Sketla Segobrani vol1/Rann 18

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 77-82)


Termen d’an nao rummad gwenvidik. Derou oadvez ar Vouc’hal hag ar C’hleze. Ar re varo bepred beo a galoneka an oberour ma lakaio dre skrid istor e ouenn hag ar gelennadurez a zeu d’ezi a-berz an doueed.


« Lignez Manos ha Bena a vevas er vro-Wenn ; e frankizennou bro an Hanv e reas e annez. Kreski a reas eno, ha founna ha paota ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezi ker stank hag an deliennou war wez ar c’hoad, ar yeotennou er beurvan, an traezennou war an tevenn, al lommadou er mor, ar steredennou en nenv. »

Evel-se e tispleg Danevell an Ermaeziadennou, evel m’eo tremenet dre c’henou a-rumm-da-rumm e-touez al Leuked o skoedou gwenn [1] hag al Lingoned a zalc’h d’an armou livet [2].

Nemet, war-bouez kriski ha paota, e poblas diskennidi Vanos ar gouelec’hiou en-dro d’o bro hag e c’hoarvezas d’ezo steki a bep tu ouz an douarou dalc’het gand ar gouennou estren. Neuze eo e tigoras amzervez ar stourmadou, ma voe gwadet an douar gand ar c’henta emgannou, ar c’henta brezeliou, ma tigouezas ar c’henta skrapadennou merc’hed. Neuze e voe graet, diouz an eil tu hag egile, kenta prizonidi-vrezel, kenta sklaved. Betek-hen n’oa ket bet a sklaved gant mibien Vanos ha biskoaz n’oa bet gwelet, e-touez brôadou all ar bed, eur mab pe eur verc’h da Vanos o poania dindan ar yeo hag en hualou.

An digouezout evel-se gant diavaezidi, ar beva en eur gichen dalc’hmat gant gouennou du ha milliget ar bed, a verk diwez an nao remziad gwenvidik. Setu fin da vat, heb dezi distrei biken ! d’an amzer evurus m’edo mibien ha merc’hed Manos, dibreder-holl o c’halon, dinamm o ene a bep pec’hed, o prederia chatal, o pigellat, hada hag eosti, diboan hag en eur gana, e frankizennou bleuniet hag heoliet ar vro-Wenn. Da heul an darempredou anezo ouz ar brôadou estren, ha diouz skouer ar re-man, eo e voe graet, en o zouez, kenta terridegeziou al Lezenn. Neuze, evel hel lavar Ulatia Veleta en he c’hanennou, ar Ouenn n’he doa biskoaz gouzanvet poan, dizanav d’ezi daerou ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha diglenved ar c’horf anezi, hec’h ene bepred divoustr ha dizaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he sellou sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibuna dirak he c’hammedou henchou tenval ha doanius amzervez ar Vouc’hal hag ar C’hleze. O gwelet a eure evel m’emaint hizio c’hoaz, evel ma vezint da viken, garo, ramp, skoasellek, torgennek, leun a gailh lemm, dastrouc’het gant krenegellou hag islonkou, tenvalaet gant latar, leun a glemmvan, a zifronk, a geuz, enstrobellet a dud gloazet pe o vervel, a gorfou tud ha loened o vreina, a eskern, hag a zismantrou o tivogedi. Ha beteg en diabell-pella en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a drez, a zouarou gwastet, a goadou peurlosket gand an tan-kurun pe gant taniou-gwall diwar zourn an den. Gwidila, gaolia, kroazigella a raent, o steunvi dirak he sellou saouzanet eur milendall dizirouestlus ha didermen. Neuze, e tirollas da ouela en eur wea he daouarn, hag e vennas dont war he c’hiz, ha herzel he bugale da vont war-raok. Hogen, war an henchou-ze, ma ’z eo tonket d’ezi kerzout, n’eus nag arzao na distro ! Evel m’hel lavar ar veleta (dreist-welerez, diouganerez) : « Piou a harzje en he red froud an oadou ? Piou a zistroje war he c’hiz Rod a-dro-dalc’hmat an Tonkadur ? Nag an doueed, nag Uxamos (an Uhela) e-unan n’hellfent hen ober. »

