Sketla Segobrani vol1/Rann 29
4000-3000 bloaz kent H. S.
War an douar-bras, en Europ, diweza pennad oadvez an armou hag ar binviou maen lufret. — E kornog ha hanternoz an Europ savidigez beziou graet a vein bras diven, anvet « taolvaeniou ». — En Europ-kreiz kêriadennou-war-zour ; hada lin, mell, edeier ; desevel koun, ejened, givri. — Ar meuriadou hen-ariek e kompezennou kreisteiz ar Rusi, war ar riblenn-vro etre kelc’hiad ar c’hoadeier ha hini ar geotegi (S. Reinach, l’Origine de la civilisation aryenne et les Aryens à l’époque néolithique, in A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur 1891, pp. 307-22 ; M. S. Zaborowski, les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, leur origine en Europe, la civilisation proto-aryenne, 1908 ; M. Boule, les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine, 1921, p. 350).
3000-2000.
En Europ, taolvaeniou ha kêriadennou-war-zour. — O tont e gwel ar marc’h donv gant kêriadenniz-war-zour (Déchelette, Manuel, I, p. 341). — Derou astennedigez an Arianed etrezeg ar C’hornog, ar C’hreisteiz hag ar Reter (Zaborowski, Boule, op. cit. ; Meillet, Introduction à l’étude comparées des langues indo-européennes, 4vet mouladur, 1915, pp. 57-60, 410-30).
2500-1800.
War douar-bras an Europ, rann-amzer kenetre oadvez an armou ha binviou maen lufret hag oadvez an armou ha binviou arem. E derou ar rann-amzer-ze (war-dro 2500) e reer war eun dro gand armou ha binviou maen ha gand armou ha binviou kouevr digemmesk. En dibenn anezi e reer gand armou ha binviou en arem staenet-tano (Déchelette, II, kenta kevrenn, pp. 98-101, 105). — En Itali al Ligured a argas ar Sikaned. — Enez-Vreiz argadennet gant pobl ar c’hrugellou kelc’hiek (Round Barrows), a zeu di, hanval eo, eus traonienn izela ar Roen hag a denn d’eur ouenn grennbennek, uhel-ventek ha frammet-nerzus, a gaver stank-ha-stank en Danmark. Sellet eo ar bobl-ze evel hen-ariek gant Jullian, Rev. des ét. anc., 1922, p. 160, ha rôet da geltiek gant Loth, la première apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, Rev. celt., 1920-1, pp. 259-88. — Anoiou stêriou eus Alamagn an hanternoz, a gaver en hon amzer e Breiz-Veur, a desteni diarvar ar furm anezo ez int bet digaset gwechall gand ar Gelted. Evel-se eo : Wear, kontelez Durham Bro-Zaoz, a c’houlenn en e raok eun henfurm Visuria a zo ivez hen-ano ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig [1] ; Weaver, stêrig eus kontelez Chester, Waver, stêrig eus kontelez Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus eun hen-furm Vebros, diwarni en Alamagn an hanternoz Wipper, ano teir stêr a Dhuringe hag eun adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz [2]. Sellout Chadwick, Some German River-names in Essays and Studies presented to William Ridgeway, Cambridge, 1913, p. 315 ; Quiggin, On Some Celtic River-names, Proceedings of Cambridge Philological Society, 1914. Kenveria G. Diack, Place-names of Pictland, Rev. celt., 1920-1, p. 114.
2000-1900.
Derou oadvez an armou ha binviou arem er Skandinavia hag en Alamagn an hanternoz. Eus enez-Vreiz e tenn ar broiou-ze o staen, hag o c’houevr eus bro-Hongri (Déchelette, op. cit., p. 88 ; Head and Smith, A Guide to the Antiquities of the Bronze Age,London, 1904, pp. 99-104).
2000-1000.
Ar Gelted e kompezennou hanternoz an Alamagn ha war glann mor an Hanternoz (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 227-38). Da heul kenwerz ar goularz e sav darempredou etre glannidi ar mor Kreizdouarek ha re mor an Hanternoz, ma voe andoniet er c’houn anezo diwezatoc’h e-touez ar C’hresianed danevellou-marz diwar an Huperboreaned (da lavarout eo poblou hanternoz an Europ, en o metou ar Gelted) : an Huperborean Abaris oc’h ergerzout ar C’hres ; an diou werc’hez huperborean Arge hag Opis, a-gevret ganto Apollo hag Artemis, o weladenni santual-meur enezenn Delos. O tont da weladenni an hevelep santual an diou werc’hez huperborean Huperokhe ha Laodike, ganto pemp kannad a ra ar C’hresianed anezo Perphered (Herodotos, IV, 33-6). Diwar-benn an henchou kenwerz ha perc’herinerez e ragistorvez an Europ sellout ouz Jullian, Rev. des ét. anc., 1919, p. 110.
