Sketla Segobrani vol3/Rann 03

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 12-14)




Marc’hekadenn Atepomaros.


Tavet edo hir-gorniou aour ar varzed oc’h embanna tarz an deiz [1], ha peurc’hraet gand an daouzek roue al lidrôadou war ar grec’hienn. Atepomaros a reas tro ur c’hrenvlec’h hag a welas a-bell eur plac’h yaouank o teredek davetan dre dreuz ar gompezenn. Edo a-c’haoliad war eur marc’h ruz hep dibr na gwestenn. Dont a rae ar marc’h-ze dre ar gompezenn o taoulammat ken her, ken taer, ken direiz maz pije lavaret edo o vont da ziskar kêr gand e vruched ledan ha d’he flastra dindan e garn. Evid ar plac’h yaouank a oa war ar c’hein anezan, e kavas da Atepomaros n’en doa gwelet biskoaz merc’h vrasoc’h ha neuziet bravoc’h ha haeloc’h egeti. Eur regenn e-kreiz he fennad-bleo oc’h ober anezo diou gevrennad kevatal a goueze a wagennadoü hag a rodelladou war he diouskoaz [2]. En he dargreiz eur gouriz moan graet a lagadennou kouevr ruz o lugerni evel kel lïes a regezenn [3]. Eur c’hleze noaz ganti en he dourn dehou hag en he dourn kleiz eun dra a lavarjes ez oa eun aval pe eur bellen-dan. Evid d’ezi ez oa he daouarn ac’hub evel-se, n'oa ket diwevn nag emstrobellet he doare ; aes-tre ez oa, en eneb, ha war-bouez he daoulin e rene he jao dre an hentou a-dreuz d’an edegi gwell eget war-bouez dourn pe westenn. En he c’hichen edo o taoulammat eur marc’h ruz all henvel-beo ouz an hini a oa dindani. Betek kér e taoulammas er stad-se ar plac’h yaouank. Treuzi kêr ha koad a eure hep gorrekaat war he herr ha pignat krec’hienn ar Roueed. Deut dirag Atepomaros, en eun taol e harzas he loened a-zav. Lavarout a reas d’ar roue gaolia an eil marc’h ha dont d’he heul. Hag int holl etrezeg an Hanternoz.

Hevelep marc’hekadenn ne eure den biskoaz ! Evel eur barrad avel e tec’he an douar dindan karnou an daou loen. En diabell-gweled e tilec’hie ar c’hrec’hiou. Koadou ha koadou c’hoaz, plênennou ha plênennou c’hoaz, dremwelou ha dremwelou c’hoaz en em daole a beb eil dirak dremm an daou varc’hekaer, dirak pennou ar mirc’hien anezo. Stêriou, lennou, gwaziou-mor n’oa diouto harz ebet d’o redadenn. War c’horre an doureier lufrennaouüs, ma neunve pesked lintrus e dounderiou boull anezo, m’en em skeudenne outo, ken fraez hag en eur melezour arem [4], koabrennou an oabl, ar goueleni gwenn hag ar morvrini du, e taoulamme ar c’hezeg ken herr ha ken aes ha war eur pradad geot hej-dihej dre an avel. Treiza ar mor a rejont evel-se hag, en tu-hont d’ar mor, bro ar Sitoned bleo ruz. Hag i degouezout, goude-ze, war an douarou fraost ha gouez ma kantre warno ar Sitoned bleo-du talfasok. Antepomaros a welas o zantadou, o zeltennou ler, tro-dro d’ezo tropelladou bras a girvi hag a heizezed [5], a biaouont e lec’h oc’hen ha buoc’henned. Hogen ne vanjont ket a-zav da genbrezek outo hag e talc’hjont gand o redadenn dalc’hmat war-raok en Hanternoz.

