Sketla Segobrani vol1/Rann 17

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 75-77)


Diwar-benn galloud burzudus an nao remziad gwenvidik ha petra a reas termen d’ezan.


Tennet e vez karantez an doueed dalc’hmat dre eur vuhez leun a c’hlanded, a eeunded, a gadarnded, hag an neb a vez karet gand an doueed, an neb a vez gwarezet ha skoazellet ganto, a betra en defe dienez ? N’eus dienez ebet evitan, pa c’hoarvez d’ezan pep tra e kentel ! Dirazan e kouez an harzou, d’ezan nep labour ne ve tenn. En amzer ma komzan, war am eus klevet gant Volked an Arkunia, ec’h are, ec’h ogede, e hade hag ec’h eoste an arc’houereed a-unan gant mibien ha merc’hed Manos. Disgwel d’ezo, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’ha an irvi ganto ha dizouc’ha a raent ; laonenn ar falc’h a stokent ouz koloennou an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan. Rak, e lec’h m’eman an arc’houereed, eno e vez levenez ; eno e sked, an heol ; eno e c’hlazvez ar geot hag e vez ar bleuniou en o c’haera, en o c’houezvata. Ha, war ar gwez tro-dro an evned en em vod da arvesti outo ha da gana d’ezo d’o c’hanmeuli.

Ar re-ze eo ar madeleziou a vez digaset d’he heul gand eur vuhez hervez ar Reiz rôet gand an doueed. Estregeto a zo avat ! Testeniet eo c’hoaz santelez an nao rummad-tud kenta a ouenn Vanos gand an nerz marzus a oa enno hag ar burzudou a hellent seveni dre c’halloud an nerz-se. Meneget eo ar burzudou en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned, Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien d’ezo, diwar-benn emlaz ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezan. Diouz an danevell-ze, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout eur ger hepken pe ober eur wignadenn evit ma teuje o binviou pe o c’hlaoiou-brezel en o daouarn. Ezomm ebet d’ezo sevel en o sav, pa vezent en o c’hoazez, ha dilec’hia da vont d’o c’herc’hat ; anezo o-unan e teue ar binviou daveto. Loc’ha traezou a raent eus a bell hep steki outo. Dreist termen an dremmwel ha hini an amzer e tize o sellou. Teogi a raent al loened gouez : naer-wiber, moc’h-gouez, arz, bleiz, kaz-karvetaer, holl e tenesaent d’ezo er c’hoadou ha war ar maez ; c’hoari ha gourvez en o c’hichen a raent hag en em lezel da veza flouret ganto, hep c’hoant ebet d’ober droug. Merc’hed Tir-Manos n’o doa ket ezomm a gelorn da vont {{Reizh|da vit|davit} dour d’ar waz pe d’al lenn. Dindan an daouarn anezo e teue an dour da enboulla ; aet da voull glok eo e teue ganto d’ar gêr. Evel-se, e tistrôent etrezeg o zad hag o mamm en eur zougen war o fenn eur voullad vras a zour treuzwelus ha skedus ! Hag astenn a raent-i o divrec’h ? Kerkent evned ar c’hoad a zinije war-du enno hag a zeue da gluda war o arzourn, o divrec’h, o diouskoaz. Nag an erer, nag ar gup, nag ar re vilian anezo, ne ginnigent o gloaza gand o figos, gand o c’hrabanou, gand o diouaskell [1].

Ar burzudou-ze n’eo ket, evel hizio, eun hiniennou hepken a rae anezo, hogen holl baotred ha merc’hed a ouenn Vanos. Ne zeuent ket evel hizio, da heul gourzao e-kreiz lidou-gouel pe emgann, pe da frouez hir-studi, lavarennou-hud, karmou, breou, strobinellou. Braster o feiz en doueed ha nerz o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.

Kement-se a badas ken na deas ar wrimennad ouelec’hiou o c’houriza ar vro-Wenn, war-bouez strisaat, ker moan hag eun neudenn pe eur vlevenn-blac’h, ken na zeuas ar vevenn en-dro da zouar mibien Vanos da geja ha da vont en unan gant bevenn bro an diavaezidi. Neuze e voe tremenet ar vevenn-ze gant tri den krennbennek ha talfasok, o ano Dubis (Du), Oktos (Taer), ha Drukos (Drouk), mibien Marvon (Maro), Temillos (Tenval) ha Vailis (Fall). Teir maouez sklavez, o moue du, a zigasent : Novientia (Nevezinti), Serka (Orged) ha Rukkia (Mez), hag a-unan ganto tri c’harr peder-rodek sammet a draezou bet oberiatet gant gouennou dic’hlan ha milliget ar bed. Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvez e vanjont eno, ha, da c’hopraat d’ezan e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h. Hadet tro-dro direiz ha revin, e tec’hjont kuit heb lezel roudenn war o lerc’h ! A-c’houdevez, e tigouezas er vro-Wenn, gant marc’hadoureziou estren, kalz a dud all drouk-liou (da lavarout eo du) [2] ar pennad bleo anezo ; nemet e voe an tri-ze ar re genta, hag en abeg da ze eo ez eo bet miret gand an danevellourien an ano anezo. Diwar ze e nac’has o armou hag o binviou senti ken ouz mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hada, a vedi evito. Dirazo e tec’has al loened gouez, pe distrei a rejont outo, d’o flaouia. Merc’hed Manos a freuzas an dour etre o daouarn biziet-skanv, hag e voe red d’ezo kemer kelorniou d’e zigas da gêr o zud. Ne zinijas ken evned ar c’hoad da veza flouret ha poket ganto.


  1. Netra ne gaver, nag e skridou gregach na latin an Hen-amzer, nag e skridou nevez-keltiek ar Grenn-amzer, hag a rofe tro da gredi e vije seurt kredennou gand ar Gelted. Ar pennad-ze en e bez a rank beza klasket an andon anezan e briz-kredennou Indeziz. Da skouer, evid an dour enboulaet ha kaletaet, sellit ouz M. Maindron, Dans l’Inde du Sud, I (Paris, 1907), p. 219.
  2. Ar bleo du tremenet da zrouk-arouez gant Saked an Turkestan, a oa anezo, da genta, eur boblad veleganed, Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 287-288. Kredenn eneb e Breiz-Veur, e-touez tud al Lancashire, an Northumberland hag enez Van, Thiselton Dyer, British Popular Customs, present and past, arranged according to the calendar of the year (London, 1894), pp. 7-8.