Sketla Segobrani vol3/Rann 37
Esus ha Kernunnos a gemeras penn o hent war-du ar biz-hanternoz. Pellaat a rejont diouz an hentou a-dreuz parkeier o kenstrolla kêriadennou, marc’hadou ha lec’hiou tud ar chornog. Dre lec’h na veze ket mac’het ar geot dindan treid pounner an arer, ha na veze nepred diskoultret ar gwez gant bouc’hal ar c’houer eo e kerzjont. Heulia a rejont ar gwenodennou striz digoret gant treid ar c’hirvi, ar moc’h-gouez hag ar bleizi a-dreuz da strouez ha brouskoadou an douarou gouez [2]. Laouen e voe an eil hag egile anezo pa weljont ar vro digenvez [3] gant he gouennou gwez, he liviou, he frondou-c’houek dre gant-ha-kant ouz o c’helc’hia a bep tu. Edod gand an dibenn-hanv [4], lirzin ha kevannezus gouelec’hiou geotek ha deliaouek Europ ar C’hornog, leun-holl ha ma ’z edont a drouz hag a vuhez, a vadou hag a gaerderiou. A bep tu e save kan ha garm, trouz nijadeg ha redadeg loened. Dindan o bec’h frouez e strake ar barrou. Avalou ha per, kistin ha kraon a goueze er geot stank. A-vec’h ma luskelle ar prajeier ouz c’houez an avel, pounneraet ma ’z edont dindan ar gwiskad bleuniou lïesliou bet taolet warno gand an hanv. Hag en noziou klouar stergannek ez oa brao dezo kousket a-c’hourvez war eur c’harvken [5] ouz troad ar gwez bras.
C’houekat, laouenat hentad e voe heman d’ezo o-fevar ! E-doug an deiz edo Esus ha Kernunnos o hemolc’hi, pe a beb eil pe a gevret, an demm, ar yourc’h hag ar c’haro. Alaba ha Donnotarvos a c’hoarie a-hed an hent. Redek a raent an eil war lerc’h egile, pe c’hourenn kenetrezo ; pe, tu-ha-tu ha dourn-ha-dourn, ez pije o gwelet o furikat aman hag ahont er c’hoad, da frouesa, da neizeta, da louzaoua. Alïes, diwar c’hoari, e rôent eun taolig-skoazell d’an daou hemolc’her. Da gerc’hat kirvi en o jed pe en o feurvan ez aent, hag o c’has dirazo ken na zeujent dindan-daol da Esus ha da Gernunnos. Ar plac’h aourvleo, ar paotr e vleo gell-alaouret a gendamoueze e gwevnded, dalc’husted, skanvded. Evel an avel e redent war vrug ha radenn e-touez ar c’hefiou. Gwelloc’h darbarerien-hemolc’h n’ouijed kavout eged an daou yaouank-man !
Troiou a oa, pa dreuzent o-fevar a-gevret eur bradenn etre daou goad, e rae an daou gadour gand o huderez o vont da lïes-doare spez evid didui ar plac’h yaouank hag ar bugel. Evel-se e kemeras Kernunnos meur a wech e neuz-karo. Galvet gantan war e dro holl girvi ar c’hornad e tegase anezo d’e heul hag e peurskarze ar gouelec’h war-hed meur a zerveziad-kerzed en a-raok. N’oa ket a naered a gredje chom en hevelep amezegiez. Hag e tec’he ar bleizi, al linsed, an arzed rag an armead-ze a emgannerien o fennou kornek.
Er c’hiz-se e rejont laouen o hent a-dreuz d’ar gouelec’hiou ha keit ha ma padjont da ergerzout ne voe nemed al loened gouez a gement a baras o sellou ouz ar strolladig anezo. Ha gourlammat a eure yourc'hed an Atur [6] dre o sebez ouz kened Alaba, koantiz ar bugel ha ment an daou gadour. Ha kirvi o fennou du eus ar Vigenna [7] a savas eur youc’hadeg d’ar pevar c’herzour difaezus. Ha kirvi-meur menez Vosegos a sounnas o moue [8] hag a yudas oc’h anaout Kemunnos hag e geneiied. Hag en tu-hont d’ar Rênos demmed gwenn an tri Vebros [9], o paouez a beuri, a youc’has outo edont e dibenn o hent.
- ↑ Eur c’hamm-amzeriad eo ar pennad-man en e bez. En eilvet milved kent H. S, n’ oa ken a ouelec’hiou bras-divent e kornog an Europ, e Galia dreist-holl. Digrannet ha gounezet a-goz e oa ar pep brasa eus ar vro. Gwir zifraosterien an Europ eo bet ar meuriadou pigellerien hag arerien o deus bevet enni epad rann ziweza oadvez ar maen lufret (etre 5.000 ha 2.500 hent H. S.) Lenn war se C. Jullian, De la Gaule à la France, Nos origines historiques, Paris, 1922, pp. 44-79 (kenveria an eveziadennou a-bouez bras graet gant S. Reinach war Rev. arch. 1922, II, p. 373, ha gant G. Radet war Rev. des Et. anc. 1922, pp. 358-9. ; Géologie agricole war Rev. des Et. anc. 1921, pp. 136-7. : K. Schumacher, Siedlungs- und Kultur-geschichte der Rheinlande von der Urzeit bis in das Mittlealter ; I Band : die vorromische Zeit, Mainz, 1921, pp. 20-59, hag in fine taolenn-skeudenn 19 (kenveria A. Grenier war Rev. des Et. anc. 1922, p. 365) ; C. Bicknell, A Guide to the Prehistoric Rock Engravings in the Italian Maritime Alps, Bordighera, 1913, apud Rev. des Et. anc. 1915, pp. 82. — Diwar-benn koadou Galia hag ar roll dalc’het ganto e buhez ar vro, lenn C. Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 89-103, 173-4 ; II, pp. 5-6, 16-7, 260-5. ; Rev. des Et. anc. 1920, p. 210 ; 1921, p. 58 ; 1922, pp. 57, 327 ; 1925, p. 265.
