Sketla Segobrani vol3/Rann 18
Pell goude, e voe eun eil linvadenn en hanternoz. Setu aman a zanevell war ze henaourien ar Venaped [1]. Segontios « an Trec’hour » [2], mab Ambros, a zeuas eus ar vro-Wenn war glann mor ar Goularz en amzer ar roue Senodonnos. Lazet gantan Arotêr « an arer », Sikelos « ar falzer », ha Morgês « ar semenner » [3], tri roue ar Skaled, e tiazezas rouantelez an Ambroned war veuriadou ar gompezenn hag ar menez. Kemer a reas gantan merc’hed an tri roue trec’het hag o lakaat er e di, en e staoliou, en e barkou, da vala e greun, da brederia e gezeg, da c’horo e zaout, da vedi e heiz, e gerc’h. Ar vugale deut d’ezan diwar ar merc’hed-ze a voe miret gantan d’ober mevelien-alar, mesaerien, dougerien-c’hoafiou, dougerien-skouedou, simidi, bageerien, merdeidi, micherourien. Heuliet e voe ar skouer anezan gand e vibien, hag an hena eus ar re-man a rôas e verc’h Grannia da bried da Zumnu, roue Skaled ar Gwalarn. Da ziskredi eo e voe skuizet habaskted Belios gant kel lies all a dorridigeziou d’al lezenn en doa rôet. Bezet pe vezet, e c’hoarvezas, en eun nozvez goanv gwall-varradus, peurwenn-eon ar mor e-kreiz an amc’houlou, e krenas hag e c’houzizas an douar, hag e savas a-hed an aod, adalek Tastris beteg an enezennou en aber ar Rênos eun daer a c’harmadenn. Garm-emgann ar mor-Bras a oa o lammat a-benn-herr war zouar an dud ! Eus Tastris d’ar Rênos e voe beuzet-holl ar gompezenn war-hed meur a leoiad. Diouz ar beure, seiz leo pelloc’h er c’hreisteiz, pa zihunas broïz an doun-vro, e weljont ar mor e donnou deut da darza e-kenver d’o logellou, ha peurc’holo teven an arvor nevez a gorfou maro hag a benseou. Gand an dour-beuz-se e kollas an Ambroned frouezusa rann o c’hornad-bro. Eun niver bras anezo, en o zouez meur a roue, a oa bet beuzet ha, war eun dro ganto, pennou-chatal dreist-muzul. Brevet ez oa bet o holl listri ha kaset da get da viken o galloud war vor. Da heul ar gwall-zarvoud-ze eo e tilezjont an arvor evit mont, dindan renerez Deukes [4] war-du ar c’hreisteiz hag ar mervent, hag enbrôa e Galia hag en Erkunia.
- ↑ Menaped, eur boblad eus hanternoz Galia, war aod aber ar Rênos.
- ↑ Diwar-benn an ano-ze sellout D’Arbois, Noms gaulois, p. 80-1. Anezan e teu Segontiaki « bugale pe sujidi Segontios », poblad a Vreiz-Veur.
- ↑ An daou ziweza eus an anoiou-ze a zo anezo er marevez liguriek eus istor an Itali, D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 327. Diwar-benn arotêr, hevelep levr, p. 215 ; ambros « nerzek, galloudek, spontus », p. 358-9. Diwar-benn an Ambroned, Rev. des Et. anc, 1916, p. 273.
- ↑ Kenveria D’Arbois, op. cit., II, p. 215.