Var an drouc-preseguerez. — Remejou

L. Prud’homme, 1846  (p. 461-465)


Var an drouc-preseguerez.Remejou.

I. An drouc-preseguerez, eme sant Thomas [1], a zo un diminution injust pehini a rer eus a vrud-mâd hon nessa adre e gueïn.

Lavaret a reomp un diminution injust, rac beza ez eus certen circonstançou e pere eo permetet lavaret an drouc a anavezer evit tenna ac’hano ur mâd public pe barticulier. Dre exempl : certen oc’h penos ar marc’hadour-se a zo un trompler : mâd a rit oc’h avertissa da non pas prena diganthan. Alies e velit bugale pe zervicherien pere a zo dirôl hac a gundu goal vuez ; ho tèver eo o discuill, goude beza o avertisset, ma ne cenchont quet. Clêvet a rit parlant, ha barlant a rit hoc’h-unan eus a un drouc public : cassait an drouc a behini e parlanter, ha ne barlantit quet anezan hoc’h-unan hep ezom.

An drouc-preseguerez a zo un diminution injust pehini a rêr eus a vrud-mâd an nessa adre e guein ; ar pez a ro da anaout an drouc preseguerez diouc’h an injuriou pere a vez lavaret e præsanç an nessa hac en e visach… Lavaret drouc, ep ezom, eus an nessa, e faus pe e guir ; e injuria ; ober goal raporchou anezan dre gomz pe dre scrid, a so ur pec’het an horrupla, abalamour d’al lezen a ra Doue deomp da garet hon nessa ; abalamour ma lâm digant an den e vrud-mâd pehini a zo preciussoc’h dezan eguet oll vadou an douar, hac abalamour an drouc-preseguer a zo goassoc’h egued ul laer ; goulia a ra calon e vreur, o lacat enni ur glac’har pehini a vrusun e esquern, plaga linguæ comminuet ossa [2]. Dent an drouc-preseguer a zo evel birou hac armou ampoesonet, hac e deaud a zo evel ur c’hleze lêm pehini a ro ar maro : dentes eorum arma et sagittæ, et lingua eorum gladius acutus [3]. An drouc-preseguer a zo un den hep religion-ebet, rac, mar deus unan-bennac hac a gred en deus religion hep lacat ur brid d’e deaud, e religion a zo vean, eme ar Speret Santel : si quis putat se religiosum esse, non refrænans linguam suam, hujus vana est religio [4]. An drouc-preseguer a so mevel an drouc speret pehini en em zervich anezan evit ampech ar vâd hac evit lacat an droug hac ar gassoni etouez an dud. Ar belec, ar barner a beoc’h, an escop, ar præfet-se a laca pep justiç vâd da rên en ur barres, en un escopti, en ur vro ; mæs dont a ra ar goal deaud a ben da zua o brud-vâd, ha neuse-souden ne allont mui ober ar pez a rent diaguent. An daou vignon-se a veve e peoc’h hac en union, mæs ar goal deaud dre e raporchou faus en deus laqueet cassoni da zevel etrezo, n’en em velont na n’en em garont mui.

Ar goal deaud a so ur sarpant cruel : teaud ar sarpant en deus tri vec hac a ra tri vleç assamblez hac en un taul, mæs quen tost an eil d’eguile ma seblantfe ne ve nemet unan ; evel-se ive teaud an drouc-preseguer a ra assamblez tri vleç a bere pep-unan a ro ar maro : an ini a zrouc-preseg en em laz e-unan, henvel eo ous ar venanen pehini a lez he flêm er bleç he deus græt, hac a renq mervel goude : evel-se an drouc-preseguer a ro ar maro d’e ene e-unan en ur flêma ar re-all : rei a ra ive ar maro d’an ini e zelaou gant plijadur ; ne ouzon quet, eme sant Bernard , pehini eo ar c’houpapla, eus au ini a drouc-preseg, pe eus an ini a zelaou, unan en deus an drouc speret en e c’hinou, hac un-all en e ziscouarn : uterque diabolum portat, hic in ore, ille in aure [5]; rei a ra ar maro d’an ini a behini e trouc-preseg, rac ar miserabl-ma a glêvo abred-pe-zivezad piou en deus lavaret drouc anezan, ha ma ne bardon quet d’e adversour ne vezo jamæs e-unan pardonet gant Doue. Maro ar reputation, maro an ene ha maro ar c’horf a zo eta alies an effejou trist eus ar pec’het horrubl-ma, pehini a so cousgoude quer commun en hon touez. Cals a dud, eme ar Speret Santel, a beris dre ar c’hleze, mæs non pas quement evel dre ar goal deodadou : multi ceciderunt in ore gladii, sed non sic quasi qui interierunt per linguam [6].

