Sketla Segobrani vol3/Rann 19

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 44-55)




Linvadenn Anna.


Dont a ran breman da linvadenn Anna ha da gement am eus da lavarout diwar-benn Sukatus.

En amzer Momoros hag Atepomaros, war harzou hanternoz bro Dastris, er gouelec’h golôet a goadou ha marellet a lennou o vevenni mibien Vanos diouz ar Sitoned, edo o veva eur paotr hag eur plac’h o doa ranket tec’hout diouz ar vro-Wenn rak tan ar c’hastiz dleet d’o fec’hed. War a leverer, kenta paotr ha kenta plac’h o dije torret al Lezenn ez oa an daou-man. Ha da heul o fec’hed e teuas eur verventi vras war ar chatal ha kollidigez an eost [1]. Ar paotr a oa anvet Sammonos hag ar plac’h Anna [2]. En eul lec’h digenvez o doa en em ziazezet ha savel a brenn ha maen eun ti dindan-zouar an hanter anezan. Lindopennon « penn al lenn » ez oa ano an ti-ze dre n’oa ket pell diouz al lenn vras a reer anezi Betulindon « lenn ar bezo », ouz troad menez Saevo.

Eno, eta, e vevent e-kreiz ar c’hoadou bezo gand o mab Branos hag o merc’h Suaduilla [3] hep kaout darempred ouz den. O holl chatal a c’hoarveze eus eur marc’h, daou ejen, teir buoc’h ha daou gi ; ha n’oa eus o holl arrebeuri nemet binviou brezel ha hemolc’h Sammonos, eur gaoter gouevr vras, eur forc’hig evid ar c’hig [4], eur vreo evid ar greun, eun nebeut kelourniou kouevr pe ler [5] da c’horo saout ha da gas dour, ha klouedou, kestou ha skudellou prenn graet ganto. Ar gwaz gand e zaou ejen en doa digoret eun dachennadig douar etre ar gwez bezo ha hadet enni kerc’h ha heiz. Ar pep brasa eus e zerveziou a dremene war varc’h o hemolc’hi loened gouez pe e bag war al lenn o pesketa. Gounid e hemolc’h hag e besketerez, a-unan gant hini e bark ha laez an teir buoc’h, a oa a-walc’h d’o maga, hen hag e dud. Ar wreg-hi a c’horôe saout, a zizilhe tanvouezennou, a vale heiz ha kerc’h, a veze toaz, a aoze c’houistoc’h, a boaze kig, a rae war-dro he daou vugel. Hag evel-se e rede evito dervez, mizvez ha bloavez.

Hogen, eun deiz m’edo aet kuit an ozac’h beure-mat da hemolc’hi kirvi, e welas e wreg o tont daveti eus al lenn, hervez hiniennou eun aerouant euzik, eun avank ramzel gouez da re-all. Tec’hout el logell a eure ha sparla an nor warni. Al loen, avat, deut war he lerc‘h, a ziskaras an nor ha, diskennet el logell, a wallas ar wreg dirak he daou vugel sabatuet. Hag hen kuit. E keit-se edo an ozac’h war hed dek leo ac’hano o redek war e varc’h gand e zaou wadgi a-dreuz d’ar c’hoad dervennek, pa zegouezas gantan eur plac’hig a guze he bleo melen dispak an diouskoaz anezi, o koueza beteg he dargreiz evel eur vantell alaouret. Diarc’hen ha gwisket e gwenn e kuntuilhe louzeier ouz troad eur favenn. Ha golôet ez oa ar barrou fao, a-us da benn ar plac’h yaouank, a evned a bep gouenn o c’heiza pep-hini en e yez.

« Deiz-mat d’it, vimpi [6], eme an den en eur zerc’hel a-zav e varc’h.

— Deiz-mat d'it n’eo ket, avat, eme ar plac’h yaouank en eur zivoucha he bleo diwar he dremm ha sevel he sellou glas [7] ouz ar marc’heger. Klev petra ’lavar an evned.

— Ha petra a lavaront-i, vimpi ? a c’houlennas an den en eur vousc'hoarzin.

