I. An avi a so un dristidiguez eus ar vâd, hac ur joa eus an drouc a erru gant an nessa… Un dristidiguez eus ar vâd : rac an den avius a guemer mâd ar re-all evel un drouc græt dezan e-unan, dre ma sonch e teu da ziminui e c’hloar ha d’e ampech d’en em zevel. Ur joa eus an drouc : abalamour ma c’hesper profitta eus an drouc-se evit en em huelaat. An den avius eo an ini pehini dre gassoni, dre avarisded, dre c’hourmandis pe dre un desir-all bennac disordren en deus displijadur o velet ar vâd a ra an nessa pe a erru ganthan. Ar pec’het-ma eo pec’het an drouc speret pehini avius eus ar joausdet prometet d’hon tud quenta, a deuas d’o zenti ha d’o lacaat da guëza er pec’het. Doue en devoa crouet an den evit beva da jamæs, mæs an avi a so bet pen-caus d’e bec’het ha d’e varo. Ar maro a so antreet er bed-ma dre an avi eus an drouc speret, eme ar Scritur [1] ; ar re a zo en tû-ganthan, a heuill e exempl. Dre an inclination-fall-ma eo e teuas Caïn da laza e vreur Abel. An avi a voue caus ma quemeras Ezaü ur gassoni horrubl ous e vreur Jacob. Breudeur Joseph er guerzas ive dre avi da varc’hadourien pere a oa o vont en Ægypt ; dre avi eo en deus Saül tourmantet David, hac erfin, evel a lavar an Aviel, dre avi eo o deus ar Yuzevien laqueet hor Zalver d’ar maro. Eleac’h ma ema an avi hac an drouç, eme sant Jacques, eno e cunduer ur vuez miserabl ha leun a grimou [2]. Sant Ian-Chrisostom a lavar e tleer lemel eus a-douez bugale an Ilis an dud avius, evel ma lamer ar bec’herien bublic hac obstinet [3]. Sant Bazil a c’halv an avi, un drouc insupportabl, finessa ar sarpant hac hent an ifern [4].
II. Effejou milliguet ar pec’het-ma eo : an drouc-preseguerez hac an aquet da zua actionou ar re-all hac ar blijadur a guemerer o velet o fautou, pe an drouc a erru gantho pe a leverer anezo.
1° An ini en deus avi eus un-all a ra e oll bossubl evit e humilia ha noazout dezan : lavaret a ra quement a oar en e-enep, hac invanti a ra var e gompt traou ar re bounnerra, evit gallout en discar. Mar en deus avi eus a ur plaç, eus a ur garg, pe eus a un dimizi, petra ne raï quet an den avius evit dont a ben eus e zessin ? An oll voyenou, memes ar re injusta, a gavo mâd-bras hac a guemero. Ne espergno, nac an drouc-preseguerez, nac ar vuntrerez memes, e cas a ezom. Oh avi milliguet, netra nemet ar vrec’h a Zoue ne all da arreti !
2° An acquet da zua actionou ar re-all : ar vertus, an devotion, ar c’haliteou-mâd a ra poan da zaoulagad an den avius : o zrei a ra e ridicul, ha credi a ra lavaret penos quemen-se-oll ne dê nemet hypocrisi, finessa, tromplerez hac ambition. O tud miserabl, a lavar deoc’h hor Zalver, ho lagad a zo fall, abalamour ma’z-eo mâd ho preur ! [5] En ho follentez hac en hoc’h arrach e fell deoc’h golo a bri hac a fanq ar sclerdet hac ar gaërder eus e vertuziou ! heanit pelloc’h, oberourien a fallagriez, en despet deoc’h, an dud-se a vrillo, er bed-ma memes marteze, hac a drâ certen, er bed-all, evel stered caër epad an oll eternite.
3° Ar blijadur a guemerer o velet fautou hon nessa : oh plijadur infernal ! oh tud avius, beza hoc’h eus evit tad an drouc speret : vos ex patre diabolo estis [6] ; rac henvel beo oc’h diouthan hac e langach eo a barlantit ! an drouc speret ive en deus joa o velet bugale Doue o fazia : ober a ra e bossubl evit o derc’hel er fanq eus ar pec’het, ha cetu eno ar pez a rit hoc’h-unan. Goude ma eo cuëzet ho preur, eleac’h mont d’er golo gant ar vantel eus ar garantez, evel a lavar deoc’h ar Scritur [7], e querzit gant ar morzol hac an tachou eus an drouc-preseguerez, hac eus ar goal deodadou evit er staga ous botanç an dishenor ! Tud ifam, ar vouez eus a voad ho preur pehini hoc’h eus scuillet, a zao betec an êe hac a gri vengeanç en hoc’h enep !
4° Joa hoc’h eus o velet drouc oc’h erruout gant ho nessa hac o clevet drouc-preseg anezan : Doue ive en devezo joa oc’h exerci en hoc’h enep ar rigol eus e justiç, epad an eternite : neuse pelloc’h ho teod milliguet a heano, pe da viana mar lavar un drâ-bennac, e veulo ar justiç eternel a Zoue !
III. Remejou a-enep an avi : caret hon nessa eveldomp hon-unan, beza humbl, disprisout ar madou temporel.
1° An ini a gar e guirionez e nessa evelthan e-unan, pell da gaout avi outhan, en deus joa o velet vâd, ha displijadur o velet drouc, oc’h erruout ganthan. Evit en em guenderc’hel er ga rantez-ma, songeomp alies ez-omp bugale d’ar memes tad, ha memprou eus ar memes corf : ar vugale vianna o deus quement a vir en hæritach o zad evel ar re vrassa; penos eta e c’halfe beza avius an eil oc’h eguile ? Hor memprou en em entent-mâd etrezo : en em zicour hac en em zifen a reont bepret e cas a ezom, an daouarn bac ar memprou-all ne vezont morse avius eus a blaçou nac eus a fonctionou an daoulagad, nac eus a rê an diouscouarn : en em garomp hac en em sicouromp evel-se etrezomp !
2° An dud ourgouillus a zo ato avius, eme sant Augustin [8]; an dud humbl n’ez int jamæs. Ne aviit quet, eme ar memes doctor [9], an talanchou am eus recevet, rac ar profit a dennan anezo, a so couls deoc’h evel d’în va-unan, pa’z-eo guir penos ar madou spirituel a so commun etre an oll fidel. Comprenomp penos ar silvidiguez a so essoc’h er plaçou izel eguet er plaçou nuel, ha penos sul-vui hon deus recevet, sul vrassoc’h e vezo ar gompt a renquimp da renta da Zoue.
3° Perac caout avi eus a enoriou hac eus a va-dou ar bed : ar bonor nê ma quet en o zouez : eürus hepquen, eme ar Speret Santel, an ini a vev e doujanç hac e carantez an Autrou Doue : beatus vir qui timet Dominum [10] ; cetu eno ar bonor a dleomp da zezirout ha da c’houlen : ar rest ne dê netra nemet mogued. Mouguit ar sonch quenta oc’h an avi ; pedit alies evit an ini o beza avi outhan : desirit dezan ar memes mâd evel deoc’h hoc’h-unan : livirit bepret vâd eus an oll, ha songit penos an den avius a vezo un tourmant dezan e-unan ha d’ar re-all, hac un objet a gassoni dirac Doue !… En em arretomp c’hoas da gonsideri an drouc-preseguerez penini a so ar branq horrupla eus an avi ha pehini a so cousgoude quer commun.