Sketla Segobrani vol3/Rann 02

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 8-11)




Kêr an Heol[1].


Er gêr anvet Vindoklâdia edo o chom roueed mor an Heol. A dri c’helc’h reiz ha kengreizennek ez oa stummet ar gêr-ze. Ar bihana eus an tri c’helc’h e oa anezan ar grec’hienn wenn[2] ma save warni ar c’hrenvlec’h, annez an daou roue-meur hag an daouzek is-roue a rôe skoazell d’ezo e kefrediou o c’harg[3]. Laonennet-holl a aour ez oa mogeriou ar c’hrenvlec’h-se en e ziabarz[4]. Eno e vired klezeier ha goafiou, kirri-emgann hag arouezintiou-brezel an doueed. En eun dachennad manet dieub ha didôenn e weled daouzek maen kunvaet, aroueziou arem ouz o c’haeraat, hag i e kelc’h en-dro d’eur maen bras kinklet gand aroueziou aour. War ar mein-ze e teue da azeza ar pevarzek roue evit diskulia diouganou ; ar maen-kreiz ma azeze warnan an daou roue-meur a verke kreizenn ar c’hrenvlec'h hag an enezenn[5].

En-dro d’ar grec’hienn en em astenne gwezeg an doueed [6]. Er frankizennou anezi edo o peuri ar c’hezeg, ar buoc’henned hag an tirvi gwenn gouestlet d’ezo [7]. Eus ar wezeg-se e c’hoarveze an eil kelc’hiad. En-dro d’ar wezeg sakr e rae kêr an trede kelc’hiad. Bevennet oa diouz tu ar maeziou gand eur c’hleuz hag eur savenn-douar gwenn-razet-holl evel krec’hienn ar roueed. Diouz liou ar c’hleuz hag ar savenn wenn eo e raed hec’h ano eus kêr [8]. Trouc’het ez oa ar gouriz-se gant peder dor. Hag o rei tremen daved an dorojou pevar font prenn a-dreist d’ar c’hleuz.

Rannet edo kêriz e pevar strollad warn-ugent a beb a gant den ; dleet da bep-hini ober e-pad eun eurvez war-dro an doueou en nevedenn. An eurvez-se a yae ganto da gana meulganou war an delenn [9]. Graet ganto o eurveziad, e teue eur c’horad all a gant den hag a stage gand ar c’han hag ar son en taol-pred end-eeun ma tistage diouto ar re en o raog. Evel-se n’oa el lec’h-se nep tav war ar c’han hag ar son [10]. E-pad an deiz e keneilent redadenn herr ar C’harr a vez renet gant Solis [11] hag a-hed an noz e kensonient ar c’horolladennou hag al lidrôadou sevenet gand ar roueed evit harpa ar C’harr en e dreizadenn eus an Announ [12].

Lïes-doare kefrediou a oa d’ar wazed er-maez eus an eurveziad kana ha seni en nevedenn. D’ezo ez oa : derc’hel e ratre ar c’hrenvlec’h, aoza ar pontou, ar c’hleuz hag an difenn-tro, netaat an hentou hag ar bodlec’hiou, prederia ha gouronkedi ar chatal, goro saout, ober ged e toull an dorojou da herzel a zont e-barz neb na zeue ket evid ober lidrôadou pe da glevout diouganou, evezia al lec’hiou-douara war an aod da zegemerout an dell dleet he faea d’an nevedenn d’an neb a ziskenne en enezenn, ha da virout a zouara ouz forbaned, divroïdi ha sklaved. Eus ar barrennou aour, kouevr hag arem, a rôed da brofou, e veze oberiet ganto listri, binviou, armou ba kinklereziou evid an doueed hag o mevelien. D’al labour-ze e lakaent ar pep brasa eus o amzer. Dre ze, war ar gwragez hag ar merc’hed ez oa, dreist-holl, gounit an edegi m’oa golôet ganto ar gompezenn tro-dro da gêr [13].


