Simon a Vontroulez/Chabistr XXVIII
A. Ledan, 1834 (p. 118-121)
Simon a Vontroulez a rancontr ur marichal yaouanq oc’h êchui e drô Franç.
En eur antren e Lanneur, e tiredas un den yaouanq a fêçon vad d’hor c’haout, hac a lavaras da Simon a Vontroulez : Amàn e zoc’h eta ivez, Simon guèz ? Nac én so joa ganén ho quelet ! — Sell ! Te so aze, Glodic qez ? Petra ar gibet a res-te er vrô-mâ ? Quittêt ec’h eus-te da vicher a varichal ? — Nonpas ! mes mont a ràn d’ar guêr, goude beza echuet va dro Franç. Mall bras eo dìn mont da boqat d’am zad ha d’am mam guèz, ha d’o lezel bremàn da repos, o tont d’en em garga va-unan deus al labour. — Mad evelse, va mignon. Guelet ec’h eus-te calz a vroyou. — Eleal ia : Bet oun er vroyou gaera a Franç, hac emeus disqet labourat ; mes antreomp da leina.
Ar pautr yaouanq-se, eme Simon, en eur distrei ouzìn, a so un ouvrier caer hac ur pautr a fêçon. Me meus en lusqellet guechall, d’ar c'houlz ma voat sot aoüalc’h evit lusqellat ar vugale. Arça, bremâ pa hon eus leinet, cont deomp un nebeut eus da avanturiou.
Gouzout a rit, tad Simon, penaus ar varichalet a so eo em associet evit sicour an tremenedi n’o deus qet a labour, pa ne deo qet dre o faut. An etablissamant-se a laqa an oll dud eus ar vicher-se da veza camaradet. Na lezont qet unan d’en em laqat en hent hep mont d’er c’hundui, ar pez so bet erruet ganén evel gant ar re-all. Al livret so er godel, gant pehini e zoar sur da veza recevet mad partout, ha da gaout labour, ar pez, a drugare Doue, n’en deus cazi james manqet dìn, rac va livret so en regl. Gallout a rafen conta dêc’h meur a dra divar benn ar vroyou a meus guelet ; mes re bresset oun da vont d’ar guêr. Cavet emeus avichou ouvrierien ha na voant qet savant, darn all en em gundue fall. Hopa-la, emedòn-me ; na reomp qet evel ar re-se, rac me ve ar c’henta trapet : profitomp, er c’hontrol, deus o sotoni ; labouromp ferm ha mad ; na frecantomp nemet pautret a fêçon ha labourerien vad ; neus nemet da c’hounit ganto. Guelet a ren hac a zispigne o arc’hant qerqent evel mo devoa er gonezet, a yê da redec an dançou, an nosveziou, an hostaliriou. O velet se e lavaren : Dioüal, Glodic ; laqa eves ; espern ; gallout a rafes c’hoari da benn evel un all ; mes n’eo qet evit se out deut da ober da drô ; pa vezo echu ar blijadur, e selli en da yalc’h, ha ne gavi netra ebars. Ur sotoni eo dispign an arc’hant da brena ur c’heuz ; na gousqer qet qen mad goude : labour elec’h en em amusi, ha ne pezo qet a chagrin da vancout. Na c’heus nemet coeza clàn en hent, ma c’heus dastumet un dra benac, ne vezi qet obliget da vont d’an hospital. En eur rêsoni evel-se, tad Simon, e credàn beza pellêt eus meur a ziotach, pere am bije ellet ober, da viana hep reflexion. Hac ouspen se, alies e sonjen em zad qèz, pehini en devoa guelet ac’hanòn o partial gant confianç, hac a zeport va distro evit lezel e stal ganén, hac en em reposi. Qementse tout so bet caus e zeo goarnisset mad va yalc’h. Bet a meus ivez ar blijadur da renta meur a servich da gamaradet. Gouzout a ràn mad va micher, hac emeus disqet mad anavezout an houarn a bep qalite. Lavarat a rìn dêc’h ivez, tad Simon, penaus, elec’h caout chansoniou sot, em boa em sac’h an Devez Mad, an Doctrin Gristen, an Instructionou Christen, eus a here e lennen bep mintin ha bemnos ur chabistr benac. Beza am boa ivez, evit en em recrei, ar Pautr Côs Richard, ar Gonferancou Curius hac ar Pêvar Mab a Emon, pere a gaver e Montroulez.
Mes, poent eo dìn êchui, rac hast ameus, evel el lavaren dêc’h, da vont d’ar guêr : ur vech all e cozeimp hirroc’h.
Qement a c’heus lavaret dìn, Glodic qèz, eme Simon, a ra mil blijadur dìn. Lavaret mad a renn atao, e pije grêt ur pautr a-fêçon, hac e velàn n’en doun qet en em dromplet. — Eleal, tad Simon, tleout a ràn lavaret dêc’h emeus bet alies sonch diouzoc’h, hac e zoun en em gavet mad oc’h heuill ar guentelliou fur ho poa roet dìn. — Eh bien ! Glodic qèz, charmet oun da veza evit un dra benac en da voneur. Arça, pa veli da dad, na vanq qet da ober va gourc’hemennou dezàn, ha bez sur e zìn da leina ganêc’h, abars pemzec deiz ama. Qen a vezo ar c’henta, va mignon Glodic.