Sketla Segobrani vol1/Rann 24
Bez’ e teuas eus ar vro-Wenn eun trede bagad renet gant Nemetos hag e vibien. A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-ze hag hen dishenvel e kement-man diouz an daou vagad en e raok ha diouz ar re war e lerc’h : ouz hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennan, ouspenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha d’ezo mibien vras gouest da embreger armou. Ambrouget gand ar c’haran Sirogulbia [1], e treuzas ar strollad-ze an Albis el lec’h m’en doa Momoros diazezet da genta e annez, hag e tiskennjont ar stêr a-hed ar c’hlann gleiz anezi. Nemetos eo a sujas ar rann-vro er chornog d’an Albis beteg ar Visuria.
An douarou treuzet gand an Albis, ar Visuria hag an Amisios, a zo anezo ar pez a anver bro an Teir Stêr pe c’hoaz bro ar Goularz (Vebrulandon), dre ma ’z eo war draezennou-mor ar vro-ze e tastumer ar goularz-tonn. Eur gompezennad ec’hon a beurvanou hag a goadou n’eo ken, uhel ha sec’h diouz ar c’hreisteiz etrezeg an Erkunia, izel ha glep avat diouz an hanternoz a-hed ar mor. War-dro ar mor hag ar stêriou ez eus eun niver geuniou, douarou-taouarc’h ha pradou krenegellek. Diouz tu ar gwalarn, dreist-holl, en-dro da c’henou ar Rênos, e kaver paot-ha-paot ar geuniou : peurgemmesket ma ’z int o-daou eno, an douar hag an dour a zo anezo, kouls lavarout, eur genelfenn nevez. Dubrolandon [2] « bro an dour » eo an ano a reer eus ar vro-ze. Kenta broïz ar gompezennad a henvel ez oa ar Skaled (Skali) talfasok bleo-du. Nemet ez oa en o zouez, war a lavarer, eun hen-gredenn a-rumm-da-rumm e vijent deut eus meneziou ar c’hreisteiz dre draoniennou ar stêriou. Koun a zalc’hent eus an emgannou a renkas o gourdadou embreger ouz ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouz ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazeza er gompezenn. Rannet ez oa ar Skaled en eun niver bras a veuriadou. Re an enezennou a oa en o fenn renerien a ouenn ganto. Re an douar-kalet avat a sente ouz tiegeziou rouanez bleo-melen, deut eus ar vro-Wenn en amzer Senodonnos. Ambri a raed eus ar rouanez-se, da lavarout eo « kadarned » e yez koz ar vro-Wenn. Ambrones [3] a reer anezo breman peurliesa. Nemet e-touez ar bagadou renavi ez eo bet lakaet an Ambroned-ze gand an danevellourien, dre m’o deus kemeret, an darnvuia, da briedou pe da serc’hed merched da bennou kenta ar Skaled. Evid ar Skaled, Skali « mevelien, sklaved » eo o anver en abeg d’an drec’hedigez ha d’ar sujedigez anezo gand an Ambroned. Hêlerien eler, paotred varchosi ha flec’h ez oant d’an Ambroned ; simiada a raent evito, mesa o chatal, sevel o zïez, o c’hloziou, o bagou. O friedou hag o merc’hed eo a vede hag a vale greun d’ar roueed. A-douez ar Skaled, ken re bro ar Goularz ha re an Erkunia ha Galia, eo o deus a beb amzer mibien Vanos en em bourvezet a vevelien hag a vitizien.
Ar re-ze ez oa poblou kompezenn an Teir Stêr pa zigouezas Nemetos hag e vibien.