Cousgoude, ar pec’het-mâ pehini a so quer commun ha quen horrubl, a zo diæz bras da rapari. Evil caout ar pardon eus ar pec’hejou-all, eo aoualc’h o detesti hac o c’hoëss ; mæs ar pec’het-ma, evel al laeronci, ne vezo pardonet nemet goude ma vezo raparet, guella ma vezo possubl, an drouc a vezo græt. Allas, penos rapari un drouc quer bras ! Cals ne fell quet dezo en em zislavaret ; ha da gals-all ne zervichfe quet en ober ; rac ar brud a gresq en ur vont, hac eleac’h ma za ar brud ne za quet an iscus. Æz eo laza ur fulen dân, mæs penos laza un tân-goal ? æz eo dua ar glan-guen, mæs penos er guenna a nevez evel diaguent ? æz eo arreti ur voul bounner en ampoënt ne ra nemet commanç da ruillal divar ur menez huel, mæs ur veac’h ma vezo commancet-mâd, piou a ello e arreti ? Cousgoude an drouc-preseguer a zo obliget da ober e bossubl evit rapari an drouc en deus græt : goulen a dle pardon digant an ini en deus blesset dre e voal deodadou ; e veuli dirac ar re o deus e glêvet o trouc-preseg anezan, pedi Doue evithan, bac heuill var ar poent diæz ha delicat-ma, avisou ur c’hoëssour mâd ha prudant.

II. Cetu ama ur remed bennac evit en em viret diouz ar pec’het horrubl-ma pehini a vezo caos eus a zaonation quellies a ini… Songit e parlantit e præsanç Doue pehini en deus quement a horrol eus ar pec’het-ma, ma tisclerias da Voyses penos eus a c’huec’h-cant mil den pere a oa en desert ne antreje nemet daou en douar prometet, abalamour m’o devoa lavaret drouc eus o mæstr souveren ha manquet a fizianç en e c’halloud hac en e vadelez : et malè locuti sunt de Deo : nunquid poterit parare mensam in deserto, quoniàm percussit petram et fluxerunt aquæ ? [7] Ne garfac’h quet quemeret un arbalastr evit lesquel birou var imach hor Zalver crucifiet : penos eta e credit-hu lesquel ar birou eus ho teaud bilimus var ho preur pehini a so-unan eus a vemprou hor Zalver, ha templ beo ar Speret Santel ! An imach coat-se a uso gant an amzer, mæs ene ho preur a so immortel, ha c’hoas e fell deoch he c’holl, petra-bennac ma’z-eo ive ar prix eus a voad Jesus-Christ ! Horrol ho pê o lacat an tân ê ty ho nessa ; o quemeret e vadou : mæs goassoc’h a rit, o trouc-preseg, rac lemel a rit digantban e reputation pehini a so preciussoc’h dezan eguet e oll vadou !… Songit aroc parlant er pez hoc’h eus da lavaret : teaud an den fur a zo en e galon, ha calon an den diod a zo var e deaud, eme ar Speret Santel [8]. Ur gomz a so evel un fulen-dân pehini a ell ober un drouc ar brassa : poëzit-mâd eta ho comzou : verbis tuis facito stateram [9]… Laquit un or var ho quinou evit derc’hel ho teaud : pone, Domine, ostium circumstantiæ labiis meis [10] ; an or-ma, eme sant Per, eo ar garantez pehini a c’holo un niver-bras a bec’hejou [11]: carit an nessa eveldoc’h hoc’h-unan: ne garfac’h quet e vê lavaret drouc ac’hanoc’h, ne livirit quet a zrouc eus ar re-all. Laquit spern vardro ho tiou-scouarn, sepi aures tuas spinis [12] ; da lavaret eo, na zelaouit quet ar goal deaud ; er c’hontrol, disquezit dezan e tisplich deoc’h e voal deodadou oc’h ober dezan miret ar silanç mar hoc’h eus autorite varnezan, ha ma n’hoc’h eus quet, o cench a gonversation, pe o quemeret ur visach trist, rac evel ma teu avel an nord da bellaat ar glao, eme ar Speret Santel [13], evel-se ive ar visach trist a bella an drouc-preseguer, pe e laca da devel. Crial a rit pa velit an tân o cregui ê ty ho nessa, perac na grit-hu quet pa velit lemel diganthan e reputation ? Grit, eme sant Jerom, quement ha quercouls a-enep ar goal deodou, na gredo den drouc-preseg dirazoc’h [14]. Sant Augustin ne bermete quet da un drouc-preseguer dibri assamblez ganthan ous e daul [15] : pellait hoc’h-unan dioutho, ha ne guemerit jamæs evit ur guir gristen an ini en deus an tech fall da zrouc-preseg ; mæs en em bligeomp e compagnunez ar re a barlant-mâd eus a Zoue, eus ar religion hac eus an nessa, ha credomp penos an ini ne bec’h quet dre e deaud a so parfet : si guis in verbo non offendit, hic perfectus est vir [16].

  1. [Cf. Tho. Aq., Sum. theol. IIa IIæ, q. 73, art. 1 (dre vras).]
  2. [Eccli. XXVIII, 21.]
  3. [Ps. LVI, 5.]
  4. [Jac. I, 26.]
  5. [N'ema ket e skridoù gwirion s. Bernard.]
  6. [Eccli. XXVIII, 22.]
  7. [Ps. LXXIX, 19-20.]
  8. [Cf. Cor stulti in ejus ore, et lingua sapientis in corde ejus est, krennlavar troet diwar an arabeg, lakaet war gont Ali ibn Abi Talib (ob. 661).]
  9. [Eccli. XXVIII, 29.]
  10. [Ps. CXL, 3.]
  11. [I. Pet.IV, 8 : caritas operit multitudinem peccatorum.]
  12. [Eccli. XXVIII, 28.]
  13. [Prov. XXV, 23 : ventus aquilo dissipat pluvias.]
  14. […]
  15. […]
  16. [Jac. III, 2.]