Simon a Vontroulez/Chabistr XVI
A. Ledan, 1834 (p. 71-74)
Simon a Vontroulez en em gav en un ty, hac en em despit eus a ingratiri an domestiqet en andret o mestri.
Quittat a rejomp an Oriant evit mont da Sant-Briec. Rentet en ur villagen vras, ec’h antrejomp en un ty a apparanç gaer. Ne voa nemet an domestiqet er guêr ; ar mestr hac ar vestrez a voa êt da un eured.
N’ouzon qet, eme ar vatez, petra e devoa va mestrez dec’h ; hed an deiz e voa en un humor ar goassa.
Ar Mevel. — Me voar ervad petra e devoa ; eleal, c’hoari gaer a voa bet etre e goas hac hi, abalamour d’ar verc’h.
Ar Vates. — Ah ! dam, da vestr a so goal vrutal.
Ar Mevel. — Güir eo ; mes da vestrez so ive goal indifferant, hac a so eurus mad caout tud da soigni e bugale.
Ar Vates. — Ne bae qet mad aoüalc’h ac’hanòn evit e meuli.
Ar Mevel. — Selaou : an eil a dalvez eguile.
Abaoue an devez ma collas uguent scoët er
c’hoari gartou, ne meus qet bet ur moment mad
dioutàn. Ur c’hoarier echuet eo.
Ar Vates. — Ia , ha gant se, e zeo ni a souffr eus a sotisou an eil hac eguile anezo.
Ar Mevel. — Ha me eta ! sonjal res-te ne meus netra da souffr eus o fers ?
Ar Vates — Oh ! c’houi etrezoc’h, mevelien, oc’h eus ur profit benac ; gouzout mad a ràn un dra benac var se.
Ar Mevel. — Tao, evit ar guella ; sonjal a res-te na ouzon qet da drucou, pa yes en qær da verza da leas ha da amann ?
Ar Vates. — Clêo ta, Pipi ! Paeet en deus da vestr ar marichal ?
Ar Mevell. — Ah bien ia ! neo qet qen presset d’en ober. Lavar din ivez ha da vestrez e deus paeet ar marc’hadour mezer.
Ar Vates. — Ro dìn peoc’h, innoçant ! guelloc’h eo dê brilla eguet paea o dle…
Simon a Vontroulez a golle paciantet e clêvet ur seurt conversation. Na ellas qet miret da lavarat d’an daou deod fall-se, deus a betra ar fouëldr en em mellent.
Ar Vates. — Clêo an horistal côs-se ive deus a betra en em mellomp ! Me ho cav oc’h-unan goual impudant, cos tamic mercer !
Ar Mevel. — Cede aze afat un insolant !
Simon. — Beza so en effet calz a insolanç en se. Sonjal a rit-hu va humilia ous va c’hervel tamic mercer ? Credi a ra dêc’h ne dalvezàn qet ac’hanoc’h ? Na zepantàn ous den, me hac ec’h allàn lavaret hardiamant ar pez a meus var va c’halon d’ar re er merit. Ounnes zo afat ur gonversation honest a zalc’hit ! Doue d’an preservo da veza pinvidic aoüalc’h, mar deo ret beza evelse exposet da vaga tud ingrat, a laer hac a galomni o mestrou. Oh ! n’en em fachit qet : ar pez a lavaràn a so güir. Emedoc’h oc’h-unan o paouez en em vanti deus ho friponeresou, hac o ticrial ho mestrou ; ha se oll e presanç un estranjour, hep egard, hep mez ! Var betra, me ho ped, en em bermetit-hu da varn cundu ho mestrou, ha da gomz diouto gant ur seurt impertinanç ? Confiet o deus-int dêc’h o secrejou ? Hanavezout a rit-hu ar rêsoniou a ra dezo agissa evel a reont ? Ha c’houi zo certen eus ar pez a gredit beza guelet hac eus ar pez a lavarit ? Ha pa vez possubl e ve güir qementse, ha pa ho pe guelet un dra benac a damallus ; ho tever a vez c’hoas da devel var se. Ar re a bermet dêc’h chom en o zy, a vezur ac’hanoc’h, a bae ho servich ha n’o deus-int qet an droad sacr da receo eus ho pers, ho respet, ho fidelite, ho pridiriguez hac hoc’h anaoudeguez vad ? Na dleit-hu qet o zervicha ha qemer o interest e peb occasion ? Gant ar seurt santimanchou mad-se hac ur gundu honest, e vezot bepret estimet gant an oll. Ne zeus den na estim calz ur servicher ancien pehini n’en deo bet biscoas fripon, nac ingrat ; mes pehini en deus bet bebret servichet mad e vestr eus a greis e galon, ha pehini zo evel ur mempr eus ar famill etouez pehini en deus tremenet an darnvuia eus e vuez. Gallout a ràn en lavaret dêc’h : guelet ameus, neus qet pell, ur vreg pehini, goude beza bet savet bugale ur famill respectabl, e deus bet ar maleur, goude tregont vloaz servich en ty-se, da velet he mestr côs o coeza en e vugaleach, dre suit un attaq paralisi. Eh bien ! e guelet emeus-hi, ar grouadurez venerabl-se, o chom nôs-deiz e campr he mestr, hep quittât ur minuten, epad pemp bloas ma vevas he mestr er stat trist-se, Na veve mui, hi e-unan, nemet evitàn. Pa sante e nerz o timinui hac e coeza gant ar fatic, en em strinqe d’an daoulin hac e lavare : « Ya Doue ! na c’houlennàn nemet ur c’hraç hepqen diganêc’h : accordit dìn nerz aoüalc’h evit servicha va mestr mad betec ar fin. » O Fantic carantezus ! Da vertus dreist-ordinal, da sacrifiç qen rar, a gav ur recompanç dign ebars carantez hac anaoudeguez vad bugale da vestr, ha dreist oll, er gonscianç eus ar pez ac’h eus grêt… Mes, lavarat a ran dêc’h traou na ellit qet da gompren, rac ho quelet a ràn o vousc’hoarzin. Adie. Graç dìn da nonpas rancontri biqen tud eveldoc’h.