- ↑ An ano-gwan gouez, iwerzoneg fiad « jiboez » (fiad-mila « gouezviled, loened gouez »), a zo kar d’ar c’heltieg vidus, iwerzoneg fid, brezoneg gwez. Er yezou nevez-c’hermanek e kaver ar furmou koz vidr, vitu, wudu « koad » ha gwrizienn an holl c’heriou-ze eo hini al lituaneg vidus « diabarz, kreiz » hag al latin divido. Da vare ar Sketla Segobrani, ar c’hoad, vidus, a oa anezan eur genvro etre daou zouar annezet, Rev. celt. 1914, p. 85-7. — Diwar-benn ar gwenodennou toullet a-dreuz d’ar c’hoadou gand an oc’hen hag ar c’hezeg gouez, ar c’hirvi, an arzed, al lern, hag all, sellout John Finley, les Français au coeur de l’Amérique, troïdigez c’hallek gant Boutroux, Paris, 1916, pp. 215-20.
- ↑ Ar c’heltieg brogilos « koad » (tremenet e yez romanek galia ha deut da breuil e galleg) a zo deveret eus brogi, broga « agrum » (hen-zisklêriadur da Juvenal), e brezoneg breman bro. An hevelep ger eo brogi, broga hag al latin margo, ar goteg marka « harzou-bro ». Unan eo eus ar geriou keltiek, nebeut anezo, o deus en em zalc’het er yez-Oc e lec’h e talv kement ha « bord, orée, lisière d’un champ garnie de broussailles, talus inculte entre deux champs, haie de broussailles ». Ar furmou provansek a zo broa, brovo, bro ; Rev. celt. 1894, pp. 216-9. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XII, kevrenn genta, Ar Vro hag ar poblou, p. 13, notenn 2.
- ↑ Pa gemerer ar ger dre striz an hanv a zo anezan an tri miz-man : mae, mezeven, gouhere. Kemeret dre vras e talc’h ouspenn eost, gwengolo ha here, Loth, l’Année celtique, pp. 13-8 (tennet diwar ar Rev. celt. levr XXV).
- ↑ Evit pellaat an naered ? Cf. Rev. arch. 19088, II. Diwar-benn dudi ha nerz-hoala ar gouelec’hiou, lenn, a-douez kel lïes a bajennad skrivet gand ergerzourien-vroiou, beachourien ha naturourien hon amzer, ar re veneget aman war-lerc’h : F. Dubois, Tombouctou la Mystérieuse, Paris, 1897, pp. 7-10 ; D’Ollone, les Derniers Barbares, 1911, pp. 295-7 ; A. F. Legendre, Au Yunnan et dans le Massif du Kin-Ho « Fleuve d’Or », 1913, pp. V-VI, 228-9 ; Th. Bentzon, Questions américaines, eil mouladur, 1902, pp. 6-8, 52-6 (pennadou trôet diwar Prairie Songs ha The Trail of the gold seekers gant Hamlin Garland) ; Mayne-Reid, The Scalp-Hunters (Routledge and Sons, London, sine anno), pp. 9-15 (the Wild West), 23-6 (the prairle-fever) ; The Rifle-Rangers, pp. 5-19 (the Land of Anahuac). — Kenveria Livingstone, Dernier Journal, I, Paris, 1876, pp. 331 ; Stanley, Comment j’ai retrouvé Livingstone eil mouladur, 1876, pp. 71-2, 182-4, 257-8, 265-9, 374-5, 399 ; E. Mage, Voyage dans le Soudan Occidental, 1868, p. 42 ; E. Roux, Aux Sources de l’Irraouaddi, in Tour du Monde, 1897, I, pp. 257-8 ; Dr Hamy, Lettres américaines d’Alexandre de Humboldt, 1906, pp. 20-2, 27, 60, 65, 80, 103, 111-2 ; A. Tissandier, Six mois aux Etats Unis, 1886, pp. 48, 76-7 (Kenveria Reclus, Europe Centrale p. 152), 82-6, 92-104, 139-60 (kenveria op. cit. pp. 415-6), 170-87 (kenveria Reclus, la France, pp. 412-42).
- ↑ An Adour.
- ↑ Ar « Vienne ». Diwar-benn kirvi pennou-du ar Poitou sellout A. Maury, les Forêts de la France dans l’Antiquité et au Moyen-Age, pp. 147-8 (Mémoires présentés par divers savants à l’Acad. des Inscript. et Bel Let., deuxième série, Antiquités de la France, tome IV, Paris, 1860).
- ↑ Sounna o moue a ra ar c’hirvi-meur pa vezont feulzet pe o ruta. An amzer-ruta a zo e dibenn-eost evid ar c’hirvi-meur war glann ar Baltik, Brehm, Merveilles de la Nature, les Mammifères, II, p. 474. Diwar-benn kirvi-meur menez Vosegos, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 285, notenn 3 ; Reclus, Europe centrale, p. 512.
- ↑ Teir stêr eus an Thuringe a zo d’ezo breman an ano a Wipper a zalc’h lec’h, a greder, eus ar c’heltieg *Vebro, Rev. celt. 1914, pp. 377-8. War demmed an Hesse hag an Thuringe, sellout Brehm, II, p. 491. War an demm (cervus dama)en Europ hag en Azi, an damesaat anezan gand an Aziaded e-pad an Hen-amzer, lenn Anthropologie, 1922, pp. 272-4.