Sketla Segobrani vol1/Rann 03
Segobranos, mab Segomaros, douaren Segolatis, eus brôad al Lingoned, eus ar ouenn Andekamulia [1], eus mereri « Briganis » [2], etre Olka ha Nagarba [3], an hini a skriv al linennou-man. Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenou ha skrivet an danevellou warno, er seizvet bloavez eus renadur ar roue Ainorix [4], mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon [5].
Setu aman an darvoudou ez oun bet lakaet ganto da embreger al labour-man.
En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavez eus ar renadur anezan, e kimiadis diouz ar gêr diazezet-doun, mogeriet-krenv, a laka an doriou anezi, pa drôont war o mudurunou, ar vro da dregerni adalek Luta betek Barron [6] hag adalek Kamaranda belek Medionemeton [7]. An dro a ris [8] d’ar C’hrenvlec’h galloudek, savet gwechall gand an Tri Gevell, mibien Virotouta [9], bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogeriou arouezintiou-brezel ar boblad, tenzor ar roueed, tenzor an uhelidi hag an tri c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feuriou. Gedour atao war zav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an nenv, hag eus lein ar menez a dalv d’ezan da zichenn e wel al Lingonikon [10] a hed hag an holl rann-vro stag outan. Ar vro a zo diwallet gantan a gwitaïs, eur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an nenv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a voueziou doueel na davont nepred, o tasoni dalc’hmat gant hiboud an eienennou, kroz ar froudou hag al lammdouriou, sarac’h ar c’hoadou, garm an evned ha blej an tropellou ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadou, goude eun niver emgannou, ha deut da herez ar gouennou illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasa, kaera, krenva ha gwella eus ar bed [11].
Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa ’z eas, gant koun, kirri-samm, kirri-emgann hag eur bagad bras a dud, daved broiou ar c’hreisteiz e-lec’h e lavared ez oa brud, preiz ha douarou da c’hounit. Gantan ha diwezatoc’h hebdan, em eus ergerzet an holl vroiou-ze, bro « Belovêsos » da genta, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezus douret gand ar Bodinkos [12] hag an adstêriou anezan, ar Vinolandon [13], puilh ennan an trevadou mezvus en tu-hont hag e-harz ar meneziou bras erc’hek, e troad an hir-ziarroziou koadek ma kantre warno an arz, ar c’haz gouez hag ar c’havr, ouz glann al lennou-meur glas, sioul ha doun o douriou evel an oabl en deveziou hanv [14]. En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar glann-hont eus mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegez gand ar vroïz anezi, tud kenedek o dremm, krenv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg. Er vrôad-ze ez eus ijinourien-gaer, kelennet gand an doueed, a oar o dourn plega an arem hag ar mein kaleta diouz ratoz o spered, da stumma anezo e korfou paotred ha merc’hed a lavarfec’h beo-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n’eus ken enno a ziouer nemet ar vouez. Gweladennet em eus an enezennou, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santela, an azaouezeta-holl, anvet Delos gand ar C’hresianed, hag enni eun templ bras e maen-benerez ha maen-marbr gouestlet d’an Hini a vez sklerijennet ar bed gand ar pennad-bleo rodellet anezan [15].
En tu-hont d’ar mor Enezek, em eus gweladennet an douar-bras anvet Azia hag ar pep brasa eus ar broiou bet staget ouz impalaeriez ar C’hres gand an trec’hour-meur brudet Alexandros, mab Philippos, dre e gadarnded e-unan ha hini e genvrezelourien. A-gevret gant mab uhel Albiorix, em eus marc’hekaet war an hent-bras-se a c’hellfed envel penn-hent holl henchou ar bed. Adalek glann ar mor Enezek ec’h en em led a-dreuz d’an holl Azia betek bevennou reterel ar bed, e bro-Indez. Er vro-ze, dindan eun oabl entanet, e vev an dud en noaz-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadou uhel-uhel, miled ramzel, henvel ouz an euzadennou a zigouez ganeomp gwelout a-wechou dre hon hunvreou[16].
