Sketla Segobrani vol3/Rann 24
Bez’ ez eus gant Kelted Iberia danevellou diwar-benn an doueed a weladennas Roudon. Ar marc’heger meur Maponos, mab Matrona [1], a voe harzet eno p’edo o treuzi ar gompezennad a hir-c’heot anvet geot-houarn. En em skoulma a eure ar geotennou en a-raok hag en a-drenv, a-gleiz hag a-zehou d’ezan, hag en em wea en-dro da beder gar e varc’h, ma voe dic’hallus d’ezan pe zerc’hel gand e hent pe dont war e giz [2]. Liammet a chadennou, e voe kaset dirag ar rouanez a zalc’has anezan da ouestlad en he c’harc’har-mein e-pad hir-amzer. Donnotarvos, a-greiz m’edo o treuzi an draonienn anvet Glen an Ivinenned, a voe paket er roued arem vras he doa ar rouanez lakaet stigna etre menez Omaos ha menez Arkantodanos [3]. Kouezet er sklavelez, e rankas mesa saout Medua er pradou a zo douret gand an Tagos hag an Duerios [4]. Kantamos-Kaer, o veza deut dre vor da lez rouanez Roudon, en em lezas da veza touellet ganti ha ne zistrôas biken e kuzuliadeg an doueed. Stlapet e voe er mor gand ar rouanez a-ziwar ar pentir Trileukos [5]. Eno eman abaoe e keviou is-morek ar C’hornog ma ren warno ar ramzez Vorgia [6]. Setu aman en-dro da Gantamos hag e c’hoarezed eun danevell am eus klevet p’edon, krennardig, o vesa denved Ollodagos.
P’en em lestras Kantamos da staga gand e ziweza ergerzadenn er C’hornog, e c’hoarezed, nec’het-maro o welout an drouk-ziouganou a c’hoarveze da vare ar c’himiad, en em stardas war e dro o klask mirout outan da gerzout en e raog. Ha Kantamos mont dre gunv, da genta, evit en em zizober diouto. Pa na c’houneze netra, e reas dre grenv, ouz o lezel bronduet ha daerou-holl war an tevenn. Evit ma c’hellje o sellou heulia o breur pelloc’h a ze, en em greskjont neuze ; hiraat o ment a rejont da welout al lestr en tu-hont d’an dremwel. Nemet, p’o devoe savet uhel-uhel, e viras Dêvos outo a greski ken ouz o zrei e gwez elo. An elvenned-ze am eus gwelet e bro ar Vorined (Morini) war-hed diou leo diouz bourc’h Doliakon. Daouzek a zo anezo, strollet nepell diouz ar mor, war ribl ar c’hro sakr m’en em lestras Kantamos. Diouz an eil tu eman ar c’hro skôet gand an tonnou-mor, diouz an tu all an dirienn vras ma faezas warni ar roue Diratos laeron-vor Brittia. Meur a grug a zo eno ha n’eo ket bet digoret an dirienn ha laket da barkou nemet lec’hiennou a zo anezi. A-dreuz d’an dirienn eur wazig, a zo anvet Rênos [7] gant ar c’hlannidi, a dremen ouz troad an elvenned. En tu-hont d’an dirienn eman koad Doliakon. An daouzek elvenn n’eus nemeto o sevel etre an dirienn hag ar mor. Eur sebez da neb o gwel evid an dro genta ar brasder hag ar c’haerder anezo. Digren na didrouz ne van nepred an deil warno, ha, pa azezer ouz o zroad, dre selaou piz e klever klemmadeg c’hoarezed Kantamos.