1800-1300.
Ar Gelted en Erkunia (Alamagn ar c’hreisteiz) [3] hag e rannou-zo eus reter Galia (Alsace, Champagne, Franche-Comté), (Déchelette, II, kenta kevrenn, pp. 148-58).
1500-1000.
En o founna edo neuze aouregou Iwerzon (S. Reinach, Iernê Polukhrusos : les croissants d’or irlandais, Rev. celt., 1900, pp. 166-72 ; cf. Margaret E. Dobbs, Bronze Age in Ireland, Rev. celt., 1922, pp. 113-4).
1000 pe war-dro.
Ar Gelted Gaideli (Gouezeled) hag ar Gelted Qritenoi, Pritenoi, Priteni, Pritenes (Predeniz, Pikted) en enezennou bras gwalarn an Europ, Albio (Breiz-Veur), Iverio (Iwerzon). Donedigez da genta ar C’houezeled a zo testeniet a-walc’h gand an tri zra-man : — 1° kosa ano enez-Vreiz e skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eo Alba (*Albio) ha neket Cruithne (*Qritenion) ; — 2° nepred ne ra ar skridou-ze an ano a « Cruithne » eus enez-Vreiz a-bez, hogen hepken eus an darn anezi a oa e dalc’h ar Bikted, en amzervez an Istor ; — 3° hervez danevellou bloaziek Iwerzon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzon, hag eun nebeut bloaveziou diwezatoc’h hepken e tigouezas Predeniz (pe « Pikted »).
1000-800.
Dont a ra staen enez-Vreiz beteg ar C’hres dre hantererez listri Tartessed ar Spagn, re Rhodiz, ha, da c’houde, re ar Phenikianed. Ac’hano e teu ma ra al lennegez homerek gand ar ger kassiteros « staen », neuz keltiek d’ezan [4], hag e veneg an Oduseia noziou berr ha damsklêr hanternoz enez-Vreiz (S. Reinach, l’Etain celtique, Anthropologie, 1892, p. 275 ; Midas et Midacritus, un nouveau texte sur l’origine du commerce de l’étain, Anthr., 1899, pp. 397-409 ; Culles, Mythes et Religions, III, eil mouladur, pp. 332-37 ; D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 12-6).
1000-500.
Krenou-douar ha linvadennou-mor drastus e bro ar Gelted. An hekleo a ze a gaver en danevellou a ra Aristoteles (384-322), Ephoros (340), Eudemos a Rhod (340), Nikolaos a Zamas, Elianos, Timagenos, hag all, eus ar stourmadou a renkas ar Gelted ren ouz an tonnou-mor (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 229-30, 238-40 ; D’Arbois, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes, 1902, pp. 55, 59).
900.
Derou oadvez kenta an houarn (Hallstatt) en Europ-kreiz (Norikon) dalc’het d’ar mare gand an Illirianed. Er broiou keltiek o vevenni an Illirikon diouz an hanternoz ez eus diou gevrenn a oadvez Hallstatt. E-pad ar genta, eus 900 da 700, ne gaver er beziou nemet eun arrebeuri paour o tiskouez bezans eur renkad vrezelourien a veve dilorc’h hep prizout nemeur ar c’hinkladuriou-korf nag an traezou pompadus. Brageriz aour ebet ganto ; troiou-brec’h hepken, hag i rouez. Peurliesa eun aotenn arem a-gevret gand ar c’hleze houarn. N’eus nemet ar metalerez a gement a rafe berz, nevezet ma ’z eo gant boazadur an houarn ; gofelia d’ezo o-unan armou nevez a ra ar Gelted. An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezou-kinkla a zoare lïes-kenan ; aour a zo er beziou e stumm troiou-gouzoug, kleierigou-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebelia o re-varo e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).
650.
Brezoned (Brittones) o tremen en enez-Vreiz hervez Loth, Rev. celt., 1920-1, p. 281. Dont a raent, hanval, eus ar rannvro etre stêr Samara pe Sumina (Somme) ha genou ar Roen (contra Hubert, Anthropologie, 1922, pp. 268-9).
