Sketla Segobrani vol3/Rann 38

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 108-110)


Esus ha Kernunnos e-touez bugale Vanos.


Pa voent deut war-hed eun hanter-zerveziad hent diouz harzou ar Vebrulandon e rejont eun ehan hag ez eas an teir doueez, Bodua, Nemetona, Rigantona [1], e spez evned, d’en em ziskouez d’an dud. Lavarout d’ezo a rejont anoiou ar re a oa o tostaat. Ha setu kerkent o c’hrounna eun engroez pobl evid o degemerout ha heta d’ezo donedigez-vat. Gwrezek degemer o devoe dreist-holl digand ar merc’hed yaouank. Barrou glas a-bann ganto en o daouarn e teredjont en eur youc’hal d’ezo. War freuzi e voe bolz an nenv ha war frailha leur an douar gant kement e voe youchadeg ar merc’hed yaouank. D’o zrugarekaat eus o degemer hag eus an enor a raent d’ezan e kanas Kernunnos kement-man :

« Goude hir-ergerzout douarou gouez, goude hir-venel e-touez merc’hed du Roudon [2] c’houek ganeomp gwelout ho sellou sklêr, ho moueou melen, merc’hed yaouank. Petra eo merc’hed kaer ar gouennou estren e-skoaz ar re a welomp en-dro d’eomp ? Aman e weler o vont keit-ha-keit e peb-unan kened ha glanded, kadarnded ha furnez, eveziegez hag eeunded. Bevet ar gwerc’hezed o rodelladou-bleo aour, bras, neuziet-kaer, dremmet-koant, hegarat, gwirion ha fur, bevet gwerc’hezed ar Seiz-bagad ! »

Esus d’e dro a ganas kement-man :

« Ganet eo merc’hed ar C’hornog eus pri ar geuniou, douar an havregou, mein ar meneziou. Ha d’ezo gant-se, ment teo ha torgosok, kroc’hen melen ha kramennek, bleo peurzu, ene divalo ! C’houi a zo bet krouet, en nevez-hanv, eus eon ar c’hoummou, fulennou erc’h an nenv, glaz an oabl, aour an heol, hag ho taoulagad, ho pleo, ho korf gwenn ha lank o testenia hoc’h orin. Degemerout a reot en ho metou evel eur c’hoar an hini a zo ken henvel ouzoc’h, ar verc’h bet engehentet war glann an tonnou gant Kantamos Lïes-lenvet : Alaba. »

Ar gaera eus gwerc’hezed ar Seiz-bagad d’ar mare ez oa Leukimâra, merc’h Nantorix, roue bagad ar Marc’h. Kernunnos a deneraas e galon outi hag he c’hemeras da bried. An daou gadour a gimiadas, goude, ganto o gwragez hag o c’houn. En tu-hont d’an Albis ez ejont war an harzou reterel d’o difenn.

E-kenver d’an harzou-ze eo en em gav bro ar Vured (Buri) [3], ar Skired [4] hag ar Skoloted [5] ma ra anezi ar C’hresianed Skuthia. Ha kement-man a laka anat ar vro-ze : goloet a goadou tenval eo en hanternoz hag, e-pad c’houec’h miz, e weler enni ar stered da greiz an deiz. Sklêr ha dizolo eo diouz tu ar c’hreisteiz.


  1. Ar c’hembraeg Rhiannon a c’houlenn en e raog eur furm hen-geltiek *Rigantona. Diwar-benn Rhiannon hag he zri evn o c’han burzudus, lenn Loth, Mabinogion, I, kenta mouladur, p. 43, n.2, ha p. 93.
  2. Diwar-benn eun neuz-den morianhenvel e-touez gouennou an Europ da hen-vare ha da nevez-vare ar maen, sellout Déchelette, Manuel, I, pp. 289-96 ha, d’an diweza, Marcellin Boule, les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine, eil mouladur, Paris, 1923, pp. 283-5. Kenveria W. Z. Ripley, the Races of Europe, London, 1900, pp. 457-61. Roudou en deus lezet an neuz-tud-ze er pobladou deut warlerc’h, dreist-holl er C’hresteiz : Bro-C’hres, Itali, Spagn. Scymnus a Chio, diouz hen-skridou hervez, a ra meneg a Ethiopiz ar C’huz-heol, Aethiopes Hesperii, e kornad-bro Gadira (Cadix), Philippon, les Ibères, p. 49, notenn.
  3. War glann ar Vistula uhela, Tacitus, Germ. 43.
  4. Etre ar Vistula hag an Dnieper, Bulletin de Correspondance hellénique, 1910, p. 258.
  5. Pe Skuthed en Europ, D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 223-64 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 172-80 ; Minus Scythians and Greeks, Cambridge, 1913 ; Rostovtzeff, Iranians and Greeks in South Russia, Oxford, 1922. Gwelout ivez Kondakof, Tolstoï ha S. Reinach, Antiquités de la Russie méridionale, Paris, 1892 ; Tallgren, l’Age du Cuivre dans la Russie centrale, Helsingfors, 1920 ; l’Epoque dite d’Ananino dans la Russie orientale, Helsingfors, 1919 ; (kenveria Anthropologie, 1923, pp. 556-61).