Sketla Segobrani vol3/Rann 14
Treiza ar mor a rejont. Pa skôas an daou jao o c’harnou en enezenn, edo an heol war izelaat. Ar roue a lammas d’an traon hag e tiskennas ivez ar plac’h yaouank diwar he marc’h da gimiadi dioutan. Nec’h bras ha gwall-gerse d’ar c’himiad-ze a savas er roue, hag e lavaras d’ar plac’h yaouank :
« Garo ganen mont diouzit, pa veizan n’az kwelin mui.
— Red eo evelkent, emezi.
— Her gouzout a ran », eme ar roue.
Ar plac’h yaouank a sellas outan eur predig-amzer, dilavar. Atepomaros a oa anezan eur gwaz mentet-dreist, rak uhela gwazed ar ouenn eo roueed an enezennou. Hogen ker mentek-all ez oa ar plac’h yaouank. Hag ar bleo rodellek en he fenn a skede en-dro d’an dremm anezi evel eun dolzennad aour digemmesk kizellet-flour. Hag evel diou steredenn he daoulagad glas ha glan. Ha gwenn-kann evel an erc’h he divrec’h noaz emaez he zoneg gwenn ha glas [1].
« Eur c'hevredad a zo a hellan siella ganez, emezi. Deus aman da c’hougleze. »
Eun trouc’h a reas en he brec’h ha degemer ar gwad e boz he dourn. D’e dro e lakeas ar roue e wad da redek e dourn ar vrezelourez. Eva o gwad kemmesket a rejont, hag e rôas ar plac’h eur walenn aour d’ar roue [2]. Kel lïes taol ha m’az pezo ezomm a guzul pe a skoazell, emezi, e ri d’ar walenn trei teir gwech en-dro d’az piz en eur lavarout va ano. Pe bred bennak e vefe war an noz pe war an deiz, nemet d’ar goulou-deiz pe d’ar pardaez e ve, e vezin ez kichenn. »
Neuze ez eas Atepomaros diouz ar plac’h yaouank. Evit beza m’oa bet dudius ar varc’hekadenn edo o paouez kas da benn a-gevret ganti, kement a draou en doa gwelet en eur ober ar pennad-amzer ma hanvale gantan ez oa manet eur bloavez war e hed er-maez eus an enezenn. Hogen e lavaras d’ezan ar roueed all n’he doa ket padet zoken e ziankadenn hed eur redadenn-heol. Aet en e raog dambrest goude sav ar Rod, e teue en-dro pell a-raok ar c’huz anezi.
- ↑ Gwenn ha glas ez oa daou liou sae an doueezed a anved Vilas e slaveg, Léger, Mythol. slave, p. 170. An doueezed-ze eo, gwirhenvel, ar re ma rae ar Gelted anezo en oadvez kelt-ha-roman Komedovae, Suleviae, Dusiae, Matres, Matrones, Dominae, Fatae, hag all, D’Arbois, Civilisation des Seltes, pp. 182-4 ; Renel, les Religions de la Gaule, pp. 270-91.
- ↑ Rev. celt., 1908, p. 106. Ar Slaved a grede d’ezo e c’halle eun den-meur kemerout eun doueez da posestrima « adc’hoar », Léger, Mythol. slave, p. 172. Ha n’helle ket eun den eureuji an adc’hoar m’en doa evet eus he gwad ? Hen rei da gredi a rafe a-walc’h danevell Cuchulain ha Derborgaill, Rhys, Celtic Heathendom, p. 465.