En eur marevez-kent o dije bevet ar Vrezoned e meneziou an Erkunia (Dionusios Periêgêtês, gwerz. 284-6 ; Lagneau, Ethnogénie des populations du nord-ouest de la France, 1876, p. 18). Pa ziskennjont en enez-Vreiz edo houman en he fez e dalc’h Predeniz (Priteni) ; ac’hano an ano a Pritenia, Pritania a rae ar Vrezoned anezi hag a zo bet miret gant Kembreïz (Prydain, brezoneg Preden). Eus an ano-ze a vro estren biskoaz ne dennas ar Vrezoned eun ano brôadel d’ezo o-unan : Brittones, Brythoniaid « Brezoned » eo o deus en em anvet bepred a-dreuz ar c’hantvedou (Loth, op. cit.).
630 kent H. S. pe war-dro.
Gwall-reverzi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze penn-abeg d’eun darn Kelted da zivrôa (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 238-240 ha notenn 3, p. 240), war eun dro gant stourmadou ar Skoloted pe Skuthed an Europ (D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 262-3).
630-530.
Ar Gelted e kornog ha mervent Galia (D’Arbois, op. cit., II, pp. 283-6).
500 kent H. S. pe war-dro.
Dibenn oadvez an armou arem en Arvorig, Breiz-Veur ha Skandinavia (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, p. 588). Derou eil oadvez an armou houarn (an Ten) e traonienn ar Roen (ibid. p. 914).
600-500.
Ar Gelted er c’hreiz hag er c’hornog eus al ledenez iberek (D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 44, 287-292 ; Les Celtes en Espagne, in Rev. celt., 1893-4 ; Pedro Bosch Gimpera, Los Celtas y la civilizacion celtica en la peninsula iberica, Madrid, 1921 ; cf. Rev. arch., 1922, I, p. 188-9 ; Joulin, la Protohistoire de la France du Sud et de la péninsule hispanique d’après les découvertes archéologiques récentes in Rev. arch., 1922, II, pp. 1-43). Arganthonios, roue an Tartessed (e kreisteiz ar Spagn), a zigemeras brokus-tre ar Phokeaned etre 650 ha 600, ne gaver ket a anoiou henvel ouz e hini e-touez an anoiou iberek ; e-touez re ar Gelted e kaver avat (Hubert, Anthr., 1922, pp. 279-80) [5].
450.
Ar Gelted o vestronia ar vro etre an Danub hag an Alpou (Vindelikia), (D’Arbois, les Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’en l’an 100 av. notre ère, Paris, 1904, pp. 127-137).
450-400
Ar biturix « roue ar bed » Ambikatus o ren war Geltia (D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 297-393).
400-390
Itali an hanternoz perc’hennet gant Kelted o tont eus traonienn ar Roen (Appianos, De rebus gallicis, 2 ; D’Arbois, les Celtes..., pp. 151-161 ; Les Celtes et les populations qui les ont précédés dans l’Italie du Nord, in Rev. celt., 1890). Ar Gelted e rann C’halia dalc’het gand al Ligured (Jullian, Mélanges D’Arbois de Jubainville, 1906, pp. 97-109).
400-350.
Ar Gelted er Banonia (D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 304).
400-200.
Ar Vrezoned e Breiz-Veur (hervez Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, p. 575 ; Rhys, Early Britain, Celtic Britain, 4vet mouladur, London, 1908, pp. 4, 214).
300-250.
Poblou keltiad eus an tu-hont d’ar Roen, Belged (Belgae) pe C’hermaned, o tiazeza e biz-hanternoz Galia. Hanval a-walc’h e teuent eus bro an Elb-izela. Ar C’hermaned nannkeltiek oc’h en em astenn er gompezenn etre an Elb hag ar Roen.
300-210.
Ar Gelted e bro an Danub-izela (D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 299 ; Notennou, XII, pp. 39-43).
280 pe war-dro.
Ar Volked (Volcae) hag an Allobroged e kreisteiz Galia. Ar Gelted el Liguria. Ar Gelted e biz-hanternoz bro-Spagn (D’Arbois, les Celtes…, pp. 109-16).
279.
Ar Gelted e ledenez ar Balkaniou (Thrakia, Makedonia, Gres) hag en Azi-Vihana.
225.
Kelted o tigouezout en Itali eus an draonienn Pennina (Valais), Gaisati, Semi-Germani.
222.
