Sketla Segobrani vol2/Rann 34

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 67-68)


An eosterien goularz ha mel[1].


« War glann ar mor, eme Vindosêtlos, em eus gwelet paotred ha merc’hed o c’hoularsa. Gwenn gant brizennou e-leiz ar c’hroc’hen anezo ; henvel o bleo ouz aour melen-gwenn ; kunv ha dic’hoarz o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvesti. E logellou krenn-begek graet a rusk bezo e vevont.

« Peurc’holôet eo ar vro en he diabarz gant koadou teo a vezo, a dilh, a zero. O redek dre ar c’hoadou-ze tud henvel ouz eosterien-c’hoularz an arvor. Nemet mel an hedou gwenan gouez eo a vez eostet gand ar re-man. Artos a spisa d’ezo ar gwella ruskennou. Gant-se e gehelont hag e reont anezan Viduklevos[2].

« Diskennet em eus e-touez an dud-ze, eme Vindosêtlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus[3]. En difraostadennou, er parkou hag er c’hêriadennou anezo eman eur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael. Mammou a zeuas da ginnig d’in o bugaligou a oa klanv. Outo e stekis ar bir, evel m’oun bet kelennet ganez, hag o farea. Ha sed ar vugaligou o c’hoarzin ouzin en eur ober daïk, ar mammou o pokat d’am daouarn ouz va envel dêvogenos[4] ; an henaourien o kinnig va azeuli. — « Na azeulit ket mevel ar bir[5], a liviris d’ezo. Hogen, azeulit ar bir ha mistri ar bir, ar re o deus hen stummet, doueed peurouiziek an nenv. »


  1. Goularsaerien ar Samland war ar mor Baltik, gourdadou Aested Tacitus, Borussed ar Grenn-amzer, Letted ha Lituaniz breman. Arabad o drouk-veska gant goularsaerien ar Frisland war vor Hanternoz, a oa, henvel a-walc’h, Kelted.
  2. Artos « an arz », iwerzoneg art « arz » ha « doue », D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, pp. 381-9. — Viduklevos « brud ar c’hoad », D’Arbois, Noms gaulois, p. 54-5. Kenveria Frazer, I, p. 387-8. Diwar-benn ar mela gand an arzed, Brehm, les Mammifères, I, pp. 652, 666. Kenveria les-ano kembraek an arz, melfochyn « moc’h-mel ». En hen-slaveg e veze graet anezan « debrer-mel », e lituaneg « al liper » (lokis), Anthr. 1906, p. 620.
  3. Kenveria an Aested meneget gant Tacitus hag, er Grenn-amzer, ar pez a lavar Adam a « Brême » eus ar Samli vel Pruzzi : Homines humanissimi... Multa possent dici ex illis populis laudabilia in moribus, Rev. des Et. anc. 1915, p. 112 ; 1919, p. 105, not. 1. Ar boblad-ze eo a zo bet diouennet kriz-mantrus gant marc’heien an Urz Teutonek hag he deus lezet hec’h ano d’ar Brus, A. Lefèvre, Germains et Slaves, p. 193-4 ; L. Léger, Russes et Slaves, trede levr (Paris, 1899) p. 172.
  4. « Ganet eus eun doue », d’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 179.
  5. Kenveria an ano-den hen-geltiek Ivomagus « mevel Ivos ». En iwerzoneg hag e brezoneg ez eus geriou furmet en doare-ze : Mael-Uimi « moal (sklav) an arem », Mog-Nuadat « mevel Nuz », Mao-Doue « servus Dei » (kenveria Gwazdoue), Mao-Deiz « mevel an deiz », hag all.