Sketla Segobrani vol1/Rann 02

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 9-10)


KENTSKRID GANT VALERIUS KELTUS
————

An danevellou-man diwar-benn ganedigez hag oad kenta pobl ar Gelted a zo bet skrivet gwechall gant Segobranos, mab Segomaros, kadour brudet eus brôad al Lingoned [1]. O sevel a reas, evel m’hel lavar e-unan, diouz skouer Danevellou Herodotos, mab Luxès, hag ec’h anvas anezo er yez keltiek Sketla Segobrani. D’o skriva e reas gant lizerennou koz ar C’hresianed a oa boaziet, en amzer-ze, e-touez al Lingoned hag an Helveted [2]. Treset e voent gantan war vugenou gand al liou a denner eus ar varantia (gwrizienn-ruz). Diwezatoc’h, dindan an impalaer Tiberius, Caius Julius Iantumarus, a « Branodunum » [3], en deus o eil-skrivet e lizerennou latin ha war rollou papurus evit Banona, merc’h Namatianus, al Lingon. Hag, evel en hon deiziou ez eo aet ar re a oar yez rouanez ha tud-veur Keltia war nebeutaat an niver anezo [4], Q. Valerius Keltus a gavas d’ezan e raje vad o trei e latin evit brôadou Galia an danevellou-ze bet savet gwechall da veuli o gourdadou…

  1. War al Lingoned, Jullian, Histoire de la Gaule II, p. 524-525 ; H. Kiepert, Manuel de Géographie ancienne, trôet e galleg gant E. Ernault, Paris, 1887, p. 297. Sego-, iwerzoneg seg « nerz », goteg sigis « trec’h ». Branos, iwerzoneg bran « bran ». Segomaros, iwerzoneg seaghmhar « ijinek » ?
  2. War al lizerennou koz-se, Déchelette, Manuel II, 2vet kevrenn, p. 569, notenn 4, ha p. 570 ; Revue des Etudes aneiennes, 1912, pp. 283-284.
  3. Branodunum, furm latinaet evit Branodunon, a zo deut hizio da « Brandon » (Saône-et-Loire). War an ano-ze, D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France (période celtique et période romaine), Paris, 1890, p. 400. Iantumarus, furm latinaet evit Iantumaros, iwerzoneg etmar « gredek » ? Iantu-, iwerzoneg et « gred, kenoaz ». — Varantia, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 300, n. 5.
  4. Er c’henta kantved goude H. S., enskrivaduriou a-berz renerez-bro, kouls lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yez ar renkadou uhela hag e kerze c’hoaz keit-ha-keit gand al latin. En IIIvet hag er IVvet kantved goude H. S., er mare ma veve Keltus, n’oa ket komzet ken nemet gand ar bobl astut a-ziwar ar maez e bro an « Trevired », diouz m’hel lavar sant Jerom, hag e bro al Lingoned, ar Senoned hag an Aedued, evel m’hen testenieka enskrivaduriou war drôellou-neza studiet, n’eus ket pell, gand an aotrou Loth, Remarques aux inscriptions latines sur pesons de fuseau trouvés en territoire gaulois et en particulier à l’inscription celtique de Saint-Révérien (Nièvre), Paris, 1916 (Tennet eus ar Comptes-rendus des séances de l’Académie des Inscriptions et belles-lettres, 1916, p. 168.)