Sketla Segobrani vol2/Rann 47

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 93-98)


Vindosêtlos e bodad ar roueed hag ar pennou-pobl.


Vindosêtlos a zeuas e bodadenn-veur ar roueed, ar reizaouerien hag ar pennou-pobl. Holl e vament ouz an den yaouank, ouz e vent uhel, e zremm leun a gened, e gendalc’h dereat-tre hag azaouezus.

« Eman ar gouennou du, emezan, oc’h en em skigna dre ar bed. Peurboblet e vo ganto, mar bezont lezet en o roll. Skoazell digand an dud n’o devo ken an doueed da stourm ouz ar ramzed. Kaset e vo da get holl labour an Trec’hour (Bodiakos). Hag e lenvo adarre an douar-holl, yeoet ma vezo gand ar wall-dud hag an doueed divat.

— Petra a hellomp-ni da ober ? eme ar pennou. N’emomp aman nemed eun dournadig tud, repuet war an aod hag en enezennou, er gwask etre ar mor fero hag ar menez korvigellus. Ar bed a-bez eo a rankfemp en em ganna outan hag e drec’hi !

— En em ganna n’eo ket deut ar pred da ober c’hoaz. D’en em aoza da ze, avat, ne lavaran ket.

— E pe zoare ? emezint-i.

— Bevit en unvaniez an eil gand egile. Engehentit bugale yac’h ha krenv, kement anezo ha ma c’hellfec’h maga ha diorren. Poagnit dibaouez da greski braster ho tropellou, gorread ho parkou, niver ho peurvanou. Ijinit ha gofeilhit armou nevez. Pleustrit dalc’hmat war embreger anezo. Kasit tud a fizians da anavezout ar broiou hag ar brôadou diavaez[1]. Ne vern a zigouezfe ganeoc’h, daou dra a dleït herzel diouz hoc’h eneou : an dispi hag an aon.

« N’eus kefridi, ker bras ha ken tenn bennak ha ma ve, ha n’oufe beza kaset da vad gant ma kendalc’hfe pep remziad labour ar remziadou en e raok. N’oufe eur berradig dour kleuza eur roc’h, na kant, na mil, na dek mil, na kant mil kennebeud-all. Hogen kant mil miliad a viliadou eus an takennouïgou-ze, o koueza, an eil war-lerc’h eben, en hevelep lec’h, a doull treuz-didreuz ar c’haleta maen[2].

« Kemerit da reolenn striz tremen heb ampresta biken digant tud arall-vro, nemet traou talvoudus eo e ve. Lezit ganto an dibouez hag an dreist-ezomm ha kement tra a vrein ar galon hag a laoska an ene. Dalc’hit gant buhezegez ho tadou, o veva e-kreiz arem an armou, o kousket war ar c’haled dindan tôennou soul, o tibri yod kerc’h e skudili prenn, oc’h eva dour, o vesa saout, o seveni al Lezenn[3].

« Al Lezenn heuilhit-hi dre gaer, laouen, en eur c’hoarzin, ha likit evez ma vo heuliet evel-se gand an holl en-dro d’eoc’h. Diwar ar seveni laouen al Lezenn e vez ganet eurvad, nerz, buhez ha trec’h. An dud krenv ha kalonek eo a heuilh laouen al Lezenn. Int-i hepken a ra d’ar Ouenn ober berz. Int-i hepken a gresk hag a skign anezi. Evid ar re wan ha digalon, dre heg eo e heuliont al Lezenn. Grosmolat outi a reont hag he zerri kerkent ha ma kredont ober. Gand ar re wan, gand ar re zigalon e vez dinerzet ar Ouenn. An dismantr a aozont d’ezi. N’o mirit ket en ho kreiz, ha diwallit na vefe diskennidi diwarno en ho touez. Daou dra a ra nerz eur ouenn : niver he zud, dreistelez he zud. Gwell avat an dreistelez eged an niver. Evit mirout an dreistelez na dermit ket da vihanaat an niver.

« Na lezit biken, nag ennoc’h, nag er re en-dro d’eoc’h, ar garantez-vro da drec’hi d’ar garantez-ouenn. Ar vro ma vevit, douar, dour ha mein n’eo ken ! Kouls pe well gand armou ha kalon a gavfec’h e lec’h all[4]. Ar Ouenn, avat, an den e-unan ez eo-hi, gand e dadou hag e gerent, gant kement a gar ; o buhez anezo holl eo, war astenn a-rumm-da-rumm a-dreuz d’ar c’hantvedou, a-dreuz d’ar milvedou.

