I. Al luxur a so ar viç eus an impurete pehini a gonsist en dezir disordren eus a blijaduresou ar c’hiq. Ar profet Ezechiel a verq ar zourcen principala eus ar pec’het vil-ma, pehini a so, emezan, an ourgouill [1]: rac impossubl, eme ar Speret Santel, eo da zên beza chast nemet dre zicour Doue, nemo potest esse continens nisi Deus det [2] ; ha Doue ne ro quet e c’hraç d’an dud ourgouillus, Deus superbis resistit [3]; ne allont quet eta beza chast ; ar cher-vâd, an dud re-zibres hac ar vezverien eo ar re a zo muia exposet da gueza er pec’het-ma : venter obœsus [sic] spumat in libidinem [4], in vino luxuria [5]. An experianç a zesq ive deomp penos an dançou, ar c’hanouennou vil, al lecturiou-fall hac ar goal compagnuneziou a so c’hoas occasionou tost da guëza er pec’het-ma, pehini a so bet punisset er bed-ma hac a vezo punisset er bed-all en ur fæçon an terrupla… Ar bed-oll a zo bet beuzet dre an dour diluch, abalamour, eme ar Scritur, ma oa oll corrompet : omnis caro corruperat viam suam [6]. Ar c’hæriou a Sodôm hac a C’homor, ar c’hartier trô-var-drô ha quement den a oa enno, a so bet dêvet gant ur glao a dân hac a souffr pehini a guezas varnezo abalamour d’ar pec’het-ma [7]. Sichem, mab da Hemor, a zizenoras Dina, merc’h da Jacob, hac e punition d’e grim, Doue a bermetas ma voue laqueet d’ar maro, ha quement ini a oa er memes quær ganthan [8]. Pevar mil varnuguent eus ar bobl a Israel a oue condaonet da vervel abalamour m’o devoa dibauchet merc’het ar Moabitet [9]. Salomon a gomet pec’hejou lubric, hac a goll querquent e furnez ! [10] O consideri ar punitionou terrubl-ma, piou na gompren quet ar gassoni en deus Doue diouz ar seurt pec’hejou ?… Mæs er bed-all, partach an dud lubric-ma a vezo ul lên a souffr hac a dân e pehini e vezint tourmantet epad an oll eternite : oll faculteou o ene hac oll vemprou o c’horf, o veza m’o devezo bet pers er plijaduresou difennet, a souffro ive, pep-ini, e boan particulier. An daoulagad ne velint eno nemet speçou ar re horrupla occupet oll oc’h o zourmanti : an diouscouarn ne glevint nemet clêmou a arrach hac a zizesper : an difren a vezo tourmantet gant ur c’huëz insupportabl, hac ar vlas en devezo un naoun hac ur sec’het arraget. Oh ! en han-Doue, grit pelloc’h reflexion varnoc’h hoc’h-unan ha var guemen-ma-oll, c’hui tud sensuel ha delicat, pere en em ruill er fanq eus ar pec’hejou mezus ! en em convertissit pelloc’h, nac evit-se en em zervichit eus ar remejou pere a ro c’hoas Doue deoc’h en e vadelez.
