Sketla Segobrani vol3/Rann 15

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 34-39)




Diwar-benn al linvadenn-veur anvet « Beuzadeg ar Ramzed » ha pe abeg a voe d’ezi : muntr Belos, mab Liros hag Anatla.


Setu breman ar pez am eus da lavarout diwar-benn Sukatus, mab Momoros. Eun danevell eo am eus klevet gant Volked an Erkunia hag a ro perz d’ezan el linvadenn anvet linvadenn Anna. An drede eus al linvadennou bras envoret en hengouniou poblou an Hanternoz eo linvadenn Anna. An diou all eo al linvadenn-veur a reer ivez anezi « Beuzadeg ar Ramzed », ha linvadenn mibien Segontios. Sed aman e berr-gomzou doare an teir linvadenn-ze.

En eizvet oadvez ar bed eo e c’hoarvezas al linvadenn anvet « Beuzadeg ar Ramzed ». Beuzet e voe ganti an douar-holl, nemet uhela kribenn an Tauros. Abeg d’ezi ez oa bet muntr pried Sirona gand ar ramzed. Evel m’hen goar an holl, e voe ganet Belos [1] en noz kala-mae eus unanidigez Liros hag Anatia [2]. Diouz ar beure, pa welas ar ramzed ar bugelig kousket war eun dolzennad vezin o neunvi e gorre ar mor m’edo luskellet gantan, tro-dro d’ezan elerc’h ouz e ziwall, e savas kasoni outan en o c’halon en abeg d’e wennded ha d’e gened. Pa voe kresket, e voe ar vadelez vras anezan eun abeg ouspenn d’ezo d’e gasaat. Deut Belos d’an oad m’he deus ar galon ezomm a garantez, ma c’hoantaer ha ma klasker eur geneilez, e karas hag ec’h eureujas Sirona [3], ar werelaouenn skedus. Pedet d’an eured, ar ramzed, pa weljont glanded ha levenez an daou zen nevez, ne voent ken evit derc’hel pelloc’h war o erez hag o gwarizi. E skeud e c’hourc’hemennaoui e kejont tro-dro d’ezan d’e laza. Skei garo gantan a rejont hag e c’hloaza, ma strinkas ar gwad anezan war sae wenn ar plac’h-nevez [4]. Belos dre eun taer a lamm-krenn a dizas treuzi ar c’helc’hiad a raent en-dro d’ezan ha tec’hout evid e vuhez. Hogen, mennet e oa bet e varo gand ar ramzed. Gwisket ganto, a beb eil, eun niver a dreuz-neuziadou, e wall-hemolc’hi a rejont dre ar bed. Da guzat ha da stourm outo e kemeras Belos, diouz e du, kant ha kant neuziadur dishenvel. A-wechou ez ae d’eun donn-vor kribennet a eon oc’h ober hent e-touez an tonnou all war c’horre an dour ; a-wechou d’eul lenn kousket e-kreiz faoegou an Hanternoz, pe d’eur roc’h en he sav-sounn e-mesk rec’hier all e bri menez Tauros. Emberr e vo en eun dakenn c’hlao o koueza e-touez mil a c’hlavennou all, emberr en eun naer gornek, liou arc’hant, o torimellat war ar c’hlann pe e-mesk ar c’hoummou ; en eun dervenn yaouank er c’hoad digenvez ; en eur penn-moc’h gouez reuniet-garo o finhouc’hellat er strouezeg ; e Roudos, ar marc’h ruz hir-voueek o c’houirinat er gompezenn ; e Kamox, ar c’havr-venez skanv, o c’hourlammat en uhel-beurvanou an Erkunia.

D’an diweza-holl ez eas en eun taro gwenn gwelevus e gerniel [5]. Er stad-se eo e tigoras ouz ar ramzed, aet e spez bleizi euzus, seiz emgann taer a badas adalek deiz-ha-bloaz e c’henivelez, da lavarout eo kala-hanv, betek kala-goanv. Da zeiz kala-goanv, d’an abardaez-noz, e kouezas leun a c’houlïou, hag e enebourien, gand o c’hontilli maen, a zigoras d’ezan e wazied, a zispennas e gorf hag a vouetas e gig p’edo c’hoaz o tridal [6].