Damdost d’an hent-se, diouz ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hanvdi ma klever en-dro d’ezan, a-hed an nozveziou diloar, o ouela hag o kunuda en eur wea he daouarn war he foan, intanvez ar Garianed[17]. An ti, bet savet gand an intanvez doujus, gwirion, karantezus, a zo uhel, ledan, ec’hon, marzel, o tereout ouz eur roue-ar-bed. Kaeraet eo ar muriou anezan en diavaez gant skeudennou brezelourien, lenverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha dam-zistag dioutan, ma leverer e teu ar skeudennou-ze, da vareou-zo eus ar bloaz, pa gouez sklerijenn al loargann en he brasa war an ti-kanv, da enaoui ha d’en em beurzistaga diouz ar maen. Ha setu neuze o skiltra ar fleütadeg, garmadeg al lenverezed o sevel hag ahel ar c’hirri o wigourat : ambroug-kanv roue ar Garianed, o voustra eur wech ouspenn an douar genidik, eo a zibun dre ar maeziou didud.
En hanternoz d’an hent, em eus gwelet dismantrou, kement anezo ha kêriou. Dismantrou ar c’hrenvlec’hiou hag ar paleziou a waskede gwechall galloud, pinvidigez ha brud roueed ar Vriged [18]. Eno e veve, war a leverer, ar roue e ziskouarn-marc’h [19] ; eno e taspugne an aour a veze digaset d’ezan gant e strolladou listri-mor hag e vagadou kezeg-samm. Eur souez ar mogeriou maen-ze a lavarfec’h ez int bet savet gant dourn ar ramzed a bantennadou krec’hiou hag a dolzennou roc’h a vez distaget diouz tor ar meneziou ! Eur marz ec’honder an dachennad gourizet ganto ! Dreist pep muzul niver ar saliou-trona, ar c’hambchou, ar grignoliou, ar banellou, an doriou, ar porziou, al leurennou pavezet [20] ! Nemet hizio e ren el lec’hiou-ze an digenvez hag an didrouz. Ar roueed n’eus ken anezo ! Steuziet o galloud ! Stlabezet eskern o saverien-vogeriou, pulluc’het brec’h o brezelourien ! Ar saliou-trona, kambr an tenzoriou, ar grignoliou a zo disto ha goullo ; enno e kresk an drez hag en em repu ar gouezed. War al leurennou pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meska a ra ar gwragez hag ar vugale anezo en-dro d’an tantadou ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos ha Geneta, o kenstouï o fennadou bleo melen-aour, a stok o dioujod o poka an eil d’egile en eur c’hoarzin [21].
Pelloc’h, kalz pelloc’h, war harzou gouelec’hiou Sour [22] hag Arab, anezo kompezennou traezek ha meinek, hep gwez, na geot, na dour, ez eus, etre diou stêr, eur blenennad all ec’hon ha frouezus, ma eoster enni gwiniz. Eno em eus graet hent, a-hed deveziou, war straedou eur geoded ec’hon-divent, koz evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedou an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzou ha micheriou. Gourizet eo a vogeriou ramzel, en o diabarz tïez a gant-miliadou, parkou ha liorzou a viliadou, templou ha paleziou a ganchou. Seiz tour savet an eil war egile a weler eno, hag ar seizvet, an uhela-holl, a zo anezan eur santual da vab skedus an Nenv. Tri c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezo hag ez eus a zeiziou e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezan, e-lec’h ez eus eur maen yec’hedus ma vez pareet dre steki outan klanvourien gêr. Gand ar ramzed eo e voe savet an tour-ze gwechall, c’hoant d’ezo da skeuliata an nenv, nemet mesket e voe o yezou d’ezo gant an Uhela o stlabezas e pevar c’horn ar bed. Evel m’eman, an tour-ze n’en deus ket e bar e bro all ebet ; unan eus marziou ar bed eo-hen [23].
