Tried pennad — VI

R. Prud’homme, 1903  (p. 100-102)


VI


Bered Ramleh. — Traouien an Ouad-Sari.


Tremenet ganimp kær Lydda, e kavomp unan vrasoc’h : Ramleh. Rei a rer amzer d’imp (5 munut) da vont da welet he bered a zo ’stok d’ar gar hag a zo enni mein-be evel ’n hon re-ni, nemet war an daou benn e zo, ’n o zav, daou venik moan. Digas a ra ar re-man sonj an nefoa an den maro daou æl, eun æl mad hag eun æl fall ; an dra-ze e tle eur Muzulman mad hen kredi.

Goude Ramleh n’eo ket ken kompez ar vro ha ma oa arauk. War zav ec’h a muioc’h an hent ; tosenno a welomp en daou du d’imp, pell-pell.

En hon c’hichen, war hon dorn kle, eo troc’het ar blenen gant gwele goullou eur *froud. Da vare ar glaveier, e ve karget a zour, mes, pell ’zo, eo dizec’het. Ar vein a ruilhe a zo berniet digompez du-man ha du-hont, hag, en o zouez, e vout louzo ha yeotenno treut treut a ve peuret gant ar *chatal.

Deñved du ha zaout a welomp a vagado braz, ha seblantout a reont kaout da beuri o goalc’h ; koulskoude, da wir, na dle ket bean dru ar boed na hir ar jech evite. Na vefomp ket souezet, pa vo roet d’imp deuz o c’hik da zibri, mar ve sec’h, lerek ha diæz da chakat.

Da c’hortoz tanva kik ar vro-mam, e tebromp war-dro deg heur hon hadlein : eur c’hropad rezin, eur begad bara ha, ’vit hen sikour da zisken, eur bannac’h gwin. Daou pe dri euz ar belerined yaouank a dremen en hon zouez evit hon serviji : æzet eo d’ê mont euz an eil bagon d’eben, rag bean ’zo eur pont etreze.

Breman, pan eo hadnerzet hon c’halon, e kanomp gant levenez an Ave Maris Stella.

’Benn eo achu, e seblant hon zren bean æt chouk en eun toull don. E bep tu d’imp, eun dosen a zav a-bik betek pevar pe bemp kant metr : an hent-houarn nan eo nemet eun troc’h græt ’barz koste unan anê. En traou, dindanomp, e teu o zreid da stokan ouz gwele goullou an Ouad-Sary, a hedomp ’boue plenen Saron.

Breman n’euz ket ennan eul lommik dour, mes tremenet ’neuz drezan *livadenno spontuz o deuz helpennet ar vein an eil war egile. Treo-all n’o devoa ket da helpenn, o vean n’euz aman na ti na gween. Mein, avad, a zo e-leiz ; na wel an nen nemete, mein ouz troad pep tosen, mein en he c’hrab, mein war he c’hriben. Kaout a rey c’hoaz an Ouad-Sary peadra da ruilhal epad kalz a vlavejo.

Fe, beteg-hen an euz bet labouret aoalc’h : heñ an euz bet kleuzet an draouien striz-man. Hag, en e gonnar, n’an euz ket gouveet digori, en e rauk, eun hent eün : ’vit heman bepred, a zo ennan meur a gildroen.

Marvad ive, n’an euz ket bet da dibab : pa gave ar roc’h kalet dirakan, e troe diwarnan hag o klaske eul læc’h goakoc’h evit tremen. Deut eo a-benn da doullan an dosen hag eul loden euz ar blenen. Mez n’an euz ket gallet kleuzan e wele betek ar mor. Goude bean bet trec’h war ar vein ar c’haletan, eo bet trec’het, heñ e-unan, gant an træz a ra eur gouriz ledan d’ar mor, tost da Jaffa. Eno eo bet lonket bep pla bete breman, hag eno e talc’ho da vean lonket. En em zilan ’ra neuze a-dreuz d’an træz, kement ha ken bihan ma teu da gouean er mor Kreizdouarek.


————