Brud a zo e strinkas ar gwad eus gwazied-meur trouc’het an taro gant kement a nerz hag a builhentez ma ruzias, neket hepken ar vuntrerien penn-kil-ha-troad, hogen ouspenn an douar hag ar mor, ha betek bolz an nenvou a-zioc’h o fenn. C’hoaz e leverer e voe, kerkent ha marvet Belos, eur wall-vantradeg dre ar bed krouet en e bez : ne vennas ken ar barez ar par, ha trei a reas ar par diouz ar barez ; gwenvi a reas ar bleuniou, diazo e vanas ar frouez ; diouz ar gwez e koueze an deliou ; gouela a rae ar rec’hier, hag ar bed-holl en em vantellas a ganv [7].

Hervez hiniennou, kerkent ha kouezet an taro, Noux, merc’h Maros, o tiaraogi he c’herent, a zigoras d’ezan e askre ; diframma e galon a reas ha he flaouia p’edo o c’hourlammat c’hoaz [8]). Engehenta a reas diwar ze ha dont brazez, ha gwilioudi a-benn nao miz ha genel Belios [9]. Re-all, avat, a lavar e voe Sirona mamm da Velios [10]. Ar pez a zo diarvar eo e rankas Belios, pa voe ganet ha pell c’hoaz goude, kemerout warnan spez eur bleiz da douella ar ramzed. Valos kadarn [11] a raed anezan neuze ha dindan an ano hag ar spez-se eo e c’hoarvezas d’ezan, deut d’e oad, laza ar penna ramzed ha talvezout d’ezo muntr e dad. Skoret e voe en e gefridi, evel m’her goar an holl, gant Dâvos a ziskennas war an douar en eun alarc’h [12] o tegas eus an nenv en e bigos ar bod uhel-varr a dalvezje da Velios da dasman-hoalvat en e stourmad ouz mibien c’halloudek an douar.

Pell kent an darvoud-se, avat, e tegouezas al linvadenn-veur, rak, damc’houde maro Belos, kresket d'ezo o nerz hag o niver, e savas an doueed a-us d’ar c’hoabrennou eun tredemarz a grenvlec’h a ra anezan an dud hag ar ramzed an ano a Zêvobriga [13]. En em zastum a rejont eno ha sevel dezo, evit mirout hiviziken ouz gwall-daoliou evel muntr Belos, da laza ar ramzed ha da beurziouenna an noueans anezo. Unanet ganto o holl nerz hag int o uhelaat strad ar mor ha trei an heol diwar e hent. M’en em zinaouas ar mor-Bras a-bez war an douarou, ha ma voe trôet an heol da domma skournredennou hag erc’hegou an Hanternoz a voe holl teuzet gantan [14]. An dour-erc’h-teuz-se o tiskenn war-du ar c’hreisteiz a voe kresket gantan c’hoaz ar mor dic’hlannet eus e naoz. Staga a reas an avel da c’houeza hag eur gouyender bras a savas eus an douar etrezeg an nenv. Kompezennou, torosennou, uhelennou, krec’hiennou, meneziou, holl an eil war-lerc’h eben, e voent lonket el lennad dour, kounnaret, eonennet, yud he mouez. N’oa ken o tizoura nemed uhela kribennou an Tauros, hag eno edo repuet ar re eus ar ramzed o doa tizet tec’hout diouz an dour-beuz. En em vodet war an uhela begenn, gwentet o bleo gand an avel, gourdouret o c’horf gand ar fru-mor, e sellent, darn anezo saouzanet-holl, darn-all diglemm-kaer ha garo, ouz an dour o pignat dibaouez gant tor ar menez. Diwar mogeriou Dêvobriga edo an doueed holl a-gevret oc’h arvesti ouz ar gastizadenn. Neuze eo e trivlias kalon ar yaouanka doueez o welout peur-zienez ar ramzed a vane c’hoaz, warno oc'h en em leda skeud an Ankou, hag i ker bras ha ker krenv. Trokaria [15] a gredas sevel he mouez a-du ganto ha pedi an doueed d’o arboella. Ne deurveze ket d’an doueed hen ober, ragwelet m’edo ganto a be wallou e vije kiriek ar ramzed. Gouzout a ouient ervat ez eo ar ouenn anezo peur-fall, ha n’oufe mad ebet dont diouto biken. Ar c’hosa eus an holl zoueed, Senodêvos e voue arc’hant, an hini en deus gwelet dremm ar bed o wiska an neuz he deus breman, a grozas garo da Drokaria. A-eneb da bep trugarez edo an doueezed all dre ma save enno iskis heug ouz ar ramzed-se teo, du, blevet-garo ha gouez. O welout n’oa den a-gor ganti, e skuilhas Trokaria daerennou lintrus henvel ouz perlezennou pe c’hlizennou. Koll kalon ne reas ket, avat. En he sav e-kreiz kelc’hiad an doueed, e-pad eun hir-amzer e prezegennas. Edo e barr he yaouankiz, ha hi ken kaer, ken tenerus, ken helavar ma teuas d’an diwez kalon an doueed da laoskaat. Goulenn a reas Trokaria diganto, da rôad he fevarzek vloaz [16], buhez ar ramzed. Rôet e voe d’ezi gand an doueed. Ha setu strad ar mor-Bras o c’houziza en-dro, an doureier o koaza hag o tistrei d’o naoz, hag ar yenien oc’h adskourna penn uhela ar bed. Aet dindan neuz eur gudon daved ar ramzed, e kemennas Trokaria d’ezo e vije arboellet o buhez gand an doueed. Ober a reas d’ezo toui war o le na rajent ken droug hiviziken. Touï a rejont, derc’hel d’o le, avat, ne rejont ket. Int-i eo a zo kiriek da gement a zo tenval, drouk ha noazus er bed : nozveziou diloar, goanvou diheol, êrevent, miled-euz, baluent, gwalinier. Int-i eo a engehentas ar gouennou du, dic’hlan ha milliget, enebourezed d’an Dêvi, enebourezed da vibien Vanos ha d’ar bobl kelta [17].