— Beza e lavaront ez eo aet roue ar Sitoned e spez eul loen hag eman breman o tiframma dor da logell evit mont da walla da wreg. »

Entanet a oaz e galon, an den a drôas penn d’e varc’h ha, sanket gantan e gentr beteg al louan-ler [8] e kof al loen, e redas d’an daoulamm-ruz war-du ar gêr. Ker buan e voe ar redadenn anezan ma voe losket war an hent e zaou wadgi ha ma kouezas e varc’h e toull-dor ar c’hloz, tarzet d’ezan e galon. Divarc’het edo dor al logell. En he diabarz n’oa ken nemed ar wreg hag an daou vugel o lenva. Graet gantan e dorfed, ez oa aet en e raog roue ar Sitoned. A-benn nao miz goude, e tegouezas adarre an den gand ar plac’h yaouank dindan ar favenn, er c’hoad dervennek.

« N’eo ket gaou a lavare an evned, o veleta [9], eme an den. Evid ar buge! estren o tont er bed, hennez a vo lazet ganen.

— Mar lezez e vuhez gantan, eme ar plac’h yaouank, e kouezo war an douar-man eun daer a walenn. Kanvou a vezo hag eur c’hemmadur bennak e dremm ar bed.

— E laza a rin, veleta », eme an den.

Hogen, deuet en-dro d’e logell, pa welas ar bugel edo e wreg o paouez genel, ken du ha ken euzik e kavas anezan ma na voe ket evit steki outan nag e zourn, nag e droad, na hini ebet eus e armou. Kregi a reas, eta, e lost ar gloued m’edo astennet warni hag her stleja er-maez war ribl al lenn. Nemet, p’edo o kerc’hat eur maen da flastra d’ezan e benn, e luskas an euzadenn da dorc’houenial ha d’en em arat ; mont el lenn a reas ha steuzia d’ar sellou. Deut el lenn, e lonkas an holl besked a oa enni. Brasaat a reas kement ha ker buan ma kavas enk e-barz al lenn ha hi neuze ha krignat ar chaoser a oa bet savet gand an avanked diouz penn ar c’hreisteiz d’al lenn. Eun toull a reas ennan, hag an dour, abarz ma voe pell, dre ledanaat an toull-ze, a zizac’has ar chaoser en e bez. En em daolet er gompezenn, lenn ar Bezo a yeas da greskl eul lenn all a oa izeloc’h hag a rae anezi an hemolc’herien a ouenn Vomoros Dervolinon « lenn an Dero ». An diou lenn, aet en unan, a zigoras o hent nevez dre an odeou etre ar c’hrec’hiou hag en em strinkas e rann hanternoz Tastris, o trasta koadou ha pradou, o skuba loened gouez ha chatal, o veuzi ar vesaerien gand o gwragez hag o bugale. Neuze en em rannas an doureier en diou froud vras o redek, an eil er reter da vor an Heoi, eben er c'hornog da vor ar Goularz [10]. Ha gand an diou froud-ze e voe kleuzet ken doun o roudenn en douar ma voe anezo eur ganol leun bepred a zour hag enni ar mor o tont gand e donnou. Hag an tonnou deut eus mor ar C’hornog o vont a-benn d’an tonnou o tont eus mor ar Reter, e kejont o-diou e-kreiz ar ganol, hag en em dourta eno. Ha dre an treuzfroudou savet e-kreiz an dour e voe krignet an diou c’hlann ha ledanaet ar ganol tamm-ha-tamm. Diwar an taol-ze, eme danevellourien an Hen-amzer, eo e kej mor ar Goularz gant mor an Heol

Klevet gantan kelou eus an darvoud a oa o paouez reuzia er vro, Sukatus, mab Momoros, en doa lusket da vont da welout. Degouezet war ribl ar ganol, e tanveas war e ziweuz eur blaz holen ha war e zremm gouyender an doureier meur. Pesked stêr a welas war c'horre an dour a-c’houen o c’hein, marvet, ha pesked mor o neunvi. Evezia a reas tonnou mor ar Reter ha tonnou mor ar C’hornog o vont a-benn e-kreiz ar ganol hag an treuz-redennou dour o krignat a-dammou an diou c’hlann anezi, ouz he ledanaat d’ober eur raz-mor. Gwelout a reas ouspenn eur plac'h yaouank gwisket e gwenn e tiskenne ar bleo melen-aour anezi beteg he dargreiz. Edo en he sav e ribl ar ganol, eur wialenn ivin en he dourn, o sellout ouz an tonnou a zeue da vervel e-harz he zreid. Gant beg he wialenn e verke aroueziou war an aod nevez, hag o diverka, goude, gant he biz-meud-troad. An den yaouank a yeas daveti :

« Ha gouzout a rez, veleta, emezan, petra a zo kiriek d'ar walenn-man ?