Gwelet em eus ar gêr graet a vaen-benerez ha maen-marbr a zo bet savet gand an trec’hour-meur Alexandros, mab Philippos, da lavarout eo Alexandria-war-an-Nil. Glan ha gwenn-kann e sav ar gêr-ze war ribl mor ar C’hreisteiz, en tu-hont d’an dour rag-eeun d’an Hellas, e toull-dor aven ha bro an Ejipt. Rak ar vro-ze hag an draonienn ma red aven vras an Nil ne reont nemet unan. Glas ha tudek eo an draonienn, golôet a wez, a zouarou-gounit, a beurvaniou geotek, dre-holl e-leiz enni boud an douriou ha mouez laouen an tropellou. Hogen, an distera ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traez ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezo hag o rei ar maro, oc’h emwea, oc’h emgemmeska, oc’h emgeja a-ganchou war an douar, ha korc’houezadou-traez, bannet gand an avel, oc’h emwea a-ganchou en aer hag en amzer. Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouz e heul gant krec’hiou ha traoniou evid e blaouia. Eun doare dibar a gizier gouez eo al leoned-ze : kement anezo ha tirvi, en tu-hont da nerz an taro o devez gwevnded ha skanvded ar c’haz-karvetaer. Ar par a zo ar penn, ar gouzoug hag ar choug anezan hir-vlevek, e doare eur moue ; ar barez-hi n’he deus ket a voue… Hogen, ouspenn a zeuio ganen diwezatoc’h diwar-benn al loened-ze, mar bez youl an doueed, kerkouls ha diwar-benn an holl loened all amm eus pledet ganto e broiou ar C’hreisteiz. An douarou milliget-se, ma kantre enno al leoned hag an naered a voe lakaet gwechall gand an doueed, savet droug enno, da ouelec’hiou hesk, dizour ha dic’hlazvez, da viken gourlosket gand an heol. Enderc’hel a reont traonienn ha bro an Ejipt evel ma vez endalc’het gand an dourn dournell ar c’hleze, hag e tisrannont an douar-Bras anvet Azia diouz an douar-Bras anvet Afrika.
Marziou all am eus gwelet c’hoaz en Ejipt a vo dezrevellet ganen diwezatoc’h diwar o fenn dre ar munut, mar bez youl an doueed, rak eur vro eo eus ar marzusa ha dishenvel e pep tra diouz ar re-all. Ne livirin ket aman nemet ar pez am eus merzet eno eus an templou gouestlet d’an doueed, ken ec’hon ha kêriou, keit ha ken teo ar mogeriou anezo ha mogeriou krenvlec’hiou, da harpa o zôennou en diabarz peuliou maen stank-ha-stank, keit ha ken teo peb-unan hag ar pinennou bras o c’holei tor menez Vosagos [24] e bro al Lingoned, pe pantennou menez Iouris [25] e douarou ar Sequaned. Kaeraet eo muriou an templou-ze gant skeudennou livet pe benet er maen, enskrivet warno ouspenn, e linennadou-skritur, meuleudi an doueed ha danevell taoliou-kaer rouanez ar vro. Teir c’hrugell-vaen am eus gwelet o c’holei beziou tri eus ar rouanez-se. Lufret-kaer, ramp ha lintrus d’an heol evel skourn eo ar mein warno, hag int kement o-zeir ha teir c’hrec’hienn. Evel tri menez e savont en oabl. E-harz bez an tri roue, d’e ziwall, ez eus eur skeudenn ramzel kizellet er maen : hini eur c’hi penn-den o sellout ouz ar sav-heol [26].
Eus an Ejipt ez oun aet da Garthada, kêr he c’hant-ha-kant a vagou, porz al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigeziou an douarou-Bras hag an inizi, ma kaver ennan sklaved o tont eus par pella ar bed, eus pevar c’horn an douar. Kevrenn gornok ar vro am eus treuzet, ma ra ar C’hresianed Libua anezi. Meneziek eo, koadet-stank ha leun a varmouzien hag a olifanted (e kentel e vo displeget ganen diwar-benn ar marziou-ze). Neuze, e tizis Tingis [27] war glann ar mor-Bras. Ac’hano, en eur ober eun nebeut deiziou-treiza, ez eer war vigi d’ober kenwerz da Dir ar Maouezed, an Enezennou Gwenvidik [28]. Eus Tingis ez oun aet da Gadir [29] en tu-hont d’ar striz-mor etre mor-ar-C’hreisteiz hag ar mor-Bras. Ac’hano, dre ober hent a-dreuz da zouarou an Ibered hag ar Gelted, em eus diraezet Brigantion, war bleg-mor Galia. Er gêr ziweza-man e tigouezas ganen, dre eurvad, eun den kadarn ha gouiziek eus Iverio, Bituslanos e ano, a oa deut war e lestr da werza aour, krec’hin ha sklaved, hag a rôas d’in, diwar-benn e vro hag an istor anezi, an diskleriaduriou a vezo kavet pelloc’h [30].