Nemetos a drec’has ar Skaled e triwec’h emgann ; o diouenna a reas, pe o argas diouz an holl rannou-tir dalc’het gantan. En unan eus an emgannou-ze, ma voe peurziskaret ennan beli ar Skaled war ar vro, e kouezas an nao rener penna anezo, hag e voe o roue-meur, eur ramz euzus anvet Turos, lazet gant Lugus, mab Moranos, eur brezelour yaouank kaer evel an heol en e darz, ar yaouanka eus bagad Nemetos. Digaset e voe an nao fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwinta e beg goafiou, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwasa ha ma talc’he c’hoaz ar Skaled, oc’h en em zifenn taer meurbet. O welout an nao fenn ha, dreist-holl, penn bras-divent gwad-holl Turos, ez eas bihan o c’halon gand an enebourien hag e kolljont pep spi d’an trec’h. Trei kein a rejont ha tec’hout, o lezel war an dorgenn o goafiou hag o skouedou. Diredet war o roudou, brezelourien Vanos a reas eul lazadeg vras anezo. Saout ha denved, peurvanou ha parkou, krenvlec’hiou ha kêriadennou, kement glad a oa gand ar re drec’het a zeuas e kerz mibien Vanos. Penn Turos ha pennou ar renerien all a voe graet gant Nemetos o balzami hag o ispilha dre nac’hennou hir o bleo du e kenta neved ar vrôad, e Mediolanon. Ac’hano en em skignas ar gwarezadur diouto war an holl vro dalc’het gant bagad Nemetos [4]. Ar penn meur gand an nao fenn bihan en-dro d’ezan, e gourneved Mediolanon, hennez e voe penn-derou d’an arouezinti-vrezel dibar ma ra ganti ar re eus poblou Keltia a zo diskennet eus an Nemetaved (Nemetavi), da lavarout eo eus keneiled Nemetos [5] : eur penn ramzel ha taer eo-hi, stag ouz ar penn-ze dre chadennou nao fenn all bihanoc’h [6].
Evit mirout da viken ar vro en doa gounezet, e reas Nemetos sevel dre-holl difennou ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek, anezo peb a gleuz pe veur a hini, ha savennou-douar, kement eus ar re-man hag a gleuziou. Hen eo ar c’henta a lakeas sevel an difennou-ze a reer anezo ratis [7]. D’al labour sevel e grenvlec’hiou e lakeas ar brizonidi kemeret gantan diwar ar Skaled hag a save an niver anezo da veur a zek-kant. Poellek ha difrae e teuas o labour gand ar Skaled : da doulla ar c’hleuziou e raent gant pigellou ha paliou, hag an atredou diouto a gasent er-maez war-bouez sehier ler pe gestou ha boutegi aozilh. Eus an douar-atred eo e raent ar savennou. Peurc’hraet ar c’hrenvlec’hiou ha marc’het en o mudurunou an dorojou anezo, laonennou arem a-dreuskiz d’ezo d’o c’hrenvaat, setu e reas Nemetos kendastum an holl labourerien. Gourc’hemenn a reas d’ezo en em astenn war ar savenn m’edont o paouez peurvernia, o fennou en diavaez war-du ar c’hleuz hag o zreid en diabarz. Neuze, e reas dibenna anezo an eil war-lerc’h egile. Daouzek mil a oa anezo. Dre greiz nozvez al lazadeg, eul lenvadeg a boan, a gasoni, hag a valloz a savas a-ziwar an holl rann-dir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an nenv. Aner, avat, e voe d’ezo, rak gant gouenn Vanos hag he doueed edo an nerz, an trec’h hag al levenez. Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank [8], war laonennou o c’hlezeier hag o gourglezeier, war houarn o goafiou [9], war souc’h o skouedou [10], war fust o arouezintiou-brezel. Henvel ouz eun evn torret d’ezan e ziouaskell, e kouezas ar valloz d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennou trouc’het war dalben ar savenn. Pintet war beuliou, trôet o dremm war-du ar maez, e voent lezet eno da zigiga. Gwennaat a rejont el lec’h-se ha mont en uloc’h hep ma teuje dourn den ebet da steki outo nepred. Evid ar c’horfou, enkeoet e voent en douar m’edont gourvezet warnan, hag en doare-ze eo e voe kretaet a-benn ar c’hantvedou da zont galloud ha didrec’husted krenvlec’hiou an Nemetaved (Nemetavi « keneiled Nemetos ») e kompezenn an Teir Stêr [11].
Ker puilh, war a lavarer, e redas ar gwad a-hed ar savenn, e-pad al lazadeg, ma voe anezan, e strad ar c’hleuz, poulladou a badas an heol hag an douar tri devez d’o feureva.
