Sketla Segobrani vol3/Rann 31

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 93-95)




Diskleriadur a garantez gant Medua.


Deut ar pred ma tlee Medua mervel ! Ha hi mont e frankizenn-veur ar c’hoad kent tarzenn an deiz, en-dro dezi gwragez ha merc’hed yaouank Roudon o c’harmat hag o lenva. Hag e-kreiz lenvadeg ar maouezed e varvas. Da greisteiz, pa zeuas an heol, o tiguzat a-ziwar kribenn uhel ar gwez, da beurveuzi ar frankizenn en e sked hag en e dommder, ec’h adteuas ar vuhez er rouanez c’hourvezet. Sevel a eure e-kreiz youc’hadeg ar maouezed. Gwisket e voe gand ar merc’hed yaouank en eur sae vleuniou ha kaset d’an eienenn Iakka ma kouronkas enni [1].

Kerkent hag hec’h adc’hanedigez, p’edo en holl flammder he yaouankiz, e barr he c’hened, en holl flourded he gwerc’hded adkavet, e teuas da gaout an daou gadour eus an enezenn distro. Edont o vale o-unan en avalenneg Medubriga, en eur rei tammou bara da wazi gouez ar rouanez [2]. He gwelout a rejont o tonet. Dindan he c’hammedou e tigore war eun dro ar bleuniou nevez-amzer hag ar bleuniou hanv. Bleunv ha frouez a-unan a zeue d’an avalenned war he zremen. Gouziza a rae an avel. An evnedigou a dave war o c’han hag a stoue, bamet, war ar skourrou, da arvesti ouz he c’hened. Medua a guntuilhas eun aval. Hen astenn a eure d’an daou zen-meur. He c’harantez a ginnigas d’an daou gadour. I, avat, a vanas yen, digas, rok, enebour. Dizarbenn ar rouanez a rejont. A-vec’h ma teurvezjont he selaou. A-vec’h ma taoljont outi eur sell.

« Eman Gast ar C’hornog, eme Gernunnos, o paouez gwiska neuz eur werc’hez aonik evit komz ouzimp a garantez. An diweuz-se, avat, eman oc’h astenn d’eomp, a zo bet saotret gand afadennou diavêzidi. Ar c’horf-se eman o kinnig d’eomp, miliadou o deus e biaouet en hor raog. Deut eo he zadou a vro-Wenn, nemet torret eo bet ganto al Lezenn ; ha hi, kerzout war ar roudou anezo eo he deus graet. Torret ganti holl c’hourc’hemennou al Lezenn, adaleg an distera beteg an uhela. »

Esus-hen a lavaras :

« Piou a garfe eus karantez eur c’hast ? Mez ha dismegans da ouenn out-te ! »

Ne ziskouezas ket ar rouanez klevout o c’homzou garo. Ober eun hej d’he fenn a reas ha mousc’hoarzin. Ha setu an evned mezevennet o kloza o daoulagad. Kavout a reas d’ezo edo an heol o paouez koueza e-kreiz an avalenneg hag eur gaouad teo a erc’h pe eun torkad evned gwenn bras o plava war ar prad. Rak o paouez en em fuilha edo pennad-bleo ar rouanez. Peurc’holoêt ez oa ganto evel gand eur vantell aour kizellet pa stoke ouz he seuliou blenchou he rodelladou [3]. Rinklet he doa he sae-vleuniou en he zreid, hag en em ziskouezet e lorc’h he noazder d’an daou vrezelour [4]. Astenn a reas d’ezo he dourn gwenn ha kinnig an aval. Sevel outo a eure he daoulagad glas ha doun, leun a vannou sked-disked evel ar mor-Bras en eur beurevez hanv. Sebezet, avat, ne voe ket an daou zen yaouank. Hag i bepred, digas, her, kasonius. Argas an dourn gwenn a rejont ha nac’h kemerout an aval a zalc’he. A-vec’h ma prizjont teurel eur sellig ouz ar rouanez yaouank, ker yen ganto o daoulagad en o fenn hag an dour e lennou an Hanternoz. Hag e lavaras Esus :

« Da boan ha da amzer a gollez, rouanez an Hanv. War dud yaouank, war gadourien hor Gouenn ez eus liveriou-hud n’oufe nerz ebet o zerri. O c’harantez n’hellont rei nemed eur wech, nemet d’eur plac’h hepken. Kevredad diouvorzedou [5] n’oufent da gaout gant maouez nemet e priedelez reiz eo e ve. Gant gwerc’hezed nemet-ken e c’hellont en em unani. Eur gïez ac’hanout ! Kae da glask par d’it e-touez ar c’houn ».

Hag i en o raog. Diflach en he sav, ar rouanez o heulias dre he sellou. Eus gwenn-erc’h m’edo pa oa deut daveto, ez eas ruz-glaou. Adgwenna a reas evel bleunv bokedou-hanv ha ruzia evel bleunv brulu [6]. Bras hec’h estlamm, he sebez, he mantr, hec'h anoaz, he glac’har hag he droug. Biskoaz hevelep nac’h n’he doa klevet. Biskoaz n’oa bet graet hevelep dismegans ouz he roueelez, ouz he gwregelez, ouz he c’hened. An anoaz hag an droug eo a drec’has war holl youlou he c’halon ha diwar an deiz-se an hegarated hag ar bri a zouge d’an daou gadour a drôas en erez hag e kasoni.


  1. Kenveria Frazer, op. cit. III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 129-32. Iakka ez oa, da vare domaniez Rom, ano eur gêr eus rannvro Tarrako (Taragonna), Ernault, Dict. étym. du breton moyen, p. 315.
  2. Kenveria Epopée celtique, p. 250 ; Rev. celt. 1907, p. 259.
  3. Kenveria Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, p. 103 ; Deniker, Races et peuples de la Terre, p. 45.
  4. Kenveria D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 321 ; Epopée celtique, p. 117 ; Rev. celt. 1908, p. 133 ; 1911, pp; 232-6 ; John Gregorson Campbell, the Fians, or stories, poems and traditions of Fionn and his warrior band, London, 1891, pp. 23-4 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series, n° IV.)
  5. Kenveria al lavarenn iwerzonek cairdes sliasta « friendship of thighs » en danevell a reer anezi Do fogluim Chonculainn « Of Cuchulain’'s Training », Rev. celt. 1908, pp. 134-5.
  6. Pennad henvel en danevell meneget gand an notenn a-raok : Ocus do thigdis datha iomdha don ingin, oirfa banuighther re bansgoith ocus fa corcrach croidheary andara fecht i « And many colours used to come to the girl, for (at one time) she was as white as a white flower, and at another time she was purple, blood-red », Rev. celt. 1908, pp. 120-1.