus d’an den aviset mad, ne zeus ezom nemet nebeut a gomzou. Rac-se, bevech ma lavarìn dêc’h : Erruout a rejomp en ur guær pe en ur bourg, en devoa Simon un dra benac da ober eno. Ha pa lavarìn dêc’h : Partial a rejomp eus al lec’h-ma-lec’h, e zeo sin en deus Simon achuet e afferaou eno.
Goude beza reqetet mil benediction var famill vertuzus Bernard, ha beza poqet dezo oll, e quittajomp Qimperle, evit mont d’an Oriant. Simon a Vontroulez n’en devoa, me gred, biscoas cauzeet qement evel a reas epad an hent ; ne gave qet un tremeniad, hep lavaret dezàn un dra benac.
Hê ! va mignon, mont a rit d’en em anrumi, emezàn da ur pautr yaouanq a guerze qen a elle : da belec’h e redit-hu qer buan ha qen caer ? Da velet ho toucic e zit-hu ? — Ah ! ben ia ! n’eo qet gant se oun occupet : redec a ran e quær d’en em informi ha da glasq ur voyen benac evit obteni un termen ous ur c’hreançour a fell dezàn guerza meublou va zad. — Vantrechien ! ma ven ho creançour, hac o velet ac’hanoc’h gant an habit mezer-se, ur scarpinou scàn en ho treid, hac ar roched fin oc’h eus, n'em bez qet nemeur a druez ouzoc’h. Penaus ta ! ous ho quelet e tremen, me am bije ho qemeret evit ar pinvidica fermier eus ar vro. — O va Doue ! nan ; n’en domp qet pinvidic, pell a se, hac hep dale marteze e vezimp c’hoas paouroc’h. — Lavarat a rìn-me dec’h-hu abalamour da betra ? eme Simon : e feiz, bet oc’h eus c’hoant da dremen evit ar pez n’en doc’h qet. Me gred oc’h eus c’hoant da ober evel ar c’hlesqer, pehini en em c’hueze evit en em renta qen teo hac an eugen. Ar c’hlesqer a grevas, va mignon, hac emeus aoun bras ec’h arrufe qement all ganêc’h. It, ît buan, ma en em dennit eus ar pas fall-se, bezit sonch neuze deus ar proverb a ouzoc’h ervad, pehini a sinifi eo arabat c’huitellat huelloc’h eguet ar guenou.
Antren a rejomp en un ty. — Bonjour, maguerez, eme Simon. Ho puguel a gri terrubl, ha n’on qet estonet eus a se. Cetu-én mailluret evel en ur c’hlaouyer. Oh! ma, ven-me mam d’ar c’hrouadur-se, ne virfec’h qet pell anezàn, evit e vatissa evelse. Lavarit dìn un nebeut peseurt grimaçou a rafec’h, ma vec’h fagottet eveltàn ! Ar buguelig paour n’en deveus qen moyen nemet da grial. Me garfe e scrichfe da faouta ho penn ! Na velit-hu qet penaus an aelic paour-se, privet eus a respiration hac eus a vouvamant, na ell na cresqi na remui e vemprou ? Perac e zeo an darn-vuia eus ho pugale pe mac’haignet pe glànvus ? El leal, abalamour na lezit qet anezo da guemer nerz. Guelet a rit-hu al loened o vailluri o re vian ? Evelse n’o gueler na tort, na luch, na coulmet, na gant an drouc peultrin. Gouzout a ran ervad e zeo ezêtoc’h arrengi ur buguel evel ur paqad goulas, evit e lezel da grial, hep en em jala gantân : evelse e zoar qittes d’e soigni. Ar motif hac an dra so qen barbar an eil evel eguile. Partout e renoncer d’ar fêcon gruel-se, hac ar re en em obstin c’hoas d’e gonservi, a so goall antêtel, goall diot, pe goall vechant.
Rentet var an hent, e qevjomp ur soudard. Salud, den vaillant, eme Simon. Pelec’h oc’h eus-hu collet ho prec’h ? E campagn 1814, eme ar Soudard. — Ah ! penaus eta oc’h-hu bet blesset ? Gant un tenn fusuill ; mes em post e voan, ha n’er c’huittaïs qet nemet pa voen douguet ac’hane, ha goude e voe troc’het va brec’h, ha cetu me amàn. — Dleet oc’h eus souffr calz ? — Bah ! se n’eo netra. Va brassa poan a voa da nonpas ellout mui combatti, d’an ampoent ma valee an enemiet var douar va brô. — Ur bansion oc’h eus michanç ? — Ia, Autrou. — Hac e zoc'h contant ? — Contant bras. Ar groas a henor a meus, va fansion, un tamic douar a meus ive eus a bers va zad ; qementse a sufis dìn. Lennet emeus penaus ar soudardet roman a zistroe da labourat o douarou goude ar vataill : fier oun da ellout ober qement all, ha ne dlean qet en em glêm, pa velan e chom ganén ur vrec’h evit cundui an arar, hac evit e rei c’hoas d’am brô, m’en deus ezom. Me dou dêc’h nemeus qeuz da netra, na zeziràn mann evidòn, ha ne meus qen dezir nemet boneur ar Franç. — Ha me ive, eme Simon, a unis va desiriou gant ho re-hu, va mignon qer, hac e reqetàn digant Doue ma vezoc’h eürus ar rest eus ho puez ; Respet deoc’h, den vaillant ha Breiziad a fêçon !
Ur pennadic pelloc’h e qevjomp correspondanç an archerien.
