Trede quevren - Ar c’huezecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 237-240)





AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Evit pratica ar binvidiguez a speret e creiz ar baourentez reel.


HOguen mar douc’h paour en effet, va Philotee gueaz, en hanv-Doue, bezit-èn c’hoaz hervez ar speret. Grit eus a neces-site vertuz, hac impligit ar mean precius-se eus ar baourentez hervez ma tal. Ar guenet hac ar sclerder anezi ne de quet disolo er bed-mâ da velet, mæs cousgoude ez e caer ha pinvidic meurbet. Quemerit patiantet en ho faourentez, e maouc’h e compagnunez vad. Hor Salver, ar Verc’hes, an Ebestel hac un nombr bras a Sent hac a Santeset a so bet paour ; ha peguement bennâc ma c’halfent beza pinvidic, n’o deveus quet priget beza. Peguement a vondianet vras a so pere o deveus bet cals a boan hac a gontroliez o vont da glasq gant ur sourci particulier ar baourentez santel ebarz er C’houenchou hac en Hospitaliou ? Cals a boan o deveus quemeret evit e c’haout, testou Sant Alexis, Santes Paula, Sant Paulin, Santes Angela ha cals a re-all ; ha sellit penaus, Philotee, ar baourentez santel-se o veza graciussoc’h en hoc’h andret e teu d’en em bresanti deoc’h e-unan. Rancontret hoc’h eus-hi hep e c’hlasq hac hep poan ; briataït-hi eta evel ar vignones guer da Jesus-Christ pehini a so bet ganet, en deveus bet bevet hac a so bet maro gant ar baourentez pehini e bet e vagueres epad e vuez.

Ho paourentez, Philotee, e deveus diou brivileich vras, dre voyen pere e c’hell ober deoc’h meritout cals. Ar guenta eo na de quet erruet gueneoc’h dre ho choas hoc’h-unan, mæs dre ar volontez hepquen a Zoue pehini en deveus ho creat paour, hep e deffe contribuet ho volontez hoc’h-unan en dra-se ; hac ar pez a recevomp puramant dre ar volontez a Zoue a so agreaploc’h dezàn bepret ; nemet en receffimp a galon vad hac abalamour d’e volontez santel : eleac’h ma zeus nebeutoc’h eus hor perz-ny, ez eus muioc’h a berz Doue. Oc’h accepti puramant ha simplamant ar volontez a Zoue, e rentomp meurbet pur hac agreabl dirazàn hor souffranç. An eil brivileich eus ar baourentez-se eo ma ze ur baourentez pehini a so paour gant guirionez. Ur baourentez meulet, cherisset, istimet, sicouret hac asistet, evel ma zeo hini ar re pere a renonç d’ar bed, a so en ur fæçon bennâc pinvidic, da viana ne de quet toutafæt paour. Mæs ur baourentez dispriget, rebutet, rebechet hac abandonet, honnez a so paour gant guirionez ; hac an seurt paourentez-se peurvuia eo hini ar re pere a chom er bed ; rac evel na dint quet paour dre o choas o-unan, mæs dre necessite, ne reer quet a istim bras anezo : o faourentez a so paourroc’h eguet hini ar Religiuset, peguement bennâc ma vez paourentez ar re-mâ ur baourentez excellant ha meulabl bras meurbet, abalamour d’ar vœu ha d’an intantion p’evit hini ez e bet choaset ganto.

N’en em glemit quet eta, va Philotee gueaz, eus ho paourenrez ; rac n’en em glemomp nemet eus ar pez a zisplich deomp : ha mar displich deoc’h ho paourentez, ne douc’h mui paour hervez ar speret, er c’hontrol pinvidic ouc’h a galon. Na zeut quet d’en em affligea ma na douc’h quet sicouret diouz hoc’h izom, rac eno eo e consist an excellanç eus ar baourentez. Fallout beza paour hep receo an incomodite eus ar baourentez, a so ur re vras ambition ; rac fallout caout an enor eus ar baourentez hac ar gommodite eus ar binvidiguez eo an dra-se. N’ho pêt quet a vez o veza paour nac o c’houlen an alusen dre charite : recevit-hi gant humilite pa vezo roet deoc’h ; ha pa viot refuset anezi, acceptit ar revus-se gant douçder. Ho pezet memor alies eus ar veaich a eureu ar Verc’hes en Egipt, o touguen he Mabic quer ganti d’y, evit tec’het e raoc Herodes ; ha peguemēt a zisprijanç, a baourentez hac a zeffaut a rancas da c’houzaon. Mar bevit evelse, e viot pinvidic bras en ho paourentez.