Sketla Segobrani vol1/Rann 20

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 85-87)




Diwar-benn ar benrouanez a renas war ar vro-Wenn.


Daouzek roue-meur a renas war ar vro-Wenn adalek ma voe savet ar rouantelez gant Teutâtis ha Lugus, mab Kênos, beteg an deiz ma voe rannet ar vro ha diskaret e dismantrou e-kreiz tenvalijenn ar maro. Ar re-man eo anoiou an nao kenta eus ar roueed-ze a vesas ar remziadou gwenvidik a ouenn Vanos. Diouz renk e rôan anezo dre m’o deus en em warlerc’hiet, o teraoui dre an hena hag o tibenni dre an nesa d’eomp :

Senodonnos, Senorix, Senokondos, Kavaros, Matidonnos, Epatix, Marotigernos, Tigernomagalos, Eparios [1].

En trede bloavez eus rouantelez Epatix eo e c’hoarvezas ar genta divrôadeg war-du ar C’hornog ; neuze eo ec’h embregas da bobla bro ar Goularz ar bagad a voe henchet gand an alc’houeder drantik. En amzer ar roue Eparios, ar c’houec’hvet bloavez eus ar renadur anezan, eo e voe tremenet harzou ar vro-Wenn gand an Tri Den Kollus hag an tri c’harrad gwallou anezo, renet gant teir merc’h an Amc’houlou. Er mare-ze eo e voe kaset da benn ar pez a zo bet anvet gand an hen-danevellou « an disrannadeg-veur », ma kimiadas Nemetos, mab Tigernomagalos, war-du ar C’huz-heol, a-gevret gantan triouec’h mil a dud, ken paotred ken merc’hed, eus penna tiegeziou ar vro. Hag eun darn eus ar re a oa chomet er vro-Wenn en em savas ouz ar roue Eparios, ouz ar vibien hag ar merc’hed anezan, o doa digemeret ha skignet an nevezentiou a-ziavaez-vro, ha brezel a rejont ouz an eil darn. Gand ar rann-galon ar roue Eparios en em lazas, hag an daouzek mab hag an ugent merc’h anezan, kouezet er stourmad ouz an ti-roue, a voe losket o c’horfou e-kreiz an tan-gwall a bulluc’has an ti. Neuze, deut an trec’h ganto, ar re a oa a-du gant derc’hel giziou ar vro a anvas da roue-meur eun den a ouenn c’hlan ; nemet a stad izel a-walc’h e oa-hen, dilufr e ano hag e nesanded, dre m’o doa ar pep brasa eus an tiegeziou uhel, a vage danveziou-rouanez, kimiadet gant Nemetos ha m’oa bet gounezet gand an nevezentiou-diavaez ar re anezo a oa chomet er vro. Gaisorix a raed eus ar roue nevez, ha daou roue all a zeuas war e lerc’h, Kortoros ha Vidukos. En amzer Vidukos eo, en navet bloaz eus e renadur, ez eas diouz ar vro-Wenn ar seizvet ha diweza bagad deut eus ar Reter da vro ar Goularz, an hini a voe ambrouget gand ar bleiz Orgetos.

Goude Vidukos ne voe ken a roue-meur d’ar vro-Wenn war e lerc’h, direizet m’oa ar vro gand an dizunvan hag an diren, pa zigemere darn an holl c’hiziou estren, darn lod hepken anezo, ha m’edo darn all ouz o argarzi en holl d’an holl. E skeud an dizunvaniezou-ze, ar c’hasoniou a voe hadet ganto hag an emstourmadou a zeuas da heul, en em zilas ar varc’hadourien diavaeziad beteg e doun ar vro, oc’h anavezadenni henchou ha gwenodennou, o jedadenni penn-kêriou, krenvlec’hiou, tïez a-skign, o veizadenni niver ar vrezelourien, o hoala, o vreina an darnvuia eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennou, o saotra kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnez e voe ar genta gwalenn. Eun nebeut bloaveziou goude-ze, war roudou ar varc’hadourien o henche, e tigouezas ar vrezelourien estren a beurwastas ar vro-Wenn oc’h ober enni a beb doare taoliou fero. He feuz-dibobla a rejont dre lazadegou bras, hag e kasjont ganto da sklaved eur maread paotred ha merc’hed yaouank a-gevret gant pennou-chatal diniver. An eil gwalenn e voe ze. An drede gwalenn e voe an naonegez hag ar c’hlenvedou a beurvarras war ar c’henta gwall gand ar varc’hadourien hag ar vrezelourien. Adarre en em astennas war ar maeziou diboblet ar gouelec’h gand e bradou milvleuennek hag e goadou dilavar hep kan evned ; hag en em vantellas gant geot ha deil glas an douar bet douret a wad ha warnan dismantrou mogedet hag eskern gwenn o krina. Hag ar re zibaot-kaer o doa en em viret ouz al lazadegou, ouz ar sklavadegou, ouz ar vosenn hag an naonegez, a renas eur vuhez reuzeudik, kuzet e doun douna ar c’hoadou pe en enezennou ar paludou. Pa n’o doa ken a zaout, beva diwar gig gouez, gwriziou ha frouez a rankjont ober, a-skign aman hag ahont dre diegeziou kevre ebet kenetrezo ; war zisleberi ez ejont gand an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digand o zadou, kement a oa bet kelennet d’ezo gand an doueed.

Setu aze istor ar vro-Wenn evel em eus gallet e verr-zastum diwar ar c’hanennou koz hag an danevellou a zo bet miret gant henaourien ha gouizieien pobladou ha meuriadou Keltia. Breman e stagin da zibuna hiroc’h kudennad an divrôadegou, donedigez ha diazezidigez ar seiz strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir Stêr.


  1. Diwar-benn talvoudegez an anoiou-ze, sellout D’Arbois, Noms gaulois.