L. Prud’homme, 1846  (p. 320-328)



VAR AN AVE MARIA.
————

Perac e leverer an Ave, Maria goude ar Bater ? Ped loden-so en Ave, Maria ? Petra sinifi ar c’homzou a bere eo composet ?

I. Varlerc’h ar Bater e leveromp neuse-souden an Ave, Maria, evit disquez penos, goude Doue, e tleomp , dreist an oll zænt hac an oll ælez, enori ar Verc’hes Vari ha caout recours d’he frotection. An enor quenta pehini-so un enor souveren, un homach a adoration, cultus latriæ a so dleet da Zoue hepquen ; an eil enor pehiui-so un enor a respet, huelloc’h eguet an enor a rentomp d’ar zænt ha d’an ælez, cultus hyperduliæ, a zo dleet d’ar Verc’hes sacr, o veza ma’z-eo mam da Zoue, pa’z-eo mam da Jesus-Christ, guir Doue ha guir den, hac o veza ma’z-eo ar burra hac ar barfetta eus an oll dud crouet : an drede enor pehini-so simplamant un enor a respet, cultus duliæ, a so dleet d’ar zænt ha d’an ælez, o veza ma zint mignonet da Zoue ha deomp hon-unan, ha ma c’hintercedont evidomp ebars en êe. Lavaret a reomp c’hoas an Ave, Maria varlerc’h ar Bater, evit disquez e fell deomp en em recommandi da Jesus dre e vam, evel ma zomp en em recommandet da Zoue dre hor Zalver Jesus : per Mariam itur ad Jesum, sicut per Jesum ad Deum [1]. Goude ar Bater e leveromp ive an Ave, Maria, evit disquez penos n’hon deus alvocades na nicun da intercedi evidomp dirac Doue, quer galloudus ha ma’z-eo ar Verc’hes Vari ; hac evel-se, goude beza lavaret ar beden en deus desquet deomp hor Zalver, e troomp neuse-souden ous e vam sacr, evit gallout, gant he sicour, obteni ar pez hon deus goulennet er Bater ; evel er bed-ma, pa hon deus præsantet ur requet da ur prinç, e teuomp d’en em recommandi d’an nep a ouzomp erfad a zo guella deut dezan, evit ma vezo surroc’h-aze accordet deomp ar pez a c’houlennomp.

II. Teir loden-so en Ave, Maria : ul loden a veuleudi, ul loden a action a c’hraç hac ul loden a c’houlen… Al loden guenta a so composet eus a gomzou an arc’hel Gabriel d’ar Verc’hes Vari, pa deuas d’he saludi evit heza mam da Zoue: me ho salud, leun a c’hraç ; an Autrou Doue so gueneoc’h ; benniguet oc’h dreist an oll groaguez [2]… An eil loden a so composet eus ar c’homzou a adressas santes Elisabeth d’ar Verc’hes sacr, pa deuas d’he bizita : ha benniguet ar frouez eus ho corf santel [3]… An deirvet loden a zo composet eus ar c’homzou-ma pere so ajoutet gant hor mam santel an Ilis : santes Mari, mam da Zoue, pedit evidomp pec’herien, brema hac en heur eus hor maro.

