Sketla Segobrani vol3/Rann 25

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 67-68)


An dud a yeas da Roudon.


Ano a zo ivez en danevellou eus brezelourien, re yaouank ha re goz, a gemeras penn o hent war-lerc’h an doueed, o kas tizout Roudon. Dre zouar ez eas darn, darn-all dre vor ; pengenni war an taol, avat, dibaot hini a hellas ober. Ne voe ket ar re a yae dre zouar evid en em ziwall diouz ar stignou a antelle outo ar pobladou ma treuzent an douarou anezo : ar maro pe ar sklavelez e voe o flanedenn. Pensea eo a reas ar re a yeas dre vor. Ha lonket gand ar mor o bagou, gand an euzviled-mor o c’horfou ! Pe c’hoaz, bet taolet en aod enezennou Albio hag Iverio, e voent dispennet ha debret gand eneziz. Ar re hepken o doa kemeret treiz war vagou roue Vassovindon [1] a zeuas da benn o hent. Hogen dont en-dro ne rejont ket, lazet darn anezo gant tirvi Medua war leur-c’hoari Tarvenna, darn all ankounac’haet ganto o brôad e-kreiz plijadureziou hag emgannou ar rouantelez-hont.

Gand an dud deut dre vor e klevas Medua ano eus ar bagadou a oa aet da veva, hervez al Lezenn, e koadou an Hanternoz. En abeg da ze, dre ma vire ar bagadou al Lezenn a oa bet distaolet ganti ha gant he zadou, en em rôas ar rouanez d’o c’hasaat ha da glask o flastra. Kevredi a reas gant roueed an Atlanted m’en em astenn ar vro anezo, anvet Atlantis gand ar C’hresianed, er c’hornog d’al Libua, etre menez Atlas hag ar mor [2]. Bez’ e oa gand ar roueed-se strolladou listri ha warno merdeidi akuit a save bep bloaz en hanternoz beteg Albio hag Iverio [3]. Piaoua a rejont ouspenn, evid eur pennad, enez Gadira gant he forz-mor hag an tour krenv a sav ennan. War atiz Medua, e voe kaset ganto da vro ar Goularz tri mab Morigenos an Estren, d’ezo da gefridi gwalla an teir gwerc’hez a oa o ren bagad an Alc’houeder ha beza dre ze kiriek d’ar bagad da vont da goll. An taol-ze am eus danevellet ha lavaret penaos na zeuas ket da benn-mat ganto.



————
  1. Rhys, Celtic Heathendom, p. 153-4. — Diwar-benn debrerien-dud Albio hag Iverio, sellout Strabon, IV, 5, 4 ; Diodôros, V, 32 ; D’Arbois, Premiers Habitants, II, eil mouladur, pp, 13-4.
  2. Berlioux, les Atlantes, p. 37-58.
  3. Kenveria Déchelette, Manuel, II, p. 562-4.