Trede quevren - Ar seizvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 189-196)
R veuleudi, an enor hac ar c’hloar ne vezont quet roet d’an dud evit ur vertuz simpl, mæs evit ur vertuz excellant ; rac
dre ar veuleudi e fell deomp lacat ar re-all da gaout istim eus an excellanç a so er re a veulomp, dre an enor e tisquezomp penaus hon eus hon-unan istim anezo : hac ar c’hloar ne deo quen tra d’am avis nemet ur certen sclerigen a reputation pehini a sorti eus a gals a veuleudiou hac a enoriou destumet assambles, en hevelep-fæçon ma zeo an enoriou hac ar veuleudiou evel mein precius a douez pere destumet assambles e sorti ar c’hloar evel ur berlesen. Mæs evel na ell quet an humilite souffr e teuemp da sonjal e vemp excellant, pe e tleffemp beza preferet d’ar re-all, ne ell quet ivez permeti e teuemp da glasq ar veuleudi, an enor hac ar c’hloar pere a so dleet da ur vertuz excellant hepquen. Consanti a ra cousgoude d’an avertissamant eus ar Fur, pehini hon avertis da gaout sourci eus hon reputation, abalamour ar reputation vad a so un istim non pas eus vertuz excellant ebet, mæs hepquen eus a ur vertuz simpl ha commun pehini a.bermet gueneomp an humilite da anaout enomp, ha peveus a hini e permet gueneomp ive parconsecant e tesirremp ar reputation. Guir e penaus an humilite a zisprisse ar reputation, ma ne desse quet a izom ar garantez anezi ; mæs evel ma zeo hi eo unan eus ar fondamanchou pe var re ez e fontet ar societe hac an union a so etouez an dud, hac evel ma zomp non pas hepquen inutil, mæs domachus d’ar public hep ar reputation-se, abalamour d’ar goall exempl a guemer diouzomp pa na vezomp quet e reputation vad, ar garantez a c’houlen, hac an humilite a guef agreabl e teuemp da zesirout ha da gonservi preciusamant ar reputation-se.
Goudese, peguement bennâc na de quet an deliou eus ar guez da veza istimet cals anezo o-unan, evel ma servichont cousgoude cals, non pas hepquen evit orni ar guez, mæs ivez evit conservi ar frouez endra ma zint c’hoaz rener ; evelse ivez ar reputation vad, peguement bennâc na de quet cals da veza desiret anezi e-unan, ne les quet cousgoude na de profitabl bras, non pas hepquen evit orni hor buez, mæs ivez evit conservi hor vertuziou, ha principalamant ar vertuziou pere a so c’hoaz tener ha sempl. An obligation da veinteni hon reputation ha da veza an hevelep tud ma zoump istimet, a ra deomp en em gouragi gant un effort puissant ha douç d’en em renta vertuzus mui-ouz-vui. Conservomp hor vertuziou, va Philotee, abalamour ma zint agreabl da Zoue peini eo an objet bras ha souveren eus hon oll actionou. Mæs evel ar re pere a fell dezo miret frouez n’en em gontantont quet d’o c’honfita, n’o lequeont c’hoaz e podou pere a so propr d’o chonservi : dememes peguement bennâc ma ve ar garanrez divin principalamant ve a gonserve hor vertuziou, cousgoude e c’hellomp c’hoaz implija ar reputation vad evel un dra so propr ha profitabl d’o c’honservi. Ne rencomp quet cousgoude beza re ardant re briminic ha re sansibl e quever an dra-se ; rac ar re pere a so quen dilicat ha quer guiridic-se e quènver o reputation, a so hènvel ouz ar re pere a guemer medicinerez evit an disterra incommodite a erru ganto, hac o songeal an hense conservi o yec’het, eo e ruina eo a reont ; rac dre an dilicateri hac ar guiridinez-se en em rentont bigarre, mutin, insupportabl, hac e provocont ar valiç eus ar goall deodou d’o drouc-prezec. Dissimuli-ha disprisout an injuriou, an drouc-prezeguerez hac ar c’halomniou hep ober man anezo, a gustum beza cals profitaploc’h remed eguet disquez ressantimant, na contest, na vengeanç ebet evito. Pa o disprijomp ha pa na reomp man ebet anezo, e tisparissont evel ur bouil moguet en ear ; ha mar deuomp d’en em formalisa ha d’en em gourrouci ouz an injuriou hac ouz an droug a lavarer ac’hanomp, e seblantomp disquez ez oump coupabl o tont erc’hisse d’en em glasq. Ar C’hrocodilles ne noas nemet d’ar re o deveus aon razàn, nac an droug-prezeg ne noas ive nemet d’ar re en em laca e poan anezi.
Pa vezomp re aonic na gollemp hon reputation, e tisquezomp un disfizianç vras eus ar fount anezi, pehini eo ar virionez eus a ur vuez vad. Ar C’heriou pere o deveus ponchou coat a-ziouc’h rivierou bras, o deveus aon na daent gant an dour quellies reverdi a vez ; mæs ar re o deveus ponchou mean n’en em lequeont quet e poan eus ar reverdiou bras so-quen : dememes ar re a so fontet mat e doujanç Doue hac en e garantez ne gustumont ober man eus a reverdi an teodou injurius, mæs ar re en em guef sempl a zeu d’en em inquieti da bep mare. Certenamant, Philotee, an hini a fell dezàn caout reputation vad e speret an oll a zeu d’e c’holl e speret an oll ivez, hac e verit coll an enor nep piou-bennâc a fell dezàn e gaout diouz tud pere a so disenoret o-unan dre ar viçou ma zint sujet dezo.