III. Cetu ama petra sinifi pep-unan eus ar c’homzou a bere eo composet an Ave, Maria. El loden guenta pehini-so ul loden a veuleudi, an archel a lavar d’ar Verc’hes sacr : me ho salud, leun a c’hraç ; pebes enor, evit ur grouadurez, guelet ur messager eus an êe o tont eus a berz Doue d’he saludi gant ur respet ar brassa, ha da ziscleria dezi ez-eo leun a c’hraç, ornet a bep seurt vertuziou, agreabl d’he c’hrouer, hac exant eus an disterra imperfecfion ! Tota pulchra es, anima mea, et macula non est in te [4]. Heuillomp exempl an æl, saludomp ar Verc’bes sacr gant ur guir respet, pa’z-eo ur mor a c’hraçou hac a zonæsonou ar Speret Santel, pedomp-y da obteni deomp digant Doue un darn anezo. Ganthi ema an Autrou Doue, Dominus tecum, adalec an instant eus he c’honception dre un azistanç perpetuel, oc’h he gouarn, oc’h he c’hundui hac oc’h he difen diouz pep pec’het : dre fæçon ne dê quet en em gontantet d’he orni a bep seurt graçou, mæs e-unan eo falvezet dezan chom ganthi, evel ur gardien, evit dihoal an tenzoriou a c’hraç a bere en devoa he ornet. Goulennomp ive, dre he intercession, ma chomo Doue gueneomp dre e c’hraç, ha ni ganthan. Caout graç Doue en hor c’halon a zo caout un tenzor ar preciussa : an ini-so Doue ganthan, n’en deuS ezom da gaout aoun rac netra : non timebo mala, quoniàm tu mecum es [5]… Goude beza clêvet gant an æl penos ar Verc’hes sacr a zo e guirionez ornet a bep seurt graçou ha dihoallet gant Doue e-unan, ne dleomp quet beza estonet oc’h e glêvet o tesqui deomp penos ez-eo ive benniguet dreist an oll groaguez : benedicta tu in mulieribus ; benniguet eo en effet dreist an oll groaguez, abalamour ma’z-eo bet choazet en o zouez-oll, ha præferet dezo-oll evit beza mam da Zoue, d’he Zalver ha d’he C’hrouer pehini e deus concevet hep ofanç-ebet d’he guerc’hdèd ; douguet en he c’horf sacr hep diæzamant, ha genet hep poan, ar pez a zo quellies a viracl eus an oll galloud a Zoue.

En eil loden pehini-so ul loden a action a c’hraç, santes Elizabeth a lavaras dre inspiration Doue, d’ar Vcrc’hes Vari pa deuas d’he bizita : ha henniguet eo ar frouez a zouguit : et benedictus fructus ventris tui. Ar c’homzou-ma a lavaras dre inspiration, rac ne ouie quet e oa concevet hor Zalver e corf sacr he c’hininterv ar Verc’hes Vari. Ia, ar frouezen-ma a zo benniguet, pa ê guir penos ez-eo ar zourcen eus an oll benedictionou : ar frouezen-ma, douguet e corf ar Verc’hes sacr, eo a ra da sant Ian-Badezour tridal gant ar joa en intraillou santez Elizabeth, e vam, er moment ma teu an diou guininterv d’en em zaludi : ar frouezen-ma eo ar Messi prometet abaoue commançamant ar bed , pehini a deu da zistrugea rên ar pec’het ha da lacat en e blaç ar rên eus e justiç : ar frouezen-ma eo an ini a dle rei deomp ar vuez spirituel er bed-ma, hac ar vuez eternel er bed-all. Santes Elizabeth a gompren-mâd an oll guirionezou-ma hac a veul e-unan he Redemptor divin en ur lavaret : benniguet, anavezet, caret hac adoret ra vezo gant an oll ar frouez a zouguit : benedictus fructus ventris tui ! Ar Verc’hes Vari leun a joa, hac inspiret ive gant ar Speret Santel, a gomposas var an heur ar c’hantic caër eus ar Magnificat [6] : ô va ene, emezi, rentit gloar ha meuleudiou da Zoue, abalamour ma’z-eo bet plijet gant an ini a zo oll-galloudec ha santel e hano, ober burzudou quer-bras em andret!... Pa’z-eo eus ar frouez e c’hanavezer ar vezen, o consideri ar vadelez en deus hor Zalver d’en em ober den evidomp, hac ar bonor e deus ar Verc’hes sacr da veza an instrumant eürus a behini en em zervich, meulomp assamblez ar Mab hac ar Vam, ha leveromp gant santes Elizabeth : benniguet, meulet, caret hac adoret, ra vezo, Guerc’hes sacr, ar frouez a zouguit ! benniguet ha meulet ra viot hoc’h-unan, abalamour d’ar pers-bras hoc’h eus bet e redemption ar bed-oll !

En deirvet loden, an Ilis a lavar : Santes Mari, mam da Zoue, pedit evidomp-nî pec’herien, brema hac en heur eus hor maro !

