Trizekved pennad — VII

R. Prud’homme, 1903  (p. 351-353)



VII


Eun taul skoa d’eur mousik. — Monte-Kristo. — Elba.


D’ar yaou, an 19ed a Wengolo. — Eul loden euz ma beurevez a lakan da zivis gant an autro Deploiges, eur belek euz a Vro-Velg, gant Au. person Sant-Briak, a anve rez kær Sant-Malo, ha gant pelerined Breiz. Daoust petra a gredet, lennerien ger, hon deuz da laret an eil d’egile ? Bean hon deuz d’en em glevet ’vit dastum peadra da bæan daou vlavez skol-vor, en Sant-Malo, d’unan euz moused ar *bourz, d’Edouard Lemonnier.

Eur c’hrennard a bevarzek vla, kollet gantan, tri bla ’zo, e dad : heman a oa kabiten war lestr an Itron-Varia-Zilvidigez. Digoueout a reaz d’ean, ’vit-se, bean taulet er mor gant eun tarz avel, ha beuet dioustu. Ar c’hommandant Pillart, a blije d’ean meurbed an tad, an euz kemeret ar mab evit mousik. Mes o vean ma kav an euz ar pautrik spered kaer ha komportamant vad, e karfe gwelet ’nean o studian ’vit tapout da vean kabiten ’vel e dad, E-unan ’vit-se, n’hell ket kemer ar frejo war e gont : setu perak, ’vit bean sikouret, an euz komzet euz se d’ar Velged. Unan euz ar re-man, an Au. Deploiges, a zo deut d’am c’hâd ha me, d’em zro, am euz klasket tuan ma c’henvroiz a du gant ar c’hrennard. Ar gwellan digemer o deuz græt d’in : ’benn 9 h. hon deuz dastumet etrezomp 100 lur, a roomp dioustu d’ar c’hommandant.

N’am euz ket ezom da laret pegement en em ziskoe heman trugarezus en hon c’henver. Gelvel a ra ive ar mousik, evit ma vo anaveet ganimp ; stum vad an euz : mar be bolante Doue, e rei eun de enor d’ar re an efo sikouret ’nean da gemer e lans.

Da 1 h, e lezomp war hon dorn mad enezennik Monte-Kristo : eur pikol pez roc’hel, na welomp da gentan warnan na ti na gween. Setu aman koulskoude, kuzet en eur pleg-mor, tri pe bevar di euz ar c’hoantan ; neve flamm int, bet savet ’vit roue an Itali, a deuio da dremen enne bep pla eun toullad deio hanv.

Da 1 h. 1/2, en eur gauzeaden, e larer d’imp penauz klask ha kaout pelerined ’vit an Douar Santel, ha penauz en em gemer evit disken euz al lestr pan errufomp arc’hoaz en Marseilh.

’Benn eur pennad goude e welomp tost d’imp, war hon dorn kle, enezen Pianoza. He zour-tan eo bravan hini am euz gweled ; taer dourel a zo enni, lans kroec’h gant an hini kreiz, Glazur ha tier hir-hir a zo ’hed an aud. Birviken na larfe ’nen e vije an tier-ze galeo an Itali : ha ze n’eo koulskoude nemet ar wirione.

A-dal da Bianoza, eun enezen all vrasoc’h a ziskoe d’imp he c’hoste kuz-heol, ’vel eur voger noaz a goue a-blomm er mor. An tu all anei, ’vit-se, an tu a zell ’trezek an Itali, a zo muioc’h *hegarad da welet, o vean ma toug douar labour, koajo ha kærio.

Ha laret penauz eo ar roc’hel-ze, warnan eur gwiskadik douar, a zo bet roet ’vit rouantelez da Napoleon Ian gant ar rouane o defoa diskaret anean diwar e dron ! Ya, enez Elba eo an hini a zo aze dirak hon daoulagad.

Da 5 heur, kent disken da zibri, e taulomp ple, war hon dorn kle, d’eun enezen all bihan bihan : Caprera eo he hano, ha brudet eo ’balamour da C’haribaldi a oa o chom enni, hag a varvaz enni er blavez 1882.


————