Damc’houde, e reas Nemetos sevel eun niver listri ma tiskennas ganto an Albis da vont er mor. Da genta, e tizas enez Abalos (pe Bononia) a voe kemeret gantan ha, pelloc’h, o skei war-du ar c’hornog, ez eas da Albio, en aber eur stêr vras e-lec’h e kemeras hag e tismantras kêr Londinion. War eun enezenn, e-kreiz stêr Tamesis eo ez oa ar gêr-ze. Savet ez oa bet gant tri mab Morigenos an Ermaeziad [12], kent d’ezo kuitaat Albio da zont war aochou ar Goularz. Tud a ouenn ganto eo o doa he foblet, goude d’ezo eureuji merc’hed eus Albio. Nemetos a reas laza dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tïez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened. Preiz ebet ne voe skrapet, distrujet ma voe pep tra, rak pep tra a oa bet gouestlet da zoueed ar brezel. Evel-se eo e voe talvezet maro ha reuz teir merc’h Matidonnos dre gas da get ar ouenn estren a oa ar gwall en he c’hiriegez.
Goude an taol-kaer-ze, Nemetos a hedas aod-kreisteiz enez Albio ha glann bro ar Staen, a dreuzas ar mor a zo en tu-hont hag a ziraezas enez Iverio. Dilestra a reas gand e holl armead hag, aet d’an emgann ouz an enezidi, e faezas anezo hag e lazas o roue Epopennos. Lakaat a reas da zont en e gerz mengleuziou aour ar c’hornad-ze, nemet ne badas ket pell gantan ar gounid diweza-man. Rak, kerkent hag adlestret Nemetos, setu eur c’hlenved stagus o tont d’ober e rann eus ar vrezelourien en doa lezet evit diwall ar mengleuziou hag evezia ar vengleuzerien, ma varvas an diou drederenn anezo. Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezo da enebi ouz an henvroïz ha d’o zrec’hi. Bazyeoet e voent gand an Iverned (Iverni) ha kaset ganto da sklaved [13]. Nemetos-hen n’en devoe ket anaoudegez a gement-se, rak mervel a renkas e-kreiz ar mor, war e zistro d’ar ger. Diskennet e voe e gorf en enez Abalos ha douaret war ar penn-tir bras diouz tu ar c’huz-heol a reer anezan Trileukos [14]. Eno eo e sav e grugell-vez, an dour-sal o kaea tri zu anezi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnan, luskellet noz-deiz gant mouez-voud ar mor en deus-hen, ar c’henta eus e ouenn, treizet ha damesaet. Meurbet sakr e tremener an holl benn-tir a zibenn an enezenn er c’huz-heol rak, estreget bez Nemetos, e kaver warnan beziou stank m’eman er goudor enno relegou mibien ha gourvibien an den-meur. Nemet aes eo anaout diouto krugell-vez Nemetos, dre ma ’z eo-hi an uhela hag an nesa d’ar mor er c’hornog. E-kreiz noz, diouz m’eman brud, pa vez an oabl o hinoni hag al loar o skedi en nenv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o beziou da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azeza a reont a-strolladou war gern ar c’hrugellou hag e kenprezegont laouen en eur arvesti ouz an nenv hag ouz ar mor [15].
Setu aman anoiou ar c’hrenvlec’hiou bet savet gant Nemetos hag e vibien : Mediolanon « ar gompezenn-greiz », Nemetorigon « rouantelez Nemetos », Nemetoratis « ratis Nemetos », Korioratis « ratis an Arme », Litanoratis' « ar ratis Ledan », Nemetovidus « ar Wezeg sakr » pe « gwezeg an Neved », Sonnoratis « ratis an Heol », Lugumagos « tachenn Lugus », Lemonon « kêr an Evlec’h ».
E Nemetoratis eo, hervez an hen-zanevellou, edo en e zav ti-meur Nemetos. Brasa ti bet savet betek-hen e kompezenn an Teir Stêr gant bagadou diouz ar vro-Wenn. Rak daouzek mab Nemetos ha ganto o friedou, hag, ouspenn, he daouzek merc’h ha ganto o ezec’h, a gouske holl dindan e dôenn. Kambchou a weled, eta, leiz an ti-ze, ken e tremene, en e amzer, evid eun tredemarz, ma ’z oa brud dioutan ha ma teued a-bell-vro d’e weladenni. Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hiou ec’honoc’h choaz, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennan hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennan pevar-ugent kambr, hep komz eus hir-di ar biturix Ambikatus, a-stroll ennan kant hanter-kant a gambchou [16].
