Sketla Segobrani vol1/Rann 21

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 87-92)


Ar Bagadou a zeuas eus ar vro-Wenn.


Eur boaz leun a furnez eo a reize an ermaeziadegou e-touez diskennidi Manos er vro-Wenn. Evel n’halle maga an douarou ma vevent warno nemet eun niver peuz-verr a dud hag a loened, bep bloaz, da zeiz kenta an nevez-amzer, en em zastume holl dreist-niver o faotred hag o merc’hed yaouank e frankizennou ar c’hoad. Eno, dirag ar roueed ha henaourien ar vrôad, e vezent unanet dre zimezi gand o c’herent. Goude-ze, an holl yaouankizou-ze, dibarzet dre an teurel-prenn [1], dibabet gand an doueed, en em ranne dre vagadou hag a zilenne o renerien. Gant pep bagad ez ae, en ounnered, kojened, ebeulien hag ein, al lodenn a zigoueze dezi a-ziwar pennou nevez-vet eus chatal Manos. Samma a raent war girri o doa stummet e-pad ar goanv an holl draou o doa ezomm, anezo evid eun darn binviou diwar o dourn o-unan, evid eun darn all traezou-envor profet d’ezo gant kerent ha keneiled. O kimiadi diouz an holl hag oc’h aspedi Teutâtis ma teuje ganto an dro da vad, e kemerent penn o hent, bagol, drant, her kenan gand o nerz, o yaouankiz, o flanedenn. Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzadeg al loened pevar-zroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huz-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezo e dounderiou koadek an Hanternoz ; re-all c’hoaz a drôe o c’hammedou war-du ec’honderiou heoliet-frank ar C’hreisteiz. A-gevred gand o loened yaouank hag o c’hirri nevez-flamm, ez aent da bobla lec’hiou digenvez pe e teuent, an armou en o daouarn, e koadou, war vaeziou ha peurvanou ar brôadou estren [2].

Ar strolladou a dud yaouank en em skigne evel-se bep bloaz ne voe ket d’ezo hevelep berz. Dreist d’ar re-all e teuas da vad gand ar re a zifraostas, e mare an nao remziad gwenvidik, ar gouelec’hiou en-dro d’ar vro-Wenn. Evid ar re-all, o devoe da herzel ouz emgannou taer, brezeliou hir ; e weljont deveziou tenval, bloaveziou kriz ha garo.

En o zouez e vez dishanvalet gand an danevellourien, ar werzaouerien hag ar varzed, desket ganto an danevellou diwar-benn an ermaeziadegou hag an aloubadegou-brezel, seiz doare meuriadou : ar meuriadou trec’h, ar meuriadou renavi, ar meuriadou diouennet, ar meuriadou reuzeudik, ar meuriadou dilignezet, ar meuriadou kollet, ar meuriadou gwirion [3]. Hag e tenn hor brud-ni, brud brôad skedus-holl ar Gelted, da hini ar meuriadou gwirion. Kent-se, eur geriennou a livirin diwar-benn ar meuriadou all, en abeg d’ar gelennadurez a sav eus ar vuhez anezo.

Bagadou a voe, hag int her gant niver, nerz ha kadarnded o brezelourien, en em ziskouezas en armou en harz-bro an Estren hag a daeras outan ma roje an drederenn eus e barkou, eus e beurvanou, eus e goadou, eus e dropellou, eus e vinviou, eus e gêriadennou [4]. Ha nac’het e vije ! Neuze ec’h aloubent dre nerz, o tiazeza o beli war ar brôadou-ze. Bagadou trec’h a ouenn Vanos eo ar seurt bagadou. Hogen, setu a c’hoarvezas ganto dre hir-amzer. Ar wazed anezo, ma ne voe ket d’ar rummad kenta, d’an eil pe d’an trede e voe da vihana, a ankounac’heas ar peb endalc’husa eus al Lezenn hag, estreged o fried reiz, e teuas da voaz d’ezo kemerout serc’hed a-douez merc’hed ar gouennou-tud trec’het. Ha, dre ma c’hane ar serc’hed-ze mevelien ha sklaved a c’houneze o douar hag a rae war-dro o chatal, o devoe lïes hini war eun dro da griski dre ze o labouriou. Da heul, en em gavas e pep ti muioc’h a vugale vriz-ouenn eged a vugale ouenn-rik ganet gand ar bried reiz n’oa nemeti. Hag e tigouezas ivez, — gwasoc’h boaz heman, moarvat, eged an hini kenta ! — pa veze gaonac’h ar bried, pe pa na c’hane nemet merc’hed, e tibabe an ozac’h eun hêr d’ezan a-dre ar vugale bet diwar ar serc’hed. Bez’ e tisleberas evel-se ar ouenn rik a-nebeudou ; hag int trec’h dre an armou en emgannlec’h war an estren, e voe ar brôadou-ze peur-oget ganto, e-kreiz peoc’h, a-benn eun nebeut rummadou ; e voe peurgollet an neuz-korf ha peurziviet ar gwad anezo, ken na vanas tra diouto [5].