————
  1. Diodôros, II, 47, o tegas geriou Hekataios, eur skrivagner eus ar VIvet kantved kent H. S.
  2. Savet e veze alïes ti roueed Iwerzon war eur grec’hienn diwar zourn den e-kreiz au dachennad kelc’hiet gand ar c’harz douar (liss, rath), Joyce, Social History, II, p. 55 ha war-lerc’h, skeudennou 184, 209. Hevelep tra e Galla, Rev. des Et. anc. 1921, p. 244. « Krec’hienn wenn », hen-geltieg Vindobriga, a vefe ger-evid-ger e brezoneg breman Gwennvre. Kenveria an anoiou-lec’hiou Moalvre (Rev. celt. IV), Radenvre (Mabinogion, kenta mouladur, I, p. 262)
  3. Kenveria daouzek roue ar C’halated ; an daouzek roue a zkoazelle Alkinoos, roue ar Phenikianed, Rev. des Et. grecques, XIII, pp. 145-6.
  4. Ozanam, les Germains, p. 45 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 339-40.
  5. Mein kaeraet gant arem, arc’hant hag aour en hen-Iwerzon, D’Arbois, Cycle mythol. pp. 105-9 ; Joyce, I, p. 276 ; Rev des Et. anc. 1915, pp. 204-6, skeudennou 2, 3, 4, 5, 6, 7, 8, 9. Mein-kadoria ar roueed, Joyce, I, pp. 45-6. Trizek maen kreizenn Iwerzon, o talvout da gador da « Mide » (Medios), pen-drouiz Iwerzon, Rev. des Et. anc. 1915, p. 201. Daouzek maen e kelc’h war lein eur menez o talvout da geder da zoueed ar miziou, A. Lefèvre, Germains et Slaves, p. 232.
  6. An iwerzoneg de-fid « gwezeg sakr « a rank beza en e raog eur c’heltieg dêvo-vidus « gwezeg an doueed ». Tiveden, ano eur c’hoad e bro-Sued, a c’hallfe beza diwar-lerc’h an hevelep hen-c'her, Rev. celt., 1914, p. 119.
  7. Chatal gwenn graet ganto en divinouriez hag en aberzou, S. Reinach, Orpheus, 3vet mouladur, p. 125 (Gresianed), 168 (Kelted), 185 ha 196-7 (Germaned), 211-2 (Slaved).
  8. Vindoklâdia « ar c’hleuziou gwenn ». Eur gêr a Vreiz-Veur d’ar mare kelt-ha-roman a oa d’ezi an ano-ze, Loth, Chrest. bret. p. 37. Diwar-benn ar boaz da wennraza ar savenn-douar a gelc’hie krenvlec’hiou Iwerzon, sellout ouz Joyce, Social History, II, pp. 63-4.
  9. Diodôros, II, 47. Kenveria Jullian, Hist. de la Gaule, I, danevell ha notenn 5.
  10. Kenveria Imram Brain, p. 10-11, poz 18 :

    "It sings a strain unto the host
    Through long ages, it is not sad
    Its music swell with choruses of hundreds :
    They look for neither decay nor death."

    Canid airbitiud dont slog
    Tre bithu sir, nat bi trog
    Tormaig ceul co corib cet :
    Ni frescet aithbe na ec.

    Kenveria ar bangor wydrin « bangor gwer » en Enez Avallac’h (anvet ivez Ynis wydrin « enez wez »). An triadou a ra anezan unan eus ar c’haniou pad ha klok enez-Vreiz, Loth, Mabinogion, II, p. 264-5 (kenta mouladur). Kristenaet eo bet ar vojenn-ze, hogen diwar wrizienn bagan-rik ez eo. An hen-vrezoneg bann, iwerzoneg binn, bind « heson », a c’houlenn en e raog eur c’heltieg binno-, Dottin, Langue gauloise, p. 234.

