Trizekved pennad — VI

R. Prud’homme, 1903  (p. 348-351)



VI


Gouel ar Zakramant war al lestr.


Gouel ar Zakramant a reomp hirie. Aboue ar beure eo krog ar *verdidi da gempen penn a-rauk ar vatimant. Ouz troad al leurik uhel a ve ar c’hommandant warni o c’hedal, e reont eun auter-tron hag eur groaz a lakont a-uz d’ei. ’Vit golo leur a-rauk a-bez hag ober ganti eur chapel, e stignont eur ouel hir ha ledan. Ha ’vit ma vo kaeroc’h an tu dindan anei, e stagont eno an drapo a dri liou, gant skeuden ar Galon-Zakr en e greiz. Drapoio bihan, avad, drapoio a bep sort liou, herve ar broio e vent douget enne, e wel an nen o finval dre-holl, dindan c’houezen an avel. Glazur ive a zo bet kavet, da lakât en podo war an auter, ha war hent ar prosision,

Pinvikoc’h auterio ’vit homan am euz gwelet : koantoc’h, avad, n’am euz ket.

Da daer heur e teu da gæ d’ei ar prosision. C’hwel aman penauz eo urzet : da gentan ar groaz, ha goude al laiked hag ar veleien, eur c’holoen gant pep-hini. An Au. ’n Eskop Toulotte, dindan an dæ, a doug ar Zakramant, An dæ, heñ, a zo douget gant pevar laik, euz ar re a uhelan doare, ’vel an Au. Kont d’Aquin, hag an Au. Arnaud de Pontak, kelenner en skol-veur Bourdel.

Warlerc’h an dæ e kerz an Tad Bailly, hag ofiserien ar *bourz. Diou wech a rer tro al leur. Pa bozer dirak an auter-tron, e kaver eno eiz martolod dindan an armo, hag eun all o kommandi d’ê eur c’hleve gantan en e zorn.

Pan eo bet laket ar Zakramant war an auter, e sav an Tad Bailly e vouez hag a lavar d’imp eun toullad komzo tanet, komzo a zante ’nen o virvi enne eur garante dær ’vit hon Zalver.

« Servijet, emean, Jezus-Krist, evel e servij ar zoudard e Vamm-vro. Ha n’ankouait ket ec’h oc’h eun dibab-tud ; d’ac’h eo da domman en e geñver ar c’halono klouar, d’ac’h da hentchan ha da harpan ar gristenien all er brezel a reomp da Zatan.

Evel soudardet Jedeon, n’oc’h nemet tri c’hant. Ha koulskoude, ’velte ive, e c’hallet kaout an trec’h !

Int, pa zigouejont a-greiz an noz el læc’h ma oa kousket ennan o enebourien, a dorraz ar podo pri a oa kuzet enne o goloio, ’n eur ober eun drouz spontuz : hag int neuze da skei a gle hag a zeo gant o c’hleve goadek. Arabad eo d’imp ive miret hon fe en hon c’hreiz : fellout a ra d’imp, dre hon c’homzo hag hon skouer vad, he lakât da skedan dirak daoulagad an holl.

Bezomp hanval ive ouz ar zoudardet a galon a goueaz, an de a-genver hirie, duont, tost da Rom, war dachen vrezel Kastelfidardo, ’n ’eun difenn hon Tad santel ar Pap : ma vo pep-hini ac’hanomp eun difenner kalonek ’vit hon Mamm zantel an Iliz. »

Kregi a ra komzo ar prezeger en hon c’halon. Yennan ’ra ’nê c’hoaz donoc’h enni, pa lenn, goude ar brezegen, eun nebeut girio evit goestlan ar galon-ze da hini Jezuz.

Bennoz ar Zakramant a deu da beurober en hon c’hreiz ’pez he deuz græt gras an Au. Doue, epad ma kren holl elvo hon c’horf, sebezet gant trouz eun tenn-kanol.

Kement-se a ra vad d’ar galon, n’am euz ket ezom d’hen laret. E-tuont da ze, an amzer a deu breman da freskaat ; hag evel-se e viromp hon laouenidigez bete noz.

Goude koan e welomp, en skeudenno sklerljennet, ’pez a gær a zo da welet war mene Sant-Mikæl Normandi.


————