Sketla Segobrani vol3/Rann 08
Kaset e voe gand an hent ar plac’h yaouank hag ar roue da dreid ar meneziou. Eno, e-kreiz dizac’hadou rec’hier bras-divent etre diou skournredenn diskennet eus ar c’hribennou lemm o toulla an oabl du, e tigore eur ganienn enk ha doun ma ’z ae an hent e-barz. Guped bras a c’hournije en aer e toull-dor ar ganienn. Souezet e voe ar roue o welout an hent, eur wech er ganienn, e lec’h mont war sevel da dremen ar venezeg dre eun ode bennak a-dreuz d’ar gribenn, oc’h en em lakaat da ziskenn evel p’en dije bet c’hoant da ziarez koundouniou an douar. Eun noz tenval a rene el lec’h-se, nemet e stlapas ar plac’h d’an douar ar voull-dan a oa ganti en he dourn, hag ar voull-ze ha ruilha dirag ar jaoed en eur strinka goulou bras. A-zehou hag a-gleiz e save ar rec’hier evel diou voger serz d’eun uhelder souezus ha, dre ma tiskenne an hent, an oabl n’oa ken d’her gwelout a-ziouto nemed evel eur riblennadig o vont strisoc’h-strisa. Kriz edo, moarvat, ar yenien en islonk-se diouz an hinkiniou-skourn a zistribilhe ouz pep roc’hell. Gwaz a ze n’oa ket, avat da Atepomaros. Eus ar plac’h yaouank en e gichen hag an daou jao dindano e save eun tommder klouar a vire outan da c’houzanv anoued.
Pell e varc’hekajont e doun ar ganienn-ze, o heulia holl blegdroiou an hent drezi. Ha setu, a-greiz-holl, ar stankenn o ledanaat, an oabl oc’h en em ziskouez a-ziouto ha dirazo, hag e welas Atepomaros, a-gleiz d’ezan e tor ar menez, o tigeri toulI eur c’heo bras.