Kelted o tont en Itali eus glannou ar Roen, Gaisati, Germani, dindan renadur eur pengadour belgiad, Virdomaros e ano, douaren Rênos (Tourneur, Germani, Gaisati, Musée belge, 15 a ebrel, 15 a c’houhere 1902 ; Jérôme Carcopino A propos du nom des Germains, Rev. cel., 1920-1, pp. 319-31).
200-100.
Ar Velged o tiazeza e Breiz-Veur (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 320-324).
- ↑ E Wear, Wiur en VIIIvet kantved, ez eo kouezet an s etre-vogalennou hervez eul lezenn eus ar soniadurez vreizek, o tiskleria o deus ar Saozon kavet ar ger-ze e Breiz-Veur ha n’eo ket bet digaset ganto. Keferata ouz Trisantôn e skridou Ptolemaios en IIvet kantved goude H. S., Treanta e Beda, VIIvet, VIIIvet kantved, Trient en eur c’henveriadur-geriou latin-brezonek eus an Xvet kantved ; hizio e saozneg the Trent, stêr a Vro-Zaoz, konteleziou kreiz ar vro.
- ↑ Weaver ha Waver a zalc’h lec’h furmou saoznek kosoc’h Weofre ha Weoer, Waefer. Dre ma ’z eo an daou ano-ze chomet er-maez eus ar c’hemma b en p (evel e Vebros aet da Wipper) anat o deus ar Saozon o c’havet en enez-Vreiz. — Vebro- a zo deut e kembraeg da gwefr « goularz ». Kenveria Guefrdwr (*Vebrodubron), ano eur waz-dour a gontelez Monmouth en XIIvet kantved.
- ↑ Ar c’heltieg Erkunia pe Erkunion « uhel-meurbet » a zalc’h lec’h eur furm gosoc’h ariek *perkunion, diwarni ar goteg fairguni « menez », D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 361-2. N’eus nemet eur boblad genidik eus Alamagn an Hanternoz a gement a c’hellje dont en he spered ober « uhel-meurbet » eus ar meneziou bihan a zisrann kompezennou ar vro-ze diouz traonienn an Danub hag an Alpou.
- ↑ Eus ar gregach, dre ar varc’hadourien, ez eo tremenet ar ger kassiteros en assirieg (kasazatira), en arabeg (kasdir) hag er sanskriteg (kastira). En eur skrid eus levraoueg Assourbanipal, roue Assiriz (668-630) e komzer eus « Tir ar Staen (Ku-Ki) ha Kaptara (Kaphtor pe enez-Kret), broiou en tu-hont d’ar mor Uhela (Kreizdouarek) » Rev. arch., 1922, I, p. 165. Unan eus ar skridennou a zo bet kavet e Bogbaz-Keui a zo meneg enni eus lec’hiennou-zo ma tenne diouto roueed an Heteaned ar metalou er XIVvet kantved kent H. S. : « An houarn du nenvel a zeu eus an Nenv. Ar c’houevr hag an arem a zigouez eus Alasiya (Kupron, enez-Chipr) hag eus menez Taggata ». Diwar gement-se-holl e c’heller anaout a-walc’h e tigemere brôadou an Azi-gornog ar staen, ar c’houevr hag an arem eus ar C’huz-heol : Chipr, Kret ha bro-Spagn.
- ↑ Evid ar genta kevrenn-c’her (arganto-), her c’henveria ouz an anoiou keltiek Argantos, Argantomagos, *Argantorota (kembraeg Arianrod), Argentokoxos, hag all ; kenveria an eil kevrennad ouz Ateponios, Matukonios, Nantonios. — Eur boblad Ibered e oa Tartessiz, nemet Kelted o deus bevet e lec’hiennou-zo eus o bro e dibenn marevez Hallstatt : roudou anezo a zo bet kavet e Carmona, Grenade ha Villaricos. Eun nebeut kantvedou goude, e veneg ar skrivagnerien latin, war dachennad rouantelez Tartessos gwechall, tri c’hrenvlec’h keltiek o ano : Nertobriga, Mirobriga, Kaetobriga. Ouz ar C’helt (?) Arganthonios, o ren war vrôad estren Tartessiz, kenveria, er bloaz 236, ar C’helt Istolatios, pengadour armead an Ibered a stourmas ouz Hamilkar-Barka, hag, e 390, 124, ar roueed keltiek o ano a oa e penn brôad liguriek ar Salluved (Notennou, XII, p. 45).