An daouzek gwezenn-ze a vez graet stad anezo gand an holl. Pedennou, rôadou, lidkinnigou a reer d’ezo, hag a bell-vro e teuer evid o gweladenni. An ergerzourien-vor, kent en em lestra, a zered war ar c’hro sakr. — « Emomp o vont war roudou ho preur, a lavaront da c’hoarezed Kantamos. Ha klevet e vo ganeomp kelou dioutan ? Rôet e vo d’eoc’h d’her gouzout. Ha kavet e vo en dienez ? Skoazell en devo. Hag en toull-bac’h eo e vo kavet ? Divac’het e vo ganeomp. » — P’o devez en em engouestlet evel se, gwarezet e vezont gant c’hoarezed an doue a-hed o ergerzadenn ha derenet en-dro, yac’h ha salv, daved o zud.
Ar merc’hed yaouank a zegas ouz o zroad bleuniou, frouez ha gouriziou. Kent dimezi e skourront outo o fennad bleo [8]. Eman ar c'hef hag ar skourrou anezo, keit ha ma c’hell diraez dourn an den, golôet-holl a bennadou bleo merc’hed. Bleo gell-alaouret a zo eno, re liou gell-kistin-tano, re arvelen, melen-mell, melen-aour, melen-loued-liou-al-ludu, melen-ruz, liou-kouevr-melen, liou-kouevr-ruz. Ya, eno em eus gwelet kement liouig koant a c’houfe gwiska pennad-bleo gwerc’hezed Keltia.
- ↑ Rev. celt, 1912. War Mabon ab Modron, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, pp. 250, 265 ; Rev. celt, 1911, p. 441.
- ↑ Frazer, le Rameau d’Or, I, pp. 126-8. Kenveria Livingstone, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe, mouladur nevez (Paris, 1881), pp. 180, 226, 463.
- ↑ Omao, Arkantodan war beziou-moneiz Galia. Roued vurzudus, Epopêe celtique, p. 484. Tirvi paket e rouedou, Dussaud, p. 66, sk. 45. Donnotarvos, D’Arbois, les Druides, pp. 153-5, 188-90. « Glen an lvinenned », iwerzoneg Ibarglend, Rev. celt. 1892, pp. 16-7.
- ↑ Hizio an Tage hag an Douro.
- ↑ Ptolemaios, II, 6, 4. Moarvat ar pentir a reer anezan breman Ortegal.
- ↑ Diwar-benn *vorgia, iwerzoneg fairge, foirge « mor strafuilhet » sellout ouz Rev. celt. 1907, p. 14. — Kantamos, diwar kanto-, hen-gembraeg cant « gwenn, skedus ». Kenveria Kandamos (menez) ha Jupiter Kandamios (doue), Philippon, les Ibères, pp. 207, 212. Sellout ouspenn Leite de Vasconcellos, Idées religieuses des Lusitaniens, in Rev. arch. 1922, pp. 139-40.
- ↑ Kenveria renu « gwaz-dour » e gouryez traonienn Bregaglia (Engadina-Uhela), Rev. celt. 1913 p. 116-7. — Mojenn an Heliadezed e-touez ar C’hresianed, D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 330-343. — *Doliakon « deliek, deliaouek ». — Diratos, diwar *diros, iwerzoneg dir « dereat », Rev. celt. 1907, p. 94. — Brittia « Breiz », Loth, Chresto. bret., p. 33. — Dêvos « doue », lituaneg devas, hen-c’hermaneg Tivas, hen-saozneg Tiu, hen-alamaneg-uhel Ziu, skandinaveg Tyr, hen-islandeg tivar « an doueed », Moris Cahen, le mot « Dieu » en vieux-scandinave, Paris, 1921 ; Rev. celt. 1920-1921, pp. 350-1.
- ↑ Diwar-benn aberz ar bleo kent dimezi, kenveria boaz an Deliadezed yaouank, Dottin, Anciens peuples, p. 198. Diwar-benn ar rôadou all, Léger, Mythol. slave, p. 173. Ar plac’h kelt skeudennet el lïesdelwenn eus Mirdi ar C’hapitol, anezi marteze eur plac’h nevez-dimezet, a zo d’ezi bleo peuz-verr ; sellout Von Bienkowski, Die Darstellungen der Gallier in der Hellenistischen Kunst (Wien, 1908), taolenn-skeudenn I ha p. 145, skeud. 155.