E Brigantion [31] e savis war lestr da c’hounit Korbilo, hag eus ar gêr-ze, en aber al Liger, e rann gornok Galia, e teuis en-dro da Vriganis ha bro al Lingoned, goude eun diankadenn a nao bloaz. Ar re-ze eo ar broiou am eus gweladennet, ken gant mab uhelouenn Albiorix, ken hebzan diwezatoc’h, pa voe kouezet ar c’hi kadarn-ze dindan goafiou ar Veded, war zouar bro-Azia. Pa gouezas, an Arz distourmus e argad, ez oa en-dro d’ezan eur c’helc’hiad bras a gorfou enebourien ha kezeg en doa lazet, ken e neue er gwad e gorf a-bez. E benn n’o deus ket bet ; hogen ni hon eus bet o re : pintet int bet ganeomp e beg hor goafiou pe skourret ouz kerc’hen hor c’hezeg. Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien. Eno, hon eus kleuzet poull e vez ha krugellet ar mein warnan, nepell diouz raosklegou an aven a vez graet anezi Tigris gand ar C’hresianed. E bred hon eus debret ha lidet e c’hoariou-kanv ; lazet hon eus d’ezan war e vez e gezeg, e oc’hen, e sklaved ha hanter-kant prizoniad-brezel dibabet a-douez ar re grenva, ar re gaera. Eno e sav ar grugell anezan, eno e c’hourvez o c’hortoz deiz an adlivadur (an advuhez). Hag, o c’hortoz a-gevret gantan, eman gourvezet eno ivez Vinda, merc’h Kantosenos, ha Litugenos, mab Ambiorix, hag Ambaxtos, mab Ambaxtos [32].
Ouspenn ar broiou emoun o paouez envel, em eus gweladennet broiou all c’hoaz, rak, pa voen harluet diouz douar al Lingoned, ez oun aet en tu-hont d’ar Rênos hag em eus ergerzet, a-hed mizveziou, ar c’hornadou en em astenn, er sav-heol d’an aven-ze, betek kompezennou digoad bro ar Skuted. Treuzet em eus douarou an Helveted (Helvetii), ar Volked (Volkas), ar Voged (Bogi), ar Gotined (Kotini), betek Budorigon [33] war stêr Viadua [34]. Ac’hano em eus tizet an Danuvios [35] hag, oc’h ober hent dre vro an Aravisked (Araviski) hag ar Vastarned (Bastarni), ez oun aet gand ar red anezan betek mor ar Sav-heol e-lec’h e tinaou e zouriou. Hogen n’eman ket ar mare nag al lec’h da vont d’an ergerzadenn-ze dre hir-gomzou.
E kement bro am eus ergerzet er C’hreisteiz, em eus gwelet an dud oc’h ober gand ar skritur evit derc’hel koun an oberiou hag al lavariou dellezek a envor. Ar C’hresianed hag ar poblou o veva er Vinolandon, ha re an Itali er c’hreisteiz d’ar Bodinkos, an « Tursed » [36], an Ombrianed, ar Romaned ; brôadou bras an Azi hag an Ejipt ; al Libuaned ha tud Karthada war zouar an Afrik ; Tartessiz hag Iberiz er Spagn ; holl e c’houzont tresa war ar c’hrec’hin pe war ar prenn, war ar maen pe war ar c’hoar, war an arem pe war ar pri kalet-poaz, aroueziou skritur. Ha mat em eus kavet ar voaz-ze. Rak, mar galler fiziout e kounerez mab-den, evelato e tigouez a-wechou, da heul kozni pe glenved, ez afe war zisleberi pe zisteraat, hag e teufe an envoraduriou da veza arvarus. C’hoaz e tigouez ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-man, en eur gas kuit gantan kement en doa desket drezan e-unan, ha kement a oa bet desket d’ezan gand e c’hourdadou. Ha kollet da viken an holl denzor-ze a skiant ! Ne dremen ket a hanvez, ne da ebiou goanvez ebet hep na ve c’houezet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegez, gwarizi, droukrans, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preiz ha d’ar pennou trouc’het. Mizvez ebet heb e vuntrou, e emgannou, e lazadegou ! Tiegeziou a-bez, hag int savet, d’ar beure, en o c’haera gand liviou ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarz, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadou, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan diouaskell zu Katubodua [37].