— Her gouzout a ran, emezi. Ar mab eo he deus bet Anna diwar hec’h avoultriez gant roue ar Sitoned. Pried Anna, Sammonos, n’en deus ket lazet ar bugel, ha setu en deus lakaet heman da zinaozin an diou lenn e traonienn ar Vebrona-Uhela [11].

— Lavar din, pa c’houzout, penaos eman doare an dud-ze, evit m’o anavezfen ma tegouezje d’in en em gavout ganto. »

Ar plac’h yaouank a rôas da anaout an doare anezo, ha kerkent Sukatus en e raog war eur vag-krec’hen. E-kreiz ar striz-mor hag hen o welout eur vag all, enni eur c’hrennard a velegan o roenvia. Anaout a reas Branos, mab Sammonos. O skei davetan, e trôas e vag war he genou hag e torras e glopenn d’ar c’hrennard gand eun taol roenv. Pelloc’h e welas eur wezenn en he fez war neunv e gorre al lennad. En darn eus barradur ar wezenn-ze a save a-us d’an dour edo en he c’hoazez eur gaer a blac’h he bleo melen rodellaouek. En he c’hichen eun neiziad kizier-karvetaer, un targaz, ar gazez hag an tri c’holen-kaz. Hogen ne ziskoueze ket ar plac’h kaout aon rag eur seurt amezegiez. Floura a rae ar c’helin bihan hep na raje ar re-man, nag an tad nag ar vamm, droug ebet d’ezi. Pa welas ar c’hadour kaer o tont daveti a-ziwar roenvia a-dreuz d’an doureier, e vousc’hoarzas hag e tematas anezan a vouez fraez ha laouen. Eilgeriet ne voe ket, avat, gant Sukatus. Kemerout a reas eur saez en e glaouier-birou hag e stignas e wareg oc’h eeuna beg ar saez ouz penn ar plac’h.

« Truez ! » a c’harmas houman, hag e tizolôas he diouvronn gwerc’hez ouz ar c’hadour [12].

War en doa lavaret ar veleta da Sukatus, eus ar pevar den a emgledoure e ti dindan-zouar Lindopennon n’oa nemed ar plac’h a gement a oa didamall, rak biskoaz n’he doa graet droug na mennet ober zoken.

« Truez a-walc’h am befe, eme Sukatus ; hogen an doue, hon Tad, eo az parn, p’en deus lavaret : « Marvet ar fallakr, ha ra vezo diouennet gantan e holl lignez ! »

— Va lez da veva, eme ar plac’h yaouank, hag e touan d’it war va enor na rin biken tra a gement a rafe d’it keuzia d’az trugarez, Sell, emezi, al loened gouez-man a zo ganen, eun noz hag eun deiz a zo, ha n’o deus graet d’in droug ebet Ha krisoc’h egeto e c’hallfe beza eun den eus va gouenn ? Pe zismegans am eus graet d’it ? Kenta tro eo d’in da welout. Kenta tro eo d’in gwelout eur gwaz estreget va zad ha va breur.

— N’eo ket ganen-me ez out barnet, eme Sukatus, gand al Lezenn an hini eo. D’al Lezenn e tleomp holl plega dindan boan da denna warnomp ar gwasa reuziou.

— Va lez da veva, eme ar plac’h. Yaouank-flamm emoun c’hoaz, ha c’houek eo ar vuhez ha kaer ar bed. Ha n’em eus gwelet c’hoaz hogos netra o veza ma ’m eus bevet bepred er c’hoad bezo gant va zad, va mamm ha va breur. Lez va buhez ganen ; n’oun ket fall, pa n’em eus graet droug biskoaz na mennet ober. Mar kerez, ez in ganez e kement lec’h ma ’z i, hag e sentin ouzit e pep tra. An heiz a valin evidout, prederia a rin da goun ha da chatal ha pura da armou. Da servija a rin, te ha da bried, mar deus unan endeo ganez. Servija a rin da vugale. Nemet va lez da veva !

