Unekved pennad — V

R. Prud’homme, 1903  (p. 309-312)



V


Klanvourien Jeruzalem : Klanvdi Sant-Louiz.


Stagomp breman, mar keret, gant an daou rum all a dud ezomek : an emzivaded hag ar glanvourien.

Meur a di, tier savet ha dalc’het gant kristenien euz an Europ, a zigemer ar vugale o deuz kollet tad ha mamm, pe a zo bet dilezet gante. Gwelet hon deuz war hon hent ti C’hoarezed Sant-Visant a Baul, hag an daou di an euz aman Urz an Itron Varia Sion ; unan, hini an Ecce homo, ’vit ar merc’hedigo, hag egile, hini Sant-Per, ’vit ar bautredigo.

Ar glanvourien a zo unan bennak anê en klanvdi kær, læc’h ma ya bemde taer leanez a Garante ’vit ober en dro d’ê.

Dek gwech muioc’h avad a gaver en klanvdier Europeiz. Na gomzin nemet euz hini Frans, a zo bet adsavet a neve-flamm, ugent vla ’zo bennak, gant an Au. kont a Biellat, hag a zo dalc’het gant leanezed Sant-Josef. An hano a Zant-Louiz a doug : heñ eo a zo kichen ha kichen gant hon hostaliri hag eno ec’h a ar belerined da gâd « C’hoar Tro-heol » ha d’evan he zizan.

Tri rum klanvourien o deuz al leanezed war o c’hont.

Da gentan ar re ’zo gweleet en o zi : ar blavez 1901 e zo tremened 1190 anê etre o daouarn.

Er memez blavez o deuz digemeret en o zal-da-louzaoui 52360 a dud gouliet pe hanter-glanv. Ha n’o deuz kemeret mann e-bed ’vit pleal gante.

An dried rum eo hini ar glanvourien a-ziavæz : diou pe daer gwech ar zun ec’h a leanezed d’o gwelet en o zier ha d’o louzaoui, ha bep gwech o deuz da zispign en o zro eun 20 lur bennag.

Eur mevel ive a heuilh anê, ’leiz eur baner gantan a louzo, hag a dreo a bep seurt,… beteg a c’hoarigello.

Evel-se e c’honeer a dammigo holl dud an tiegez, braz ha bihan, hag e tistroer ’nê ’trezek ar gwir Doue, hag ar gwir relijion. ’Pez a ra dreist-holl al leanezed, eo badei ar vugale vihan a gavont kalz anê en pred ar maro : dre aman ’ver ken diaket en o c’heñver ha ken louz, ken e varvont evel kelien.

En o c’hlanvdi e teu a-benn leanezed Sant-Jozef da gristeni kazi an holl dud vraz a reont an dro d’ê : daou hepken o deuz c’houitet warne.

Ha pebez dudi eo a-wejo evite klevet o komz o c’hristenien neve !

Eun de, eun dervich, da laret eo eun den santel herve Muzulmiz, neve bet en La Mecque oc’h ober e belerinaj da ve Mahomet, a deuaz d’ar c’hlanvdi, hag hen goall glanv. « C’hoant ’meuz, emean, da vervel kristen. » An dekved a viz mæ e pleger d’e c’hoant hag e vadeer ’nean. Kerkent e lavaraz. « Setu me breman evuruz. Koulskoude e kavin hir an amzer o c’hortoz ma maro. Na zigoueo ket ’c’han d’an de ma varvaz ennan Sitti Mariam (an Itron Varia) : an de-se, avad, e teuio hi d’am c’herc’hat : hi he-unan he deuz hen lavared d’in. » Ar bevarzek a viz est e teu eur belek d’e gâd. Mar keret, ’mean, e kovesafet hirie, ’vit kommunian arc’hoaz. » — « C’hw’ istim hag-eñ, emean, e c’heller poanian an Au. Doue, goude bean bet goalc’het gant dour ar vadeiant ? » Mervel a reaz, an de warlerc’h, da zerr-noz. N’eo ket ’n e wele, avad : ’n e c’hourve e oa war an douar, dindanan eur gwiad plouz : laret ’nefoa krenn na chomje ket ’n e wele da c’hortoz e Itron.

N’euz ket pell, eur zoudard koz euz an Aljeri ac’h erruaz da c’houlen digemer : debret oa ’n e diabarz gant eur c’hrign-beo. « Brezeliet am euz ’vit Frans, emean, ar blavez 1870. ’C’hanta ! Doue a zic’haou anon ’n eur rei d’in ar c’hraz da vervel en ti Fransizien. » Mervel a ra ’n eur *ginnigan e vue da Zoue ’vit Frans hag he misionerien.

Meur a dra all ken kaer hag ar re-man a gonter d’in gant leanezed Sant-Josef ! re ’amzer, ’vit-se, ac’h afe ganin d’o skrivan, ha gant ma lennerien d’o lenn.

Petra bennak e kavont am euz astennet traoalc’h ha re zoken ’pez am oa da laret war an doare da zikour an dud ezomek en Jeruzalem. Breman, ’vel kent, ec’h on echu gant ze, nemet ec’h adkasin ar zonj d’ê euz eur rum klanvourien am euz komzet e læc’h all deuz o doare truezuz : ar gakoused. Ar re-man a zo zikouret gant leanezed ar Garante, ac’h a da welet ’nê, bep sun, en o c’hakousiri Siloe.

’Vel ma weler panevert Europeiz, e vije lezet a goste er vro-man kalz a dud klanv ha kalz a dud paour. Ar Fransizien dreist-holl, menec’h ha leanezed, a ro d’ê o foan hep marc’hata, dre garante ’vite ha ’vit an Au. Doue. Laromp ive, ’vit displegan ar wirione penn-da-benn : « dre garante ’vit Frans. » O madelez dreist-muzul a dalve d’hon bro bean binniget aman ’vel ar gwellan euz ar broio. He c’hreñvan harp ec’h int, ha mar deufent, ’n despet d’ê, da bellaat euz ar Siri, a renkfe hi ive, ya, renkout a rafe Frans ober he fak ha mont endro.

Mad e vije d’ar Fransizien n’ankouaat ket ze, ha rei dalc’h-mad skoazel d’ar relijiused a labour eviti er broio pell.

Ar Vretoned da vihanan am ije c’hoant da welet a-du gante. Setu perak ec’h on chomet eur pennad, ar beure-man, da verkan war baper, ’vit hen displegan divezatoc’h en brezonek, eun draik bennag diwarbenn an obero a garante a ra en Jeruzalem hon leaned hag hon leanezed. Ha na reont eno nemet ’pez a reont e-læc’h-all.


————