Unan am eus anavezet, uhel ar ouenn ha brudet-dreist an ano anezan, hini Matumaros [38], mab Matugenos. Mirourien ez oant da henganennou ha da zanevellou uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked [39]. Pa guiteïs, ez yaouank c’hoaz, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tïad-tud-ze, a-gevret gand an tad, c’houezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’houec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale. Bez ’e oa ganto teir gwech hanter-kant ki, teir gwech hanter-kant mevel, tri c’hant a gezeg, nao c’hant a zaout ha pemp mil danvad. War eun dachennad ec’hon ouz glann stêr Trigisamos [40] en em astenne ar c’hloz anezo. Eno e tivogede o zi-meur, e-kreiz peurvanou, parkou ha koadou. Pa voen en-dro, a-benn nao bloaz, ne vane ken war zav peul ebet anezan. Pell e kantreïs, o klask, hep he c’havout, roudenn an oaled : stlabezet ez oa ar mein anezi, aet al ludu gand an avel, ha golôet al lec’h m’edo gant hir-c’heot, strouez ha brousgwez. Hinoni a rae an nenv ; glas e oa ar geot hag an deliou ; dindan va c’hammedou e pep lec’h e tigore bleuniou ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan. Tenval, hag evit se ! edo ar bed d’am sellou, skrapet ar chatal, marvet ar vevelien, marvet ar wazed kadarn, ar maouezed hag ar vugale ! Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, eur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzet da varc’hadourien a ziavaez-vro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantan, lakaet da vala heiz. Nemet ez oa ar pengadour karantezus outi oc’h ober brao d’ezi evel d’unan eus e verc’hed [41].
An dud-ze, a gouezas dindan taoliou ganas, a oa kerent d’in. Talvezet em eus o maro d’al lazerien ha ze eo a voe penn-abeg d’in da vont en harlu. Hogen, kollet e voe da viken ar c’hanennou hag an danevellou ma oant mirourien d’ezo ; ha n’eo ket digand ar bugelig, n’oa nemet pemp bloaz pa voe tennet a-dre ar flammou gant daouarn ar vuntrerien, e c’halljen o diski en-dro. Dre-ze eo e ris va menoz da lakaat dre skrid kement am eus gwelet dre ma valeen bro, kement am eus desket digant Kelted ar Vinolandon hag ar broiou all diwar-benn o istor, o emgannou, anoiou o renerien, taoliou-kaer o brezelourien, ha derou-kenta hor gouenn. An traou-ze den biskoaz n’en doa o skrivet. Setu e vezint skrivet evid ar wech kenta ! Lazet em eus an tirvi, ha gant skoazell tri eus va mibien, em eus aozet ar bugenou ha mesket al liou. Ha, bete-goût na zeufe war-dreuz enebourien, em eus emwelet Vepomulos, beleg Anvalos [42]. E-barz neved Anvalos e vezo gorreet ar bugenou, ha kinniget d’an doue e vezint. Ha neb a venno gwelout anezo, ha lenn al lizerennadur diwarno, ha dont da anaout an darvoudou, a yelo di. An navet nozvez a viz Mediosamonios [43], d’ar sav-heol, an navet bloavez goude d’in distrei eus broiou ar C’hreisteiz, Kissiambos [44] ha pennou an Aulerked o veza klevet va dezo ha kavet mat anezan, em eus graet ar rôadou sakr ha sevenet al lidou dleet, ha staget da skriva em domani Blâtomagos, e bro an Aulerked [45]. Ra zeuio Aulerka Vimpis, a wisk war he rodelladou bleo melen tog-brezel arem an Aulerked [46], da stouï ouzin he fenn brezelourez kaer ha her, da ren va dourn, da sklerijenni va spered, da gadarnaat va c’halon ! Doueed gwarezourien Geltia, ar re anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, d’in da gas va menoz da vat !
- ↑ Ger diveret eus Andekamulos « Kamulos-vras » pe « dreist da Gamulos ? » Latis (e Segolatis), iwerzoneg laith « den-meur, brezelour-meur ».