Evelato, mar deo bet glac’haret ar Ouenn santel gand eun niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tianka hag o vont da goll dre ergerzout an henchou nevez, eur frealz e voe dezi gwelout bagad gwenn ar re a gerz difazi ha dilammou, ar strollad galloudus hag oc’h en em nevezi dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed krenv, eus an eneou kadarn a c’hourdrec’h en enkreziou hag en emgannou, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-laz), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o jaoed war glann ar mor-Bras. Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devez, an tommder hag an emgannou. Henvel ouz gofed o brec’h nerzek, e skôont hep skuiza gand ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladou an enebour ; o distroba a reont, eun tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadou anezo ; pulluc’ha a reont o difennou, o c’hrenvlec’hiou, kement harz o devoa savet outo war an hent. Trec’hi a reont da fillidigeziou ar c’horf ha da re an ene, d’ar skuizder, d’an naon ha d’ar zec’hed, d’an digalon, d’an droug, d’an aon, da hoaladuriou ar skianchou hag ar spered, d’an touellerez-Estren.

Ha, da noz, e tiskennont diwar varc’h war an aochou skôet gand an donn-vor hag e puront o c’hlezeier, o goafiou, o holl glaoiou-brezel. Kriba a reont, en eur gana, o bleo hir ; souba a reont o c’horfou, o izili gwad-holl ha poultrennet e douriou glan ar mor divent. Oc’h astenn o divrec’h e stouont d’ar Rod sakr, d’ar Rod skedus, trec’h d’an amc’houlou, he deus nijet ha trôet a-hed an deiz a-zioc’h o fenn, a-dreuz da c’hlazennou an nenv, hag a zo o tiskenn breman dirazo, en tu-hont d’an dour, en o raok, da vro ar Gwenved. Damc’hourvez a reont e-kichen o c’hezeg gand o c’heneilezed kadarn. O rei o zal da c’houyender an aezenn distanus a-ziwar kompezenn digenvez ar mor, o dourn o floura penn o c’hadgoun nerzek, e c’hortozont da zont daveto ar bageer-doue a dle o zreiza war e vag-veur vil-roenvek [3].

Eus ar re-ze, a drugarez d’an doueed, ne baouez an dremenadeg ! War-lerc’h ar re a zo digouezet da benn o hent e teu re-all ha, war-lerc’h ar re a zeu, re-all c’hoaz a sav hag a red d’an armou. Eun Aven-veur eo, d’ezi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hizio n’ez eas nepred. Ar varc’hekadeg eo eus ar baotred ha merc’hed kalet o deus savet Keltia, a zifenn hon harzou, a vir divoulc’h hêrez hor gourdadou, o pinvidikaat hag o frouezusaat anezi. Int-i eo, dre o nerz-kalon, o lealded, o gred, dre zouja al Lezenn, karout al Lezenn, meiza al Lezenn, a zalc’h hor Gouenn beo-buhezek a-dreuz da oadveziou ar bed.

Beziou an dud-veur-ze am eus gweladennet em ergerziou. A-hed nozveziou, evel Ariomanos war vez Atir ha Mâtir, em eus pedet war ar c’hrugellou anezo [4]. Dre hunvre ha dre gourweled o deus en em ziskouezet d’in ; o mouez am eus klevet ouz va c’halonekaat ha tevel war va morc’hed :

« Brâtir [5], emezo, reiz eo da venoz ha her c’havout mat a reomp. Kavet mat eo ivez gant hon tad Manos ha gand an doue galloudek en deus e engehentet. Ha n’en deus ket lavaret, hen end-eeun, en e Lezenn, e tleer diski digand an Estren kement a zo mat da c’houzout, da lavarout eo kement a hell kriski hon nerz, hor gouiziegez, hor galloudegez, kement a hell rei skoazell da skigna ha da wellaat hor Gouenn hag an hêrez anezi ? Dastum eta gant mall ha desk gand evez kement a vez dezrevellet diwar hor penn gand an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe eun deiz a-greiz-holl eur gwall-reverzi bennak da derri ha da zibenna brôadelez ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezi, pell-skignet ha diren, kavout ez levriou brud o gouenn, skoueriou o gourdadou hag ar gelennadurez o deus bet digand an doueed. »