« Ar re dremenet n’int ket tremenet da vat. Eman ar re varo bepred beo oc’h adveva er bed-man en o diskennidi. Kadourien veur, drouized fur, mailhed-vicherourien, tud yaouank hael, gwerc’hezed kaer ha kalonek, gwragez gwirion beteg ar maro, a zo bet ken alïes lavaret deomp o anoiou ha danevellet o brud, adc’hanet dibaouez e vezont holl er meuriadou m’eman enoret enno al Lezenn. O gwelout a reomp o tont en-dro en hon touez gand o mouez, o dremm, o ment, o neuz, o sell, o c’halon, o ene hag o meiz, kendalc’het ha gwellaet mar deo bet miret al Lezenn, bihanaet ha disleberet mar deo bet torret al Lezenn.

« Setu aman komzou an Trec’hour (Bodiakos) : — Ar ouenn am eus engehentet a anavezer evid eur gwel a-douez holl ouennou ar bed. N’eus nemeti a gement a zo henvel ouz an doueed[5]. N’eus nemeti oc’h unani enni hec’h-unan, evel ma ra an doueed, al liou hag ar sked eus ar pep kaera, ar pep talvoudeka er bed[6]. En em zigemma a ra ouspenn diouz gouennou du ar bed dre hec’h eeunded hag he glanded. Dizeeun ha gaouiad setu holl ar gouennou du, ha gwasoc’h eget loened e tiskennont en hudurnez. Va gouenn-me a zo eeun dre he c’hreiz ha diwezat eo e tiwan ar gaezouriez em zud yaouank[7]. Setu perak gand an holl unaniezou etre va gouenn ha gouennou du ar bed, e vez va gouenn trôet da fall, disleberet ma vez he neuz-vat, digaset ma vez enni dizeeunded ha hudurnez ar re-ze. Penna ha pouezusa gourc’hemenn va Lezenn an hini a zifenn ouz va mibien ha va merc’hed en em unani gant diavaezidi[8].

« Ar paotr a zimez d’eun diavaeziadez, ar plac’h a zimez d’eun diavaeziad, ken diarvar e vez d’ezo laza ar Ouenn ha ma trofent outi goaf ha kleze. Kiriek ez int na advevo ket o zadou en o diskennidi, ha, pa varvint int-i o-unan, ma varvint en-holl-d’an-holl, o veza na lezint ket war o lerc’h bugale henvel outo. Eun eil maro eo a skôont gant holl rummadou tremenet o gouenn. Dleet d’ar re en em liamm er seurt dimeziou ma vefe, gand ar vez, staget outo, kerkouls hag ouz ar re o deus ruziet o armou hag o daouarn e gwad o c’herent, an ano a veni-galakoi « muntrerien o Gouenn »[9].

« Evid ar vugale ganet eus an unaniezou-ze, kambiones[10] eo a ra anezo an doueed a nac’h gwarezi ken an tïez ma vevont. Du ar vugale-ze, divalo, drouk ha lenverien. Gwasat diougan gwelout seurt bugale er c’havellou ! Eun diougan a zizurz, a reuz, a vrezel hag a zismantr[11].

« Henvel a-walc’h ar ouenn a zo bet engehentet gant Manos, mab Belios, ouz eur wezenn ec’hon-divent[12] en em skignet ar barrou anezi a-us d’ar bed. E kement lec’h m’eo bet doujet al Lezenn, e c’heller anaout an izili anezi dre o ment hag o nerz, dre gened o dremm hag o bleo aour, dre o c’hadarnded, o eeunded hag o glanded, dre vadelez o c’halon ha haelded o spered.

« Dilignezet eo, avat, an darnvuia eus ar poblou deut eus ar vro-Wenn, p’o deus-i ehanet a veva diouz gourc’hemennou al Lezenn, p’o deus en em gemmesket gand ar gouennou estren. Eus an diou wall-drôad-ze, ankounac’haat al Lezenn ha kemmeska ar Ouenn, ez eus diwanet vilded, gwanded ha nammded ar c’horf, bihanded ar vent, ar c’hlenvedou, ar gwall-siou, an drouk-plegiou.

« Dishenvel-klok eo a c’hoarvez gand ar meuriadou gwirion. Enno holl berziou-mat ar c’horf hag ar galon, an ene hag ar meiz, miret piz ha gounezet gant pep remziad, a zo aet a-oad-da-oad war startaat ha war griski.

« Kened ho tremm, sked ho pleo, uhelded ho ment, nerz ha skanvded ho korf, gwevnded ho izili, ho yec’hed, hoc’h eeunded, ho kadarnded, kement perz-mat ene, kalon ha meiz a zo ennoc’h, d’ar remziadou tremenet eo o dleït. Dre m’o deus ho tadou, abaoe Manos ha Bena, a-rumm-da-rumm en em ziskouezet krenv, eveziek, aketus ha gwirion, eo e piaouit breman an holl denzoriou-ze.