- ↑ Ar c’hembraeg bryn « krec’hienn » brezoneg bren, bran (ano-lec’h Brangoulou), a c’houlenn en e raok eur furm geltiek *briganis.
- ↑ Olka « douar strujus », nagarba « douar kalet », Dottin, Langue gauloise (Paris, 1920), pp. 274, 276.
- ↑ Aino- pe oino, iwerzoneg oin, kembraeg un, brezoneg eun. Ainorix « roue n’eus nemetan ? »
- ↑ Hizio « Langres » (= Lingones), diwar an ano-den Andematunnus. Matunnus a zo eun ano-doue en enez-Vreiz hag a henvel beza diveret eus matus, iwerzoneg math « arz ».
- ↑ Luta, iwerzoneg loth « geun » ; barro-, brezoneg barr « lein ».
- ↑ Medionemeton « an neved (santual) kreiz ». War Kamaranda, sellout Revue des Etudes anciennes, 1920, p. 130. An eil gevrenn-c’her randa, iwerzoneg rand, brezoneg rann, a verk eul lec’hiadur war harzou ar vro, Rev. archéolog. 1892, p. 170. Longnon, le nom de lieu gaulois Ewiranda, ibidem.
- ↑ Tro a-zehou, moarvat, da denna eurvad war e ergerzadenn, D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 254-255.
- ↑ Virotouta « krenv evel eur gour », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 30, pe « poblad-tud » da lavarout eo moarvat « danvez-mamm eur boblad-tud », Eléments de grammaire celtique, p. 13-14. Anvet e vez an tri Gevell gant ar Sketla Keltos, Germanos ha Gaidelos ha graet anezo an tri den-meur o deus rôet o ano da deir eil-lignezad ar Gelted.
- ↑ Furm geltiekaet eus Lingonicum, deut e galleg da Langoine, an ano a raed, en XIIIvet kantved, eus bro « Langres », Revue Celtique, 1901, p. 224. Eus lein menez « Langres » e tizer eun dremmwel ec’hon-ec’hon, Reclus, la France, p. 700.
- ↑ War ar pouezus a lec’h dalc’het gand ar broiou-ze eus reter Galia e kenta oadvez an armou houarn, sellout ouz Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 549, 650-651. War vent uhel ha korfadur ramzel an dud a zo bet kavet ar relegou anezo e beredou an amzer-ze, Haray, les premiers Gaulois, en Anthropologie, 1906, 1907.
- ↑ Ano hen-geltiek ar « Pô ».
- ↑ Vinolandon. An ano hen-geltiek-se ne gaver ket e skridou an Hen-amzer. Ar c’hembraeg-breman gwinllan « vine yard » (Richards, Welsh-English Dictionary) a c’houlenn en e raok eur furm geltiek *vinolanda.
- ↑ Verbanos (Majeur), Larios (Côme) ha Benakos (Garde) a veze graet gand ar Gelted eus al lennou-ze.
- ↑ War darempredou an Huperboreaned (poblou hanternoz an Europ) ouz templ an Heol en enez Delos, sellout ouz Dottin, Anciens Peuples de l’Europe (Paris, 1916), p. 198, ha d’an diweza Jullian, Revue des Etudes anciennes, 1919, p. 10, notenn 2. War Delos, sellout S. Reinach, Esquisses Archéologiques (1888), pp. 143-163 (les fouilles de Délos) ha dreist-holl Exploration archéologique de Délos faite par l’Ecole française d’Athènes (war e vouladur e ti A. de Boccard).
- ↑ Diwar-benn an hent-se gwelout Strabon, troïdigez c’hallek gant Tardieu kevrenn III. 3vet mouladur (Paris 1909), pp. 157-158.
- ↑ Ar c’hanvdi brudet, savet d’he fried gand Artemisa, rouanez Karia, an hini eo, moarvat. Bez’ e oa anezan unan eus « seiz marzenn » ar bed.
- ↑ Briges, Bruges, e gregach. War an ano-pobl-ze, sellout ouz D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants de l’Europe, kevrenn genta (eil mouladur, Paris, 1889), p. 278.
