Sketla Segobrani vol3/Rann 30
Eno, eta, er foz-c’hrenn, eo e kouske pe e c’hoarie Alaba endra ma veze deiz. En noz e teue el logell, e tasorc’he an tan, ec’h enaoue ar flamm, hag ez ae er-maez er c’hoad da vale hag analat aer vat. Ha, kel lïes tro na veze ket dalc’het Esus gand e wazoniez d’ar rouanez, e teue daved ar plac’h yaouank da guzulikat. Ha gwechou Kernunnos, gwechou-all Maponos, mab Matrona, a rae ged e beven ar c’hoad, evit herzel ouz den da goueza war dreuz en emweladenn an daou garedig. Hogen eun nozvez m’edo Maponos, e kuz e kreiz morgoad diwar skodou gwez kistin ha skao-gwrac’h, oc’h evezia ar gompezenn, e padas kement an emwel etre Esus hag Alaba ma voe trec’het an doue yaouank gand ar c’hoant-kousked ha ma vanas moredet. Hag o tont ebiou neuze penn paotred-saout Medua, e ano Darios [1], war e zistro eus ar peurvanou da gêr. Alaba n’oa ket aes he c’huzat en noz. Rak evel tan en amc’houlou e lugerne rodelladou aour he bleo, evel diou sterenn c’hlas he daoulagad, evel erc'h nevez war c’horre an douar el loar-gann gwennder he c’hroc’hen. Ar paotr-saout bras, o vont ebiou d’ar bod-koad heb beza re bell, a verzas a-dre an deliou hag ar c’helfou-gwez an tan o strinka eus pennad-bleo ar plac’h yaouank, goulou he daoulagad, gwennder he c’hroc’hen. Denesaat a eure ha setu aman petra a welas : Esus hag Alaba o kerzout skoaz-ouz-skoaz dre ar c’hoad ; Esus e vrec’h en-dro da zargreiz Alaba, Alaba he brec’h en-dro da gerc’hen Esus ; Alaba o komz, he mouez fraez nemet ma talc’he warnezi, Esus oc’h eilgeria, an eil hag egile aet dic’houzvez eus ar bed en-dro d’ezo.
Ha mont ar paotr-saout en e raog. Esus o soubla a c’horreas eur maen hag hen taolas er brouskoad ma kouske Maponos. Heman a zigoras e zaoulagad. Ouz skleur al loar e welas ar paotr-saout o pellaat a gammedou bras a-dreuz parkeier etrezeg ar c’hrenvlec’h. Hag hen mont raktal en eur bleiz daou-vloaz [2] ha daoulammat, didrouz, war ar roudou anezan. Sevel en e soun a eure a-drenv e gein, kregi e ziou garvan en e gilpenn ha her brevi etre e zent. En em astenn neuze e-tal ar c’horf maro d’e zibri. Ha ne ehanas ganti ken n’en dije straket ha debret an diweza askourn. Neuze en em rôas da lipat gand e deod ar geot hag an douar ken na vije aet gantan pep beradig a wad, pep roudenn a lazerez.
- ↑ Darios a zo aet da Daire, Dare en iwerzoneg, D’Arbois, Epopée celtique, p. 506 ; Civilisation des Celtes, p. 28 ; Rev. Celt. 1907, p. 150, n. 1. Kenveria an iwerzoneg dair « ar ruta » = hen-geltieg *dari. Dar, gand a berr, a gijer outan er ger krenn-vrezonek dirigaez, gouez d’an Ao. Loth, Rev. celt. 1924, p. 55 (pennad-skrid diwar-benn les Graffites gaulois de la Gaufresenque). Contra, Ernault, Gloss. m. br. pp. 175-6.
- ↑ Brehm, les Mammifères, troïdigez c’hallek gant Gerbe, I, p. 488.