Ar Sitoned o fenn talfasok eo an diweza tud a gaver pa ’z eer diouz an tu-ze. Pelloc’h ne welas Atepomaros nemed eur vro digenvez golôet, keit ha m’helle tizout ar sellou, a rec’hier touskanek, a daouarc’heier o douriou lufrus, a goadeier treut debret gand ar barv-gwez, ma founne enno war ar gwez beo ar gwez maro ha diskaret [6]. Er c'huz-heol, steudad meneziou Saevo [7] a zisplege e livenn-gein skournet. Er sav-heol en em astenne ar gwel diharz-kaer war eur gorread ec’hon-divent a zour difinv ha disked, Mori Maruson [8] gouez da foulinaterien an Hanternoz.

Eun doare goulou, gwenn, kunv hag unvan, a sklerijenne an holl vro-ze. Eur goulou dreist-natur e kavas d’ar roue ez oa-hen, dre na welas mammenn ebet d’ezan. Rak eus heol, loar pe stered ne zeue ket : en oabl digoabr n’oa ken a heol, ken a loar, ken a stered.


  1. Kenveria korniou aour Gallehus (Jutland) a oa golôet-holl a skeudennou hag a aroueziou diwar hen-vojennou ar Gelted, Montelius-Reinach, Temps préhistoriques en Suède, p. 193, skeudenn 274. — An ano a varz-hirgorn « tubicen » a zo amprestet diouz ar c’herneweg, D’Arbois, Introduction à l'étude de la Littérature celtique, p. 67. Diwar-benn ar boaz da embanna an tarz-deiz dre seni an hir-gorn, Bédier, Roman de Tristan et Iseult, p. 101. Lakaat e-kenver ar boaz heuliet e Magdalen College en Oxford er c’hala-mae, Bertrand, Religion des Gaulois, p. 410.
  2. Evid ar c’hempenn-ze eus ar bleo, kenveria ar pennou merc’hed keltiad miret er mirdiou-man : 1° mirdi ar Peniti e Petrograd (Bienkowski, De Simulacris Barbararum Gentium apud Romanos, Krakovia, 1900, p. 43, skeudenn 23 b) ; 2° mirdi Chiaramonti, Rom (Bienkowski, p. 44, skeudenn 25 a) ; 3° hevelep mirdi, (Bienkowski, p. 95, skeudenn 94).
  3. Gouriziou graet a lagadennou arem a veze gwisket gand ar merc’hed keltiad da oadvez an Ten II, Déchelete, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1230-5, skeudennou 521, 522, 523.
  4. Melezouriou arem merc’hed keltiad oadvezh an Ten, Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1284-9, skeudennou 557, 558. Plac’h keltiad ganti eur melezour en he dourn kleiz, Schumacher, Verzeichnis des Abgüsse und wichtigeren Photographien mit Gallier-Darstellungen, p. 65, skeudenn 55.
  5. Kirvi-erc’h (cervis rangifer) e gwirionez. Ar Sitoned bleo-du talfasok eo al Laponed-vreman. Ripley, The Races of Europe, London, 1900, p. 210. Ar Sitoned bleo-ruz eo ar Finned, Topinard, l’Anthropologie, mouladur evez, pp. 479-81.
  6. Kenveria Tour du Monde, 1902, pp. 536, 539.
  7. An ano-ze a read, e kenta kantved hon oadvez, eus an Alpou skandinavek, Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc. p. 321. Diwar-benn stumm ar steudad-ze, De Lapparent, Leçons de Géogr. physique, trede mouladur, Paris, 1907, pp. 354-9.
  8. Skrivet Morimarusam gant Plinius. A vije, gouez d’ezan, eur ger eus yez ar Gimbred (Kimbri) o talvout kement ha mortuum mare « mor maro ». Dottin, Langue Gauloise, p. 273. Diwar-benn ar c’henwerz-foulinennou e derou hon oadvez, Jornandes, De origine actuque Getarum, 1 ; Tacitus, Germania, 17.