- ↑ Ano ijinet gand An Tarzek : siro-, iwerzoneg sir « hir » ; gulbia « beg », ac’hano hen-vrezoneg golbinok « begek » ha brezoneg breman golvan.
- ↑ Kembraeg dyfrlan « dourlann », da lavarout eo « ribl-dour ».
- ↑ Diwar-benn an anoiou-ze a boblou, sellout d’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 358-359 ; Jullian, Histoire de la Gaule, I, pp. 123-124. — Kunokenni « mibien ar c’houn (chas) » ha Morikunes « morgoun (chas-mor) », el linennadou araok, a zo anoiou ijinet gand An Tarzek. Oc’h o sevel, edo o sonjal marteze er meuriadou hemolc’herien ha pesketaerien a oa o veva war aochou an Danmark e penn-kenta oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (Déchelette, Manuel, I, pp. 322-5).
- ↑ Cf. Herodotos, IV, 103.
- ↑ Diwar-benn Nemetavi, D’Arbois, Noms gaulois, p. 160.
- ↑ Cf. Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 351.
- ↑ Iwerzoneg raith « moger-zouar », Joyce, Social History, II, pp. 55-9.
- ↑ Bertrand, Religion des Gaulois, p. 168, XVIII ; p. 172, sk. 28.
- ↑ Déchelette, Manuel, II, trede lodenn, p. 1147.
- ↑ Read and Smith, British Museum, Early Iron Age, plate I.
- ↑ Cf. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 351 ; Sébillot, Paganisme celto-latin, p. 199-200 ; D’Arbois, les Druides, p. 89.
- ↑ Eur vojenn diwar faltazi An Tarzek n’eo ken savidigez Londinion gand an Ibered, nemet an hadenn anezi a gaver e Philippon, les Ibères, pp. 70-1. Tostaat a ra Philippon Londinion ouz Londobris, eun enezenn war aod-kornog an Iberi. En eneb d’ar pez a fell d’ezan lakat da wir, keltiek e c’hall beza an anoiou-ze. An iwerzoneg lond « strafuilh, brouez », ar c’hembraeg llon « taer » a c’houlen en o raok eur c’heltieg *londo- « strafuilh bras » ; ar c’hembraeg llonydd « levenez », mar sav beteg an Hen-amzer an diveradur anezan, a zalc’h lec’h eur ger keltiek *londia. Sellout J. Loth, Rev. celt., 1922, pp. 66-7.
- ↑ Lakaat e-kenver mojenn iwerzonek Nemet, mab Agnoman, d’Arbois, Cycle myth., pp. 84-117 ; Rev. des Et. anc., 1915, pp. 201-203.
- ↑ « Teirgwech gwenn » pe « gwenn meurbet ». Eur beg-douar anvet evel-se a oa er Spagn. Enez Heligoland (Abalos), kaset breman gand ar mor d’eun dolzennad vaen-krag nemetken, a oa ouz hec’h ober, er Grenn-Amzer c’hoaz, gweleadou teo-meurbet a gleiz a zo bet dismantret abaoe gand an tonnou, hag a rae d’ezi d’ar mare eur gouriz tornaodou gwenn (Reclus, Géogr., III, pp. 734-7). Ac’hano hep mar an ano rôet gand an Tarzek d’ar penn-tir-man.
- ↑ Anderson-Leclerc, Myth. scand., p. 251.
- ↑ Biturix « roue ar bed ». Ambikatus, aet en iwerzoneg da Immchath, ano brezelour. Diwar-benn tïez-meur ar Gelted, Grenier, Habitations gauloises et villas latines dans la cité des Mediomatrices (1906), pp. 28, 32 (n. 3), 42 ; Joyce, Social History, II, p. 46 ; keferata gant Paul Guiraud, Etudes économigues sur l’Antiquité (eil mouladur, 1905), pp. 29-32.