  1. N’eus ket eus an ano-ze en enskrivaduriou eus an Hen-amzer. N’en deus mann d’ober gant doue Bel ar Semited, na gand ar ger beleg. E semiteg, ar ger bêl, baal, lïester bêlim, baalim, a dalv hepken kement hag « aotrou, roue » ; ar furm wregel anezan bêlit, baalat a dalv « itron, rouanez ». Anoiou enorus eo a rôer d’an doueed (elim) pe d’an arc’houereed : Baal-Sidon a zo doue Sidon, Baal-Libanon a zo doue menez Liban, Bêlit-Sêri a zo doueez ar gompezenn, Bêlit-irsitim a zo doueez an douar, hag all. Bêl ha Bêlit a ya alïes en anoiou divoutin a dud eus ar Siri hag ar C’hreizstêr : da skouer, Bêlit-nési « Itron al Leoned » a zo ano eur vaouez, gouarnerez war gêr Zabuda, er Palestin, ha marteze pried Arad-hiba, gouarner Jeruzalem (Urusalim), er pemzekvet kantved kent H.S. (Halévy, Correspondance, pp. XXXIV, 381.). — Beleg, furm gosoc'h d’ezan bueleg, a zo deuet a-ziwarlerc’h ar ger keltiek *bakulakos « douger-baz » (eus al latin baculus). ''Belos, hervez, n’eo nemed eun ano-doarea d’an heol ; kenveria gregach phalos « skedus », sanskriteg bhalam « sked » (Rev. celt. 1904, p. 87), hag ar ger gregach deveret phalinos, e makedoneg Baleinos, ano-den, Rev. celt. II, p. 424.
  2. *Liros eo ar mor-Bras ha doue ar mor-Bras gant Kelted enezennou ar Gwalarn. Kenveria Liri- e Lirikantos (breman Larchant), ano-eienenn e Galia, Rev. des Et. anc., 1922, pp. 163-4 ; 1923, p. 379. Furm hen-geltiek ar brezoneg alan, e Gwened anal, eo *analia « c’houez ». Hervez kelennadurez drouized Iwerzon, diwar an nenv hag ar mor eo e voe ganet an doueed, Rev. arch., 1879, p. 384. Eun dra bennak henvel a gaver e mojennou Finlandiz diwar-benn krouidigez ar bed : brazezet eo gwerc’hez an aer gand eon ar mor, hag e toug en he c’hof e-pad seiz kant vloaz Waïnamoïnen, an iki-runoia « barz holl-bad », Ujfalvy de Mezo-Kovesd, le Kalevala (1876), kan I, pp. 25-35 ; Lefèvre, Germains et Slaves (1903), p. 240.
  3. Dottin, Langue gauloise, p. 287 ; D’Arbois Et. gram. sur les langues celtiques, p. 36*, a gav d’ezan e talc’hfe lec’h Strona pe Dirona (d barrennet) eur ger kosoc’h *Stirona « Sterenn ». Sirona a zo anezi en enskrivaduriou a-gevret gant Apollo Grannos hag Apollo Borvo, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 27-9.
