Aurietis aquas in gaudio de fontibus Salyatoris.
Tenna a reot dour gant joa eus a feunteuniou hor Zalver, Isaï, c. 12, 3.
Ar feunteuniou-se eus a bere e tleomp tostaat gant joa eo ar sacramanchou, hac an dour a dleomp da denna anezo eo graçou an Autrou Doue. Er zourcennou divin-ma eo e cavimp an ners, ar gourach hac ar sicourou a bere hon deus ezom evit en em zavetei. Descomp eta o anaout mâd, hac ive anaout an dispositionou requis evit o receo evel ma eo dleet.
Petra eo ur sacramant ? Ur sacramant a zo ur sin sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant hor Salver Jesus-Christ evit hor santifia.
Ur zin : ur merq, un dra sansibl pehini a ell beza tizet gant hor squianchou naturel, da c’houzout eo,pehini a ellomp da velet gant hon daoulagad, da glêvet gant hon discouarn, da douch gant hon daouarn.
Eus ur c’hraç invisibl : da lavaret eo, ur sin sansibl eus a ur c’hraç pehini ne allomp quet da velet, ha pehini ell beza tizet gant nicun eus hor squianchou naturel. Er sacramanchou ez-eus eta traou pere a velomp hac a glevomp, ha traou-all pere na velomp ha na glevomp quet. Evel-se, er vadiziant, an dour a scuiller var ben ar c’hrouadur, ar c’homzou a brononcer, a zo traou pere a veler hac a glêver ; mæs ne veler na ne glêver graç Doue pehini a velc’h an ene eus ar pec’het originel, er memes amzer ma velc’h an dour pen ar c’hrouadur… Er gonfirmation : an esccop, e zaouarn astennet azioc’h pen ar re a dle beza confirmet, an oleo sacr quemesquet gant baum pehini a frotter ous o zall en ur ober sin ar groas hac en ur lavaret : ego signo te signo crucis, in nomine Patris, etc. ; me ho merq eus a verq ar groas en hano an Tad, etc., a zo traou pere a eller da velet ha da glêvet, hac a so hanvet sacramant ; mæs ar Speret Santel pehini a zisquen varnezo, e c’hraç pehini a antren en o c’halonou, a zo traou pere ne aller na da velet na da glêvet. E sacramant an auter, ar bara a gaç ar belec ganthan da gonsacri, ar guin a laca er c’halir hac ar c’homzou a brononç evit o c’honsacri, a zo traou pere a veler pe a glêver ; mæs corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus, e pere eo cenchet ar bara hac ar guin-se dre’r gonsecration, a zo traou pere na eller, na da velet na da glêvet… Er sacramant a binigen, coëssion ha daêlou ar bænitant, ar c’homzoù a brononç ar belec o rei dezan an absolven, a zo traou pere a veler pe a glêver ; mæs ar vadelez a Zoue pehini a receo ar pec’her, e c’hraç pehini a effaç e oll bechejou, a zo traou pere ne veler na ne glêver… En nouen, an oleo sacr a frot ar belec ous a vemprou an den ciân, ar c’homzou a brononç en ur rei ar sacramant-ma, a zo oll traou pere a veler pe a glêver ; mæs ne dint nemet sinou sclær eus a c’hraçou Doue, pere, en ur antren en ene an ini clân, a effaç enni ar rest eus ar pec’hejou, ha memes ar pec’hejou, mar chom c’hoas unan-hennac da effaci, a burifi an ene, he c’honsol, a gresq he ners a-enep an drouc-speret hac a-enep ar spount rac ar maro… Er sacramant a urz, an escop oc’h asten e zaouarn azioc’h pen ar re a receo an urzou-sacr, o pedi evitho, o rei dezo da douch ar vessel sacr, quemen-se oll a zo traou pere a veler pe a glêver ; mæs ne veler na ne glêver ar graçou hac ar galloud a receo er moment-se ar veleyen nevez… Er sacramant a briedelez, ar belec oc’h interrogi ar re a zemez, ar gonsantamant a ro ar re-ma, ar c’homzou a vez prononcet evit o unissa assamblez, a zo traou pere a veler pe a glêvcr ; mæs ne veler quet ar graçou a receo digant Doue ar priejou nevez, evit en em zantifia er stad e pehini e c’hantreont… Evel-se ar mercou exterior a annonç præsanç a c’hraç, evel ma c’hanonce guechal remuamant an dour ê piscin Siloë præsanç an æl [1], hac ar sacramanchou o deus ar vertus da brodui ar c’hraç, evel m’en doa an dour-se ar vertus da barea quement ini a zisquenne ennân.