II. Tec’hit pell diouz an occasionou dangerus : bezit fidel da Zoue en traou bian : beillit, pedit, yunit ha tostait alies ous o sacromanchou… 1° Dihoallit diouz ar goal occasionou : an ini a gar an danger a berisso ennan, eme an Aviel [11]. Mar guelan ac’hanoc’h, goude ho conversion, o frecanti ar memes tud a voal exempl hac o vont d’ar memes plaçou difennet, e lavarin gant guirionez penos ho conversion ne dê quet sincer aoualc’h, rac n’en deus quet a queuz aoualc’h da veza coëzet, an ini a guntunu da vale dre ar memes hent risclus, a lavar deomp ar Speret Santel : cecidisse satis non piget qui in lubrico ambulat [12]. Petra so bet caus eus an darn-vuia a bec’hejou ho buez ? An dud fall etouez pere ez-oc’h en em gavet hac ar goal exemplou hoc’h eus guelet : commixti sunt inter gentes et didicerunt opera eorum [13]. Blamet e vez gant ræson, an ini pehini, goude beza bet clân, a ra, a volontez franq, ar pez en devoa e laqueet da glênvel : quittat a rer ur vro, gant aoun da vervel, pa zanter ennan un æzen fall, pe autramant pa veler ennan clênvejou stagus ; tec’hit eta hac e viot victorius, fuge et vicisti [14]. Quen impossubl eo deoc’h chom, a volontez-vâd, en occasion a bec’het hep pec’hi, evel ma’z-eo chom en tân goal hep dêvi. Mæs, eme c’hui, bras eo va gounideguez er blaç am eus. Petra servichfe deoc’h gounit ar bed oll, mar collit hoc’h ene ? [15] Diæz bras eo d’în quitaat, a respontit ; caret a ran an dud gant pere e vevan ha caret oun ive gantho ; hac ouspen, petra ne vezo quet lavaret ac’hanon, mar quitaan ? Quitait an ty, an dud-fall-se, guel eo carantez Doue eguet carantez ar bed ; na illit quet servicha daou væstr [16] : servichit eta an Autrou Doue ; saveteit hoc’h ene, cousto pe gousto.
2° Bezit fidel da Zoue en traou bian : an ini a zispris ar pec’hejou bian a gometo hep dale pec’hejou-bras : qui spernit modica, paulatim decidet [17]. Caout ur sonch fall-bennac, hep en em blijout cals ennan : len certen levriou pere ne dint quet absoluamant fall : en em gaout alies gant certen personachou hac en em bermeti certen liberteou pere n’ez int quet drouc-bras, enno o-unan, quemen-se ne de quet c’hoas martese pec’hi marvelamant, mæs quemen-se, eme sant Chrisostom, a so mercou eus a ur burete anter-varo ha var ar poent da vervel absoluamant [18] : lazit an tân epad ma eo dister, divezatoc’h ne viot quet evit er mouga : ne lezit quet nerz hoc’h adversourien da gresqui, trec’het e viot ganthan : dihoallit, eme an abostol, eus an apparanç memes a zrouc [19].
3° Beillit ive varnoc’h hoc’h-unan : comprenit e ma-oc’h bepred e praesanç Doue : ma ve eur re-bennac o sellet ouzoc’h, ruzia a raffac’h gant ar vez ! na rit quet eta e praesanç Doue hac e praesanç hoc’h æl-mâd, ar pez ne garfac’h quet da ober dirac an disterra den !
4° Ar beden hac ar yun a so c’hoas remejou excellant a-enep ar pec’hejou lubric. Ar seurt drouc sperejou-se, eme hor Zalver, ne vezont chasseet nemet dre ar yun hac ar beden [20]. Evel ma teu an drouç hac ar c’hri-forç da lacat al laëron da guemeret an tec’h hac an amezeïen da dostaat, evel-se ar beden a chasse an drouc speret hac a zigaç d’hor zicour an ælez hac ar zænt. An drouc speret, eme sant Jerôm, en deus aoun rac ar yun, ha rac an instrumanchou a binigen [21]. Ur particulier o veza goulennet digant ur religius perac en devoa yunet sant Ian, pa eo guir, ne oa coupabl a bec’het-ebet ; lavarit d’în, c’hui, eme ar religius, perac e saller ar c’hiq ? Certen, eme hèma, evit er præservi eus ar gorruption. Sant Ian, eme ar religius, a rê ar memes trâ… Greomp evelthan hac ar binigen a vezo evel an holen pehini a bræservo ac’hanomp eus a gorruption ar bed : songeomp en hor finvezou diveza, ha lavaromp ennomp hon-unan gant sant Augustin : evit ur moment a blijadur, un eternite a dourmant ! [22] Tosteomp alies ous hor sacramanchou ha bepred gant an dispositionou requis, hac e vezint evidomp an dour mysterius pehini a velc’ho ac’ha-nomp diouz hor pec’hejou : ar vagadurez crên pehini hon rento victorius var hon adversourien, ar bara divin pehini a roï deomp ar vuez eternel.