Unekved pennad — VI

R. Prud’homme, 1903  (p. 313-316)



VI


Aïn-Karim (Sant-Yan-ar-Mene). — Ar Werc’hez e ti he c’hinitervez Elizabet


Pan eo debret meren, ha torret an domder, ec’h an en goetur gant an Autrone Lamour, Gevel ha Neumager d’ober eun dro bete St-Yan-ar-Mene, Aïn-Karim a ra tud ar vro euz ar gærik-man.

’Vit mont di e treuzomp da gentan eur c’harter neve euz a Jeruzalem, bet savet diavæz ar mogerio, hag ec’h a gantan tri-c’hart leo d’an nebeutan. Heuilh a reomp goude, eur pennadik, hent Jaffa, ha neuze e tistroomp ’trezek ar c’huz-heol. O tristan bro ! mein a bep tu, mein a-dost ha mein a-bell, d’ê eul liou hanter wenn hag eun doare spoueek vel da vein kailhas meneio Kerne. Ha na weler ket eur yeoten en o mesk.

Köulskoude ’benn eun hanter-heur, pan eo krog an hent braz da zisken, e kavomp tammigo glazur. Bep ma tiskennomp ec’h a an treo war c’hlasaat. Setu zoken *gwinienno ha liorzo ledet an eil ’uz d’eben, war grab ar runio, hag ouz o zreid, en eun draouien goant ha seder, kærik Sant-Yan. Bean ’zo enni 1200 a dud, muzulmaded kazi holl.

Ar gatoliked, goude n’emaint ket aman ouspenn eur c’hant, o deuz memez tra diou iliz ; hini Ginidigez Zant-Yan-Vadezour, ha hini Gweladen ar Werc’hez gloriuz Vari.

Aman ’ta e chome Zakari hag Elizabet, tad ha mamm sant Yan, a dalveaz da bautr-a-rauk d’hon Zalver. C’houæc’h miz en e rauk, e teuaz war an douar.

Eur burzud, avad, hen roaz d’e dud. Erru ’oant o daou war an noad, pa deuaz eun æl, en templ Jeruzalem, da zisklerian da Zachari an ije eur mab. « Ho krwek, emean, a c’hano d’ac’h eur mab, hag a rofet d’ean an hano a Yan, Stad vraz a vo ennoc’h, hag eur bern tud a gemero lod en ho levenez. Rak ho mab a vo braz dirak Doue !… ’Rauk genel zoken e vo santelaet gant ar Spered-Santel. Ober a rei da galz a Judevien distrei war du Doue o Autro. Heñ eo a gerzo ’n e rauk evit *danzen d’ean tud *goest d’hen silaou ha d’hen heuilh.

— « Eur mab ? eme Zachari : d’an noad hon deuz ? Ha penauz e oarin ze ? — Me, ’me an æl, eo Gabriel, unan euz *kannaded Doue : penegwir na teuz ket kredet anon, e vi mud diwar hirie : ha mud e chomi ken e vo ganet da vap. »

Da c’houæc’h miz goude ec’h erru ’n e di eur ginitervez d’e bried, deut d’he zaludi ha d’ober d’ei he gourc’hemenno : goud a ouie he doa konsevet Elizabet eur bugel. Hag euz a-bell e teue : euz a Nazaret, græt ganti ouspenn ugent leo. Daoust eta piou eo homan ? N’eo ket diæz hen gout : ar Werc’hez Vari hi he-unan.

Neve gonzevet en e c’hreiz Mab Doue, ha deut da c’hout dre an Æl Gabriel ec’h æ Elizabet da vean mamm, e fellaz d’ei dioustu mont d’he gwelet, daoust an hent da vean hir ha diæz.

Kenkent ha m’he deuz laket he zroad en ti Elizabet ha saludet anei, e sant homan he bugel o tridal en he c’hreiz. Kenkent ive eo sklerijenned he spered gant ar Speret Santel hag a lavar da Vari, ’n eur zevel he mouez : « Binniget oc’h dreist an holl groage, ha binniget eo ar freuz dimeuz o korf. »

Mari, d’he zro, a zav he mouez hag a lavar ar c’homzo kaer dispar a zo ’barz ar c’hantik « Magnificat. » Plegan ’ra da c’hourc’hemenno meuluz he c’hinitervez : « Ya, emei, binniget on, ha meulet e vin gant an holl da virviken. » Mes n’he deuz ket muioc’h a ze a istim eviti he-unan : kaout a ra d’ei ec’h eo an izelan euz ar grouadurien. «’Pez an euz talveed d’in, emei, bean sellet gant an Au. Doue, eo ma izelder. »

Goude bean tremenet tri miz en Ain-Karim e tistroaz da Nazaret.


————