CANTIC VAR AN ACTOU,
En ur fæçon-all devot abars ar gommunion.
Var an ear gallec : Dieu au saint Sacrement repose.
Act a feiz.
|
ER sacramant ema va Doue,
Da veza magadur d’am ene :
Hennez eo va estonamant !
Ia, Jesus a so en hosti,
Den ha Doue guir, Vap da Vari ;
He gridi a ran fermamant.
|
Act a adoration.
|
Me hoc’h ador eta, va Salver,
Er sacramant eveus an auter,
O chom eno gueneomp bepret ;
Meulet ra viot, o va Jesus,
Pehini so quen trugarezus
Er myster-ma en hon andret.
|
Act a admiration.
|
Beza custod ha ciboar un Doue
Piou her c’hredse biquen couscoude !
O tra estrainj hac admirabl !
Mæs un dra eo hac a so guirion,
E teu brema da zisquen enon
Ur vajeste quen adorabl.
|
Act a humilite.
|
Penaus, o majeste souveren !
E fel dec’h-hu dont en ul laguen,
Ha loja en un tam douar ?
Allas! me ned’oun nemet pec’het,
Ur preon dister, ur c’hic corrompet
Hac ur c’haïn a so leun a flear.
|
Act a esperanç.
|
Couscoude me am eus esperanç
|
Da receo brema en abondanç
Ho coad sacr evidon squillet,
Ha da gaout un deiz ar rejouissanç
En ho parados eus ho presanç,
Oc’h ho receo evel m’ê dleet.
|
|
Me ia d’ho receo’ta, va Salver,
Pa gourc’hemennit d’in he ober
En memor eus ho passion ,
Evit silvidiguez va ene,
Ma vezin chenjet enoc’h ive
Dre voyen ar gommunion.
|
Actou a intantion vad.
|
Mont a fell d’in da sacramanti,
Va Jesus, evit ho contanti,
O renta gant humilite
Ur c’hloar hac un enor a brassa,
Dre ur voyen an excellanta
So possubl d’in d’ho majeste.
|
Evid renta da Zoue an enor ar brassa.
|
Evit eus hoc’h oll madoberou
Ma ho trugarecaïn, va Autrou,
Dre ho sacramant gracius ;
Ha ma vezo va ene goalc’het
Diouz al lousdoni eus va fec’het
Dre voyen ho coad precius.
|
Evit trugarecat Doue hac evit effaci hor pec’hejou.
|
Hac evit obteni ho craçou,
Da resista ouz an oll viçou
Hac ouz peb seurt tentation,
Ha da drec’hi gant ur feiz parfet
Ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret,
Ha pep goall inclination.
|
Evit obteni graçou Doue enep an oll viçou.
|
D’ar fin e ran va c’hommunion
Evit dilivranç d’an anaon
So arretet er purcator,
Hac ouzpen evit quement hini
Ma’z oun oblijetoc’h da bidi,
Diouz ma fel deoc’h, va Redamtor.
|
Evit an anaon vad hac evit quement ma hon eus obligation da bidi evit ho.
|
Ur regret bras am eus em c’halon
D’ho peza offancet en nep fæçon,
Va Doue dîn da veza caret ;
|
Act a gontrition.
|
|
Pardon va, Jesus, me ho supli,
Pa na fell d’in mui hoc’h offansi,
Bezit favorabl em andret.
|
Act a garantez.
|
Me garre ve va c’halon teuzet
Gant ar garantez en hoc’h andret,
P’en em roït d’in er sacramant ;
Ouzoc’h epquen en em unissin,
Hac evidoc’h en em abstenin
Diouz peb seurt goal attachamant.
|
Peden d’ar Verc’hes ha d’an oll Sænt.
|
Guerc’hes Vari, va Æl protectour,
Oll sænt hac ælez, deut d’am sicour
D’he receo gant devotion ;
Disposit va ene pec’heres ,
A so quel leun a sempladurez
En deffot ar gommunion.
|
Act a zesir ardant.
|
Deut, va Jesus, va mad souveren,
Deut eta prest enon d’am souten,
D’am soulaji em paourentez ;
Un desir bras am eus, va Doue,
D’ho receo en gouelet va ene,
Ma cresguin en ho carantez. Am.
|