— Gouzout a ran, eme Sukatus, n’eus ket a zrougiez ennout dre na dennez na d’az tad na d’az mamm. Mar da lezfen da veva, avat, abred pe ziwezat e timezfes hag ez pefe bugale. Hag e-touez ar vugale-ze e vefe hini pe hini, — red ha ma ve, o veza ma 'z eo kement-se lezenn ar gwad, — ma advevfe enno ene ha kalon o c’herent-koz. Evel m’o deus bevet ar re-man, e vevfent-i, evit terri al Lezenn, da lavarout eo evit hada dizurz, aoza revin, degas maro. Kement-se ne c’hoarvezo ket keit ha ma vezo va dourn evit stenna ar wareg-man.

— Erbed va buhez, eme ar plac’h yaouank en eur ouela, hag e ran d’it al le e vanin atao dizemez ha divugale.

— N’ouzout ket petore le a douez, eme Sukatus. A-viskoaz emout bet o veva er c’hoad hep gwelout den estr eget da gerent. Kaer ha yaouank evel ma ’z out, kerkent ha ma vi degouezet er c’hêriadennou, e vezo graet d’it al lez ; eur paotr yaouank bennak a gari, ha deiz pe zeiz a c’hoarvezo na vi ken evit herzel ouz an natur, ankounac’haet ganez da le. Diskleria a rin d’it eun dra emout da-unan, dre zinammded, o tic’houzout. P’en em stagez ken taer-ze ouz ar vuhez, an holl garantez a zo ennout eo eman o virvi pa n’he deus ket gallet en em zic’hoanta betek-hen. Hounnez eo az laka da gomz, hep ma c’houfes petra eo. »

Hag ar plac’h ha gwea ha daouarn o welout n’helle gounit mann war vab Momoros. Hogen, p’edo heman adarre o stenna e wareg hag oc’h eeuna d’he zal broud ar saez, he devoe eur menoz all hag e reas d’ezan ar bedenn-man :

« Sko em c’halon, emezi. Em dremm na sko ket, m’az ped, bete goût na vefen disleberet [13].

— Da c’houlenn a rôan d’it », eme Sukatus.

Hag hen kas e saez eeun-tenn da galon ar plac’h. Kemeret gantan neuze lerc’h-war-lerc’h pemp saez all, e treantas an daou gaz-karvetaer hag o zri c’holen. O terc’hel, goude, gant e hent, e teuas da zouara en aod hanternoz ar striz-mor. Eno e tiskennas, ha treuzi dillo an douarou gwastet dre an dour-beuz. E Lindopennon, e-touez ar bezo, e kavas al logell dindan-zouar dilezet ha leun a zour. Uheloc’h, e tor ar menez, o doa savet Sammonos hag Anna d’ezo o-unan eur c’hledour a skourrou ha rusk gwez. Barr a anken o c’halon, o devoa klasket o mab hag o merc’h eun devez hag eun nozvez hed-ha-hed. Hag er c’heit-amzer berr-ze ez oa aet o bleo eus melen ma ’z oant da wenn. Pa welaz Sukatus an ozac’h, edo en e goazez war eur roc’hell, e benn etre e zaouarn hag, en e gichen, e gleze noaz, rak m’edo en e spered en em laza. Mab Momoros a lakeas eur saez war e wareg, a stennas houman hag a doullas e glopenn d’an den. Kemeret goude e gleze digantan, ez eas d’ar c’hledour m’edo gourvezet ennan ar wreg o lenva d’he daou vugel. Ha Sukatus e-barz, ha trouc’ha he fenn ouz ar plac’h-ze gant kleze he fried. Laza an daou gi hag ar chatal a reas ouspenn, terri an armou hag ar binviou ha lakaat an tan war al logell. Hag hen adarre war-du an hanternoz.