Bagadou all a dizas ivez emziazeza e-touez ar brôadou estren. Nemet, trelatet gant re-c’hoantegez d’ar gounid ha da vadou ar bed-man, a-wel da gaout d’ezo o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratoz d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennou anezi. Sevel kevredadou gand ar brôadou estren a rejont ; o merc’hed aour-vleo a rojont d’ar wazed a ouenn estren ; en eskemm, e kemerjont o-unan, da briedou reiz, c’hoarezed ha merc’hed ar re-ze. Ankounac’haat o doueed a rejont, dilezel, en holl pe dre zarn, o giziou hag o yez da zigemerout giziou ha yez an divrôad [6]. Ar bagadou renavi a ouenn Vanos eo ar bagadou-ze, milliget an ano anezo !

Bagadennnou-zo, gand ar gwall-valc’hder-ze a weler alïes er re yaouank, a re-fizias en o nerz. Argadet ganto douarou an divroïdi, e voent dizarbennet gand armeadou re d’ezo hag e voent trec’het. Lazet e voe an holl wazed gand ar c’hleze. Evid ar merc’hed, ar re n’o doa ket bet nerz-kalon pe amzer a-walc’h d’en em rei d’ar maro da dec’hout diouz mez ar sklavelez, a vevas, an dilerc’h eus o deiziou, e dalc’h mistri estren. Reuzeudikat buhez ! O labourat evel mitizien e tïez ar re a oa ruziet o daouarn d’ezo gant gwad o friedou, sklavezed an dud o doa lazet holl wazed o gouenn, sammet a labouriou garo, kannet, gwallgaset, ha red d’ezo, war an holl, gouzanv briatadou hag afadennou o mistri, e weljont saotret enno o-unan digemmeskted hag uhelded ar Ouenn. Engehenta a rejont ha digas d’ar bed bugale hiron a veze gwerzet gand an tadou anezo d’ar varc’hadourien-sklaved [7]). Ha, p’o devoe ar merc’hed-ze kollet, a unan gand o yaouankiz, o nerz, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gand o mistri er-maez eus e di, pell diouz e gloziou ; koz, digerent, diskoazell, dilezet gand an holl, ez ejont da vervel er c’hoadou gand an naon pe taget gand ar bleizi. Ar bagadou gwall-blanedennet-se, a denvala breman c’hoaz, a-wechou, ar c’houn anezo tal ar gozidi, eo ar meuriadou diouennet a ouenn Vanos [8].

Bagadou all, ha n’oant ket krenv a-walc’h da c’hounit douarou dre an armou, en em silas a goad da goad, a ouelec’h da ouelec’h, e-skeud an noziou diloar. Gwarezet gand an amc’houlou, gant deliou ar gwez, gant hir-glezeier ar geot-hesk, e tizjont diraez doun a-walc’h e-kreiz ar vro dalc’het gand an diavezidi. Menel a rejont gand o chatal war zouarou fraost ha diberc’henn. Eno e savjont o logellou hag o annez gand aotre ar roueed a-ziwar-dro. Red d’ezo kavout a-walc’h ar c’horniou-douar pella diouz ar stêriou-meur hag an henchou-bras, an douarou difrouezusa n’en doa den goulet anezo betek-hen, beva bevaïk er baourentez eo a rejont. Peurliesa o dienez hag al lec’hiou distro ma vevent a aesaas d’ezo mirout o giziou ha glanded o gouenn. Nemet paea an truach a rankjont d’ar poblou m’oa en o c’herz ar gouelec’hiou ez oant deut da veva enno. Bep bloaz e tigasent d’ezo eul loen-chatal bennak. A zo gwaz, e c’hoarvezas, o veza m’oa bravoc’h ar ouenn anezo eget hini ar vroidi, ez azgoulennas diganto, bep bloaz, ar roueed tro-dro, ouspenn ar pennou-chatal, eur c’hement-man-kement eus o c’hrennarded hag o c’hrennardezed, d’ober anezo mevelien ha serc’hed en o zïez [9]. Gand ar vez ! en eskemm ouz an douarou ma savent warno o lastez logouïgou, da c’hopr evid ar peurvanou treut ma peurent o saout, e c’hratae ar bagadou-ze kalon-laosk gwerza d’an Estren eur c’hement-man-kement a luriou eus o c’hig, eus o eskern, eus o gwad o-unan.