Santes : ar verc’hes sacr a zo santel dreist an oll zænt hac an oll zantezet-all : ar zænt a zo bet concevet er pec’het originel, ar Verc’hes sacr hepquen a zo bet præservet eus ar pec’het-ma ; na zeree quet en effet e vize templ ar Speret Santel souillet da guenta dre’r speret impur : rouanez ar zænt hac an ælez na dleïe quet beza izelloc’h evitho e graç hac e santelez, hac evel ma’z-eo certen penos an den quenta hac an æl quenta a zo bet crouet en ur stad a justiç hac ar zantelez, o rouanez na dle quet beza bet concevet er pec’het : houma eo doctrin an Ilis universel : sic piè docuit et credidit Ecclesia [7] ; ar zænt, concevet ha ganet er pec’het, a gomet c’hoas en o buez, da viana cals a imperfectionou : septiès cadet justus et resurget [8] ; ar Verc’hes Vari hepquen ne deus biscoas cometet an disterra imperfection : tota pulchra es, amica mea, et macula non est in te ; beza ez-eo eta santel dreist an oll zænt-all hac ar burra eus ar grouadurien : vertuziou ha militou ar zænt ne dint casi netra comparachet gant vertuziou ha militou ar Verc’hes sacr : multæ filiæ congregaverunt divitias, tu supergressa es universas [9].

Mari, a sinifi stereden : ama eta var ar mor rust eus ar bed, savomp alies hon daoulagad varzu ar stereden-gaër-ma evit gallout erruout mâd, ha mont hep fazi varzu ar pors eürus eus hor silvidiguez : respice stellam, invoca Mariam [10].

Mam da Zoue : conceo a reot, eme an æl, ha lacat a reot er bed ur mab pehini a vezo hanvet mab an Autrou souveren : et filius Altissimi vocabitur [11]… A beleac’h e teu d’în-me ar seurt enor, da receo em zy mam va Zalver ha va Doue, eme santes Elisabeth, inspiret gant ar Speret Santel ! Undè hoc mihi ut veniat mater Domini mei ad me ? [12] Ar pevar Avieler a lavar ive penos eus ar Verc’hes sacr eo bet ganet hor Zalver Jesus-Christ : de qua natus est Jesus qui vocatur Christus [13]… Enoromp eta ar Verc’hes Vari, abalamour ma’z-eo veritablamant mam da Zoue, hac abalamour ma’z-eo meurbet agreabl d’he Mab divin an enor a rentomp dezi ; rac mar dê guir penos e c’henoromp Jesus-Christ oc’h enori e verzerien, oc’h enori e vam, e rentomp dezan c’hoas cals brassoc’h-enor, eme sant Ambroas : quisquis honorat martyres, honorat et Christum [14]. Ar mæstr a enoromp e personach e servicherien, eme sant Jerom, mæs en enori a reomp c’hoas muioc’h oc’h enori e vam : honoramus servos ut honor servorurn redundet ad Dominum [15]. Enoromp ar Verc’hes sacr eus a greiz hor c’halon evit gallout, dre’r voyen-se, plijout d’ar mab ha d’ar vam hac en em santifia hon-unan.

Pedit evidomp-nî, pec’herien : ouspen ma’z-eo mam da Zoue, ar Verc’hes Vari a zo ive mam d’an oll gristenien e general, o veza na reomp-oll nemet ur memes corf gant Jesus-Christ dre’r vadiziant : unum corpus efficimur [16]membra de membro [17] ; dont a reomp neuse da veza bugale adoptif d’ar Verc’hes Vari evel ma teuomp da veza bugale adoptif da Zoue ha d’an Ilis… Jesus-Christ e-unan a roas deomp-oll divar ar groas ar Verches sacr evit mam, pa lavaras da bep-unan ac’hanomp e personach sant Ian : va mab cetu ama ho mam : fili, eccè mater tua [18]. Bezomp eta recours gant fizianç da brotection hor mam, leveromp dezi a greiz hor c’halon : pedit , Guerc’hes santel, evit an oll gristenien e general e particulier evidomp-nî pec’herien baour ! Ora pro nobis peccatoribus. Ped guech ne veler quet ur vam vâd, oc’h en em lacat etre ur c’hrouadur coupabl hac un tad courroucet ? Hoguen, ar Verc’hes Vari a zo ar vella hac an denerra eus an oll mamou en andret ar pec’her, abalamour ma e deus douguet en e c’horf sacr rançon ar bec’herien, ha ma eo bet furmet eus he læz ar goad so bet scuillet evit redemption ar bed. Etouez oll dangerou ar vuez præsant, sellomp alies ous ar stereden gaër-ma, eme sant Bernard [19], gant aoun da fazia en hent a gundu d’ar barados ; bezomp alies recours d’an hano a Vari : respice stellam, invoca Mariam.