Instituet gant hor Zalver Jesus-Christ : rac n’ez-eus nemet Doue hac a alfe staga ous a zinou exterior, evel ar sacramanchou, ar vertus da brodui ar c’hraç dreizo o-unan : ex opere operato ; ar pinigennou hac an œuvrou-mâd ne broduont quet ar c’hraç dreizo e-unan; mæs dre sicour Doue ha dre sicour an ini o gra: ex opere operantis. An Ilis a ell benniguet un objet, ha disquez an hent a gundu d’ar zourcennou divin-ma ; mæs dorn Doue hepquen a ell lacat enno an dour mysterius eus e c’hraç : Doue hepquen a ell digueri an tenzoriou divin-ma e pere e cavomp a bep seurt madou spirituel, ar magazinou eürus-ma pere a ro deomp a bep seurt armou spirituel a-enep adversourien hor silvidiguez.
Evit hor santifia : da lavaret eo, evit rei deomp pe gresqui ennomp ar vuez a c’hraç hac a zantelez : ar re-so er stad a bec’het marvel, a receo buez ar c’hraç, hac ar re-so e stad a c’hras, a ell cresqui e graç hac e santelez o caout recours d’ar sacramanchou.
Evel-se ez-eus daou seurt sacramanchou ; sacramanchou ar re veo ha sacramanchou ar re varo. Sacramanchou ar re varo, pe ar re-so e stad a bec’het marvel, ha dre eno, maro dirac Doue, a zo ar vadiziant hac ar binigen ; sacramanchou ar re-veo, pe ar re a so e stad a c’hraç, a zo ar pemp sacramant-all.
Beza ez-eus sacramanchou pere a imprim caracter, evel ar vadiziant, ar gonfirmation hac an urz, ha pere, abalamour d’ar ræson-se, na eller da receo nemet ur vech. Ar c’haracter-se a zo ur merq pehini a zervich da ziffaranti ur c’hristen eus an ini ne dê quet. Ar gonfirmation a imprim ive ar c’haracter pe ar merq a zoudard da Jesus-Christ, hac a ro da anaout ar re o deus recevet ar sacramant-ma eus ar re n’o deus quet. An urz a imprim ar merq pe ar c’haracter a velec, hac a zervich da ziffaranti ministret an Autrou Doue diouz an dud-all. Ne veler quet ar c’haracteriou pe ar mercou-ma ; mæs Doue o guel hac o c’honsidero un deiz evel mercou-bras a silvidiguez, pe a zaounacion.
E pep-unan eus ar zacramanchou e tleomp diffaranti principalamant pevar zra : ar vatier, ar furm, ar ministr hac an amzer e pehini eo bet instituet[2]. Er vadiziant, ar matier eo an dour, hervez ar c’homzou-ma eus hor Zalver : den na ell antren e rouantelez an êe, nemet goude an eil guinivelez pehini a recever dre’n dour ha dre’r Speret Santel : nisi quis renatus fuerit ex aqua et Spiritu Sancto, non potest introire in regnum Dei [3]. Er gonfirmation, ar vatier eo an onction a ra an escop gant an oleo sacr hac an asten a ra d’e zaouarn var ben ar re a dle beza confirmet : tunc imponebant manus super illos et accipiebant Spiritum Sanctum [4]. E sacramant an auter, ar bara hac ar guin eo a so ar vatier, o veza ma en em zervichas ive hor Zalver anezo : accepit panem… accepit calicem [5]… Pec’hejou, ar pænitant hac e c’hlac’har da veza o c’hometet, a zo ar vatier er zacramant a binigen : peccata et actus pœnitentis sunt materia sacramenti, a lavar ar c’honcil a Drant [6]. E sacramant an nouen, ar vatier eo an onctionou a ra ar belec gant an oleo sacr var memprou an ini clân. Ar vatier, er zacramant a urs, eo an asten a ra an escop d’e zaouarn azioc’h pen ar re a receo ar veleguyach. Er briedelez, consantamant ar re a zemez eo a ra matier ar sacramant, hervez ar c’honcil a Drant.