El lec’h merket gand ar veleta, er rec’hier ma tarz diouto mammenn ar Vebrona e kavas Sukatus an euzadenn engehentet gant roue ar Sitoned. Teurel a reas outi an eil war-lerc’h eben an holl saeziou a vane gantan en e glaouier. Ouz skantennou an euzvil e skôent, nemet koueza a raent d’an douar hep gallout treuzi anezo [14]. An diou ziweza a voe eeunet gant Sukatus da zaoulagad al loen. Ne skôas ket ebiou, rak koulz gwareger ez oa hag eur Skolot. Hogen ker kalet ez oa daoulagad al loen hag ar skantennou war e gorf. Rikla warno a reas ar saeziou evel war ziou voull wer ha trei d’en em sanka el leton. Neuze Sukatus a zic’houinas e gleze hag, o tostaat d’al loen, a stagas d’en em ganna outan. Pell amzer e talc’has gand an emgann-ze, ma rede e wad dre veur a c’houli hep m’oa deut a-benn d’ober d’al loen an distera krabisadenn. E nerz a yea digantan a-nebeudou ; dre hir-skei e vorze e vrec’h. Kiza n’houle ket ober, avat, ha dilezel an taol-kefridi en doa boulc’het.

Evel-se edo ar bed gantan pa welas o tilammat eus an douar en e gichen eun tourc’h-gouez e reun aour, ker bras ma save beteg e dal al livenn anezan [15]. En em stlepel a reas an tourc’h ouz an euzvil, e drei war e gein ha, gand eun taol hepken eus e fri skilfek, faouta e gof d’ezan eus e lost d’e lanchenn. Savet eur vorenn d’e zaoulagad dre goll e wad, en em daolas Sukatus da azeza war eur roc’hell. Pa zivorennas warnan, edo an heol, en eur vont da guz, o liva e ruz koumoul an nenv ha kribenn ar menez. En draonienn yen, a-c’houen e gein, difastet-holl ha marvet, al loen-euz en e c’hourvez e-kreiz eur poullad gwad. E-tal Sukatus, eur c’hadour mentet-uhel hag a drouc’had mat, ha d’ezan war e c’houzoug, e lec’h eur penn den, penn eun tourc’h-gouez [16].

« An doujans ouz an doueed he devez bepred he gopr, eme ar c’hadour penn-tourc’h, en eur steki e zourn ouz skoaz Sukatus. Gwirion oc’h bet d’in-me dalc’hmat, da dad, da vreudeur ha te da-unan. Noz ha beure hoc’h eus va fedet. Gouestlet hoc’h eus d’in kloziadou ma vernier enno an aour hag ar profou. Krugou-pedi [17] hoc’h eus savet d’in ma pign diwarno dibaouez moged an aberz. Diouz va zu va-unan e vezin bepred eur c’heneil gwirion d’eoc’h.

« Ar re wasa eus da c’houliou am eus pareet, eme ar c’hadour. Evid ar re-all, ez eus unan war glann an dour nevez hag a louzaouo anezo. Deut eo da nerz en-dro d’it. Sav breman ha kerz gant da hent. »

War gelenn ar c’hadour, e soubas Sukatus e gleze hag e c’hoaf e gwad an euzvil. Segos « Trec’h » ha Bodis « Gourdrec’h » [18] eo anoiou an daou-ze, a voe kleze ha goaf kement biturix (roue ar bed, roue-meur) a renas war Geltia adalek Keltorios, mab Keltos, beteg Ambikatus, mab Katurix. Goude-ze, ez eas Sukatus en e raog. Diskenn a reas an draonienn ouz skleur al loar, kemerout e gousk dindan eur roc’h ha distremen ar striz-mor antronoz-veure. En tu-hont e welas ar wezenn ziwriziennet deut d’ar sec’h war an traez, hag ar veleta daoulinet e-tal korf ar plac’h yaouank. Derc’hel a rae en he dourn ar saez m’edo o paouez tenna eus ar gouli.

« Gwell a ze c’hoaz, emezi, n’eo ket eur saez c’houzreinek a oa bet ganez. Anez, biskoaz n’em bije gallet he zenna eus ar galonig-man.

— Al le a ra va gouenn a douan, eme Sukatus. Gwell e vije bet ganen kas eur saez c’houzreinek a-dreuz da galon heizez vuia-karet Damona [19] eged ober eur grabisadenn d’ar plac’h yaouank-se.