Brema : da lavaret eo en draouïen-ma a zaëlou, er vro-ma a exil, var ar mor rust ha dangerus eus ar bed-ma : brema, epad ar vuez poanius-ma pehini ne dê nemet ur brezel cuntinuel a-enep hor passionou hac a-enep adversourien hor silvidiguez a bere ar valiç hac ar fulor a gresq dre ma tosta an heur eus hor maro. Spliomp ar Verc’hes Vari da bedi evidomp e pep amzer, mæs ispicial en heur eus hor maro et in hora mortis nostræ ; en heur diveza-se e pehini e c’hec’huo evidomp an amzer hac e commanço an eternite : en heur-se e pehini e cresco arrach an drouc-sperejou en hon enep : en heur-se e pehini eus a guement hon devezo possedet, ne chomo gueneomp netra nemet ar bez : en heur-se e pehini an niver hac ar grevustet eus hor pec’hejou a drufullo quement ac’hanomp, ma teuimp da veza evel insupportabl deomp hon-unan : neuse e velimp sclær ar pec’hejou hon devezo desiret hac ar re hon devezo cometet ha bet caus d’ar re-all da gometi : guelet a raimp eus a ur c’hostez hor pec’hejou public ha scandalus, hac eus a ur c’hostez-all hor pec’hejou secret ha goloet. Hor spount a gresco o velet an êe azioc’h hor pen hac an ifern dindan hon treid, epad ma lacaï ar barner souveren hon oll œuvrou-mâd ha fall er valanç eus e justiç. O Doue, petra raimp-nî neuse ? da biou hor bezomp-nî recours ? Guerc’hes sacr, c’hui a c’halvin d’am sicour : ad te clamabo, Domina mea, tu eris auxilium meum ! [20] Va daoulagad anter-serret gant ar maro, a laquin c’hoas da bara var hoc’h imach santel : va galloud a rin neuse c’hoas evit prononç hoc’h hano hac hano va Zalver Jesus, ha dont a reot, evel ur vam-vâd, da ziguemeret va ene : et obviabit illi quasi mater honorificata [21] ; ia, Guerc’hes santel, adressi a reot d’în, en ho madelez, ar c’homzou consolant-ma : va zaludet hoc’h eus quellies a vech evel ho mam, ave, ma teuan ive d’ho saludi evel va mab : va guervel a reac’h stereden ar mor, Maria, deut eta assamblez gueneen, me fell d’în ho cundui d’ar pors eus ar silvidiguez : lavaret a reac’h ive e voan leun a c’hras : gratiâ plena ; recevit eta diganêen ul loden eus ar graçou am eus recevet va-unan : an Autrou Doue so gueneoc’h, eme c’hui, Dominus tecum ; gueneoc’h-hu e vezo ive, rac n’ho quitain mui ; deut eo ar moment evit pehini ho poa ispicial va fedet, moment ar maro : ho Salver pehini hoc’h eus meulet ive quellies a vech, benedictus fructus ventris tui, ho calv hac a lavar deoc’h : quemerit courach, servicher-mâd, antreit e joa ho mæstr !... Amen : evel-se bezet græt ! ra viot meulet Guerc’hes sacr ! meulet ra vezo ive ar frouez hoc’h eus douguet, hor Zalver Jesus-Christ ! A vrema da jamæs !!!

  1. [Ger-stur s. Loeiz-Vari Grignion a Voñforzh (a-hervez ; n'ema ket ebarzh en e oberennoù).]
  2. [Luc. I, 28.]
  3. [Luc. I, 42.]
  4. [Cant. IV, 7 (gant « amica mea »).]
  5. [Ps. XXII, 4.]
  6. [Luc. I, 46-55.]
  7. [Lavar boutin.]
  8. [Prov. XXIV, 16.]
  9. [Prov. XXXI, 29.]
  10. [Bern., Homil. II de Laud. Virg. (in Luc. I, 26-27), 17.]
  11. [Luc. I, 32 (diwar Eccli. IV, 11).]
  12. [Luc. I, 43.]
  13. [Matth. I, 16.]
  14. [Maxim. Taurin., Sermo LXIX (in d. nat. ss. Petri & P.), admon. (Alies lakaet war gont s. Ambroas.)]
  15. [Hieron., Epist. CIX (ad Ripar.), 1.]
  16. [Cf. Rom. XII, 5.]
  17. [I. Cor. XII, 27.]
  18. [Cf. Joan. XIX, 26-27.]
  19. [Gw. uh.]
  20. […]
  21. [Eccli., XV, 2.]