Sketla Segobrani vol3/Rann 35

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 102-103)


Maro Medua, dieubidigez ar ouestlidi.


An digalon hag ar spont a grogas e tud Roudon pa weljont, ouz skleur an taniou, an dachenn en-dro d’an ti golôet gant korfou maro berniet o brezelourien. Anaout sklaer a rejont e vijent lazet holl-gwitibunan gand an daou deuz-goulou boemus a glevent o kana o chan-brezel e-kreiz an ti e flammou. Ma vennas Medua dizarbenn distrujidigez he foblad dre vont d'an emgann evito ha mervel en o lec'h. Aner e voe d’ar baotred yaouank, d’ar vrezelourien, d’ar bengadourien, d’ar gozidi ha da guzulierien ar bobl klask he distrei a-ziwar he menoz. Gwiska he dilhad-emgann a eure, kregi en hec’h armou, kimiadi diouz he zud hag en em strinka war-du an ti. Betek-hen, dre he nerz, hec’h ampartiz-vrezel, he hud, n’he doa anavezet nemed an trec’h. An dro-man, avat, n’edo a-wel nemed a zrouziwez hag a varo. Esus eo a zeuas war arbenn d'ezi, hag ouz e welout, ez eas ar rouanez ruz-tan-regez. Strafilhet edo gand an droug a oa enni, rak eus an daou gadour hennez eo ma ’z oa bet an dougeta d’ezan. Ha hi sailha gantan evel eur vleizez ! Esus, avat, a dorras d’ezi hec’h armou, he skôas d’an douar hag a dreantas he c’horf seiz gwech treuz-didreuz gand e gleze. Neuze trouc’het outi he fenn e stlapas anezan e-mesk ar vrezelourien ha kêriz oc’h arvesti, en eur lavarout : « Tudou, setu aman penn ho muia-karet ! » Hag ar vrezelourien ha kêriz ha tec’hout mar gouient, oc’h en em skigna a bep tu.

Ha mont Esus d’ar c’harc’har-maen m’oa bac’het ar ouestlidi. Troad houarn e vouc’hal a stokas ouz an nor anezan ha kerkent e strakas an nor a dammou [1]. An holl ouestlidi a oa dalc’het eno a zeuas er-maez, en o fenn Maponos, mab Matrona, ha mont pep-hini daved e vro hag e bobl. Hogen, kent kimiadi, e lavarjont da Esus ha da Gernunnos penaos ez oa marvet Kantamos dre stign rouanez ar C’hornog goude da houman genel d’ezan eur verc’h, Alaba.


  1. Boaz ar vouc’hal, n’oa ket bet meneget betek-hen e roll armou Esus, a zo da evezia. Kenveria Frazer, op. cit., I, p. 127.