Mouez ar re Varo am eus selaouet ha war ar c’huzul anezo em eus boulc’het al labour. Ha breman, kaset da benn al levr kenta am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da staga gand an eil levr gouestlet da Deutâtis, ma teuin ennan da zanevell an ermêziadegou hag an trec’hadegou-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilha ar poelladou, an uhel-oberiou hag an emgannou anezo, ma sklêrafent va spered, ma nevesafent va envoriou, ma krenvafent ennoun va holl c’halloudeziou, evit ma vo va labour barrek d’ezo, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouz ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em rei d’ezi ha da suraat da viken ar vuhez anezi dre heulia o uhel-skoueriou ha dre gerzout war o roudou.

  1. Eus ar skoedou bras livet e gwenn e rae an hen-skrivagnerien tra ar Gelted hag ar Gimbred, eus ar skoedou livet e ruz tra ar C’hermaned, eus ar skoedou livet e du tra an Aried '('Arii). Hogen, evit gwir, en holl boblou-ze e tlie beza lïes-lïes doare d’ar skoedou. E-touez ar Gelted ez oa ar skoed (skêto-) mentet bras pe vihan, neuziet kelc’hiek, hir-gelc’hiek pe hir-garrezennek, da zanvez d’ezan rusk, prenn pe aozilh golôet a ler, pe metal nemetken (eur follenn arem goagennet peurliesa). Bihan ha kelc’hiek ez oa ar skoedou arem peurvuia. Bras-meurbet, d’ezo da warezi en e hed korf ar brezelour, e veze alïes ar skoedou aozilh leret. Gwennet gant kleiz pe raz e veze en Iwerzon ler ar skoedou-ze. Iwerzoniz a rae skoedou gant prenn ivin (iubhar), ac’hano an ano a iubhrach a raed anezo, gant prenn gwern (fern), gant rusk (luibne), ma teuas d’an iwerzoneg ober gant fern ha luibne da lavarout « skoedou » (Rev. celt., 1914, p. 119). Taolennet eo gant Valerius Flaccus Bastarned ar roue Teutagonos ha ganto skoedou rusk (Bertrand, Celtes Pô-Danube, p. 196). Livet e veze ar skoedou prenn, pe gaeraet a ginkladuriou metal : kelc’hiou kengreizek, aroueziou (kroaziou, hevoudou), skeudennaduriou miled (moc’h-gouez, garaned hag all). Ar flec’h a oa en o lodenn adliva prenn ar skoedou, gwenna gant kleiz pe raz al ler, pura ha lufra ar metal anezo. E kreiz ar skoed ez oa eur frammadur metal o sevel war c’horre hag en e gil eun dourgenn. Souc’h a rae Breiziz eus ar frammadur-ze, Loth, le Bouelier de Tristan, Rev. celt., 1911. pp. 296-8. Da gaout hiroc’h diskleriadur sellout ouz Déchelette, Manuel, Bronze, pp. 237-40, Tène, pp. 1167-76 ; Read-Smith, British Museum, Bronze (1904), taolenn I ha skeudenn 7, p. 31 ; Early Iron (1906), taolenn I ha skeudenn 68, p. 90 ; D’Arbois, Civilisation, pp. 380-2, 389-90 ; Joyce, Social History, I, pp. 124-31 ; Montelius-Reinach, Temps, pp. 167, 267-8.
  2. Kenveria Lucanus, Pharsalia, I, 398 : Pugnaces pictis.... Lingones armis.
  3. Kenveria d’ar vag-se ar roth-ramhach « rod roenvek, » e skridou iwerzonek ar Grenn-amzer, a zo anezi eul lestr ennan dek-kant a weleou, dek-kant den e pep-hini anezo (Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 99-100).
  4. Nozvezia e-tal bez ar re gadarn da glevout diouganou, Dottin, Manuel, p. 335.
  5. Pe brâter, hen-iwerzong brathir, iwerzoneg ha skoseg brathair, kerneveg broder, kembraeg brawd, krenn-vrezoneg breuzr « breur ».