Simon a Vontroulez/Chabistr XVII
A. Ledan, 1834 (p. 74-79)
Discours Simon a Vontroulez da dud curius pere a rede e foul da velet laqat un den d’ar maro.
Arruout a rejomp e Sant-Briec, hac ec’h ejomp da loja en un hostaliri vad aoüalc’h. Simon a Vontroulez a zifunas goal divezat, hac a c’houlennas petra voa an drous a glêvet er ru hac en ty. An hostises a antreas er gambr, gant hast, hac a c’houlennas ha ni a elle lezel ar prenestou gant at foul a voa en ty. — Perac, eme Simon ? — Eleal, ur c’hriminal a ya da veza cunduet d’ar maro, hac an dra-se so un affer vad evidomp, rac dont a ra an dud eus a bep tu ; hac evel ma zoun placet mad amàn, e affermàn va frenestou ur pris mad, hac e verzàn calz a vïn. — Qemerit ho prenestou, eme Simon ; ur maleur evel ennes a zo pell d’am c’hontanti ; mes goude m’en devezo ar maleurus-se recevet e bunition, em bezo un dra benac da lavaret dêc’h oll.
Ar silanç vras a renas diouc’h-tu a ras demp anavezout en devoa ar maleurus recevet ar boan eus e grim. Ar silanç-se na badas qet pell, rac a benn ur moment goude, qement hini a voa e prenestou an ty, a zisqennas er sal vras, e pelec’h peb-hini en em laqas da gozeal ha da ober reflexionou. Beza voa calz hac a gomze joaüssamant, a c’hoarze dre divestet, hac en em bermete memes farcerezou ermes a bropos.
Seblantout a ra dìn, eme Simon a Vontroulez, a voez huell, hac en ur feçon da laqat an oll da devel evit er selaou ; seblantout a ra dìn penaus an arvest horrubl e zoc’h o paouez guelet, n’en deus qet produet varnoc’h nemeur a dra, pa zoc’h aze o cauzeal ha memes o c’hoarzin. Beza zeus gouscoude er pez zo tremenet peadra da ober reflexion vad. Mes michanç, eo ar guriosite hepqen en deus ho tigasset amàn. Ar rêson-se ne ve qet meulabl ; rac mont da velet un den o vervel, evit ar blijadur d’e velet o vervel, neo qet un action gaer a generosite. Guelet a ran graguez en ho touez, hac o bugale gante, hac o deus bremàn an ear da zont eus ur barti a blijadur. Qementse n’eo qet grêt evit rei un ompinion vad eus o c’halon. Sonjal a rit-hu e zeo ur gouel a brepar ar justiç deoc’h, pa gondaon up c’hriminal ? Na velit-hu qet ar mercou imposant-ge a laqa qemer evit execution e barnidiguez ? Ar bêleg, ar goardou-se ; tout int assamblet evit disqeuz dêc’h er memes amzer oll-galloud ha misericord un Doue, autorite al lezennou, ar vez hac ar fin eus ar c’hrim. Evelse eo e teu ar societe, en eur distruch demeus e c’horf unan eus he brench, da offr d’ar re-all oll, ur guentel derrubl, ha da laqat diguezout ur vad eus an droug necesser-se. Neo qet un dra a guriosite barbar eo a bresant dêc’h, mes ur sujet a veditation vras, a rafe santout da bep-hini penaus lagad ar justiç divin hac hini an den, a zo bepret digor var ar c’hrim, hac e zeo ar c’hriminal punisset abred pe divezat. Ah ! peguement e ve brassoc’h c’hoas ar guentel, ma elfe ar maleurus a ya da receo ar maro, dont da gonta dêc’h an detaill eus e vuez ; ma elfe disqeuz dêc’h penaus e zeo bet cunduet nebeut a nebeut d’ar c’hrimou o deus en poulset d’ar chaffaud ! N’am eus biscoas ancouèt ar c’homzou diveza deus ur miserabl a voe laqet d’ar maro, pell zo : Evel an hini e zoc’h o paouez guelet, en devoa lazet e vad-oberour, evit en em ampari deus e arc’hant. Un nebeudic qent mont d’ar maro, e vam a falvezas dezi e velet evit ar vech diveza. En em bresanti a eure dirazàn en ur grena ha disesperet oll… » — Maleuruses ! emezàn, en eur grial hac o sellet outi : deut oc’h eta da gontempli ho labour amàn ! c’houi eo, ho carantez dall, ho neglijanç eo, o deus va lezet da antre en hent ar c’hrim !