— Penaus, autrou Berdou, eme Simon d’ar brigadier eus an archerien a gundue ur c’harad soudarded, c’houi eo a so aze ? — Ah ! bonjour, tad Simon. — N’en doc’h mui eta en brigaden Montroulez ? — Nan ; abaoue ar bloa tremenet oun deut d’ar vro-mà. — Charmet oun d’ho quelet ; mes, peseurt tud a gunduit-hu aze ? — Desertourien int. — Desertourien ! eme Simon… Cauzeal a reont-int brezonec ? — Ia sur, ha Bretonet int ive memes. — Allon-ta, eme Simon, en ur binça e vuzelJou, neo qet possubl-se ; ur soudard Breton na guitta qet e c’hiton ha na renonç qet da servicha e vro evelse. Neo qet güir eta, Autrone, n’en doc’h qet Bretonet ?
An desertourien na gredjont qet respont, hac an hano-se a Vreton, a behini e voant indign, a reas dezo stoua o fenn.
Penaus eta en eur gavit-hu aze, eme Simon (ous en em adressi da ur soudard en uniform, a valee a gostez d’un desertour, hac a zisqeuze beza accablet a chagrin) ? Ne seblant qet din e zoc’h deus o banden. — Demeus o banden ! eme ar zoudard, en eur sevel e benn gant indignation ; me, desertour !… Nan, nan, Autrou. — Petra eta, eme Simon, a rit-hu amâ, va c’hamarad ? — Eleal, unan eus ar maleuruset-se a voa va mignon a vugaleach ; soudarded e voamp assambles, hac em bije roet va buez evitàn. E grim, da behini na ouzòn qet petra so caus, en deus va reduiset en disesper. Forcet da nonpas en estimout mui, na meus qet ellet gouscoude cessi d’e garout, hac e zeo talvezet dìn rei dezàn ur breuven diveza, en eur ober dezàn ar c’hundu betec e zestination. Va c’harantez eviltà a voa anavezet mad ha dre se e-meus obtenet ur bermission digant va c’horonal. — Qementse so mad ; mes, noc’h eus-hu qet aoun e rafe gaou an demarch-se deoc’h, o veza mignon da un desertour ? — Gaou dìn ! evit va fae, ia ; mes evit va enor, nan. Anavezet mad oun, Autrou, ha disqeuzet emeus e zoun soudard mad. — Ne douetan qet eus a se, va c’hamarad : gant santimanchou evel oc’h eus, ne doar james capabl eus un action vil. Dalit, eme Simon ; qemerit an dra-man evit ho mignon maleurus — E guemer a ràn evitàn, Autrou ; rac ne dòn nemet ur paour-qèz soudard ; mes, ma ven pinvidic, n’en acceptfen qet, ha n’en defe qet a ezom. — It ; un den a fêçon oc’h, ha carout a rafen e ve composet oll an arme eus a dud eveldoc’h. Ah ! bezit tranqil, Autrou, n’en dòn qet va-unan o caout ur galon vad ; ha beza zo calz hac a dalvez c’hoas muioc’h eguedòn-me. — Qen a vezo, tad Simon, eme ar brigadier Berdou, en eur vont buannoc’h en e hent. — Yec’het mad, va mignon côs, eme Simon.
Eur c’hart leo en tu all, Simon a Vontroulez en em adressas da ur paysant a laboure en e barq, var bord an hent. — Selaouit-ta, va mignon ; perac e lezit-hu ar parc-hont en douar yen ? — Allas ! Autrou, red mad eo d’an douar discuisa. — Penaus discuisa ? eme Simon : credi a rit-hu e zeo feneant an douar evel an dud, hac e devez ezom da repos ? Un ompinion faus e zeo an dra-se, va mignon ; hac epad na rapport ar parq-se netra deoc’h, e zoc’h bepret obliget da baea an impod. Gouzout a rit-hu lenn ? Nan, autrou. — Goaz a se ; ho qelennel am bije da lenn ar pez a scrifer bemdez var labouriou an douar. Eno bo pije cavet instructionou mad pere o devije gallet ho renta capabl da gresqi ar produ eus an douar a labourit. Sonjal a rit oll entrezoc’h na ell qet beza netra vell eguet ar pez oc’h eus pratiqet a bep amzer, evel pa na rafet qet hep-cess un disolo util benac. Ma carfec’h selaou ar c’honseillou mad a roer dêc’h, e rafêc’h alies guelloc’h afferaou. Beza oc’h eus-hu bugale ? — Ia, beza meus ur mab. — Gouzout a ra-én lenn ? — Nan. — Eh bien ! cacit-én d’ar scol. Neuze e lenno dêc’h levriou var labouriou an douar, ha ma oc’h eus speret aoüalc’h evit heuill ar c’honseillou a gueffot enne, e vezoc’h souden contant da nonpas beza en em antêtet gant ar routin. Beza e zeus tud pere en em occup eus ho mad, hep na ouzoc’h ; mes coll o foan a reont, ma na fell qet dêc’h o zelaou. Gouscoude e ve hoc’h interest hac ho tever dont d’en ober. Rac anfin, mar doc’h Breton mad, e tleit desirout ar pez a ell ho renta pinvidicoc’h ha puissantoc’h eguet ar bobliou all. Productionou hon douar a ell ober hor pinvidiguez. Mes an douar ne brodu qet ar pez oc’h eus c’hoant; falvezout a ra dezi beza sicouret dre ingin ar speret. Ret e zeo eta dêc’h beza inginus evit ma vezo pinvidic hac ho prô ha c’houi.
Na achufen qet, va mignonet lennerien, ma carfen repeti dêc’h qement tra a lavaras Simon a Vontroulez da bep-bini eus an dud a gavjomp hed an hent, ha ne arrufen biqen, ma en em arretfen bep moment, evel ma e rejomp neuze.