Sketla Segobrani vol2/Rann 33

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 66-67)


Ar Skoloted hag ar Sueved[1].


« Deut oun a-zioc’h d’eur vro n’eus enni na menez na krec’hienn uhel, ha hi hanter-goad hanter-brad. Eno eman ar Skoloted hag ar Sueved o peuri o chatal. Er goanv e kleuzont toullou en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barz d’en em virout diouz an anoued[2]. A-vec’h ma c’hounezont douar pa vevont, dreist-holl, diwar kig, laez ha keuz. Dre breizerez ha forbanerez eo e teu d’ezo o holl binvidigeziou. An amzer na da ket ganto da gantren war varc’h a gasont er gêr o ren buhez gadal ha didalvez. Betek mezvi ez evont died, betek stambouc’ha e tebront boued. Endra ma pad an deiz e kouskont hag an noz a dremenont o c’hoari dinsou. War eun taol dins e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale[3]. Hir ha bras ar c’horf anezo, nemet pounner eo ha gleborennek. Torkulet eo o divesker dre re-varc’hegez, behinek ha gwak o c’hig dre re-zidalveza ; teo o c’hof dre re zibri hag eva. Gwenn-damloued, blouc’h ha yen o c’hroc’hen[4], talfasek, sklosennek ha chatalek o dremm, marvelen-disked o bleo a gouez en o c’herc’hen hag en o choug dibleg ha dirodell[5]. Damc’hlas o daoulagad bras-bourbell, n’eus er sell anezo na krakted na meiz. Ganas int, skoachet, dizeven, garo, brouezek, dienor.


  1. Diwar-benn ar Skoloted, D'Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 223-64 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 172-80. Diwar-benn ar Sueved, Jullian, Hist. de la Gaule, III, pp. 49, 52, 146 ; Rev. des Et. anc. 1920, pp. 104-6.
  2. Lefèvre, Germains et Slaves (Paris, 1903), p. 29 (dioc’h Tacitus).
  3. Ibid. p. 31.
  4. Dottin, Anciens Peuples. p. 67-8.
  5. Deniker, Races et Peuples, pp. 43-5, 387 ; Dr Topinard, l’Anthropologie, p. 363. — A-enep neuz-fall ar Sueved, Rev. des Et. anc. 1920, p. 106 (Bissula, sklavez Ausonius) ; Schumacher, Verzeichnis der Abgusse und wichtigeren Photographien mit Germanen Darstellungen, trede mouladur (Mainz, 1912), p. 87, luc’hskeudenn 20.