Sketla Segobrani vol3/Rann 34

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 99-102)


Emgann-tud Tarvenna.


An daou vrezelour a guiteas al leurenn hag en em dennas en o zi. Diwiska o dilhad a rejont [1], kemerout o maen higolen eus o gouriz [2] ha lemma beg o goafiou-bras, o goafiou-bann, dremm o c’hlezeier, o gouglezeier, o c’hontilli [3]. Ar rouanez, diouz he zu, a yeas daved he fenvrezelourien. He brezelourien hag he faotred yaouank a vodas en-dro d’ezi. Ha tana d’ezo o c’halon dre he c’homzou, he frezegennou, he c’hened ! O c’hrenvaat a eure, i hag o armou, dre he lidou-hud, he breou, he strobinellou, ha gervel d’he skora kounnarverc’hed an emgannou [4], êrevent an aer [5], arc’houereed Roudon, doueed-gwarez rummadou ar C’hornog hag ar Mervent. Holl a-unan neuze e loskjont o garm-emgann hag e rejont kelc’h d’an ti.

D’o gortoz da argadi ne vanas ket an daou gadour en araok d’an dorojou pe e diabarz ar mogeriou. En o noazded-emgann en em strinkjont er-maez ouz engroez o enebourien. Hag ar re a oa deut da gavout an emgann, her c’havas kerkent, garv, digernez, gouez, prim, herrek, taer, kriz, didruez, euzus, rak ma koueze warno kontelladou, gouglezeiadou, klezeiadou, goafiadou ker stank ha kazarc’h hag e laze pep taol e zen.

E kenta trederenn an nozvez e reas Esus ha Kernunnos nao ermaeziadenn ha setu niver an enebourien a lazas pep-hini e peb ermaeziadenn : ugent, daou-ugent, tri-ugent, pevar-ugent, pemp-ugent, c’houec’h-ugent, seiz-ugent, eiz-ugent, nao-ugent. En eil trederenn an nozvez e rejont nao ermaeziadenn all ha setu niver an enebourien a lazas pep-hini e peb ermaeziadenn : dek-ugent, unnek-ugent, daouzek-ugent, trizek-ugent, pevarzek-ugent, pemzek-ugent, c’houezek-ugent, seitek-ugent, triouec’h-ugent. E trede trederenn an nozvez e rejont nao ermaeziadenn c’hoaz hag e lazas pep-hini da beb ermaeziadenn an niver-man a enebourien : naontek-ugent, pevar-c’hant, pevar-c’hant ugent, pevar-c’hant daou-ugent, pevar-c’hant tri-ugent, pevar-c’hant pevar-ugent, pemp-kant, pemp-kant ugent, pemp-kant daou-ugent.

War-dro eil trederenn an nozvez ar gred-brezel a entane Esus ha Kernunnos o lakeas ken tomm ha ker gwrezus ha regez. Henvel ouz eur pez houarn tomm ruz-gwad e skedas ar c’horf, an izili hag an dremm anezo, ha ruz-moug ez eas o armou-houarn [6] hag e strinkas gwrac’hennou-tan eus beg o goafiou, o c’hlezeier hag o c’hontellou. Neuze eo en em skeudennas, lugernus eur sebez ! war divrec’h, brennid ha diou vorzed an daou gadour kelc’hennou ha kroaziou peder-deliennek [7]. War-dro trede trederenn an nozvez e steuzias a-nebeudou an aroueziou sakr, ha ne voe ket hepken kevrennou eus o c’horfou, hogen o c’horfou a-bez hag o izili a wiskas kannded vezevennus houarn war deuzi. A-zioc’h tal Kernunnos e paras, divent ha taer, kerniel an trec’h [8].

Ker gwrezus e teuas ar gor a-ziwar an daou gadour ma entanas muriou ha tôenn an ti m’edont e-barz. Hag i oc’h en em zerc’hel koulskoude war greiz al leur-di, e-tal ar mein-oaled ha ker pell ha ma c’hellent diouz ar mogeriou prenn hag an dôenn-soul. Aner avat d’ezo evesaat rak, kent pell, e kroge an tan en ti a-bez en-dro hag a-us d’ezo. Douget e voe gand an avel elvennou ha fulennou-tan war dôenn ti-meur Medua a voe entanet d’e dro. Heb-dale an ti-ze, graet a gefiou pin hag ivin, ne voe ken anezan nemed eur c’horadenn c’hrizias a dan ma rede diouti gwaziou arem, aour hag arc'hant teuzet [9]. Aziouti o sevel eur flammenn vras-divent a sklêrijenne an oabl, an douar hag ar mor.


  1. Diwar-benn an emganna en noaz gand ar gelted lenn Notennou, XI, p. 24 ; D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 8, 344, 371. Kenveria W. Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 24 : Ocus co n-accatar na buidne ocus na sluagu ocus na firu lomnochi « And they saw the warbands and the hosts, and the men stark-naked. »
  2. Maen-higolenn ar vrezelourien geltiad, Rev. celt. 1909, p. 17 ; Dottin, Langue gauloise, p. 227 ; Loth, Voc. v; br., p. 198.
  3. Kontell-laz pe gontell-vann ar Gelted, A. Bertrand ha S. Reinach, les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, Paris, 1894, p. 198. Banna ar gontell e oa unan eus embregereziou ha c’hoariou ar Vrezoned yaouank, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, II, p. 5.
  4. Merc’hed en noaz hag armet o varc’hegez, war beziou-moneiz ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 143. Kenveria Valkiriezed ar C’hermaned, Amazonezed an Heteaned.
  5. Rev. celt. 1909, p. 85. Kenveria Journal des Savants, 1909, p. 110.
  6. Kamm-amzeria n’eo ken aman an diskuilha eus armou an daou gadour. O veza ma tispleger en danevell darvoudou c’hoarvezet en eilvet milved kent H. S. e tlee an armou beza kouevr pe arem.
  7. S. Reinach, Bronzes figurés de la Gaule romaine, skeudennou 144-9, 165, 167, pajennou 171, 181, 184.
  8. Kenveria D’Arbois, les Celtes, p. 60, ha sellout ouz Loth, Rev. celt. 1909, p. 285.
  9. Hervez danevellou iwerzonek ar Grenn-Amzer, ti-meur Kunokobros (Conchobar), roue Bro-Ulad, er c’henta kantved kent H. S., a oa savet penn-da-benn a brenn ivin ruz laonennet a gouevr. Kambr Kunokobros a oa tro-dro d’ezi speurennou arem kribennet a arc’hant, warno en o c’hlud evned aour, D’Arbois, Epopée celtique, p. 12. Tïez-meur, anezo templou ha paleziou, savet en o fez e prenn benet, lïeslivet, kaeraet gand arem hag aour kizellet, a gaver en hon amzer c’hoaz ouz troad an Himalaya, e Bro-Nepal, G. Le Bon, les Civilisations de l’Inde, 1887, p. 542: M. Maindron, l’Art indien 1898, pp. 112-3.