Ar reputation ne deo nemet evel un ansain pehini a zisquez p’eleac’h e loich ar vertuz : ar vertuz eta a dle beza preferet ato e peb tra hac e peb leac’h. Ha rac-se mar lavarer ez ouc’h un hipocrit pe un hipocrites, abalamour ma zouc’h en em roet d’an devotion ; mar lavarer ez ouc’h un den laich ha digouraich, abalamour ma hoc’h eus pardonet an injur so great deoc’h, grit goab a guemense tout. Rac ouzpen na deus nemet tud sot hac impertinant a guement a ra an seurt jugeamanchou-se, pa dleffac’h coll hoc’h hano mad, ne rancac’h quet dilesel ar vertuz na distrei diouz an hent mad eus ho silvidiguez, abalamour ma zeo ret preferi ar frouez d’an d’an deliou, da lavaret eo ar mad interieur ha spirituel da bep seurt mad exterieur. Jalous e tleomp beza eus hon hano mad, ha hon pas idolatret ; hac evel na dleomp quet offansi lagat ar re vad, ne dleomp quet ive contanti lagat ar re vechant. Ar varo a so un ornamant da visaich ar goas, hac ar bleo da hini ar vaoues : mar bez tennet toutafæt ar varo eus ar c’hroinch hac ar bleo eus ar pen, difficil bras eo e c’halle biquen sevel adarre ; hoguen ma na vez nemet trouc’het hepquen, ha memes raset, e cresco souden goudese hac e teui so-quen da veza crehoc’h ha stancoc’h. Evelse ive, peguement bennâc ma ve ar reputation trouc’het ha memes toutafæt raset gant teod an drouc-prezeguerien, pehini, eme Zavid, a so evel ur rasouer lem, ne ranquer quet en em inquieti a guemense, rac souden e savo hac e cresco adarre da veza non pas hepmuiquen quer caer ha ma zoa, mæs da veza c’hoaz creoc’h ha cerzzoc’h eguet diaguent. Hoguen mar deu hor viçou, hon lachete hac hor goall vuez da lamet toutafæt hon reputation digueneomp, e vezo dies bras e saffe biquen mui, abalamour ma ze diframet ar c’hrizien anezi ; rac ar c’hrizien eus ar reputation vad eo ar vuez vad ive, pehini endra bad gueneomp a ell produi ato a nevez an enor a so dleet dezi. Ret e quitât an antretien vean-se, ar pratiq inutil-se, ar garantez friol-se, an hentis sot-se, mar de noasus an dra-se d’ar reputation ; rac ar reputation a dal mui eguet peb seurt contantamanchou vean. Hoguen mar deo evit en em exerci er vertuz, evit en em avanç en devotion hac evit querzet etrese ar mad eternel eo e teuer da vurmuri, da c’hrouignal ha da zroug-coms en hon enep, lesomp ar chaç da harzal ouz al loar ; rac mar guellont excita ur goall istim bennâc a enep hon reputation, ha trouc’ha pe rasa erc’hisse ar bleo hac ar varo eus hon hano mad, souden e savo adarre, hac ar rasouer eus an droug prezec a servicho evit hon enor, evel ma servich ar sarp evit ar vinien, pehini a laca da rei abondanç a ræsin oc’h e zailla.
Hor bezet ato hon daoulagat var Jesus-Christ crucifiet : querzomp en e servich gant fizianç ha gant simplicite, mæs gant furnez ha gant discretion. Èn vezo ar protecteur eus hon reputation ; ha mar permet e ve lamet digueneomp, ne vezo nemet evit renra deomp un all guell, p’evit ober deomp profita en humilite santel peveus a hini un onç hepquen a dal mui eguet mil livr eus a enor. Mar bezemp blamet en injust, opposomp gant peoc’h ar virionez d’ar pez a lavarer ac’hanomp e faus. Mar perseverer d’hor c’halomnia, perseveromp d’en em humilia, o lacat evelse hon reputation gant hon ene etre daouarn Doue : ne ouffemp quet e assuri guell. Servichomp Doue gant ar reputation fall couls ha gant an hini vad, evel a rea Sant Paul ; evit ma c’hallimp lavaret gant David : o va Doue, abalamour deoc’h eo em eus souffret an dismeganç hac ez e bet goloet va bisaich gant ar vez. Excepti a ràn coulgoude certen crimou quer grevus ha quen iffam, na dle nicun souffr beza blamet ha calomniet anezo, pa ell en em justifia diouto legitimamant. Excepti a ràn ive certen personachou diouz reputation pere e tepand silvidiguez cals ; rac er c’hasiou-se eo ret pourchu pæsiblamant ar reparation a enor eus an injur recevet, hervez an avis eus an Deologianet.