- ↑ O veza m’oa an azen pe zamanavezet pe zianav d’ar Gelted, e tro Segobranos ar roue e ziskouarn azen en eur roue e ziskouarn marc’h. Hevelep trei, er Grenn-amzer, e lennegez nevez-keltiek Iwerzon, Celtia, ebrel 1903, pp. 61-64 (King Oghg has Horse’s Ears).
- ↑ Dismantrou Midaeion ha Gordion, moarvat. Nemet n’o deus ket kavet an ergerzourien-studia alaman ar mogeriou kuklopel a zo meneg anezo gand ar beajour kelt hag e tiskredont zoken e vije bet biskoaz Gordion kelc’hiet a vogeriou, S. Reinach, les fouilles de Gordion (Revue Archéologique, 1904, II, pp. 119-125). Dismantrou all marteze, o tont eus an Heteaned, an hini eo. War stad Gordion ha Midaeion er Ia kantved eus hon amzervez kristen, sellout Strabon, troïdigez Tardieu, II, p. 532.
- ↑ An Albis (Elb), ar Visuria (Weser) hag ar Rênos (Rhen) eo an teir stêr-ze. Mouskomz eo a zo graet aman diwar-benn aloubidigez kreiz an Azi-Vihana gant ar C’halated. Maponos a zo deut e kembraeg da « mabon », paotr yaouank, ha Geneta da « geneth », plac’h yaouank. Ar Sangarios (Zacharia, hizio) e tle beza an aven-ze ; tremen a ra dre Gordion ha Midaeion.
- ↑ Sour, ger distreset eus Tsour, ano semitek kêr « Tyr », a zo diveret dioutan, e gregach, an ano-bro Suria « bro-Syri ».
- ↑ F. de Mély, la Tour de Babel en 355 après J.-C. (Paris, 1900). Tennet eus ar Revue archéologique 1900, II. pp. 412-421.
- ↑ Vosagos a veze graet gand ar Gelted, neket hepken eus ar « Vosges » breman, hogen ouspenn eus ar c’hrec’hiou anvet « monts Faucilles », « Plateau de Langres », « Hunsruek » (Kiepert-Ernault, Manuel de Géographie ancienne, p. 315).
- ↑ Jura. War an ano-ze sellout Rev. Celtique, 1907, pp. 339-340 ; D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 147-148.
- ↑ Ar Piramidennou brudet eo hag ar Sfins ker brudet-all. Heman, aet da gi gand ar beajour kelt, a zo, e gwirionez, eul leon penn-den, o skeudenni an doue Harmakhis, an heol en dremmwel (S. Beinach, Esquisses archéologiques, p. 15).
- ↑ Tingis, breman Tanger (Marok).
- ↑ Enezennou « Canaries » breman. An ano a « Tir ar Maouezed », graet anezo gant Segobranos, a zeufe marteze eus eur voaz heuliet gwechall gand ar vroïz, ar Ouanched, e-kenver o ostizidi. Sellout ouz Verschuur, les îles Canaries, war Le Tour du Monde, 1902, I, p. 89. Brudet e oa kened ar Gouanchezed, beteg er Grenn-amzer, e-touez ar verdeïdi spagnol ha norman, (A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, 2vet mouladur, Paris, 1891, pp. 294-297).
- ↑ Gadir, Cadix hizio.
- ↑ *Bituslanos, hen-iwerzoneg bith-slan « bepred yac’h », D’Arbois, Noms gaulois, p. 92. — Aour Iwerzon, Rev. Celt., 1900, p. 166-72. Aourusted Iwerzon a hanval beza bet en he brasa etre ar bloaziou 1500 ha 1.000 kent H. S. Nemet buan ez eas da hesk pinvidigez ar gweleadou metalus, anezo mein distag a-skign war c’horre an douar. A-raok ar Vet kantved kent H. S. n’oa ken anezi, da lavarout eo meur a gantved a-barz an amzer ma veve Segobranos. — Krec’hin digivich (kriz) ha sklaved, Strabon, IV, 5, 2 ; Rhys, Celtic Britain (IVe mouladur), pp. 268, 305.
- ↑ Brigantion, hizio La Corugna (Spagn).