Ar bagadou-ze eo a reer anezo ar meuriadou reuzeudik a ouenn Vanos. Ar re anezo, avat, a blegas da druachi o bugale d’an Estren a anver ar re zilignezet, ha milliget eo an ano anezo. Gwall-finvezi a reas a-c’houdevez an holl vagadou-ze dre goll o gouenn evel ar re-all. Rak, da heul m’oa bet an douarou pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezo, o tec’hout rag ar maro hag ar sklaverez, da glask bod en o zouez. O digemerout a rejont, o maga, o gwiska eus o gwella, hag, ouz hen ober, senti ouz al Lezenn ne rejont ken. Aman, avat, e voe al Lezenn torret ganto : pa c’houzanvjont d’an divroïdi-ze ober o annez da vad en o c’hichen, en o zouez, en-dro d’o oaled, pa rojont d’ezo da briedou o c’hoarezed hag o merc’hed. Terri al Lezenn a rejont, ha dizale e teuas d’ezo kastiz : steuzia, mont da get a rejont, ha ne vanas roudenn diouto.

Bez’ e voe, erfin, bagadou n’hall den danevella ken diwar o fenn. Ar re eo a reas hent dre ouelec’hiou, a dreuzas stêriou, koadou, steudennadou meneziou, o kerzout bepred en o raok war-lerc’h o loened-ambroug, keit ha keit-all ma voe torret pep darempred outo ha na voe ken klevet ano anezo. Biskoaz ne voe gouvezet petra ez oant deut da veza, e pelec’h ez oant diazezet, petra a oa digouezet ganto. Ar re-ze eo meuriadou kollet a ouenn Vanos [10].

Hogen ar bagadou a gemeras penn o hent, dre veur a wech, war-du ar C’hornog hag a zirâezas ar c’hompezennou ma red an Albis, ar Visuria, an Amisios hag ar Rênos, ar re a ziazezas war an arvor-Glas ha war glann ar Goularz, ar re-ze a zo bet miret an ano hag an digoueziou anezo, rak penn-kef ez int bet d’ar Vrôad holl-vrudet. Diwarno e tiskenn drouized, roueed, penrenerien, brezelourien, beleien, diouganerien, gouizieien, barnerien, gwerzaouerien, sonourien, barzed Keltia. Ar re-ze eo a reer anezo MEURIADOÜ GWIRION HA TREC’H A OUENN VANOS. Trec’h a vez graet anezo dre m’o deus trec’het war ar gouennou estren ; hogen, setu perak n’eus nemeto eus an holl veuriadou deuet a vro-Wenn a gement a zellezfe an ano a wirion : dre n’en em veskjont biskoaz gand ar gouennou trec’het, dre ma nac’hjont digemerout ar giziou hag ar yezou anezo ha pedi o doueou, dre ma vanjont gwirion d’al Lezenn. E kement korn-bro ma tiazezent e peurskarzent al lec’h diouz ar vroïdi genta ; n’o lakaent ket da sklaved dindano, o laza eo a raent pe o harlui holl gwitibunan [11]. A-walc’h ganto ar bried he daoulagad glas, deut d’o heul eus frankizennou ar Sav-heol, e nac’has gwazed ar bagadou-ze kemerout da serc’hed pe da sklavezed merc’hed o dremm zu eus ar vro. Dinac’ha bepred a rejont prena keveleriez ha kengarantez ar roueed estren dre rei d’ezo da briedou o merc’hed aourvlevek. Gant m’o deus gouezet dre o nerz-kalon hag o c’hadarnded diwall glanded ar Ouenn, dre m’o deus miret gwell eged ar re-all o giziou mat, dre m’o deus graet diouz al Lezenn rôet gwechall gand an doue, hon Tad, da Ariomanos, eo e tellezas bagadou an dud-ze beza anvet gand an danevellourien meuriadou gwirion a ouenn Vanos [12].