— Mar befe dalc’hmat eun dudi senti ouz al Lezenn, gwall-zister e vefe dellid mab-den », eme ar veleta.

Gwalc’hi a reas penn ar plac’h yaouank, kribat d’ezi he bleo melen-aour, poka d’ezi hag he faka en he mantell wenn. War eur savenn, er-maez a ziraez ar mor, e kleuzas Sukatus ar bez. Enni e voe diskennet korf Suaduilla. War an dremm hag an askre anezi e taoljont an holl vleuniou a helljont dastum. He feurgoloï a rejont a varrou ivin [20] ha bernia douar war c’horre. Du-hont, eta, war glann an dour nevez, eo e savjont krug-bez Suaduilla, merc’h Sammonos. Nemet bloaveziou ha kantvedou o deus redet abaoe ha hizio ar bez-se n’eus ken anezan. Dizac’het eo bet ar c’hrug gand an tonnou o ledanaat bemdez ar striz-mor, freuzet ar bez ha skignet ar relegou, hag eman ar mor oc’h en em astenn e lec’h ar pradou hag ar c’hoadou.

Savet ganto ar c'hrug war ar bez, e prederias ar veleta goulïou Sukatus, hag e vamas mab Momoros ouz dremm ha ment ar plac’h yaouank.

« Pe ano out-te, vimpi ? emezan.

— Segoruna [21], merc’h Assedomaros [22], eus ar vro-Wenn, eme ar plac’h yaouank.

— Klevet em eus brud ac’hanout », eme Sukatus.

Hag ec’h adstagas :

« Bez va fried.

— Laouen ganen », emezi,

He dourn a lakeas e dourn ar c’hadour. Degaset e voe gant Sukatus d’an ti-meur [23] a oa bet savet gant mibion Vomoros war aod pleg-mor Kodanos [24]. An diskennidi anezo, diwezatoc’h, o kuitaat al lec’h-se, a dreizas ar mor da vont d’ober o annez en Albio.



