Sketla Segobrani vol3/Rann 20

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 57-59)




PEMPET LEVR
————


ESUS
————


Hoal-vat ha gwarez digand an daou gadour-doue da neb a zesko an danevellou-man hag a lakay d’o anaout tud e veuriad. Mar dout paotr yaouank, sed aman a gavi. Eur marc’h krenv ha ferv a droad n’oufe laoskaat, armou nerzus n’oufent terri, dilhad kemenet kempenn e mezer mat lïesliou o tereout ouz da stad, o lakaat da bara da vent uhel, da neuz-kaer. Eur c’houblad koun kadarn d’ober ged ganez war harzou ar vro. Eur roue eeun ha brokus, eur pengadour a anavezo da zellid, kenvrezelidi ouz da brizout, ouz da garout. Da hanterenn da vuhez ar werc’hez aour [1] c’hoantaet gant da ene. He c’halon a deneraï, he c’harantez a c’hounezi, a-unan gant keneilded he zud.

Ha den-e-vrud emout-te ? Dre youl ar re zivarvel ha mennad an daou vrezelour-doue paota en-dro d’it a raio da chatal. Bennoz Nodons [2] war da dirvi, war da vuoc’henned ! Bennoz Moitinos [3] war da veot-tourc’h, war da zanvadezed ! Bennoz Lugus Mokkos [4] war da houc’hed, war da wizi ! Bennoz Epona [5] war da virc’hien, war da gezekenned ! Eun niver a vugale hag a advugale, krenv a gorf, gwevn a izili, her a galon ! Nep preder a-berz da vibien ha da verc’hed, da advibien ha da adverc’hed, na diwar o yec’hed, na diwar o neuz-spered na diwar o buhezegez. Kenemgleo ha kengarantez da ren etrezo ! Laouen e talc’hint en o spered kement tra a ziski d’ezo. Da gelennou a virint, da aliou a selaouint, da guzuliou a heuilhint. An holl labouriou a gemenni d’ezo a vo sevenet ganto.

Gwella rederien, lammerien ha gourennerien ar « pou » e teuio ar baotred da veza. Ganto e vo ar maout en holl c’hourennadegou [6]. Trec’h e vezint d’ar baotred yaouank all evid embreger armou, ren kirri-emgann, marc’hegez, ober troiou-nerz ha soupleseou. Brezelourien-veur, lïes o c’huriou, a vo anezo. Eur wardoniez-enor didrec’hus a raint en-dro d’o zad [7].

D’az merc’hed eun dremm gaer, eur c’horf mentet-uhel, gwenn ha kenedus, bleo hir-rodellek liou koant ha sked gand an aour ! Gwelloc’h kemenerezed, brouderezed, tïegezed ne vo ket dre an holl vro. Bez’ e tegouezint da briedou fur da vrezelourien a vrud o piaoua saout e-leiz [8].

Ez puhez kel lïes hanvez laezus, edus, frouezus, ha ma c’hellfe da galon c’hoantaat ! Eur sart a gozni diglenved, didrubuilh ! Da bep deiz-ha-bloaz da c’hanedigez e teredo davedout engroez da vugale, ha da vugale-vihan, ha da advugale, ken paotred ken merc’hed, hag i laouen hag hegar. En em strolla a raint tro-dro d’ar penn-tiegez, d’ar c’hadour koz bleo-gwenn. O moueziou yaouank ha seder a glevi o tegas d’it o hetou diwar gan. Ar baotred yaouank vras, o fennou alaouret, ar merc’hed yaouank o daoulagad glas a weli o sevel en o dourn dehou an deliou hag ar barrou glasvez a zougint d’az enori. Hag en engroez en em stardo war da dro en deiz-se e roio an doueed na weli nemet sellou sklêr, dremmou kaer, korfou yac’h, eneou kadarn ha glan.


  1. Kenveria an doare-lavar kembraek gordderch awr « karedik aour », da lavarout eo « prizius », en Ystoria Trystan, Rev. celt. 1913, p. 373.
  2. Rhys, Celtic Heathendom, p. 128.
  3. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 315. Diwar moltos « maout ».
  4. Id., p. 307, Mokkos « moc’h ».
  5. Rev. arch. 1895, pp. 163-195 ; 1898, pp. 187-200 ; 1900, p. 260-261. Hen-geltieg epos, hen-vrezoneg ep « marc’h ». Ep a zo anezan c’hoaz e kenep, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, VII, ar gounit-douar hag ar maga-loened, p. 24.
  6. A. Bertrand ha S. Reinach, les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, p. 116.
  7. Kenveria D’Arbois, Epopée celtique, pp. XXIX-XXX.
  8. Ibid., p. XXIX.