… Ah ! ma na vijen qet bet abandonet dìn va-unan, adalec va bugaleach ; m’ho pije qemeret ur soign benac eus va education ; ma n’ho pije qet va lezet da gresqi ebars en ignoranç, en didalvoudeguez, er feneantis ; m’ho pije stourmet ous va santimanchou fall ; m’ho pije grêt dìn heuill principou ar religion, ar chafaud na vije qet savet hirio evidon !… Perac, pa em guelec’h o qemer habitujou vicius, noc’h eus-hu qet va dalc’het en brid ? Perac oc’h eus-hu serret ho taoulagad var ar c’henta laeronciou a meus grêt dêc’h ? Perac noc’h eus-hu qet va rentet capabl da c’hounit va buez en honestis ? Perac noc’h eus-hu qet chasseet pell diouzòn ar mignonet dangerus a henten, ha pere a so commancet d’am egari dre o c’honseillou fall ? Perac ne zoc’h-hu qet en em savet a enep va c’henta debauchou ?… Evelse eo e zoun en em familiariset gant ar c’hrim. Va ezomou a so cresqet, hac an oll voyenou a so seblantet mad dìn evit o c’hontanti. Ur vech lancet en hent maleurus-se, n’en deo bet mui possubl dìn sortial eus anezàn. E heuillet a meus, ha cetu me arruet en termen da behini e cundu !… Disenoret e meus va famill ; coumettet e meus an oll dorfejou ; va daouarn o deveus scuillet goad va mad-oberour, pehini en devoa digoret dìn e zivrec’h !… Mont a ràn anfin da receo ar bunition just eus a guement a horreuriou… Mam goupabl ha maleurus ! Qementse oll so ho labour… Gallout a rit-hu c’hoas souten va guel ? Ah ! pellait… tec’hit dirazòn… » Ar vam miserabl-se, anter-varo, a fell dezi poqat da zaoulin he mab. — » Na dostait qet ouzin, emezàn, gant furor ha disesper ; ho mab a dol mil mallos var ar vuez en deus recevet diouzoc’h !… » Ar vam maleurus, accablet dindan malediction he buguel, a güez semplet ; he halan a vanq dezi, he c’halon so stanqet, he daoulagad so clos-serret, hac e varv eno var ar plaç… — « Mervel a ra ! a gri ar miserabl ; collet eo evidòn… Va mam !… Ah ! cetu aze eta va zorfet diveza !!!… » — Ne allas qet lavaret davantach, hac e cuezas e-unan semplet ; na deuas ennan e-unan nemet evit beza casset d’ar maro.
Goaset, graguez ha bugale am selaou : petra ho pije-hu santet, ma en devije ar maleurus en deus souffret ar maro hirio, roet dêc’h ur seurt arvest ? Ah ! hep douet, grêt en devije, me so sur, un effet terrubl en ho calonou. Eh bien ! gallout a rê marteze lavarat dêc’h ive qement oc’h eus clevet ganén ; mes e fêçon a vije bet touchantoc’h, terruploc’h eguet va hini, rac laqet en devije daelou a voad da strinca eus a goeled ho calon.
Biscoas n’em boa guelet Simon a Vontroulez o comz gant qement a nerz hac a eloqanç, evel en discours-se. E zaoulagad, e vlêo guenn, ar fêçon eus e visach, pehini a roe da velet e sante qement a lavare, e vouez, e jestou anfin, o devoa oll un dra benac a derrubl, pere a seblante remui o goad d’an auditoret. Beza e zoad en ur stat an trista. An hostises memes a voa drouc-livet, ha na vouie petra da sonjal eus an den e devoa en e zy. Anfin, an oll en em dennas goustadic ha gant ur silanç hac un dranqilite dign eus ar sujet a voe trêtet.