- ↑ Emgann etre Kelted ha Meded, er bloaz 220 kent H. S. D’Arbois, Principaux auteurs de l’antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes (Paris, 1902, p. 169). Diwar-benn ar Veded, e kavor kelenn gant Zaborowski, Peuples aryens, p. 125-214. Vinda « an hini wenn » ; kanto- « kann » ; senos « hen » ; Litugenos « mab al lid » ; ambio- iwerzoneg imbe « sklotur » ; rix, iwerzoneg ha brezoneg koz ri « roue » ; Ambaxtos « mevel », kembraeg amaeth « labourer-douar ».
- ↑ Budorigon (Ptolemaios, II, 11, 13) ; hizio Brieg-war-Oder, Silezi.
- ↑ Viadua, an Oder (Kiepert-Ernault, Manuel, p. 315).
- ↑ Danuvios, an Danub (D’Arbois, les Celtes, p. 7).
- ↑ Pe « Tursaned », an Etrusked (D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 74-5).
- ↑ War ar stank-ha-stank eus ar brezeliou e Keltia, sellout ouz Kezar, Commentarii de bello gallico, VI, 15 ; — Strabon Géographika, IV, 4, 2 ; — Tacitus, Historiae, I, 74 ; — Jordanès De origine actuque Getarum, 2. — Katubodua, ano diougevrennek ouz hen ober katu- iwerzoneg cath, kembraeg ha brezoneg kad (gg.) « emgann », ha bodua, iwerzoneg bodb « branez ». Sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 43-4.
- ↑ « Bras evel an arz (ourz) ».
- ↑ Ano-meuriad diwar dourn Le Tarzec ha savet gantan, moarvat, diouz skouer Teutobodiaki « bugale » pe « mevelien Teutobodios », D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 355.
- ↑ Stêr ebet ganti an ano-ze e bro al Lingoned. An Trigisamos (breman Dreisam) a oa eur waz eus an Erkunia, Kiepert-Ernault, Manuel, p. 300, n. 2.
- ↑ Piktoned (Piktones,’Pixtones), poblad e rann gornok Galia a zo deuet ar vro anezi da vout ar « Poitou » (= *Pixtovum), D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 285. — War ar merc’hed e oa al labour mala-heiz d’ober bleud, dre an Europ a-bez, en oadvez ragistorek, Déchelette, Manuel, I, p. 345.
- ↑ Vepomulos, kembraeg gwep « dremm » — Valos (e lec’h *valpos ?) hen-vrezoneg uual, guual (en anoiou divoutin), a zo anezan marteze unan eus anoiou keltiek ar bleiz, Dottin, la langue gauloise (Paris, 1920), p. 295.
- ↑ « Kreiz-hanv ». Aet da « mezeven » e brezoneg. Gand ar Gelted, an hanv, kemeret ez striz, a oa anezan tri miz, mae, mezeven, gouhere. Kemeret ez ledan, e staged outan tri miz all : eost, gwengolo, here.
- ↑ Dre enskrivaduriou war beziou-moneiz, ec’h anavezer eur « Kissiambos » a oa vergobretos (da lavarout eo reizaouer meur) war al Lexoved (Lexovii).
- ↑ « Tachenn ar bleun » pe « ar vleunveg ». Blâto-, iwerzoneg blath « bleun », kembraeg blawd, « bleud ». Magos, iwerzoneg mag « tachenn, kompezenn », kembraeg ha brezoneg ma « lec’h » (en anoiou-lec’hiou a seurt gant goariva « teatr », hag all). Blatomagos a vefe, ger evit ger, e brezoneg breman, Bleudva. Aulerked (Aulerki, d’an unander Aulerkos war ar peziou-moneiz), poblad gwalarn Galia a oa ar c’hrenvlec’hiou penna anezi Mediolanon (breman Evreux = Eburovikes), Suindinon (breman Le Mans = Kenomani), Nouiodunon (breman Jublains = Diablintes).
- ↑ Gant Le Tarzec eo bet krouet an doueez Aulerka. Nemet, dre enskrivaduriou eus an Hen-amzer, ec’h anavezomp doueed ha doueezed anvet diouz ano ar boblad pe ar gêr a warezont : Allobrox, Arvernos, Bibrax, Dexiva, Mogontia, Trikoria, Renel, Religion de la Gaule, pp. 394, 397, 401, 405. Diwar-benn tog-brezel arem an Aulerked, Déchelette, Manuel, II, p. 229.