  1. An teurel-prenn gand ar Gelted, Rev. celt., 1881, p. 195 (iwerzoneg erannchur ; 1895, p. 313-4 (kerneveg teulel prenn, brezoneg prenndenn) ; 1913, p. 262 ; Annales de Bretagne, 1905, p. 350. Gand ar C’hermaned, Tacitus, Germ. 10. Gand ar Skuthed, Herodotos, IV, 67. Gand Italiaded an Hen-amzer (tollere sortes) Rev. de l’hist. des religions, 1909, II, p. 154.
  2. Kement-man a zigas da goun boaz an « nevez-amzeriou sakr » gand ar poblou arian eus kreiz an Itali : Sabined, Sabellined ha Samuited (Seignobos, Histoire narrative et descriptive du Peuple romain, 7vet mouladur, Pariz 1909, pp. 5-6).
  3. Likit e kemm, Meillet, Intr. à l’ét. comparative des langues indo-européennes, pevare mouladur (Paris, 1915), p. 57 ; Aperçu d’une hist. de la langue grecque (1913), p. 71-5, 115, 147.
  4. An drederenn eus madou an estren, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XII, eil kevrenn « ar poblou », pennadig « an darempredou etre Kelted ha Nann-Kelted ».
  5. Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 260-263.
  6. Meillet, Intr. p. 406-7 ; Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 120.
  7. Ar gwerza-bugale a zo bet lakaet en Hen-amzer war an Dhraked hag er Grenn-amzer war ar Saozon. Sellout ouspenn Notennou, X, p. 1-4.
  8. Meuriadou diouennet o lezel o gwragez hag o merc’hed etre daouarn o bourrevien. Morgan, Premières Civilisations (Paris, 1909) p. 11 ; Stanley, Comment j’ai retrouvé Livingstone (Paris, 1876), p. 188.
  9. War ar prena-krennarded ha krennardezed, Tacitus, Ist. IV, 14. Lakaat e kemm istor Bepolitanos, A. Thierry, Hist. des Gaulois, I, p. 420 (dekvet mouladur).
  10. Meillet, Intr. p. 55-6 ; Dialectes indo-européens, (Paris, 1908), p. 135.
  11. Broiou didudet gand ar Gelted en Hanternoz an Europ, Avienus, Ora maritima, gw. 113-9 ; D’Arbois, Principaux auteurs, p. 39; — e gourenez ar Balkaniou, Strabon, VII, 5, 12.
  12. Diwar-benn an dud ventek, o bleo melen pe ruz, e-touez an hen-boblou arian, sellout ouz Dottin, Anciens Peuples, pp. 67-68 ; Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 215-291. Ar prizia glanded ar ouenn a gaver gand Arianed an Indez (lezennou Manou), gand an hen-C’hermaned (Jullian, Histoire de la Gaule, III, p. 40 ; Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 38-39), gand Iwerzoniz ar grenn-amzer (Notennou V, eil-mouladur, pp. 19-20), gant Kembreïz (Revue Celtigue, 1909, p. 277) ; ar c’hasaat giziou estren ha laza an divroïdi gand ar Skuthed (Strabon, VII, 7), gant Thraked an Daurida (Diodôros, IV, 44), gant Kolchidiz (ibid., 46), e Galia (ibid., 19), gant Kembreïz Iwerzon (Reclus, Europe du Nord-Ouest, p. 767). An ober stad eus eur vent uhel hag eur bleo melen-aour a gaver gand Arianed an Indez (Reinach, Orpheus, 3e mouladur, p. 68; Rev. de l’hist. des Religions, 1908, p. 185), gand ar C’halianed (D’Arbois, Premiers habitants, II, p. 6), gand Iwerzoniz (Notennou, X, p. 11) hag ar C’hermaned (Jornandès, De origine actuque Getarum, 1 ; Wagner, la Saga de Gunnlaug, Langue de Serpent, Gand, 1899, p. 47, n. 1).