————
  1. Frazer, III, pp. 257-9 ; kenveria I, pp. 26-9.
  2. War an daou-zen Sammonos-Anna en enskrivaduriou kelt-ha-roman, sellout J. Loth, la vie la plus ancienne de saint Samson de Dol, Paris, 1914, pp. 14-15. (tennet eus ar Rev. celt.). Ne vo ket a re adlavarout aman (evid an dud a gred bepred e teu beleg eus *Belos) n’en deus an ano hen-geltiek Anna netra d’ober gant santez Anna. Degouez rik n’eo ken an henvelder-ze. Arabad ivez diwar an notenn-man luska da gredi e vefe Sammonos ha Samson (Samsun e brezoneg) an hevelep ano. An neb a ve trôet da dostaat diwar froudenn geriou eus yezou ha mareveziou dishenvel, diouz henvelderiou a-ziwar c’hoerre, touellus peurvuia, lennet hag eveziet ar pajennou savet gant Hovelacque d’ar fazia en Deveradurez-c’heriou (dangers de l'Etymologie), la Linguistique, 4vet mouladur, pp. 16-21.
  3. Rev. celt., 1893, p. 172. kenveria al latin suavis, ar sanskrityeg svadu « kunv », ar saozneg sweet.
  4. Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1424-5, skeudenn 637, 638. Kamm e oa bizied an doare forc’hig-se, d’ezi da gregi êsoc’h ha startoc’ a ze er peziou kig a venned tenna eus ar gaoter. Dianav eo deomp hec’h ano hen-geltiek. E gregach e raed anezi lukos « bleiz », krearga, harpagê, e latin harpago.
  5. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 82. Diwar-benn ar vreo sellout ouz Déchelette, Manuel, la Tène, pp. 1386-90 ; Lindet, les origines du moulin à grain, in Rev. arch. 1900, pp. 17-44 (skeudennou) ; Vendryes, les moulins en Irlande et l’aventure de Ciarnat, id. 1921, II, pp. 362-72.
  6. Vimpi en enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-romnn e Galia a zo eun doare-lavar bemdez a raed, dreist-holl, eus merc’hed : Taurina vimpi, Nata vimpi, ave Vimpi. Kembraeg gwymp « kaer, koant », eun ano-doarea graet alies eus ar merc’hed. Hywel ab Ywein, roue Gwynedd, lazet e 1170, brezelour kadarn ha barz bras, a vrud e vro en eur barzoneg hag a ro meuleudi d’he « goueleni gwenn ha d’he merc’hed koant » ae gwylein gwynnion ae gwymp wraget. Pelloc’h, meneg gantan eus e garanteziou, e lavar : « pemp am eus bet o c’hroc’henn gwenn koant » keveis bymp o rei gwgmp eu gwyngnawd, Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1916, p. 168. Vimpi a dle beza distaget wimmpi, ar v hen-geltiek o veza gantan bepred son an u kembraek ha tregeriek.
  7. Kenveria an iwerzoneg sell-glass « blue-eyed », tro-rei liës sellglassaib, Whithley Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 92.
  8. Hena kentrou a oa anezo eun draen stag ouz eul louan a straded en-dro d’ar fer-droad. Sellout ar marc’heger kampaniad eus ar IVvet kantved kent H.S., livadur-war-vur e Kapou, Rev. des Et. grecques, 1910, p. 209 (engravadur). Ar Gelted, evel ar C’hermaned hag ar Skoloted, ne zougent nemed eur gentr en o zroad kleiz, Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1204.
  9. Furm wregel eo eus *velês, tro-c’henidik veletos, deut en iwerzoneg da fili « divinour, diouganer, barz » tro-c’henidik filed. Veleta a gaver, evel eun ano-den germanaet ar furm anezan (Veleda), e Tacitus. Sellout D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 78-9, 92-3.
  10. Kenveria A. de Lapparent, Leçons de Géographie physique, trede mouladur, Paris, 1907, pp. 220, 362-3, 366, 367-8, 380.
  11. Bebrona « stêr an Avanked ».
  12. D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 321-2.
  13. Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 340 ; Joyce, Social History, I, p. 452-3. Kenveria Mabinogion, II, kenta mouladur, p. 267, tr. 96.
  14. Rhys, Celtic Heathendom, pp. 544, 592, 594.
  15. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, p. 404-5 (Aurwrychyn) ; Anderson-Leclercq, pp. 65-6, 200 (Gullinbursti) ; S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 255-7.
  16. Kenveria, e mojennou Arianed an Indez, Varaha « tourc’h-gouez », unan eus an dek furm genta gwisket gand an doue-heolel Vichnou, hag an aerouant Hiranyaksha, an den penn-tourc’h-gouez, L. de Milloué, Guide illustré au musée Guimet (1905), p. 78.