« Ar pez o deus graet her grit d’ho tro. Ar peadra hoc’h eus bet diganto en e bez, hel lezit war ho lerc’h en e bez d’ho mibien ha d’ho merc’hed. D’ho tro eo gouren, striva, beza krenv, eveziek, aketus ha gwirion. Na foranit ket an tenzoriou. N’o lezit ket da vont da goll. Hogen o mirit piz evid o lezel war ho lerc’h, hag int kresket ha pinvidikaet mar gallit, d’ho tiskennidi.

« Ar Vro ma vevit ne dalv nemet e kement ha ma ’z eo ha ma pad da veza eur c’hrenvlec’h didrec’hus ma c’hell ennan ar Ouenn kreski ha paotaat. Na list biken an estren, na tra fall digand an estren, da zont e-barz ar c’hrenvlec’h-ze. Ne dalv Kadarnded ha Meiz nemet e kement ha m’o lakaer da zifenn ar Ouenn. Ne dalv Pinvidigez ha Galloud nemet e kement ha ma vez graet ganto evid ar Ouenn. Er Ouenn eman pep tra ! Mirout, astenn, krenvaat, gwellaat ar Ouenn, da ze e tenn holl c’hourc’hemennou al Lezenn. Al Lezenn a-bez end-eeun n’en deus ken mennad ! »


  1. Kenveria, war an douar-bras, er pevare kantved kent H. S., ar gof Heliko, Notennou, VI, p. 27 ; VII, p. 44-5, hag, er pevare kantved goude H. S., en enez-Vreiz, an Areani (= arianos « gward », iwerzoneg aire « vigilia »), Rev. celt. 1914, p. 113 ; Ammianus Marcellinus, XXVIII, 3, 8 ; Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, Vvet mouladur (London, 1892), p. 443 ; Sagot, la Bretagne romaine (Paris 1911), pp. 245-6.
  2. E buhez ar poblou, evel e buhez pep den, « netra ne dalv war an hir-striva » M. Maindron, l’Art indien, Paris, 1898, p. 30 ; G. Le Bon, Psychologie des Foules, p. 101-2 ; Dr P. E. Lévy, l’Education rationnelle de la Volonté, 9vet mouladur, 1913.
  3. Kenveria Polubios, n, 17 ; Notennou, VIII, p. 7-8. Diwar-benn ar yod kerc’h en Europ, er ragistorvez, Anthr. 1921, p. 545-6. Diwar-benn nerz-maga ar c’herc’h, sellout Baden-Powel, Le Livre des Eclaireuses, p. 144 (mouladur Delachaux ha Niestlé, Neuchâtel, 1925).
  4. Kenveria Notennou, XII (kenta hag eil kevrenn), p. 37-8.
  5. Kenveria Dottin, Anciens Peuples, pp. 67-8.
  6. Kement ha ma c’heller merzout diwar arroudou all eus ar Sketla, e vije ze : liou an aour ha sked an heol (ar pennad bleo) ; gwennded an erc’h pe eon an tonnou (war ar c’hroc’hen), liou glas an oabl pe ar mor en eun devez hanv (en daoulagad).
  7. Kenveria De bello gallico, VI, 21. Ha sellout ouz Anthr. 1906, p. 2.
  8. Kenveria pennadou kenta levr Diffloth, la Beauté s’en va (Paris, 1905) dreist-holl ar pempvet, pp. 22-5 (de l’état de métissage général des types ethniques) hag ar seizvet, pp. 34-40 (de la dégénérescence des types ethniques).
  9. Iwerzoneg fin-galach, D’Arbois, Premiers Habitants, II, p, 342 ; Et. sur le Droit celtigue, I, p. 12.
  10. Kenveria ar c’heltieg-latin a C’halia cambiare « rem pro re dare » (Geriadur hen-geltiek Endlicher) ; ac’hano ar brezoneg kemma hag ar galleg changer. Kambiones a zo deut d’ar galleg changelins.
  11. Kenveria Lois de Manou, X, 61 : « Kement bro ma vez ganet enni tud a ouenn gemmesket, gwastet drezo glanded ar Renkadou, a vez kaset abred da get gand ar re a vev enni. » Kenveria ivez Le Bon, Lois psychologiques de l’évolution des peuples, dekvet mouladur, p. 44-5 ; Premières Civilisations de l’Orient, pp. 159-62 ; Diffloth, op. cit. pp. 9-46.
  12. Eun henvelded bennak a zigouez beza etre Belios, iwerzoneg Bile, ano-doue, ha belion, bilion, iwerzoneg bile « gwezenn sakr ».