  11. Pe Sulis ? Dottin, Langue gauloise, p. 288. Kenveria e Galia an anoiou gwazed, merc’hed ha doueezed Solimaros, Solimara « bras evel Solis ? » D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 8*. E Breiz-Veur d’ar marevez kelt-ha-roman edo Sulis eun doueez hevelebekaet ouz Minerva. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 451, a laka anezi eun doueez heolel. Hubert, Rev. celt. 1911, p. 345, a gav d’ezan ez oa kentoc’h eun doueez an tan hag an oaled. Bezet pe vezet, e c'houlenn ar brezoneg heol hag an iwerzoneg suil « lagad » en o raog furmou keltiek Sawalis, Sulis. El levr-man eus ar Skêtla e henvel Solis arouezia an doueez anvet el levriou a-raok Gréna. Ouz Sulis, Solis keverata en doueedoniez skandinavek Sol « an doueez kaer-he-dremm », « merc’h skedus an nenv » a ren an daou varc’h a zo o stleja karr an Heol : Aarvak « beilh-atao » hag Alsvinn « an herrek ». Sol a zo c’hoar da Maane, « doue al loar », Anderson-Leclercq, Mythol. scand., p. 22. E-touez Lituaniz e raed ivez eus an heol eun doueez Saulé, pried Menô « doue al loar », A. Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 226-7 ; A. Carnoy, les Indo-Européens, Brussel, 1921, pp. 183, 187.
  12. Kembraeg Annwn, Annwonv, Annwvyn, an islonk, douar ar re varo, an ifern, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, I, p. 31, notenn 1. Lidou sakr e sell da rei skoazell d’an Heol gand ar Gelted hag ar C’hermaned, S. Reinacb, Orpheus, p. 185 ; Frazer, I, p. 12 ; III, pp. 477-95. Ouz ar c’horolladennou meneget aman kenveria ar c’horadou, bet desket gand aked, a zisplege peziou-c’hoari korollek, da zon ar c’hanennou hag ar binviou, bep nao bloaz en nevedenn veur e-kreiz koad sakr Upsal, Ozanam, Les Germains, p. 45 ; Bertrand, Religion des Gaulois, p. 339-40. An holl vro-ze nes d’ar mor Baltik a ziskouez beza bet eur greizenn vuhezek kenan a azeulerez diwar an eilvet milved keut H. S. (amzer Huperboreaned ar C’hresianed) betek ma voe trec’h an Aviel, ha ze daoust d’ar brezeliou, d’an divrôadegou ha d’an argadadegou. Kenveria C. Jullian apud Boule, Hommes fossiles, eil mouladur, 1923, p. 352. Eno marteze e tleer da lakaat an « enezennou Hanternoz ar bed »-ze a vije bet degaset diouto an drouiziez en Iwerzon (Epopée celtique, p. 403). Ar re, n’eus nemeto, e-touez ar C’hermaned o deus bet nevedou pinvidik, eun azeulerez reizet-mat ha beleien c’halloudek, e voe Skandinaved an Danmark hag ar Sued. Ar meuriadou Slaved, n’eus nemeto, ma veneg, en o zouez, danevellourien ar Grenn-amzer eur rummad beleien ha templou stummet-mat ez oa ar re anezo o doa en em ziazezet war glann ar Baltik, Léger Mythol. slave, pp. 78-85, 145-9, 190-6. A-zivout ar peziou-c’hoari o kounaat buhez ha kuriou an doueed er Sued rak-kristen, sellout ouz Bertha S. Phillpots, the elder Edda and ancient Scandinavian drama (Cambridge, 1920). E lidadou goueliou an hen-Gelted ez oa, moarvat, seurt arvestou. Dre eno e vez diskleriet : 1° boaziou-pobl a zo, bet miret beteg ennomp, Frazer, III, passim ; 2° an doare ma paotas souezus, d’ar marevez kelt-ha-roman, ar c’hoarivaou e Galia, pa veze anezo neket hepken er c’hêriou-penn, hogen er bourc’hiou zoken. Kavet e veze anezo e doun ar maezlou e-kreiz ar c’hoadou. An holl c’hoarivaou-ze a C’halia a save en amezegiez hag e domaniez eun templ ; holl ez oant darn eus eun dachennad pe eur c’hloziad sakr. An engroez-se a c’hoarivaou, a gaver e Galia hepken, n’heller diskleria nemet dre voaziou-zo eus an hen-vroïz (Rev. des Et. anc. 1920, pp. 199-203).
  13. Strabo, IV, 4, 3, merc’hed Galia (diwar-benn ar pennad-skrid-ze sellout Jullian, Hist. de la Gaule, II, p.410) ; Justinus, XLIV, 3 ; « Er Spagn, kevrenn ar merc’hed eo labour an tiegez hag ar parkeier, ar wazed-i a bleustr war ar brezel hag ar preizerez. » Diwar-benn ar roll dalc’het en ijinerez ar micheriou gand an nevedennou en Europ ar ragistorvez, Rev. des Et. anc. 1920, p. 211-2. Kenveria Léger, Mythol. slave, Paris, 1901, p. 83. — Dont e-barz ar gêr santel aotreet hepken d’ar re a zeue evit ober aberzou pe da glevout diouganou, id., p. 62, 143, 191 ; tell lakaet war ar varc’hadourien eus a ziavaez, id., p. 77. — Ho pet koun ouspenn eus ar berzou sakr en Hen-C’hres : difenn ouz pep divrôad mont e-barz Heraion enez Amorgos ; difenn ouz pep Doriad hag ouz pep gwerc’hez dont d’an Demôia ; berzidigez ar gwin e chapel Eudromos, berzidigez ar gwin hag ar bleun pa zenesaer ouz Isis. hag all. Rev de l’hist. des Religions, 1908, p. 105.