  17. Montélius-Reinach, p. 120-1. E-touez poblou an Europ e hanval ar c’hosa aoteriou beza bet hepken krugou savet gant dourn-den. E gregach e talv bômos war eun dro kement hag « aoter » ha « krug ». Kenveria an hebraeg bamah « krec’hienn, savet a-wechou gant dourn-den, ma reer warni lidrôadou ; krug, bez », Rev. des Et. anc. 1910, p. 161. Hervez doare, geriou amprestet diwar yez hen-Gretiz eo bômos ha bamah.
  18. Kenveria iwerzoneg segim « e tizan », goteg sigis « trec’h ». Bodis a zo deut d’an iwerzoneg buaid « trec’h », d’ar c’hembraeg budd « spled, gounid », d’ar brezoneg-krenn buz (en anoiou divoutin), Loth, Chrest. bret. p. 194.
  19. Eun doueez eo a gaver an ano anezi en enskrivaduriou ar marevez kelt-ha-roman, a-gevret alïes gant hini an doue Borvo. Kenveria an iwerzoneg dam « ejen » pe al latin dama « demm » ? Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 451, notenn 1 ; Rev. Archéol. 1915, p. 162.
  20. Diwar-benn an hen-voaz-se miret gwechall e Breiz-Veur, sellout C. A. Johns, The forest-trees of Britain (8vet mouladur, London, 1899), p. 342. A-zivout ar c’hiz da c’holei ar c’horf er bez gand eun trouc’had geot glas, E. Salin, le cimetière barbare de Lézeville, Paris, 1922, apud Rev. arch. 1922, I, pp. 187-8.
  21. Segoruna « rin an trec’h » ? Kenveria evid ar geriou hag an erea anezo ar skandinaveg sigrunar « runou an trec’h ». Eus ar c’heltieg hag ar germaneg ar ger runa a zo tremenet er finneg, o talvezout, aet da runo, kement ha « kan » hag o c’henel ar ger deveret runoia « kaner, barz ». Ar c’heltieg runa, deut en iwerzoneg da run, er brezoneg-krenn da rin « nerz, tra guz » a gaver en anoiou-tud keltiek all war an douar-Bras. Enskrivaduriou Fundao (Portugal), engravet er marevez kelt-ha-roman gant Tonkios, mab Tonketamos, a zo anezan eur skrid-gouestla d’an doueez Trebaruna « rin an drev (da lavarout eo « an ti » pe « ar geriadenn ») », Rev. celt. 1896, p. 110-111.
  22. « Goaf Bras » pe « Bras evel eur goaf », Rhys, Celtic Britain (5vet mouladur), p. 279-80 ; pe « Brôad Bras », « Amezeg Bras » (Ad-sedos) ? D’Arbois, Noms Gaulois, p. 193.
  23. A verk aman, anat eo, eun ti dalc’het, war eun dro, gant meur a oaledad-tud hag ar vugale anezo. Evel se edo, hep mar, hir-dïez pevar-c’hognek ar Vediomatriked, a dize 40 m. hed war 10 pe 15 m. treuz, Grenier Habitations gauloises et villas latines de la cité des Médiomatrices (1906). p. 32 ha tïez kenstumm d’ezo ar Vituriged, brasoc’h c’hoaz, pa dize hiniennou 150 m. hed war 80 m. treuz. Mém. de la Soc. des Antiq. de France, 1838, p. 161. — Gwall-zishenvel diouz an tîez-meur-ze ez oa logellou striz micherourien Bibrakt ha Stradonitz : ne dizent ket nemeur en tu-hont da 3 pe 4 m. hed war geit-all treuz, Déchelette, Manuel II, trede kevrenn, pp. 952-3, 982. E-kenver d’an daou zoare tîez-man e c’hallfe a-walc’h beza bet gand ar Gelted, evel gant poblou all, diou stad dishenvel eus kevredigez an dud : testeniet e vije gand ar c’henta doare-tïez eun doare-stad kevredet, diazezet war ar maga-loened hag ar gounit-douar, ma vane ennan holl izili an tiegez bodet start kenetrezo (cf. P. Guiraud, Etudes économiques sur l’Antiquité, Paris, 1905, pp. 29-40 : le régime patriarcal à l'époque homérique) ; dre an eil doare-tïez e vije diskouezet eun tïad ennan hepken ozac’h, gwreg ha bugale, henvel-tre ouz an tiegez, a reer anezan « digadarn » eus micherourien ar c’hêriou-breman. Le Play, la Réforme sociale en France, pempet mouladur, Tours, 1874, I, pp. 364-6. En unan eus an daou du bihan eo ez oa toull-dor hir-dïez pevar-c’hognek ar Gelted, evel en doare-ti henvel eus bro-Sued, Montélius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 191, skeudenn 272. Henvel e tlee beza kombodou an tïez-meur-ze ouz re an ti bras iwerzoniad skeudennet e levr Joyce, p. 46, skeudenn 182 ; an hevelep kombodadur diabarz a gaver e Sued en oadvez ar maen lufret, sellout ouz hent-korriganed Ozevalla en A. Bertrand, Archéol. celt. et gaul., eil mouladur, p. 186, skeudenn 42. Diwar-benn neuz-diavaez tïez-meur pevar-c’hognek ar Gelted, war ar c’haeradur gant kelc’hiou ha rodou-heol eus mur-talbenn an toull-dor anezo, sellout Grenier, Habitations Gauloises, p. 26, skeudenn 1 ha, dreist-holl, Fuchs, Die Kultur der keltischen Vogesensiedelungen (Zabern 1914), p. 31, skeudennou 1-12, taolennou eus 27 da 31.
  24. Ar C’hattegat ?