  4. Tostaat ar pennad-se d’eur c’han lituanek degaset en e levr gant Lefèvre, p. 227 : « Edo Auchrine (ar Goulou-deiz pe ar Werelaouen) o lida e eured. Perkuns (doue ar gurun), savet en eur c’harr, a zeuas e-barz dre an nor, hag hen laza an dervenn c’hlasvezus (pried Auchrine). Gwad an dervenn o redek a c’hlebias va sae, a c’hlebias va c’hurunenn gaer. »
  5. Kenveria an tarb find « taro gwenn », a veze lidlazet en Iwerzon gand an drouized, D’Arbois, les Druides, p. 100. Gwenn ez oa ivez an tirvi lidlazet gant drouized Galia, ibid., p. 17.
  6. Kenveria mojenn Zagreus, S. Reinach, Rev. archéol., 1899, pp. 210-17 ; K. Meyer hag A. Nutt, Imram Brain, II, pp. 130-2.
  7. Rhys, Celtic Heathendom, p. 533-4 ; Anderson-Leclercq, Myth. scand., p. 138.
  8. Kenveria Imram Brain, II, p. 131.
  9. Kenveria, en Edda, ar ramzez Nott « Noz » a c’han Dagr « Deiz », eur bugel sklaer ha kaer evel e dad, an doue Delling « Pennig an tarz-deiz », Anderson-Leclercq, p. 23.
  10. Rhys, Celtic Heathendom, p. 27-8.
  11. Dottin, Langue gauloise, p. 295, notenn 3.
  12. Rev. celt., 1913, p. 185.
  13. Dêvobriga « Krenvlec’h an doueed ». Krenvlec’hiou nenvel burzudus e hen-vojennou Arianed an Indez, Rev. de l’hist. des Religions, 1908, p. 161 ; e-hen-varzaz Skandinaviz, Leclercq, Mythol. scand., p. 285.
  14. Kenveria Châteaubriand, Génie du Christianisme, rann I, levr IV, pennad IV (I, p. 94, er mouladur gant Garnier, Paris, 1871).
  15. Iwerzoneg Trocaire « trugarez ».
  16. En Iwerzon, e tremened ar pevarzek vloaz evit beza an oad m’edo ar merc’hed mat da zimezi, Joyce, Social Hist., II, p. 15. Evel-se ez oa ar c’hiz ivez, henvel a-walc’h, gand ar Skandinaved. Er Saga Nial, Thorgerd « koanta plac’h an Island » a zo dimezet en he fevarzek vloaz da « Thrain », mab Sigfus, Dareste, Saga de Nial (1896), pp. 61-3. E-touez Kembreiz, pevarzek vloaz eo oad-dimezi ar baotred ; evid ar merc’hed, diwar o daouzek vloaz e c’helled o rei d’eun ozac’h, rody y wr, Mabinogion, I, p. 190, notenn 1.
  17. Kelta « brezelour ? » Ar furm wregel anezan keltis, a zo aet e germaneg da hildis « brezelourez », hag ar ger deveret dioutan, keltia, da hildia « emgann », D’Arbois Premiers Habitants, II, eil mouladur, pp. 350, 420-1. — Dêvi doueed.