Var an avarisded. — Remejou

L. Prud’homme, 1846  (p. 450-452)


Var an avarisdet.Remejou.

I. An avarisdet a zo ur garantez dreist voder evit madou an douar, ispicial evit an arc’hant… Lavaret a reomp ur garantez dreist-voder, rac an ini ne zezir caout madou nemet evit ober un usach-vâd anezo, pe evit satisfia d’e ezomou, ne dê quet avaricius ; mæs avaricius eo an ini a so re-hastet da zestum madou, an ini o mir gant un atach re-vras ; pa vez ar speret hac ar galon re-occupet anezo : pa o destumer pe autramant pa o mirer a-enep lezen Doue; pa vez re a joa och o fossedi pe re a nec’h o diouezet ; pa na roer quet, pe autramant pa roer re-zibot a vech an aluzen d’ar paour… Poëzomp-mâd quemen-ma-oll hac e velimp penos un darn-vras a dud a so sujet d’an avarisded dioc’h pehini memes ar re vertuzussa o deus poan o veza divlam, ha cous-goude ne fell da zen credi e ve avaricius. An ourgouill a so ur gommançamant a bep pec’het, initium omnis peccati est superbia [1], hac an avarisded, eme an abostol, a zo ar c’hrien eus a bep seurt drouc : radix omnium malorum est avaritia [2]. Perac e fell da sant Paul comparachi aii avarisded gant ur c’hrien ? Abalamour, eme sant Thomas [3], ar c’hrien a so cuzet, a vezur ar brancou hac a so diæz da denna. An den avaricius, evel ur c’hrien, a so ato cuzet etouez madou an douar pere a zo evel e vuez : pell dioutho ez eo henvel ous ar pesq var bord an dour, n’en deus peoc’h na repos-ebet… Ar c’hrien a vezur ar brancou, evel an avarisded a vezur an oll viçou : beza ez eo d’ar viçou ar pez ma’z-eo ar c’hoad d’an tân : evel ma zervich ar c’hoat da zerc’hel beo an tân, evel-se an avarisdet a zalc’h beo an oll dechou-fall… Ar c’hrien a zo diæz da denna, evel-se an avarisdet a zo diæz-bras da lemel eus ar galon, ur vech ma’z-eo antreet enny. An den avaricius a gleo lên ha preseg comzou Doue ; mæs pa barlanter memes eus an avarisdet ne gred quet e parlanter eus e dech, rac ne sonch quet en deus re a vadou na memes aoualc’h.

II. Mar fell deomp goaranti hor c’halon eus ar viç-ma, selaouomp-mâd petra lavar deomp hor Zalver : en em zihoallit dioc’h pep avarisdet, rac petra zervich d’an den gounit ar bed-oll, mar coll e ene ? [4] Ne zestumit quet a denzoriou var an douar, ar mergl hac ar prênved a ell o dibri, pe al laëron o dizolo hac o laërez ; mæs destumit, dre hoc’h œuvrou-mâd, tenzoriou ebars an êe, elleach ne ra domach-ebet, nac ar mergl, nac ür prênved, nac al laëron [5]. Diæz-bras eo caout madou ha derc’hel ar galon distag outho. Allas, ar madou-se pere a renquimp hep dale da zilezel, goude beza coustet deomp quement a boan, a vezo ar pen-caus eus hon daonation : ne gacimp guenêomp d’ar bed-all, nemet ar c’heuz d’o lezel var hon lerc’h pe ar c’hrim da veza o goal acquisitet : hon hæritourien ingrat n’o devezo sonch-ebet ac’hanomp, na truez-ebet ouzomp ! O va Doue, distaguit va c’halon diouz an traou crouet, ha troit anezi varzu-hac-ennoc’h ! Inclina cor meum, Deus, in testimonia tua, et non in avaritiam [6]. Roit d’în ar c’hraç da zisprisout an traou terrien, ha da garet an traou cœlestiel ! Evit en em zicour va-unan, e prometan, ama en ho presanç, penos e rin, hervez va galloud, an alusen ar rest eus va buez. Obliget oun, rac er gourc’hemenni a rit d’în, ô va Doue ; barnet ha condaonet e vezo an ini n’he graï quet, ha faut eo an digarezyou a gavomp evit gallout chom hep he ober.

  1. [Eccli. X, 15.]
  2. [I. Tim. VI, 10 (…est cupiditas).]
  3. [Tho. Aq., Comm. in Epist. s. Pauli, ad loc. (ha kalz lec’hioù all).]
  4. [Luc. XII, 15.]
  5. [Matth. VI, 19-20.]
  6. [Ps. CXVIII, 36.]