Ar furm eo ar c’homzou a brononç ar belec pe an escop en ur rei ar sacramanchou ; 1° me ho padez ; 2° me ho merq eus a verq ar groas ; 3° hema eo va c’horf, hema eo va goad ; 4° me a ro deoc’h an absolven eus ho pec’hejou ; 5° dre’n onction-ma ha dre’n drugarez a Zoue, ra vezo pardonet deoc’h ar pec’hejou hoc’h eus cometet, etc. ; 6° recevit ar Speret Santel evit ma vezo ho ners, etc. ; 7° me hoc’h unis evit priejou.
Ar ministr: an escop hepquen a ell rei ar gonfirmation hac an urs, hac an oll veleyen aprouet a ell rei ar pemp sacramant-all ; e cas a neccssite, pep den memes a ell badezi, nemet en devezo un intantion conform da ini an Ilis.
An amzer e pehini en deus hor Zalver instituet ar sacramanchou. Lod anezo en deus instituet aroc, ha lod-all goude e resurrection. Ar vadiziant a instituas en deiz ma voue badezet e-unan, gant sant Ian, e rifier Jourden [7]. Er moment-se, eme sant Augustin ha sant Gregor a Nazianz [8], e roas d’an dour ar vertus da brodui ar c’hraç. An Aviel a zesq deomp penos hor Zalver a roe ar sacramant-ma e-unan aroc e bassion ; rac, disquibien sant Ian a lavare d’ho mæstr penos un niver bras a dud en em adresse da Jesus evit receo diganthan ar vadiziant : eccè hic baptizat, et omnes veniunt ad eum [9]. Hac en un andret-all e lennomp penos hor Zalver, o veza en em arretet ur pennadic er Judee gant e ebestel, a roe eno ar vadiziant d’ar re en em bræsante dirazan : et illic demorabatur cum eis et baptizabat [10]. Ar gonfirmation a instituas, non pas oc’h he rei, eme sant Thomas, mæs oc’h he frometi, goude e resurrection, nebeud amzer aroc pignat en êe : non exhibendo, sed promittendo [11] ; rac ar sacramant-ma a instituas pa lavaras d’e zisquibien : ma n’ho quitean quet, ne recevot quet ar Speret Santel ; maes mar ho quitean, me en digaço deoc’h : si non abiero, Paracletus non veniet ad vos ; si autem abiero, mittam eum ad vos [12]. Sacramant an auter a zo bet instituet d’ar yaou amblit epad ar goan bascal, er moment ma cenchas hor Zalver ar bara hac ar guin en e gorf hac en e oad precius. Neuse ive e c’hinstituas ar sacramant a urz, o rei d’e ebestel ha d’o successoret ar galloud da ober ar pez en devoa graet, da lavaret eo, da cench ar bara hac ar guin en e gorf hac en e voad, ha da rei ar memes galloud d’ar re-all : grit, emezan, ar memes tra e memor d’în : hoc facite in meam commemorationem [13] ; rac dezir am eus da chom guencoc’h betec fin ar bed. Hor Zalver a instituas ar zacramant a binigen, er bemped apparition a reas d’e zisquibien, goude e resurrection, en amzer ma oant oll assamblez en un ty a behini an orojou a oa serret er moment-ma c’haparissas dirazo : c’hueza a reas varnezo ha lavaret a reas : recevit ar Speret Santel ; arre ho pezo absolvet var an douar, a vezo absolvet en êe ; hac ar re n’ho pezo quet absolvet var an douar, ne vezint quet absolvet en êe : accipite Spiritum Sanctum ; quorum
