Un drede seurt actou quent ar gommunion

L. Prud'homme, 1849  (p. 148-151)


CANTIC VAR AN ACTOU,

En ur fæçon communoc’h, abars ar gommunion. Var an ton ordinal, pe var an ton gallec : J’assujétis mon jugement.

Actou a feiz.

ME a gred ferm hep douetanç ebet
Ez an da receo en effet
Corf, goad hac ene va Salver,
Er sacramant eus an auter.
Me gred e recevin ive
Assambles he zivinite
Evel ur boet spirituel
Evit ar vuez eternel.

Me a gred ar virionez-ma,
Rac ma’z eo desquet deomp gantâ
Dre’r voyen eus an ebestel
Hac an Ilis hor mam santtl.

 

Rac-se, va Salver benniguet
Dindan ar speçou-se cuset,
Me hoc’h ador hac hoc’h ene
Evit va c’haouer, va Doue.

Act a adoration.

C’hoant am eus da sacramaanti
Evit ma teuin d’ho contanti
O renta gant humilite
Ar c’hloar so dleet d’ho majeste.

Actou a intention vad.

Ma ho trugarecain, va Autrou,
Eveus hoc’h oll mad-oberou,
Ha m’em bezo memor bepre[t]
Eus ho p[a]ssion [1] griz meurbet.

1.Evit enori Doue.

2. Evit he drugarecat.

Me ia d’ho receo, va Jesus
Evit dre ho coad precius,
Ma vezo va ene goalc’het
Diouz neb lousdoni a bec’het.

3. Evit effaci hor pec’hejou.

Evit obteni ho craçou
Da vez[a] [2] trec’h d’am oll viçou,
Ha da feaza gant feiz barfet
Ar c’hic, ar bed, an drouc speret ;
Evit ma vezin patiant
En peb seurt inconvenïant ;
Ma sentin ouz ho volontez
Bete’r maro gant garantez [sic].

4 Evit obteni ar graçou, ispicial ar c’hraç da veza patiant ha da garet Doue o senti outâ betec ar maro.

C’hoaz e ran va c’hommunion
En delivranç d’anaon ;
Ouzpen evit quement hini
Ma’z oun oblijet da bidi.

5. Evit an anaon vad hac evit quement ma dleomp pidi evito. </poem>

Hoguen allas ! piou ez oun-me
Da dostaat ouzoc’h va Doue ?
Ar sænt memes gant reveranç
[A] [3] gren bepret en ho presanç.
Petra rin-me’ta, siouaz d’in,

Act a humilite hac a zoujanç.

 

Pa’z oun d’ho receo quen indin!
Allas ! ne veritan netra
Nemet an tourmanchou brassa.

Act a obeissanç hac a esperanç.

Mæs pa fell deoc’h, Salver ar bed,
Ez an d’ho receo gant respet ;
Enoc’h ema va oll fizianç,
Me a esper hoc’h assistanç.

Act a gontrition.

En creis va c’halon me am eus
Ur glac’har, un hirvout, ur c’heuz
D’ho peza, siouaz ! offancet
Va Doue, quer mad em andret.

Act evit pardoni d’ar re-all.

Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonnit d’in va offfançou :
Pardoni a ran en effet
Ar re ho deus ma offancet.

Act a bropos ferm.

Desir am eus en guirionez
Da lacât urz vad em buez ;
Hac e proposan da dec’het
Pell gant ho craç diouz ar pec’het.

Act a garantez en andret Jesus.

Brema e teuan da gassaat oll
Quement so caus d’in d’en em goll :
Pell diouzin-me, traou terrien,
Jesus a garan, netra quen.

Act a zesir da sacramanti.

O pebes sec’het am eus-me
D’ho caout-hu, feunteun a vue !
N’en deus ar c’haro c’hoant quer bras
Da redec d’ar feuteuniou glas.

Peden d’an Tad eternel.

O Tad eternel, va c’hrouer,
Digacit prest d’in ho Map quer,
Evit ma plijin deoc’h dreizan,
O veza unisset gantan.

Peden d’ar Verc’hes.

Goerc’hes Vari, mam da Jesus,
Roït d’in ho map trusarezus ;
Ma sicourit, mam a druez,
Da vont d’ar guir dour a vuez.

O va Æl mad, me ho supli,
P’hoc’h eus ac’hanon ar sourci,
Cacit diouzin an ærouant,
Na zroublo quet va santimant.

Peden d’an Æl-mad.

O sant (N.) va faëron quer,
Ar merc’het a lavaro evellen.
Santes (N.) va maërones quer,
Pedit evidon va Salver,
Ma illin d’am silvidiguez
Dibri ar froezen a vuez.

Peden d’hor paëron pe d’hor maërones eûrus, oc’h he henvel en plaç an (N) mâ.

Me ho ped sænt ha sænteset,
Ha c’boui oll, Ælez benniguet,
Offrit da Zoue ho santelez
Da fournissa d’am paourentez.
Amen.

Peden d’an oll sænt ha d’an oll Ælez.


  1. Moullet : pes-.
  2. Moullet : -zo.
  3. Moullet : ar.