remiseritis peccata, remittunlur eis, et quorum retinueritis, retenta sunt [14]… O veza roet dezo ar galloud da gonsacri e gorf hac e voad, ha da effaci ar pec’hejou, potestas juris, e roas ive dezo ar galloud a juridiction, potestas juridictionis, en amzer ma c’haparissas dirazo var ur menez a C’halilee, ha ma lavaras dezo : pep galloud a zo roet d’în en êe ha var an douar evet ma zoun digacet gant va Zad, me ive ho caç : iit, instruit an oll nationou eus ar bed ; badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [15] : desguit-mâd dezo miret quement am eus gourc’hemennet deoc’h : petra-bennac ma pignan en êe, me chomo gueneoc’h var an douar betec fin ar bed, dre va fresanç er sacramant sacr ha dre’n azistanç eus va graç. Ne dê quet eta avoalc’h beza belec, ret eo beza aprouet, evit gallout coës, rei ar sacramanchou ha breseg comzou Doue. Ar c’hoëssour a exerç ar fonction a varner, hoguen , ur barner n’en deus guir na juridiction, nemet er c’hanton pe er vro merquet dezan, dre lizerou ar prinç ; er memes trâ, ar belec n’en deus guir ha juridiction nemet el leac’h ma vez cacet gant e escop, nac an escop nemet el leac’h ma vez cacet gant ar pap : quemen-ma a ro da anaout e oa fall ar veleyen digacet er parreziou gant an nation, evel ma oa fall an esquibien pere ne vizent quet ive digacet en o escoptiou gant ar pap… Ar briedelez a zo bet instituet gant Doue abaoue commançamant ar bed, hac a zo deut da veza unan eus a sacramanchou al lezen nevez, abaoue eured Cana, e Galilee, eme ar c’honcil a Ephez, abalamour ma e c’hazistas hor Zalver en eured-ma ha ma roas e-unan dezi e venediction : eisque benedixit [16].
El lezen ancien e oa cals a sacramanchou, pe a figuriou santel : evel-se sacrifiç Abel, sacrifiç Abraham, sacrifiç Melchisedech, ar circoncision, ar bræzantation en templ, an ofranç a rê ar guerent eus o bugale pere, aroc an usach a ræson, a vije santifiet dre’n ofranç-ma ha dre’r feiz en devoa o c’hærent er Messi, evel ma vez brema santifiet ar vugale dre’r vadiziant. El lezen nevez ne deus nemet seiz sacramant pere a zo avoalc’h evit pourvei d’hon ezomou spirituel, evel ma’z-eo ive avoalc’h seiz trâ, evit pourvei d’hon ezomou temporel. An den a dle, guenel, cresqui, beva, caout ar voyen d’en em barea e cas a glênved, en em gonservi yac’h, caout tud d’e c’houarn, caout ar voyen d’en em berpetui : hoguen, an traou-ma oll a gavomp er vuez a receo an ene digant Doue dre voyen ar sacramanchou. Ar vadiziant hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis ; ar gonfirmation hon laca da gresqui e grag Doue ; sacramant an auter a zervich da vagadurez d’hon ene ; ar binigen a rent dezi ar yec’het e devoa collet dre’r pec’het ; an nouen e laca e stad da drec’hi var adversourien he zilvidiguez ; sacramant an urs a ro deomp ministret pere hor gouarn a bers Doue ; ar briedelez a deu da berpetui societe ar gristenien en ur fæçon legitim hac agreabl da Zoue.
An necesserra eus ar sacramanchou eo ar vadiziant ; ar brassa eo sacramant an auter ; sacramant an urs ha sacramant ar gonfirmation a deu goude, abalamour d’ar berfection a roont ; erfin, ar binigen, an nouen hac ar briedelez : an diffaranç-ma a zo merquet gant ar c’honcil a Drant [17] hac a zo important meurbed da anaout… An oll sacramanchou a so evel trôniou a drugarez savet gant hor Zalver er guir Ilis ; deomp eta gant fizianç varzu enno evit caout ar pardon eus hor pec’hejou : adeamus ergò cum fiducia ad thronum gratiæ, ut misericordiam consequamur [18]. Beza ez int evel bagou precius laqueet gant Doue var ar mor rust eus ar bed ; en em dennomp eta enno evit gallout erruout eurusamant er pors eus bor zilvidiguez : beza ez int feunteuniou mysterius ; tennomp eta alies anezo ar dour a ro ar vuez eternel !!!